Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Jérémie » Chapitre 44

Livre de Jérémie - Chapitre 44

Levr : Levr Jeremias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52

Chapitre 44



Parole qui fut adressée à Jérémie pour tous les Judéens habitant au pays d’Égypte, ceux qui habitent à Migdol, Tapanès, Noph et au pays de Patros. Jr 44, 1 : Sed ar gomz a voe kaset da Jeremias evit an holl Youdaidi o chom e bro Egipt, o chom e Migdol e Tac’hpanc’hes, e Nof, hag e bro Batros, da lavarout dezho :

« Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Vous avez vu tout le malheur que j’ai fait venir sur Jérusalem et sur toutes les villes de Juda ; aujourd’hui, les voici en ruines, et sans habitants. Jr 44, 2 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : Gwelet hoc’h eus an holl walleur am eus lakaet da zont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Youda, setu ma-z int dismantret en deiz-mañ ha n’eus mui annezer ebet enno.

C’est à cause du mal qu’ils ont fait pour m’offenser, en allant encenser et servir d’autres dieux, qui leur étaient inconnus, comme à vous et à vos pères. Jr 44, 3 : Bez’ ez eo en abeg d’an droug o deus graet, ouzh va lakaat da gounnariñ, dre vont da ginnig ezañs ha da servijout doueed estren dianav dezho na deoc’h-c’hwi na d’hoc’h hendadoù.

Je vous ai envoyé inlassablement tous mes serviteurs les prophètes, pour dire : “Ne faites donc pas cette chose abominable que je déteste !” Jr 44, 4 : Kaset am eus deoc’h, hep skuizhañ, va holl servijerien, ar brofeded, da lavarout deoc’h : Na rit ket an dra euzhus-se kasaet ganin.

Mais ils n’ont pas écouté ni prêté l’oreille, pour se détourner de leur mal et cesser de brûler de l’encens à d’autres dieux. Jr 44, 5 : Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket troet o skouarn, evit distreiñ diouzh o fallagriezh, ha chom hep lakaat ezañs da zivogediñ d’an doueed estren.

Alors mon ardente colère s’est déversée, elle a embrasé les villes de Juda et les rues de Jérusalem, les réduisant en ruines et en désolation, comme on le voit aujourd’hui. Jr 44, 6 : Neuze eo dirollet fulor va c’hounnar ; lakaet he deus an tan e kêrioù Youda hag e straedoù Jeruzalem, hag a zo deut da vezañ un dismantr hag ur gwastadur, evel m’emañ kont en deiz-mañ.

Et maintenant, ainsi parle le Seigneur, Dieu de l’univers, le Dieu d’Israël : Pourquoi vous faire à vous-mêmes ce grand mal, retrancher du milieu de Juda homme et femme, petit enfant et nourrisson, et ne pas laisser subsister un reste ? Jr 44, 7 : Ha bremañ, evel-hen e Komz an Aotrou, Doue an armeoù, Doue Israel : Perak e rit an droug bras-se a-enep deoc’h hoc’h-unan, pa lakait da vezañ troc’het kuit eus Youda, gwazed ha merc’hed, bugale, ha magadenned, hep ur restad da chom deoc’h,

Pourquoi m’offenser par les œuvres de vos mains, en brûlant de l’encens à d’autres dieux, dans le pays d’Égypte, là où vous êtes venus séjourner ? Pourquoi être retranchés de toutes les nations de la terre et devenir pour elles un objet de malédiction et d’insulte ? Jr 44, 8 : dre lakaat droug da sevel ennon, gant oberoù ho taouarn, dre lakaat ezañs da zivogediñ evit an doueed estren war zouar an Egipt, e-lec’h ma-z oc’h antreet da chom enni, en doare ma teuiot da vezañ kaset da get ha da vezañ danvez a vallozh hag a zismegañs dirak holl vroadoù an douar ?

Avez-vous oublié les méfaits de vos pères, les méfaits des rois de Juda et ceux de leurs femmes, vos propres méfaits et ceux de vos femmes, commis au pays de Juda et dans les rues de Jérusalem ? Jr 44, 9 : Hag ankounac’haet hoc’h eus drougoberoù ho tadoù, drougoberoù rouaned Youda ha re o renerien, ho trougoberoù-c’hwi ha re ho kwragez, graet e bro Youda hag e straedoù Jeruzalem ?

Jusqu’à ce jour, ils n’ont éprouvé ni contrition ni crainte ; ils n’ont pas marché selon ma loi et mes décrets que j’avais placés devant vous et devant vos pères. Jr 44, 10 : Betek hiziv n’o deus santet na keuz nag aon, ha n’o deus ket baleet hervez va Lezenn ha va gourc’hemennoù, am boa lakaet dirazoc’h ha dirak ho tadoù.

C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Je vais tourner mon visage contre vous, pour votre malheur, et retrancher tout Juda. Jr 44, 11 : En abeg da-se, evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : Setu ma-z an da lakaat va Dremm a-bann da sellout ouzhoc’h evit ho kwalleur, evit kas da get Youda a-bezh.

Je prendrai le reste de Juda, ceux qui ont tourné leur visage vers l’Égypte pour aller y séjourner, et ils périront tous, ils tomberont au pays d’Égypte, ils périront par l’épée et la famine, du plus petit jusqu’au plus grand. Par l’épée et la famine ils mourront et ils deviendront un objet d’imprécation et de désolation, de malédiction et d’insulte. Jr 44, 12 : Kemer a rin ar restad eus Youda en deus troet e selloù war-zu bro Egipt evit antren enni da chom ; steuziañ a raint holl gwitibunan e bro Egipt, kouezhañ 'raint dindan ar c’hleze, mont a raint da goll an holl anezho gant an naonegezh, bihan ha bras, mervel a raint gant ar c’hleze hag an naonegezh ha sachañ 'raint warno argarzherezh, gwastidigezh, mallozh ha dismegañs.

Je châtierai ceux qui habitent au pays d’Égypte, comme j’ai châtié Jérusalem, par l’épée, la famine et la peste. Jr 44, 13 : Skeiñ a rin kastiz ouzh ar re a chom e bro Egipt, evel m’am eus graet a-enep Jeruzalem, dra ar c’hleze, dre an naonegezh hag ar vosenn.

Il n’y aura ni rescapé ni survivant parmi le reste de Juda, ceux qui sont venus séjourner au pays d’Égypte. Quant au pays de Juda où ils désirent ardemment revenir pour y habiter, ils n’y reviendront pas, sauf quelques rescapés. » Jr 44, 14 : Ha ne vo den oc’h achap hag o tec’hout eus restad Youda, eus ar re a zo antreet e bro Egipt evit chom enni. Evit ar pezh a sell distreiñ da vro Youda, e-lec’h ma c’hoantaont retorn evit chom enni, nann, ne zistroint ket di, nemet un nebeut tec’hidi.

Tous les hommes qui savaient que leurs femmes brûlaient de l’encens à d’autres dieux et toutes les femmes présentes – donc une grande assemblée –, c’est-à-dire le peuple habitant au pays d’Égypte à Patros, tous firent à Jérémie cette réponse : Jr 44, 15 : Neuze an holl a ouie e lakae o gwragez ezañs da zivogediñ evit doueed estren, an holl verc’hed a oa aze - ur pezh bodadeg anezho - hag an holl bobl o chom e bro Egipt hag e Patros, a respontas kement-mañ da Jeremias :

« Pour ce qui est de la parole que tu nous as dite au nom du Seigneur, nous ne t’écouterons pas. Jr 44, 16 : «Evit ar pezh a sell ouzh ar gomz ac’h eus lavaret deomp en anv an Aotrou, ne fell ket deomp da selaou.

Mais nous voulons agir selon toute la parole qui est sortie de notre bouche : brûler de l’encens à la Reine du ciel et lui verser des libations comme nous le faisions dans les villes de Juda et les rues de Jérusalem, nous et nos pères, nos rois et nos princes ; car alors, rassasiés de pain, nous étions heureux et ne connaissions pas le malheur. Jr 44, 17 : Met derc’hel a raimp da seveniñ ar gomz bet lavaret gant hor genou : kinnig ezañs da Rouanez an oabl ha profañ dezhi skuilhadurioù evel ma raemp, ni hag hon tadoù, hor rouaned hag hor renerien, e kêrioù Youda hag e straedoù Jeruzalem ; neuze hor boa bara diouzh hor c’hoant, evurus e oamp ha ne welemp ket a walleur.

Depuis que nous avons cessé de brûler de l’encens à la Reine du ciel et de lui verser des libations, nous manquons de tout et nous périssons par l’épée et la famine. » Jr 44, 18 : Met abaoe m’hon eus ehanet da ginnig ezañs da Rouanez an oabl ha da brofañ dezhi skuilhadurioù, hon eus diouer a bep tra hag ez eomp da goll dre ar c’hleze hag an naonegezh !"

Les femmes ajoutèrent : « Lorsque nous brûlons de l’encens à la Reine du ciel et lui versons des libations, est-ce à l’insu de nos maris que nous lui faisons des gâteaux qui la représentent et lui versons des libations ? » Jr 44, 19 : Hag ar merc’hed da lavarout c’hoazh : "Pa lakaomp da zivogediñ an ezañs da Rouanez an oabl ha pa skuilhomp died dezhi, daoust hag eñ ez eo hep gouzout d’hor gwazed ma reomp dezhi gwestell ouzh he skeudenniñ ha ma profomp skuilhadurioù ?"

Alors Jérémie s’adressa à tout le peuple, aux hommes et aux femmes, à tous ceux qui lui avaient ainsi répondu. Il leur dit : Jr 44, 20 : Jeremias a respontas en-dro d’ar bobl a-bezh, d’ar wazed ha d’ar merc’hed ha d’an holl dud o doa graet dezhañ ar respont-se :

« Cet encens que vous avez brûlé dans les villes de Juda et dans les rues de Jérusalem, vous et vos pères, vos rois et vos princes, avec les gens du pays, est-ce que le Seigneur ne s’en est pas souvenu ? N’en a-t-il pas gardé mémoire ? Jr 44, 21 : «Daoust ha n’eo ket an ezañs hoc’h eus lakaet da zivogediñ e kêrioù Youda hag e straedoù Jeruzalem, c’hwi hag ho tadoù, ho rouaned hag ho pennadurezhioù, koulz ha pobl ar vro, en deus bet an Aotrou koun anezhañ hag a zo savet betek e galon ?

Le Seigneur ne pouvait plus supporter la malice de vos actes et les abominations que vous avez commises. Alors votre pays est devenu une ruine, un objet de désolation et de malédiction, sans aucun habitant, comme on le voit aujourd’hui. Jr 44, 22 : N’helle mui an Aotrou gouzañv fallagriezh hoc’h oberoù nag an euzhusterioù a raec’h, gant-se eo deuet ho pro da vezañ dismantr, gwastidigezh ha mallozh, didud, evel m’emañ hiziv.

Vous avez brûlé de l’encens, vous avez péché contre le Seigneur, vous n’avez pas écouté la voix du Seigneur, vous n’avez pas marché selon sa loi, ses décrets et ses exigences : voilà pourquoi ce malheur vous est arrivé, comme on le voit aujourd’hui. » Jr 44, 23 : Dre m’hoc’h eus lakaet ezañs da zivogediñ ha pec’het a-enep an Aotrou, dre n’hoc’h eus ket selaouet mouezh an Aotrou na baleet hervez e Lezenn, e gemennadurioù hag e urzhioù, en abeg da-se eo ez eo dirollet warnoc’h ar gwalleur-mañ, evel m’emañ kont en deiz-mañ".

Puis Jérémie dit à tout le peuple, hommes et femmes : « Écoutez la parole du Seigneur, vous tous de Juda, vous qui êtes au pays d’Égypte ! Jr 44, 24 : Ha Jeremias a lavaras d’ar bobl a-bezh ha d’an holl verc’hed : "Selaouit Komz an Aotrou, c’hwi holl Youdaidi a zo o chom e bro Egipt.

Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Vous et vos femmes, vous avez dit de votre bouche et vous avez accompli de vos mains, vous qui déclariez : “Nous réaliserons les vœux que nous avons faits de brûler de l’encens à la Reine du ciel et de lui verser des libations.” Eh bien, acquittez-vous donc de vos vœux ! Réalisez-les complètement ! Jr 44, 25 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : C’hwi ar merc’hed, ar pezh end-eeun hoc’h eus diskleriet gant ho kenou e fell deoc’h hen seveniñ gant ho taouarn, en ur lavarout : Seveniñ a raimp al leoù hon eus graet, lakaat ezañs da zivogediñ evit Rouanez an oabl ha da ober dezhi skuilhadurioù. Ac’hanta ! Sevenit ho leoù ; grit ho skuilhadurioù !

Cependant, écoutez la parole du Seigneur, vous tous de Juda, vous qui habitez au pays d’Égypte : Voici que j’en ai fait le serment par mon grand nom, dit le Seigneur. Plus personne en Juda n’invoquera mon nom, aucun de ceux qui disent, par tout le pays d’Égypte : “Vive le Seigneur mon Dieu !” Jr 44, 26 : Met bremañ selaouit Komz an Aotrou, c’hwi holl, Youdaidi o chom e bro Egipt : «Setu m’en touan dre va anv-meur, eme an Aotrou, va anv ne vezo mui galvet gant genou gwaz ebet eus Youda, hini ebet ne lavaro : Dre vuhez an Aotrou Doue ! - dre vro Egipt a-bezh.

Voici que je veille sur eux pour le malheur et non pour le bonheur ; ils périront, tous les hommes de Juda qui sont au pays d’Égypte, par l’épée et la famine, jusqu’à leur anéantissement. Jr 44, 27 : Setu m’emaon war evezh outo evit o gwalleur ha n’eo ket evit o eurvad ; an holl wazed eus Youda a zo e bro Egipt a yelo da get gwitibunan dre ar c’hleze hag an naonegezh, betek na vo ken anezho.

Mais quelques-uns, peu nombreux, échappant à l’épée, s’en retourneront du pays d’Égypte au pays de Juda. Alors, tout le reste de Juda, ceux qui sont venus séjourner au pays d’Égypte, ceux-là sauront quelle parole se réalise : la mienne ou la leur ! Jr 44, 28 : Un nebeut achapet diouzh ar c’hleze - un toulladig hepken – a zistroio eus Egipt da vro Youda. Neuze ar re holl a vane eus Youda, hag a zo antreet, ar re a zo antreet e bro Egipt evit chom enni, a ouio komz piv a vo deuet da wir, va hini-me pe o hini.

Et voici pour vous – oracle du Seigneur – le signe que je vais vous châtier en ce lieu, afin que vous sachiez que mes paroles de malheur contre vous se réalisent vraiment : Jr 44, 29 : Ha setu evidoc’h petra 'vo an arouez – lavar an Aotrou - ez an da zegas kastiz en hoc’h enep el lec’h-mañ, neuze e ouiot e teuy da wir, hep mar ebet, va c’homzoù. En hoc’h enep evit ho kwalleur :

– ainsi parle le Seigneur – je vais livrer le pharaon Hophra, roi d’Égypte, aux mains de ses ennemis, aux mains de ceux qui en veulent à sa vie, comme j’ai livré Sédécias, roi de Juda, aux mains de Nabucodonosor, roi de Babylone, son ennemi, celui qui en voulait à sa vie. » Jr 44, 30 : Evel-hen eta e komz an Aotrou : Setu ma-z an da lakaat ar Faraon Hofra, roue Egipt, etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a c’hoanta lemel e vuhez digantañ, evel m’am eus lakaet Sedekias, roue Youda, etre daouarn Naboukodonozor, roue Babilon, e enebour hag a c’hoantae tennañ e vuhez digantañ".87