Livre de Jérémie - Chapitre 2
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Chapitre 2
La parole du Seigneur me fut adressée : Jr 2, 1 : Komz an Aotrou a zeuas din en ur lavarout din :
Va proclamer aux oreilles de Jérusalem : Ainsi parle le Seigneur : Je me souviens de la tendresse de tes jeunes années, ton amour de jeune mariée, lorsque tu me suivais au désert, dans une terre inculte. Jr 2, 2 : Kae da c’harmiñ ouzh divskouarn Jeruzalem, evel-hen e komz an Aotrou : Soñj am eus ac’hanout, eus grasoù mat da yaouankiz, eus karantez da ouestloù-dimezi Ma heulies ac’hanon d’ar gouelec’h d’ar vro na hades ket enni.
Israël était consacré au Seigneur, première gerbe de sa récolte ; celui qui en mangeait était coupable : il lui arrivait malheur, – oracle du Seigneur. Jr 2, 3 : Israel a oa tra sakr evit an Aotrou, preveudi e drevad ; kement hini a zebre dioutañ a veze kablus, ar gwalleur a gouezhe warno, lavar an Aotrou !
Écoutez la parole du Seigneur, maison de Jacob et toutes les familles de la maison d’Israël. Jr 2, 4 : Selaouit Komz an Aotrou, tiegezh Jakob hag holl kerentiadoù tiegezh Israel :
Ainsi parle le Seigneur : En quoi vos pères m’ont-ils trouvé injuste, eux qui se sont éloignés de moi, qui ont suivi des dieux de néant pour devenir eux-mêmes néant ? Jr 2, 5 : Evel-hen e komz an Aotrou : Peseurt dislealded o deus ho tadoù kavet ennon evit pellaat diouzhin da vont da heul an didalvoud ha dont da vezañ int ivez didalvoud ?
Ils n’ont pas dit : « Où est-il, le Seigneur, lui qui nous a fait monter de la terre d’Égypte et marcher dans le désert, terre aride et ravinée, terre sèche et sinistre, terre où personne n’est jamais passé, où aucun homme n’a jamais habité ? » Jr 2, 6 : E-lec’h lavarout : «Pelec’h emañ an Aotrou en deus hon lakaet da sevel eus Bro-Egipt ha kaset ac’hanomp dre ar gouelec’h, ur vro distuz ha torosennek, ur vro a sec’hor hag a deñvalded, ur vro na dremen ket mab-den enni, ha na chom enni den ebet".
Je vous ai fait entrer dans une terre plantureuse pour vous nourrir de tous ses fruits. Mais à peine entrés, vous avez profané ma terre, changé mon héritage en abomination. Jr 2, 7 : Ho degaset em eus d’ur vro a liorzhoù, evit debriñ he frouezh hag he madoù, met ur wech antreet hoc’h eus saotret va bro ha graet eus va hêrezh un euzhusted.
Les prêtres n’ont pas dit : « Où est-il, le Seigneur ? » Les dépositaires de la Loi ne m’ont pas connu, les pasteurs se sont révoltés contre moi ; les prophètes ont prophétisé au nom du dieu Baal, ils ont suivi des dieux qui ne servent à rien. Jr 2, 8 : Ar veleien n’o deus ket lavaret : «Pelec’h emañ an Aotrou ?" Ar re a bleustr war al lezenn n’o deus ket va anavezet, ar vesaerien a zo bet disfeal em c’heñver ; ar brofeded o deus diouganet dre anv Baal. Aet int da heul ar re zidalvoud.
C’est pourquoi, de nouveau, je vais faire un procès contre vous, – oracle du Seigneur un procès contre les fils de vos fils. Jr 2, 9 : Setu perak ez an adarre da brosezañ ganeoc’h - lavar an Aotrou ! Da brosezañ gant mibien ho mibien ivez.
Passez jusqu’aux rivages de l’Occident, et regardez ; envoyez faire des recherches en Orient, et regardez si pareille chose est arrivée ! Jr 2, 10 : Tremenit eta da inizi Kitim, kasit tud da Gedar ha taolit evezh, gwelit daoust hag ez eus bet traoù heñvel !
Une nation a-t-elle jamais changé de dieux ? – Et ce ne sont même pas des dieux ! Or mon peuple a échangé sa gloire contre ce qui ne sert à rien. Jr 2, 11 : Hag eñ e kemm ur vroad he doueoù, - ha koulskoude n’int ket doueoù ! - va fobl avat he deus eskemmet he gloar gant ar vezh a zo didalvoud !
Cieux, soyez-en consternés, horrifiés, épouvantés ! – oracle du Seigneur. Jr 2, 12 : Neñvoù, bezit mantret-holl - lavar an Aotrou ! -
Oui, mon peuple a commis un double méfait : ils m’ont abandonné, moi, la source d’eau vive, et ils se sont creusé des citernes, des citernes fissurées qui ne retiennent pas l’eau ! Jr 2, 13 : Rak va fobl he deus graet daou dorfed : va dilezet o deus, me, ar vammenn dour bev ha kleuziet puñsoù-glav, puñsoù faoutet ha ne zalc’hont ket an dour.
Israël est-il un esclave acheté ? Est-il un esclave né dans la maison ? Pourquoi fait-il partie du butin ? Jr 2, 14 : Daoust hag ur sklav ez eo Israel unan bet prenet pe bet ganet en ti, evit bezañ deuet da vezañ ur preizh ?
Contre lui rugissent de jeunes lions, ils ont donné de la voix et livré son pays à la dévastation : ses villes sont incendiées, vidées de leurs habitants. Jr 2, 15 : A-enep dezhañ e yud leonedigoù en ur reiñ mouezh ; lakaet o deus e zouar da vezañ drastet olevet eo bet e gêrioù, den ne chom enno ken.
Même les fils de Noph et de Tapanès rasent ta chevelure ! Jr 2, 16 : Zoken mibien Nof ha Tafnes o deus touzet da glopenn.
N’es-tu pas celle qui a tout provoqué, toi qui as abandonné le Seigneur ton Dieu, au temps même où il te guidait sur le chemin ? Jr 2, 17 : Hag eñ ne c’hoarvez ket se ganit dre m’ac’h eus dilezet an Aotrou da Zoue, pa oa ouzh da vleniañ en hent ?
Et maintenant, qu’as-tu à prendre le chemin de l’Égypte, pour boire l’eau du Nil ? Qu’as-tu à prendre le chemin d’Assour, pour boire l’eau du Fleuve ? Jr 2, 18 : Ha bremañ, petra ’zo ganit evit kemer hent an Egipt ha mont da evañ dour ar stêr-du68 ha petra ’zo ganit evit kemer hent Asour ha mont da evañ dour ar stêr veur ?
Que ta méchanceté te corrige, que tes infidélités te punissent ! Comprends et vois comme il est mauvais et amer d’abandonner le Seigneur ton Dieu, de ne plus me craindre, – oracle du Seigneur, Dieu de l’univers. Jr 2, 19 : Da zrougiezh d’az kastizo da zisfealded da skoio ganit : Gouez ha gwel pegen fall ha c’hwerv eo dilezel an Aotrou da Zoue, ha bezañ dizoujañs em c’heñver, - lavar Aotrou an armeoù ! -
Oui, depuis longtemps tu as brisé ton joug, rompu tes liens. Tu as dit : « Je ne servirai pas ! » Mais sur toute colline élevée, sous tout arbre vert, tu te couches, prostituée ! Jr 2, 20 : Ya, pell ’zo ac’h eus brevet da yev ac’h eus torret da liammoù en ur lavarout : ne servijin ket ! Ya, war dosenn uhel, ha dindan pep gwezenn glasvezet ez out aet da c’hourvez evel ur c’hast.
Moi pourtant, j’avais fait de toi une vigne de raisin vermeil, tout entière d’un cépage de qualité. Comment t’es-tu changée pour moi en vigne méconnaissable et sauvage ? Jr 2, 21 : Me koulskoude am boa da blantet gwini eus an dibab, bountadennoù a ouenn wirion, penaos ez out en em gemmet e plant diouennet, e skodoù-gwini bastardet ?
Tu aurais beau te lessiver à la soude, y rajouter quantité de potasse, devant moi, ta faute reste incrustée, – oracle du Seigneur Dieu. Jr 2, 22 : Ha goude m’en em walc’hfes gant nitrat, ha goude ma kemerfes kali e-leizh, e chomfe merket da fallagriezh dirazon - lavar an Aotrou ! -.
Comment peux-tu dire : « Je ne me suis pas souillée, après les Baals je n’ai pas couru » ? Vois ton chemin dans la vallée. Comprends ce que tu as fait, chamelle volage dont les pistes s’embrouillent ! Jr 2, 23 : Penaos e c’hellez lavarout : N’on ket en em louzet, n’on ket aet war-lerc’h ar Baaled ? Sell ouzh da roudoù en draonienn, anavez petra ac’h eus graet ! Kañvalez diboell, he c’hammedoù o kroazigellat,
Ânesse habituée au désert, dans l’ardeur de son désir, elle aspire le vent : son rut, qui peut le refouler ? Ils n’ont pas à se fatiguer, tous ceux qui la cherchent : en son temps, ils la trouvent ! Jr 2, 24 : azenez ouez kustumet d’ar gouelec’h e gwrez he c’hoant o c’hwesha an avel. En he rud, piv a zalc’ho anezhi ? Neb hini he c’hlask n’en deus ket a boan, en hec’h orged.
Prends garde, tu vas avoir les pieds nus, et le gosier assoiffé. Mais tu dis : « Rien à faire ! Non, j’aime les étrangers et je veux courir à leur suite ! » Jr 2, 25 : Taol pled na gollo ket da dreid o botoù, na zeuio ket da gorzailhenn da sec’hediñ. Met lavarout a rez : Nann ! N’eus forzh ! Karout a ran an estrañjourien ha war o lerc’h ez an.
Comme est confondu un voleur pris sur le fait, ainsi sont confondus les gens de la maison d’Israël, leurs rois, leurs princes, leurs prêtres et leurs prophètes, Jr 2, 26 : Evel m’en devez mezh ul laer pa vez paket evel-se, evel-se o devo mezh tud tiegezh Israel, int-i o rouaned, o friñsed, o beleien, o frofeded,
eux qui disent au bois : « Tu es mon père », et à la pierre : « Toi, tu m’as enfanté. » Ils tournent vers moi leur dos, non leur visage ; mais au temps de leur malheur, ils disent : « Lève-toi ! Sauve-nous ! » Jr 2, 27 : int-i hag a lavare d’un tamm koad : Te eo va zad ha d’ur maen : Te ac’h eus va engehentet ! Rak troet o deus din o c’hein, n’eo ket o dremm. Hogen da goulz ar gwalleur e lavaront : Sav ! Salv ac’hanomp !
Où sont-ils, les dieux que tu t’es fabriqués ? Qu’ils se lèvent, s’ils peuvent te sauver au temps de ton malheur ! Oui, tes dieux sont aussi nombreux que tes villes, ô Juda ! Jr 2, 28 : Pelec’h emañ ’ta an doueoù ac’h eus stummet dit ra savint, ma c’hellont da savetaat en amzer da walleur-se rak ken niverus ha da gêrioù eo da zoueed, o Youda !
Pourquoi donc me faire un procès ? Vous vous êtes tous révoltés contre moi, – oracle du Seigneur. Jr 2, 29 : Perak va lakaat da gablus ? C’hwi holl a zo bet disfeal din - lavar an Aotrou -.
En vain, j’ai frappé vos fils : ils n’ont pas accepté la leçon. Votre épée a dévoré vos prophètes, comme un lion destructeur. Jr 2, 30 : En aner em eus skoet gant ho mibien n’o deus ket degemeret ar gentel. Ho kleze en deus plaouiet ho profeded, evel ul leon distrujer.
Ô vous, gens de cette génération, voyez ce que dit le Seigneur : Ai-je été un désert pour Israël ? Ai-je été un pays de ténèbres ? Pourquoi ceux de mon peuple disent-ils : « Nous errons çà et là, nous n’allons plus vers toi » ? Jr 2, 31 : Noueañs fall ma-z oc’h ! Gwelit Komz an Aotrou ! Hag eñ on bet er gouelec’h evit Israel, pe ur vro a deñvalijenn ? Perak e lavar va fobl : Ni fell deomp mont d’hor giz, ne zeuimp ket ken d’az kaout !
Une vierge oublie-t-elle ses ornements, une fiancée, sa parure ? Or mon peuple m’a oublié depuis des jours sans nombre. Jr 2, 32 : Daoust hag ar plac’h nevez a ankounac’hafe he fichadur hag ar wreg yaouank he gourizoù ? Va fobl avat he deus va ankounac’haet abaoe deizioù diniver !
Comme tu disposes bien ton chemin pour quêter l’amour ! Avec de tels chemins tu enseignes même le mal. Jr 2, 33 : Na mat ez anavezez an hent evit kestal ar garantez. Evel-se ouzh ar gwall e-unan ac’h eus kustumet da hentoù.
Même sur les pans de ton vêtement, on trouve le sang des malheureux, des innocents, que tu n’as pas surpris en flagrant délit. Et par-dessus tout cela, Jr 2, 34 : Betek war da zaouarn o-unan e kaver merkoù gwad ar re zidamall, ha n’out ket bet souprenet o toull-freuzañ. Met gant se e lavarez :
tu dis : « Je suis innocente : vraiment sa colère s’est détournée de moi ! » Voici que j’entre en jugement avec toi, puisque tu dis : « Je n’ai pas péché ! » Jr 2, 35 : Didamall ez on ! e gounnar, sur-mat, a zo en em zistroet diouzhin. Met setu ma-z an da varn ac’hanout gant ar pezh a lavarez : N’em eus ket pec’het !
Que tu es versatile, toi qui changes de chemin ! Même de l’Égypte tu auras honte, comme tu as eu honte d’Assour. Jr 2, 36 : Ne golli ket kalz a dra o cheñch roud ? Gant an Egipt ivez e vi kerseet evel ma-z out bet gant Asour.
De là aussi tu sortiras, les mains sur la tête, car le Seigneur a rejeté ceux en qui tu mets ta confiance ; avec eux tu ne réussiras pas ! Jr 2, 37 : Ac’hano ivez ez i er-maez gant da zaouarn war da benn, rak argaset en deus an Aotrou ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh ganto.
