Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Premier livre de Samuel » Chapitre 25

Premier livre de Samuel - Chapitre 25

Levr : Levr kentañ Samouel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Chapitre 25



Samuel mourut. Tout Israël se rassembla pour le pleurer. On l’ensevelit chez lui, à Rama. David se mit en route et descendit au désert de Parane. 1S 25, 1 : Mervel a reas Samouel, hag en em vodas Israel a-bezh d’ober kañv dezhañ, hag e voe beziet en e di, e Rama. Hag e savas David, hag e tiskennas da ouelec’h Paran.

Il y avait à Maône quelqu’un dont l’exploitation se trouvait à Carmel. Cet homme, très riche, possédait trois mille moutons et un millier de chèvres. Il se trouvait à Carmel pour la tonte de son troupeau. 1S 25, 2 : Un den eus Maon en devoa e zomani e Karmel ; hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet : bez’ en devoa deñved, tri mil, ha mil gavr. Hag e oa e Karmel evit touzañ.

L’homme s’appelait Nabal, et sa femme, Abigaïl. La femme était intelligente et belle, tandis que l’homme était dur et malfaisant. Il était du clan de Caleb. 1S 25, 3 : Anv an den-se a oa Nabal hag anv e wreg Abigail. Ar vaouez a oa speredet mat ha kaer da welout ; hag an den a oa kalet ha fall-oberour : ur C’haleviad a oa anezhañ.

David, au désert, apprit que Nabal faisait tondre son troupeau. 1S 25, 4 : Hag e klevas David, er gouelec’h, e touze Nabal e zeñved.

Il envoya dix serviteurs en leur disant : « Montez à Carmel. Vous entrerez chez Nabal et vous le saluerez de ma part. 1S 25, 5 : Hag e kasas David dek paotr, hag e lavaras David d’ar baotred-se : "Pignit da Garmel hag it da gaout Nabal ha hetit dezhañ em anv, ar peoc’h.

Vous direz : “Pour l’année qui vient, paix à toi, paix à ta maison, paix à tout ce qui t’appartient ! 1S 25, 6 : Hag e komzot evel-hen d’am breur : Warnout peoc’h ha war da di peoc’h, ha war da beadra peoc’h !

J’ai appris que l’on faisait la tonte chez toi. Sache maintenant ceci : tes bergers étaient avec nous, et nous ne les avons pas molestés ; rien n’a disparu de chez eux, tout le temps de leur séjour à Carmel. 1S 25, 7 : Ha bremañ, klevet em eus e oa touzerien du-se. Ac’hanta ! Ar vesaerien az poa hag a oa ganeomp, n’hon eus ket graet vil dezho, n’eus manket dezho netra e-keit ha ma oant e Karmel.

Interroge-les : ils t’informeront. Que mes serviteurs trouvent grâce à tes yeux, puisque nous sommes venus en ce jour de fête ! Alors, je t’en prie, donne à tes serviteurs et à ton fils David ce que ta main trouvera.” » 1S 25, 8 : Goulenn digant da baotred hag e kontint se dit, hag e kavo va faotred gras ouzh da zaoulagad, rak da-geñver un devezh mat ez erruomp ! Ro eta ar pezh a gavo da zorn d’az servijerien ha d’az mab David".

Les serviteurs de David entrèrent chez Nabal et lui répétèrent toutes ces paroles de la part de David, puis restèrent en silence. 1S 25, 9 : Hag ez eas paotred David da lavarout da Nabal an holl gomzoù-se e anv David, hag e c’hortozjont.

Nabal répondit aux serviteurs de David : « Qui est David et qui est le fils de Jessé ? Ils sont nombreux aujourd’hui, les serviteurs évadés de chez leur maître ! 1S 25, 10 : Hag e respontas Nabal da servijerien David o lavarout : "Piv eo David ? Piv mab Jese ? Hiziv ez eus kalz servijerien kemeret ganto o frankiz, pep hini a-zirak o mestr.

Et je prendrais de mon pain, de mon eau, de mes bêtes que j’ai fait abattre pour mes tondeurs, et je les donnerais à des gens dont je ne sais même pas d’où ils viennent ? » 1S 25, 11 : Hag e kemerfen va bara ha va dour hag ar pezh am eus lazhet evit ar re a zo o touzañ du-mañ, da reiñ da dud ha n’ouzon ket a belec’h ez int ?"

Les serviteurs de David rebroussèrent chemin ; ils s’en retournèrent et, arrivés auprès de David, lui rapportèrent toutes ces paroles. 1S 25, 12 : Hag e tistroas paotred David eus o beaj, hag erruet en-dro, ez ejont da gontañ dezhañ an holl gomzoù-se.

David dit à ses hommes : « Que chacun de vous prenne son épée. » Et chacun d’eux prit son épée. David aussi prit la sienne. Quatre cents hommes environ montèrent à la suite de David ; deux cents restèrent près des bagages. 1S 25, 13 : Hag e lavaras David d’e soudarded : "Ra c’hourizo pep hini e gleze !" Hag e c’hourizas pep hini e gleze, hag e c’hourizas David ivez e gleze ; hag int war-raok war-lerc’h David, war-dro pevar c’hant den, daou c’hant o vezañ chomet gant an traoù.

Cependant, Abigaïl, la femme de Nabal, avait été avertie. L’un des bergers lui avait dit : « Voici que David a envoyé des messagers depuis le désert, pour saluer notre maître ; mais lui s’est emporté contre eux. 1S 25, 14 : Hag Abigail, gwreg Nabal, he devoe keloù digant unan eus ar baotred, a lavaras : "Kaset en deus bet David kannaded eus ar gouelec’h evit bennigañ hon aotrou, met lammet en deus ganto.

Et pourtant, ces hommes étaient très bons pour nous : nous n’avons pas été molestés, et rien n’a disparu de chez nous, tout le temps où nous avons parcouru avec eux la campagne. 1S 25, 15 : Hag an dud-se a oa bet mat-tre evidomp, ha n’o devoa ket graet vil deomp, ha n’eus manket netra deomp e-keit hag hon eus kerzhet ganto pa oamp war ar maez.

Ils étaient pour nous un rempart, de nuit comme de jour, tout le temps où nous avons été avec eux à faire paître les troupeaux. 1S 25, 16 : Ur ramparzh ez int bet en-dro deomp noz-deiz e-keit ma-z omp bet ganto o vesa an deñved.

Maintenant, tâche de voir ce que tu dois faire, car le malheur est décidé contre notre maître Nabal et toute sa maison. C’est un vaurien : on ne peut même pas lui parler ! » 1S 25, 17 : Bremañ ez eo dit gouzout ha gwelout petra d’ober ; a-hent-all eo divizet ar gwalleur enep hon aotrou hag enep e holl diegezh. Hemañ a zo ur paotr-a-netra ; n’eus ket da gomz outañ".

Abigaïl se dépêcha de prendre deux cents pains, deux outres de vin, cinq moutons tout préparés, cinq boisseaux d’épis grillés, cent gâteaux de raisins secs et deux cents gâteaux de figues qu’elle chargea sur des ânes. 1S 25, 18 : Hag e tifraeas Abigail da gemer daou c’hant baraenn ha daou sac’had gwin, pemp dañvad aozet, pemp muzul greun rostet, kant kouign-rezin ha daou c’hant a fiez, hag o lakaas war an ezen.

Elle dit aux serviteurs : « Passez devant moi, je vous suis. » Cependant, elle n’avertit pas Nabal, son mari. 1S 25, 19 : Hag e lavaras d’he faotred : "Tremenit em raok, ha me, war ho lerc’h a yelo". D’he gwaz Nabal ne lavaras doare.

Alors que, sur son âne, elle descendait à l’abri de la montagne, voici que David et ses hommes descendaient dans sa direction : elle les rencontra. 1S 25, 20 : Edo houmañ a-c’haoliad war un azen o tiskenn, dre guzh, eus ar menez, ha setu David gant e soudarded o tiskenn en arbenn dezhi, hag e tegouezhas ganto.

Or, David s’était dit : « C’est donc en pure perte que j’ai protégé tout ce que possédait ce Nabal dans le désert, et que rien n’a disparu de ce qu’il possédait ! Il m’a rendu le mal pour le bien. 1S 25, 21 : Ha David a lavare : "Ya, en aner em eus diwallet peadra hemañ er gouelec’h ; n’eus bet dianket eus holl bezh en devoa, netra ; met va faeañ a ra fall evit ar mad-se.

Que Dieu amène le malheur sur David – ou plutôt sur ses ennemis –, et pire encore, si je laisse subsister parmi tous les siens, d’ici demain matin, un seul mâle ! » 1S 25, 22 : Evel-hen da raio Doue da enebourien David, hag evel-hont ouzhpenn, ma lezan, a-douez holl bezh en deus, ac’hann da veure, zoken ur staoter ouzh ar voger !"

Apercevant David, Abigaïl descendit vite de son âne, elle se jeta devant David, face contre terre, et se prosterna. 1S 25, 23 : Pa welas Abigail David, e hastas diskenn diwar an azen, ha kouezhañ dirak David war he dremm, en ur stouiñ d’an douar.

S’étant jetée à ses pieds, elle dit : « C’est moi, c’est ma faute, mon seigneur ! Permets à ta servante de te parler ! Écoute donc les paroles de ta servante. 1S 25, 24 : Ha kouezhet e-harz e dreid, e lavaras : "Warnon, aotrou, ar fazi ! Met ra gomzo da vatezh ez tivskouarn ! Ha selaou komzoù da vatezh !

De grâce, que mon seigneur ne prête pas attention à ce vaurien de Nabal : il porte bien son nom ! Son nom est “le Fou”, et la folie l’accompagne. Mais moi, ta servante, je n’avais pas vu les serviteurs de mon seigneur, ceux que tu avais envoyés. 1S 25, 25 : Gant na ray ket an aotrou van ouzh an den-a-netra-se, ouzh Nabal, rak evel e anv ez eo, sot e anv ha sotoni ennañ. Ha me, da vatezh, n’em boa ket gwelet paotred va aotrou, az poa kaset.

Et maintenant, par la vie du Seigneur et par ta propre vie, puisque le Seigneur t’a empêché d’en venir au sang et de te sauver par ta propre main, qu’ils deviennent comme Nabal, tes ennemis et ceux qui veulent du mal à mon seigneur ! 1S 25, 26 : Ha bremañ, va aotrou ! Bevet an Aotrou ha bevet da ene ! P’en deus harzet ouzhit an Aotrou da vont betek ar gwad, da drec’hiñ drezout da-unan, ac’hanta ! Ra vezo evel Nabal da enebourien hag ar re a glaskfe d’am aotrou un droug bennak !

Et maintenant, ce présent que ta servante apporte à mon seigneur, qu’il soit remis aux serviteurs qui t’accompagnent. 1S 25, 27 : Setu an donezon a gas da vatezh d’am aotrou, hag a ro d’ar baotred a gerzh war roudoù va aotrou.

Pardonne, je te prie, l’offense de ta servante. Nul doute, en effet : le Seigneur fera à mon seigneur une maison stable, parce que toi, mon seigneur, tu as mené les combats du Seigneur et que, de toute ta vie, on ne trouvera pas de mal en toi. 1S 25, 28 : Pardon eta mank da servijerez. Rak ober a ray an Aotrou d’am aotrou un ti padus, brezelioù an Aotrou emañ va aotrou oc’h ober ; falloni ebet n’eus bet kavet ennout a-viskoazh.

Un homme s’est levé pour te poursuivre et s’en prendre à ta vie, mais la vie de mon seigneur sera gardée précieusement avec celles des vivants, auprès du Seigneur ton Dieu, tandis que la vie de tes ennemis, le Seigneur la placera dans le creux de sa fronde pour la lancer au loin. 1S 25, 29 : Ma sav un den da redek war da lerc’h, da glask da vuhez, ra vezo buhez va aotrou miret e-touez ar re vev gant an Aotrou, da Zoue, ha buhez da enebourien da vezo batalmet a-greiz palv ar vatalm !

Aussi, lorsque le Seigneur aura fait à mon seigneur tout le bien qu’il a prédit à ton sujet et qu’il t’aura institué chef sur Israël, 1S 25, 30 : Ha p’en devo graet an Aotrou Doue d’am aotrou kement ha m’en deus lavaret a vad diwar e benn, ha p’en devo roet urzh ma vi rener war Israel,

ce ne sera pas un obstacle pour toi, ni un remords au cœur de mon seigneur, d’avoir versé le sang inutilement, en voulant te sauver par ta propre main. Et quand le Seigneur aura fait du bien à mon seigneur, tu te souviendras de ta servante. » 1S 25, 31 : ne vo ket se un asoup evidout, ha ne skuilho ket va aotrou, diabeg, ar gwad, evit bezañ trec’h drezañ e-unan. P’en devo roet berzh an Aotrou Doue d’am aotrou, az pez soñj eus da vatezh".

David dit à Abigaïl : « Béni soit le Seigneur, Dieu d’Israël, qui t’a envoyée en ce jour à ma rencontre. 1S 25, 32 : Hag e lavaras David da Abigail : "Benniget an Aotrou, Doue Israel, en deus da gaset hiziv war-arbenn din !

Bénie soit ton intelligence, et bénie sois-tu, toi qui m’as retenu aujourd’hui d’en venir au sang et de me sauver par ma propre main ! 1S 25, 33 : Benniget da furnez ha bennozh dit da vout harzet ouzhin hiziv da vont betek ar gwad ha da drec’hiñ drezon va-unan.

Mais, par le Seigneur vivant, par le Dieu d’Israël qui m’a empêché de te faire du mal, si tu n’étais pas venue aussi vite à ma rencontre, il ne serait pas resté à Nabal un seul mâle, avant que le matin se lève ! » 1S 25, 34 : Ya, evelkent ! Bevet an Aotrou, Doue Israel, en deus miret ouzhin d’ober droug dit, ha ma n’az pije ket hastet dont war-arbenn din, ne vije ket manet da Nabal, ac’hann da gouloù-deiz, ur staoter ouzh ar voger !"

David reçut de la main d’Abigaïl ce qu’elle lui avait apporté. Puis il lui dit : « Remonte en paix chez toi. Tu le vois : je t’ai écoutée, je t’ai fait grâce. » 1S 25, 35 : Hag e kemeras David eus he dorn ar pezh a gase dezhañ, ha dezhi e lavaras : "Kae e peoc’h d’ar gêr ; sell ! selaouet em eus ouzh da vouezh, ha savet da zremm".

Quand Abigaïl revint chez Nabal, celui-ci donnait un festin dans sa maison, un vrai festin de roi. Nabal avait le cœur en joie, mais comme il était complètement ivre, Abigaïl ne l’informa de rien avant que le matin se lève. 1S 25, 36 : Hag ez eas Abigail davet Nabal, hag e oa ur banvez en e di, evel ur banvez-roue, ha kalon Nabal a oa laouen ennañ ; mezv e oa ken e oa ; ne gontas hi dezhañ netra, bihan pe vras, ac’hann gouloù-deiz.

Le lendemain matin, après que Nabal eut cuvé son vin, sa femme l’informa de ce qui s’était passé. Alors le cœur de Nabal défaillit dans sa poitrine, et lui-même fut comme pétrifié. 1S 25, 37 : Diouzh ar beure, aet ar gwin diouzh Nabal, e kontas dezhañ e wreg an darvoudoù, hag e semplas e galon en e greiz, hag e voe evel ur maen.

Au bout d’une dizaine de jours, le Seigneur frappa Nabal qui mourut. 1S 25, 38 : Hag a-benn dek devezh e roas an Aotrou taol ar marv da Nabal.

David apprit que Nabal était mort et il dit : « Béni soit le Seigneur qui a défendu ma cause, après l’insulte reçue de Nabal, et qui a empêché son serviteur de faire le mal. Quant à la méchanceté de Nabal, le Seigneur l’a fait retomber sur sa tête. » Puis David envoya dire à Abigaïl qu’il la prendrait pour femme. 1S 25, 39 : Pa glevas David e oa marvet Nabal, e lavaras : "Benniget an Aotrou en deus difennet va c’haoz pa-z on bet dismegañset gant Nabal ! Ouzh e servijer en deus harzet d’ober droug, ha fallentez Nabal en deus distroet an Aotrou war e benn". Hag e kasas David da lavarout da Abigail he c’hemere da wreg.

Les serviteurs de David vinrent donc chez Abigaïl à Carmel et lui dirent : « David nous a envoyés chez toi afin de te prendre pour sa femme. » 1S 25, 40 : Hag ez erruas servijerien David e ti Abigail, e Karmel ; ha da gomz outi o lavarout : "David hor c’has davedout d’az kemer evitañ da wreg !"

Elle se leva, puis se prosterna face contre terre et dit : « Voici ta servante, comme une esclave prête à laver les pieds des serviteurs de mon seigneur. » 1S 25, 41 : Hag e savas houmañ hag e stouas, he dremm d’an douar, hag e lavaras : "Setu, da vatezh a vo ur sklavez da walc’hiñ treid servijerien va aotrou".

Se relevant en toute hâte, Abigaïl monta sur son âne et, accompagnée de cinq de ses servantes, elle suivit les messagers de David et devint sa femme. 1S 25, 42 : Ha gant mall e savas Abigail, hag a-c’haoliad war un azen, pemp eus he mitizhien o vont war he roudoù, ez eas war-lerc’h kannaded David hag e voe e wreg.

David avait aussi épousé Ahinoam de Yizréel. Elles furent toutes les deux ses femmes. 1S 25, 43 : Ac’hinoam a voe kemeret ivez gant David eus Izreel, hag e voe an div-mañ gwragez dezhañ.

Or Saül avait donné sa fille Mikal, femme de David, en mariage à Palti, fils de Laïsh, qui était de Gallim. 1S 25, 44 : Ha Saoul en devoa roet Mic’hol, e verc’h, bet gwreg David, da Palti, mab Laish, a oa eus Gallim.