Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ ar Rouaned » Pennad 10

Levr kentañ ar Rouaned - Pennad 10

Levr : Levr kentañ ar Rouaned
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 10



La reine de Saba avait entendu parler de la renommée de Salomon, qui faisait honneur au nom du Seigneur. Elle vint donc pour le mettre à l’épreuve en lui proposant des énigmes. 1R 10, 1 : Ha rouanez Saba, o vezañ klevet komz eus brud Salomon, abalamour da anv an Aotrou, a zeuas d’e amprouiñ gant divinadelloù diaes.

Elle arriva à Jérusalem avec une escorte imposante : des chameaux chargés d’aromates et d’une énorme quantité d’or et de pierres précieuses. Quand elle fut parvenue auprès de Salomon, elle lui exposa les questions qu’elle avait préparées, 1R 10, 2 : Dont a reas da Jeruzalem gant danvezioù talvoudus-meurbet : kañvaled sammet a louzeier c’hwez-vat hag aour e-leizh-meurbet, ha mein prizius ; hag ez eas da gaout Salomon, hag e lavaras dezhañ holl bezh he devoa war he c’halon.

mais Salomon trouva réponse à tout et ne fut arrêté par aucune difficulté. 1R 10, 3 : Hag e tisklêrias dezhi Salomon hec’h holl c’houlennoù ; ne voe netra kuzhet ouzh ar roue, netra n’en divije ket gallet respont.

Lorsque la reine de Saba vit toute la sagesse de Salomon, le palais qu’il avait construit, 1R 10, 4 : Hag e welas rouanez Saba holl furnez Salomon, hag ar palez en devoa savet,

les plats servis à sa table, le logement de ses officiers, la tenue du service et l’habillement des serviteurs, ses sommeliers, les holocaustes qu’il offrait à la maison du Seigneur, 1R 10, 5 : ha boued e daol, hag annezioù e servijerien, hag emzalc’h e vinistred hag o dilhad, hag e hanaferien, hag an holokostoù a ginnige e Templ an Aotrou Doue, ne oa mui evit kaout hec’h alan !

elle en eut le souffle coupé, et elle dit au roi : « Ce que j’ai entendu dire dans mon pays sur toi et sur ta sagesse, c’était donc vrai ! 1R 10, 6 : Hag e lavaras d’ar roue : "Gwir eo ar pezh am boa klevet em bro diwar-benn da oberoù ha da furnez.

Je ne voulais pas croire ce qu’on disait, avant de venir et de voir de mes yeux ; mais voilà qu’on ne m’en avait pas appris la moitié ! Tu surpasses en sagesse et en magnificence la renommée qui était venue jusqu’à moi. 1R 10, 7 : Met ne greden ket an traoù-se ken na vijen deuet ha ken n’am bije gwelet gant va daoulagad va-unan, met a dra sur, ne oa ket bet kontet din an hanter ; muioc’h a furnez ac’h eus, hag a vadoù, eget ar pezh am boa klevet.

Heureux tes gens, heureux tes serviteurs que voici, eux qui se tiennent continuellement devant toi et qui entendent ta sagesse ! 1R 10, 8 : Evurus da sujidi ! Pegen evurus da servijerien en em zalc’h dirazout dalc’hmat, hag a selaou da furnez !

Béni soit le Seigneur ton Dieu, qui t’a montré sa bienveillance en te plaçant sur le trône d’Israël. Parce que le Seigneur aime Israël pour toujours, il t’a établi roi pour exercer le droit et la justice. » 1R 10, 9 : Ra vezo benniget an Aotrou, da Zoue, en deus da garet ouzh da lakaat war dron Israel ! Dre ma kar Israel da viken eo en deus an Aotrou lakaet ac’hanout da roue evit mirout al Lezenn hag ar Justis."

Elle fit présent au roi de cent vingt lingots d’or, d’une grande quantité d’aromates et de pierres précieuses ; il n’est plus jamais venu une quantité d’aromates pareille à celle que la reine de Saba avait donnée au roi Salomon. 1R 10, 10 : Hag e roas d’ar roue kant ugent talant aour, ha louzeier c’hwez-vat e-leizh-meurbet, ha mein prizius. A-c’houdevezh ne voe morse degaset kement a louzeier c’hwez-vat evel m’he devoa rouanez Saba roet d’ar roue Salomon.

La flotte d’Hiram avait donc apporté l’or d’Ophir. Elle en rapporta également du bois de santal, en très grande quantité, et des pierres précieuses. 1R 10, 11 : Ha listri Hiram, a zouge aour eus Ofir, a gase ivez eus Ofir koad santal, kementadoù bras-kenañ, ha mein prizius.

Avec ce bois de santal, le roi fit une balustrade pour la maison du Seigneur et la maison du roi ; on en fit aussi des cithares et des harpes pour les chantres. Par la suite, on ne reçut plus jamais de ce bois de santal, et jusqu’à ce jour on n’en a plus revu. 1R 10, 12 : Hag e reas ar roue, gant koad santal, balustroù evit Templ an Aotrou hag evit ti ar roue, ha lourennoù ha telennoù, evit ar sonerien. Ne zeuas ken evel ar c’hoad santal-mañ, ne voe ken gwelet betek hiziv.

Le roi Salomon offrit à la reine de Saba tout ce qui répondait à ses désirs, en plus des présents qu’il lui faisait avec une munificence digne du roi Salomon. Puis elle s’en retourna dans son pays avec ses serviteurs. 1R 10, 13 : Hag ar roue Salomon a roas da rouanez Saba kement a blijas dezhi hag a c’houlennas, hep kontañ ar pezh a roas dezhi evel largentez ar roue Salomon. Hag e tistroas da vont d’he bro gant he servijerien.

En une seule année, le poids de l’or qui parvenait à Salomon était de six cent soixante-six lingots d’or, 1R 10, 14 : Bez’ e oa pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz : c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent talant aour,

sans compter les péages des voyageurs, les transactions des commerçants, de tous les rois de l’Occident et des gouverneurs du pays. 1R 10, 15 : ouzhpenn ar pezh a zeue eus telloù ar veajourien hag eus gounidoù ar varc’hadourien-red, ha digant rouaned Arabia ha gouarnerien ar vro.

Le roi Salomon fit deux cents grands boucliers d’or battu – il utilisait six cents pièces d’or pour un grand bouclier – 1R 10, 16 : Hag e reas Salomon daou c’hant skoed en aour goveliet ; c’hwec’h kant shekel aour a yae war bep skoed,

et trois cents petits boucliers d’or battu – il utilisait trois livres d’or pour un petit bouclier. Le roi les plaça dans la maison de la Forêt du Liban. 1R 10, 17 : ha tri c’hant skoedig aour goveliet : teir minenn aour a yae evit ur skoedig. Hag o lakaat a reas ar roue en e di, e Koad-al-Liban.

Le roi fit aussi un grand trône d’ivoire, qu’il plaqua d’or affiné. 1R 10, 18 : Hag e reas ar roue un tron en olifant, unan bras gwarniset gant aour glan.

Ce trône avait six degrés, un dossier à sommet arrondi, et des bras de chaque côté du siège ; deux lions étaient debout près des bras 1R 10, 19 : C’hwec’h derez en devoa an tron, hag ur c’hein ront en devoa en a-dreñv, ha brec’hioù a bep tu eus al lec’h da goazezañ, ha daou leon en o sav e-kichen ar brec’hioù.

et douze lions se tenaient là, sur les six degrés, de chaque côté. Dans aucun royaume on ne fit chose pareille. 1R 10, 20 : Ha daouzek leon en em zalc’he eno war ar c’hwec’h derez, a bep tu ; ne oa ket bet graet kement-all e rouantelezh ebet.

Toutes les coupes du roi Salomon étaient en or, et tous les objets de la maison de la Forêt du Liban, en or fin, non pas en argent : on n’en faisait aucun cas au temps de Salomon. 1R 10, 21 : Hag holl gopoù-evañ ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti Koad-al-Liban, en aour glan : ne voe ket a arc’hant, ne voe istimet, e deizioù Salomon, da netra.

Car le roi avait sur la mer une flotte de navires de haut bord naviguant avec la flotte d’Hiram ; une fois tous les trois ans, la flotte arrivait, apportant or et argent, ivoires, singes et paons. 1R 10, 22 : Listri Tarsis en devoa ar roue war vor gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz e teue listri Tarsis, o tougen aour, arc’hant, olifant, marmouzien, pauned.

Le roi Salomon devint le plus grand de tous les rois de la terre en richesse et en sagesse. 1R 10, 23 : Brasoc’h e voe ar roue Salomon eget holl rouaned an douar, e pinvidigezh hag e furnez.

Toute la terre cherchait à rencontrer Salomon face à face, pour entendre la sagesse que Dieu avait mise en son cœur. 1R 10, 24 : An douar a-bezh a glaske dremm Salomon evit selaou e furnez, en devoa lakaet Doue en e galon.

Chacun apportait son offrande : objets d’argent et objets d’or, vêtements, armes et aromates, chevaux et mulets ; et ainsi d’année en année. 1R 10, 25 : Hag e kasent pep a brof : traoù arc’hant ha traoù aour, gwiskamantoù, armoù, balzamoù, kezeg ha muled : ur gont bep bloaz.

Salomon rassembla des chars et des cavaliers. Il avait mille quatre cents chars et douze mille cavaliers. Il les installa dans les villes de garnison et auprès de lui, à Jérusalem. 1R 10, 26 : Hag e tastumas Salomon kirri ha marc’heien, hag en devoe pevarzek kant karr ha daouzek mil marc’heger, hag o lakaat a reas e kêrioù-kirri hag e-kichen ar roue, e Jeruzalem.

À Jérusalem, le roi fit abonder l’argent autant que les pierres, et les cèdres autant que les sycomores dans le Bas-Pays. 1R 10, 27 : Hag e lakaas ar roue an arc’hant e Jeruzalem kement hag ar vein, hag ar sedrez a lakaas kement hag ar sikamorennoù en izel-vro, kement e voe anezho.

Les chevaux de Salomon provenaient d’Égypte, et le groupe des courtiers du roi les achetaient à Qewé pour un prix convenu. 1R 10, 28 : Ermaeziet e veze kezeg evit Salomon eus an Egipt hag eus Koa. Dre varc’hadourien ar roue e vezent kerc’het eus Koa, diouzh ar feur :

Un char provenant d’Égypte atteignait six cents pièces d’argent, et un cheval cent cinquante. Il en était de même pour tous les rois hittites et pour les rois d’Aram, que ces courtiers approvisionnaient. 1R 10, 29 : Koustañ a rae ermaeziañ ur c’harr eus an Egipt : c’hwec’h kant shekel arc’hant, ur marc’h, kant hanter-kant. Ken evit holl rouaned an Hitiz, ken evit rouaned Aram, drezo e vezent ermaeziet.