Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Premier livre de Samuel » Chapitre 23

Premier livre de Samuel - Chapitre 23

Levr : Levr kentañ Samouel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Chapitre 23



On rapporta à David cette nouvelle : « Voici que les Philistins sont en guerre contre Qeïla ; ils pillent les aires à grain ! » 1S 23, 1 : Hag e voe roet keloù da Zavid o lavarout : "Emañ ar Filistiz oc’h ober brezel e Keila hag o skrabañ al leurioù".

David consulta le Seigneur : « Dois-je partir ? Est-ce que je battrai ces Philistins ? » Le Seigneur dit à David : « Pars, tu battras les Philistins et tu sauveras Qeïla. » 1S 23, 2 : Hag e c’houlennas David an Aotrou o lavarout : "Ha mont a rin da skeiñ war ar Filistiz-se ?" Hag e lavaras an Aotrou da Zavid : "Kae ! skeiñ a ri war ar Filistiz hag e savetei Keila".

Mais les hommes de David lui dirent : « Déjà, nous avons peur ici, en Juda : ce sera bien pire, si nous allons à Qeïla contre les lignes des Philistins ! » 1S 23, 3 : Hag e lavaras soudarded David dezhañ : "Ni amañ, e Youda, hon eus aon ; seul-vui ma-z eomp da Geila enep renkadoù ar Filistiz".

À nouveau, David consulta le Seigneur, et le Seigneur lui répondit : « Lève-toi ! Descends à Qeïla car je livre les Philistins entre tes mains. » 1S 23, 4 : Hag ec’h adkrogas c’hoazh David da c’houlennata an Aotrou, hag e respontas dezhañ an Aotrou o lavarout : "Sav ! Diskenn betek Keila : me a lakaio ar Filistiz ez torn !"

David partit alors pour Qeïla avec ses hommes et attaqua les Philistins. Il emmena leurs troupeaux. Il leur porta un coup très dur. David sauva ainsi les habitants de Qeïla. 1S 23, 5 : Hag ez eas David hag e soudarded da Geila d’ober brezel d’ar Filistiz, hag e kasas gantañ o chatal hag e skoas warno un taol bras ; hag e saveteas David annezidi Keila.

Or quand Abiatar, fils d’Ahimélek, s’était enfui auprès de David à Qeïla, il avait emporté l’éphod avec lui. 1S 23, 6 : Pa oa tec’het Abiatar, mab Ac’himelek, gant David da Geila, an efod a oa aet gantañ.

Saül fut averti de l’entrée de David à Qeïla et il dit : « Dieu l’a remis en mon pouvoir, car il s’est enfermé lui-même, en entrant dans une ville munie de portes et de verrous. » 1S 23, 7 : Hag e voe roet keloù da Saoul e oa erruet David e Keila. Hag e lavaras Saoul : "Deroet eo gant Doue em dorn, rak en em serret en deus o vont en ur gêr gant dor ha morailh".

Saül appela donc à la guerre tout le peuple pour descendre à Qeïla assiéger David et ses hommes. 1S 23, 8 : Hag e c’halvas Saoul e holl dud d’ar brezel, da ziskenn da Geila evit ober seziz war David ha war e soudarded.

Quand David sut que Saül préparait contre lui un mauvais coup, il dit au prêtre Abiatar : « Apporte l’éphod. » 1S 23, 9 : Hag e ouezas David e oa enep dezhañ Saoul oc’h ijinañ droug, hag e lavaras da Abiatar, ar beleg : "Tosta an efod".

David dit alors : « Seigneur, Dieu d’Israël, ton serviteur vient d’apprendre que Saül projetait de venir à Qeïla pour détruire la ville à cause de moi. 1S 23, 10 : Hag e lavaras David : "Aotrou, Doue Israel, klevet en deus da servijer e klask Saoul dont da Geila evit distrujañ kêr abalamour din-me.

Les notables de Qeïla vont-ils me livrer entre ses mains ? Saül descendra-t-il, comme ton serviteur vient de l’apprendre ? Seigneur, Dieu d’Israël, daigne en informer ton serviteur ! » Et le Seigneur dit : « Saül descendra. » 1S 23, 11 : Hag-eñ e vin serret gant bourc’hizien Keila en e zorn ? Hag-eñ e tiskenno Saoul evel m’en deus klevet da servijer ? Aotrou, Doue Israel, disklêr se d’az servijer !" Hag e lavaras an Aotrou : "Diskenn a ray".

David dit : « Les notables de Qeïla vont-ils nous livrer, moi et mes hommes, entre les mains de Saül ? » Le Seigneur dit : « Ils vous livreront. » 1S 23, 12 : Hag e lavaras David : "Hag-eñ e vin serret gant bourc’hizien Keila, ha va soudarded e dorn Saoul ?" Hag e lavaras an Aotrou : "Serriñ a raint".

Alors David se leva, lui et ses hommes – ils étaient environ six cents. Ils sortirent de Qeïla et s’en allèrent à l’aventure. Mais on informa Saül que David s’était échappé de Qeïla, si bien qu’il renonça à son expédition. 1S 23, 13 : Hag e savas David hag e soudarded, war-dro c’hwec’h kant den, da guitaat Keila, hag int da gerzhout ha da gerzhout. Ha da Saoul e voe roet keloù e oa tec’het David eus Keila, hag e paouezas da vont.

David alla demeurer au désert dans des refuges ; il demeura dans la montagne, au désert de Zif. Pendant tout ce temps, Saül ne cessa de rechercher David, mais Dieu ne le livra pas entre ses mains. 1S 23, 14 : Hag e chomas David er gouelec’h, er c’hreñvlec’hioù ; chom a reas war ar menez, e gouelec’h Zif. Hag e glask a rae Saoul dalc’hmat, met ne voe ket deroet gant Doue en e zorn.

David s’aperçut que Saül s’était mis en campagne pour lui ôter la vie. David était dans le désert de Zif, à Horesha. 1S 23, 15 : Hag e wele David ez ae Saoul da glask e vuhez. David a oa e gouelec’h Zif, e Horesa.

Jonathan, fils de Saül, se mit en route et alla trouver David à Horesha. Il l’encouragea au nom de Dieu, 1S 23, 16 : Hag e savas Jonatan, mab Saoul, hag ez eas da gaout David e Horesa, hag e kennerzhas e zorn en anv Doue,

et lui dit : « Sois sans crainte : la main de mon père Saül ne te trouvera pas. C’est toi qui régneras sur Israël, et moi, je serai ton second ; d’ailleurs, Saül, mon père, le sait bien. » 1S 23, 17 : o lavarout dezhañ : "Bez dizaon ! N’az kavo ket dorn Saoul, va zad, hag e reni war Israel, hag e vin da geneil ; Saoul zoken, va zad, a oar kement-se".

Ils conclurent tous deux une alliance devant le Seigneur. David demeura à Horesha, et Jonathan s’en alla chez lui. 1S 23, 18 : Hag e tivizjont o-daou un emglev dirak an Aotrou, hag e chomas David e Horesa, ha Jonatan a yeas d’ar gêr.

Des gens de Zif montèrent auprès de Saül à Guibéa pour lui dire : « Est-ce que David ne se cache pas chez nous, dans les refuges de Horesha, sur la colline de Hakila, au sud de la steppe ? 1S 23, 19 : Hag e pignas tud Zif da gaout Saoul e Gabaa, ha lavarout : "Daoust ha n’emañ ket David kuzhet en hon touez, e kreñvlec’hioù Horesa, war run Hac’hila, e kreisteiz an dezerzh ?

Et maintenant, si tel est ton désir, ô roi, descends ; c’est à nous de le livrer aux mains du roi. » 1S 23, 20 : Ha bremañ, p’en devo c’hoant da ene, o roue, da ziskenn, e tiskenni ; hag e serriñ a raimp e dorn ar roue".

Saül leur dit : « Soyez bénis du Seigneur, vous qui avez eu pitié de moi ! 1S 23, 21 : Hag e lavaras Saoul : "Benniget oc’h gant an Aotrou, da vezañ bet truez ouzhin.

Allez donc, vérifiez bien, tâchez de savoir en quel endroit il est passé et si quelqu’un l’a vu là-bas. On me dit, en effet, qu’il est plein de ruse. 1S 23, 22 : Kit eta, en em asurit c’hoazh, anavezit, sellit pelec’h emañ, pelec’h emañ e droad, piv en deus e welet eno ? Lavaret ’zo bet din e oa gwidreüs-tre.

Tâchez de reconnaître toutes les cachettes où il peut se cacher. Vous reviendrez me voir quand vous aurez vérifié, et j’irai avec vous. Alors, s’il est dans le pays, je le chercherai parmi tous les clans de Juda. » 1S 23, 23 : Sellit, anavezit an holl guzhiadelloù en em guzhfe e-barzh ; hag addeuit d’am c’haout pa vo sur, ma-z in ganeoc’h ! Mard emañ er vro-se, e glask a rin gant holl viliadoù Youda".

Précédant Saül, ils se mirent en route pour Zif. David et ses hommes étaient dans le désert de Maône, dans la plaine au sud de la steppe. 1S 23, 24 : Hag e savjont da vont betek Zif, a-raok Saoul. Met David hag e soudarded a oa e gouelec’h Maon, er gampoullenn, e kreisteiz an dezerzh.

Saül et ses hommes allèrent à sa recherche. David en fut informé ; il descendit à la Roche et demeura dans le désert de Maône. Mais Saül, apprenant cela, poursuivit David au désert de Maône. 1S 23, 25 : Pa-z eas Saoul hag e dud d’e glask, e voe roet keloù da Zavid, hag e oa diskennet d’ar Roc’h, hag e oa o chom e gouelec’h Maon. Hag e klevas se Saoul, hag e redas war-lerc’h David da ouelec’h Maon.

Saül marchait d’un côté de la montagne ; David et ses hommes, de l’autre côté. David précipita sa marche pour s’éloigner de Saül, mais Saül et ses hommes l’encerclaient déjà, lui et les siens, pour les capturer. 1S 23, 26 : Hag e valeas Saoul war un tu eus ar menez, ha David, gant e soudarded, war an tu all eus ar menez. Ha David a zifraee evit mont a-raok Saoul ; ha Saoul hag e dud a enkelc’hie David hag e dud evit o zapout ;

C’est alors qu’un messager vint dire à Saül : « Viens vite, car les Philistins ont fait irruption dans le pays. » 1S 23, 27 : met ur c’hannad a zeuas da gaout Saoul hag a lavaras dezhañ : "Hast dont, rak en em ledañ a ra ar Filistiz war ar vro".

Abandonnant la poursuite de David, Saül fit demi-tour pour affronter les Philistins. C’est pourquoi on a appelé ce lieu la « Roche-de-la-Séparation ». 1S 23, 28 : Hag e tistroas Saoul a redek war-lerc’h David, evit mont en arbenn d’ar Filistiz. Setu perak ez eo bet galvet al lec’h-se : Roc’h an dispartioù.