Livre de Jérémie - Chapitre 6
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Chapitre 6
Fils de Benjamin, cherchez refuge hors de Jérusalem ! Sonnez du cor à Teqoa, sur Beth-ha-Kérem, dressez un signal, car un malheur survient depuis le nord, un grand désastre. Jr 6, 1 : Klaskit ur goudor, mibien Benjamin a-ziavaez eus Jeruzalem. E Tekoa sonit ar c’horn, war Bet-Hakerem savit ur banniel-arouez ! Rak eus an hanternoz e c’hourdrouz ur gwalleur, ur gwallreuz bras-meurbet !
La toute belle, la délicate, la fille de Sion, je l’ai réduite au silence. Jr 6, 2 : Ar goantenn, an dekenn, he distrujañ a ran, merc’h Sion ;
Vers elle se dirigent des bergers et leurs troupeaux ; contre elle, tout autour, ils ont planté leurs tentes, et chacun fait brouter sa part. Jr 6, 3 : war-zu enni e teu mesaerien gant o bagadoù-deñved ; pikedet o deus o zeltennoù en-dro dezhi ha lakaat a reont da beuriñ pep unan e lod.
Sanctifiez-vous pour lui faire la guerre. Debout ! Montons à l’assaut en plein midi. Malheur à nous, le jour décline et les ombres du soir s’allongent ! Jr 6, 4 : Embannit a-enep dezhi un emgann santel. War-sav ! Pignomp e kreiz an deiz ; allas deomp ! Rak emañ an deiz o vont hag hiraat a ra skeudoù an abardaez.
Debout ! Montons à l’assaut en pleine nuit, détruisons ses citadelles. Jr 6, 5 : War-sav ! Pignomp da noz ha distrujomp he falezioù.
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Coupez du bois, amoncelez un remblai contre Jérusalem, la ville qui sera punie ; tout en elle est oppression. Jr 6, 6 : Rak evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Troc’hit kuit he gwez ha grit savennoù en-dro da Jeruzalem. Gwa ar gêr a douellerezh ! Pep tra zo gwasterezh en he c’hreiz.
Comme une citerne garde son eau, elle garde sa malice. On entend chez elle violence et dévastation ; mes yeux ne voient que blessure et maladie. Jr 6, 7 : Evel ma strink ur vammenn he dour, evel-se hi a strink he drougiezh : Freuz ha reuz ne glever ken enni dirazon dalc’hmat poanioù ha taolioù !
Corrige-toi, Jérusalem, de peur que je me détache de toi, que je te réduise en lieu désolé, en terre inhabitée ! Jr 6, 8 : En em lez da vezañ adreizhet, Jeruzalem. Gant aon n’en em zistagfe diouzhit va ene, ma rafen ac’hanout ur wastidigezh, ur vro diannez.
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : On va grappiller à fond, comme la vigne, ce qui reste d’Israël. Que ta main repasse comme celle du vendangeur sur les sarments ! Jr 6, 9 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Peurgutuilh, peurgutuilh evel ar gwini restad Israel ; degas da zorn en-dro evel ur vendemour, war ar bleñchoù.
Devant qui parlerai-je, devant qui témoigner pour qu’ils entendent ? Voici que leur oreille est incirconcise : ils ne peuvent pas être attentifs. Voici que la parole du Seigneur est devenue pour eux une insulte : ils n’en veulent pas. Jr 6, 10 : Da biv e komzin, - da biv e kemennin da vezañ selaouet ? Setu ma-z eo diamdroc’h o skouarn – n’hellont ket teurel pled. Setu m’eo deuet Komz an Aotrou da vezañ evito ur vezh, ne fell ket dezho anezhi !
Je suis rempli de la colère du Seigneur et fatigué de la contenir ! Déverse-la tout à la fois sur le petit enfant dans la rue et sur le groupe des jeunes gens. Oui, l’homme et la femme seront pris, le vieillard et celui qui est comblé de jours. Jr 6, 11 : Me avat, eus kounnar an Aotrou ez on leun skuizh on o terc’hel warni. Skuilh a rin anezhi war ar bugel er ru ha war gelc’hiad ar re yaouank ; rak paotred ha merc’hed a vo paket enni, kozhidi hag ar re o deus o c’hont a zeizioù.
Leurs maisons passeront à des étrangers, ainsi que leurs champs et leurs femmes, car j’étendrai la main contre les habitants du pays, – oracle du Seigneur. Jr 6, 12 : O ziez a dremeno etre daouarn reoù all, parkeier ha gwragez war un dro, rak astenn a rin va dorn a-enep annezerien ar vro – lavar an Aotrou !-.
Du plus petit jusqu’au plus grand, ils sont tous assoiffés de profits ; du prophète jusqu’au prêtre, ils s’adonnent tous au mensonge. Jr 6, 13 : Rak eus an hini bihanañ betek an hini brasañ holl ez int skraperien dizonest ; eus ar profed betek ar beleg ez int holl liverien gevier.
Ils traitent à la légère la blessure de mon peuple, en disant : « Paix ! La paix ! » alors qu’il n’y a pas de paix. Jr 6, 14 : Pareañ a reont reuz va fobl diwar skañv en ur lavarout : Peoc’h a zo ! Peoc’h a zo ! Ha n’eus ket a beoc’h.
Par leurs abominations ils se couvrent de honte, mais ils n’éprouvent pas la moindre honte, ils ne savent même plus rougir. Aussi tomberont-ils avec les autres, ils trébucheront au temps où je les visiterai, dit le Seigneur. Jr 6, 15 : Ha mezh o divije gant an euzhusted o deus graet ? N’o deus ket a vezh ! N’ouzont ket ken kaout mezh ! Setu perak e kouezhint e-touez ar re a gouezh, tapout a raint o lamm d’ar c’houlz m’o c’hastizin, eme an Aotrou !
Ainsi parle le Seigneur : Arrêtez-vous en chemin et voyez, interrogez les sentiers de toujours. Où donc est le chemin du bien ? Suivez-le, et trouvez pour vous-mêmes le repos. Mais ils disent : « Nous ne le suivrons pas ! » Jr 6, 16 : Evel-hen e komz an Aotrou : En em zalc’hit war an hentoù ha gwelit, goulennit diwar-benn ar gwenodennoù a-wechall : Pelec’h emañ an hent mat ? Kerzhit gantañ hag e kavot diskuizh evit hoc’h ene. Met respontet o deus : N’aimp ket ganto !
J’ai suscité pour vous des guetteurs : « Faites attention au son du cor ! » Mais ils disent : « Nous ne ferons pas attention. » Jr 6, 17 : Lakaet em eus gedourien da sevel evidoc’h : Taolit evezh ouzh son ar c’horn ! Met respontet o deus : Ne daolimp ket pled !
C’est pourquoi, nations, écoutez ; et toi, assemblée du peuple, apprends ce qui va leur arriver. Jr 6, 18 : Setu perak selaouit, broadoù, hag anavez, o bodadeg, petra ’zo o tont warno.
Terre, écoute ! Voici que je fais venir sur ce peuple un malheur, le fruit de leurs projets, car ils n’ont pas fait attention à mes paroles, ils ont méprisé ma loi. Jr 6, 19 : Selaou, o douar : Setu-me o kas reuz war ar bobl-se frouezh o menozioù, peogwir n’o deus ket taolet pled ouzh va c’homzoù ha m’o deus disprizet va Lezenn !
Que m’importe l’encens de Saba, ou les aromates d’une terre lointaine ? Vos holocaustes ne me plaisent pas, vos sacrifices ne me sont pas agréables. Jr 6, 20 : Petra 'ra din an ezañs o tont eus Sheba hag ar ganell brizius eus ar broioù-pell ? Ne blij ket din hoc’h holokostoù ha n’em eus ket dudi gant ho sakrifisoù.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur : Voici que je place devant ce peuple des embûches sur lesquelles pères et fils trébucheront ensemble, le voisin et son ami périront. Jr 6, 21 : Setu perak eo evel-hen e komz an Aotrou : Setu ma lakaan skoilhoù dirak ar bobl-mañ, ma stoko o zreid outo ; tadoù ha mibien holl a-gevret, amezeien ha mignoned a yelo da get.
Ainsi parle le Seigneur : Voici qu’un peuple arrive du pays du nord ; aux confins de la terre, s’éveille une grande nation. Jr 6, 22 : Evel-hen e komz an Aotrou : Setu ur bobl o tont eus bro an hanternoz, ur vroad vras o sevel eus penn pellañ an douar.
Ils empoignent arc et javelot, ils sont cruels, sans aucune compassion ; leur voix gronde comme la mer. Sur des chevaux ils sont montés, rangés comme un seul homme pour la bataille, contre toi, fille de Sion. Jr 6, 23 : Dougen a reont ar wareg hag ar speg, kriz ha didruez ez int, hag o mouezh a groz evel ar mor, war gezeg e varc’hekaont a renkadoù-emgann evel en ur pezh, a-enep dit, merc’h Sion.
Nous en avons entendu la rumeur ; nos mains faiblissent, l’angoisse nous saisit, comme les douleurs d’une femme qui accouche. Jr 6, 24 : P’hon eus klevet ar c’helou-se ez eo aet hon daouarn da laosk, an anken he deus kroget ennomp, ur grenienn evel en ur wreg o wilioudiñ.
Ne sortez pas dans les champs, n’allez pas sur la route : l’épée de l’ennemi est là, de tous côtés c’est l’épouvante. Jr 6, 25 : N’it ket er-maez, n’it ket war an hent, rak an enebour en deus ur c’hleze, spouron a zo a bep tu !
Ô fille de mon peuple, revêts-toi de sac et roule-toi dans la cendre ! Prends le deuil comme pour un fils unique : amertume et complainte ; car le dévastateur, soudain, arrive sur nous. Jr 6, 26 : Merc’h va fobl, gwisk leien-sac’h hag en em skuilh el ludu, gra ur c’hañv evel d’ur mab pennhêr, ur c’hlemmvan leun a c’hwervoni ; rak a-daol trumm emañ o tont warnomp ar gwaster.
Je t’ai établi comme une forteresse, pour soumettre mon peuple à l’épreuve, afin que tu connaisses et éprouves sa conduite. Jr 6, 27 : Da lakaet em eus war va fobl evit hec’h amprouiñ evit ma anavezi ha ma purai o doare.
Ils sont tous des rebelles invétérés, des semeurs de calomnies, du bronze et du fer ; ce sont tous des destructeurs. Jr 6, 28 : Holl ez int tud disent, drouk-komzerien, holl ez int aet da vrein
Le soufflet gronde, pour que le plomb soit éliminé par le feu. Mais c’est en vain que l’on s’efforce d’épurer, ce qui est mauvais ne se détache pas. Jr 6, 29 : Emañ ar vegin o roc’hal ; ma-z aio kuit an holl blom gant an tan. Hogen en aner en deus teuzet an teuzer ar c’hoc’hien n’houll ket distagañ
« Argent de rebut » : voilà comment on les appelle. Oui, le Seigneur les a mis au rebut. Jr 6, 30 : arc’hant repudet, setu penaos e vez anvet rak an Aotrou en deus reputet anezho.
