Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ ar Rouaned » Pennad 21

Levr kentañ ar Rouaned - Pennad 21

Levr : Levr kentañ ar Rouaned
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 21



Naboth, de la ville de Yizréel, possédait une vigne à côté du palais d’Acab, roi de Samarie. 1R 21, 1 : Ha setu pezh a c’hoarvezas da heul an darvoudoù-se. Ur winienn en devoa Navot, an Izreeliad, hag a oa en Israel e-kichen palez Ac’hab, roue Samaria.

Acab dit un jour à Naboth : « Cède-moi ta vigne ; elle me servira de jardin potager, car elle est juste à côté de ma maison ; je te donnerai en échange une vigne meilleure, ou, si tu préfères, je te donnerai l’argent qu’elle vaut. » 1R 21, 2 : Hag e komzas Ac’hab ouzh Navot, o lavarout : "Ro din da winienn, hag em bo ul liorzh-legumaj, tre e-kichen va zi. Hag e roin dit eviti ur winienn welloc’h, pe, mard eo gwelloc’h ouzh da zaoulagad, e roin dit, en arc’hant, priz he zalvoudegezh".

Naboth répondit à Acab : « Que le Seigneur me préserve de te céder l’héritage de mes pères ! » 1R 21, 3 : Met Navot a lavaras da Ac’hab : "Doue ra viro na rofen peadra va Zadoù !"

Acab retourna chez lui sombre et irrité, parce que Naboth lui avait dit : « Je ne te céderai pas l’héritage de mes pères. » Il se coucha sur son lit, tourna son visage vers le mur, et refusa de manger. 1R 21, 4 : Hag ez eas Ac’hab d’ar gêr, displijet ha kounnaret gant ar pezh en devoa lavaret Navot an Izreeliad, dezhañ, o lavarout : "Ne roin ket dit hêrezh va zadoù" hag e c’hourvezas war e wele, hag e tistroas e zremm, ha ne zebras ket a voued.

Sa femme Jézabel vint lui dire : « Pourquoi es-tu de mauvaise humeur ? Pourquoi ne veux-tu pas manger ? » 1R 21, 5 : Mont a reas Jezabel, e wreg d’e gavout hag e lavaras dezhañ : "Perak emañ da spered en displijadur, ha ne zebrez ket a voued ?"

Il répondit : « J’ai parlé à Naboth de Yizréel. Je lui ai dit : “Cède-moi ta vigne pour de l’argent, ou, si tu préfères, pour une autre vigne en échange.” Mais il a répondu : “Je ne te céderai pas ma vigne !” » 1R 21, 6 : Hag e lavaras dezhi : "Komzet em eus ouzh Navot, an Izreeliad, ha lavaret dezhañ : Ro din da winienn evit arc’hant, pe ma-c’h eus c’hoant, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret : Ne roin ket dit va gwinienn".

Alors sa femme Jézabel lui dit : « Est-ce que tu es le roi d’Israël, oui ou non ? Lève-toi, mange, et retrouve ta bonne humeur : moi, je vais te donner la vigne de Naboth. » 1R 21, 7 : Hag e lavaras Jezabel, e wreg dezhañ : "Ha te eo a ren bremañ gant aotrouniezh vras war rouantelezh Israel ? Sav ! Debr boued hag e vo gwell da galon ! Me a roio dit gwinienn Navot, eus Izreel".

Elle écrivit des lettres au nom d’Acab, elle les scella du sceau royal, et elle les adressa aux anciens et aux notables de la ville où habitait Naboth. 1R 21, 8 : Hag hi da skrivañ lizhiri en anv Ac’hab, ha d’o siellañ gant e siell ha da gas al lizhiri-mañ d’an Henaourien ha d’an uhelidi a oa e kêr, keneiled da Navot.

Elle avait écrit dans ces lettres : « Proclamez un jeûne, faites comparaître Naboth devant le peuple. 1R 21, 9 : Hag e skrivas kement-mañ el lizhiri : "Embannit ur yun, ha lakait da azezañ Navot e penn ar bobl.

Placez en face de lui deux vauriens, qui témoigneront contre lui : “Tu as maudit Dieu et le roi !” Ensuite, faites-le sortir de la ville, lapidez-le, et qu’il meure ! » 1R 21, 10 : Ha lakait da azezañ daou waz, paotred-a-netra, dirazañ en ur lavarout : Mallozhet ec’h eus Doue hag ar roue ! Hag e gas a reot da vezañ meinataet, en doare ma varvo !"

Les anciens et les notables qui habitaient la ville de Naboth firent ce que Jézabel avait ordonné dans ses lettres. 1R 21, 11 : Hag e reas gwazed kêr, an Henaourien hag an uhelidi a oa o chom e kêr, evel ma oa bet gourc’hemennet dezho gant Jezabel, hervez ar pezh a oa skrivet el lizhiri he devoa kaset dezho.

Ils proclamèrent un jeûne et firent comparaître Naboth devant le peuple. 1R 21, 12 : Embann a rejont ur yun ha lakaat Nabot e penn ar bobl.

Alors arrivèrent les deux individus qui se placèrent en face de lui et portèrent contre lui ce témoignage : « Naboth a maudit Dieu et le roi. » On fit sortir Naboth de la ville, on le lapida, et il mourut. 1R 21, 13 : Hag ez erruas daou baotr, paotred-a-netra, da azezañ dirazañ ; hag e testas ar baotred-a-netra a-enep dezhañ, a-enep Navot, dirak ar bobl, o lavarout : "Mallozhet en deus Navot Doue hag ar roue !" Hag e voe kaset er-maez eus kêr ha labezet gant mein, hag e varvas.

Puis on envoya dire à Jézabel : « Naboth a été lapidé et il est mort. » 1R 21, 14 : Hag e voe kaset keloù da Jezabel da lavarout dezhi e oa bet lazhet Nabot a-daolioù mein.

Lorsque Jézabel en fut informée, elle dit à Acab : « Va, prends possession de la vigne de ce Naboth qui a refusé de la céder pour de l’argent, car il n’y a plus de Naboth : il est mort. » 1R 21, 15 : Adal ma klevas Jezabel e oa bet meinataet Navot hag e oa marvet, e lavaras Jezabel da Ac’hab : "Sav, da berc’hennañ gwinienn Navot an Izreeliad, ha na c’houlle ket he reiñ dit evit arc’hant, rak n’eo ket Navot bev ken, marv eo !"

Quand Acab apprit que Naboth était mort, il se rendit à la vigne de Naboth et en prit possession. 1R 21, 16 : Pa glevas Ac’hab e oa marvet Navot, e savas Ac’hab evit diskenn da winienn Navot an Izreeliad d’he ferc’hennañ.

La parole du Seigneur fut adressée au prophète Élie de Tishbé : 1R 21, 17 : Met komz a reas an Aotrou ouzh Elias, an Tesbiad, o lavarout :

« Lève-toi, va trouver Acab, qui règne sur Israël à Samarie. Il est en ce moment dans la vigne de Naboth, où il s’est rendu pour en prendre possession. 1R 21, 18 : Sav ! diskenn da gavout Ac’hab, roue Israel, a zo e Samaria. Emañ e gwinienn Navot : diskennet eo di d’he ferc’hennañ.

Tu lui diras : “Ainsi parle le Seigneur : Tu as commis un meurtre, et maintenant tu prends possession. C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur : À l’endroit même où les chiens ont lapé le sang de Naboth, les chiens laperont ton sang à toi aussi.” » 1R 21, 19 : Komz a ri outañ, o lavarout : evel-hen e lavar an Aotrou : Muntrer ha diberc’henner ! Hag e komzi outañ, o lavarout : evel-hen e lavar an Aotrou : El lec’h ma lipas ar chas gwad Navot, e lipo ar chas da wad-te ivez !"

Acab dit à Élie : « Tu m’as donc retrouvé, toi, mon ennemi ! » Élie répondit : « Oui, je t’ai retrouvé. Puisque tu t’es déshonoré en faisant ce qui est mal aux yeux du Seigneur, 1R 21, 20 : Hag e lavaras Ac’hab da Elias : "Va c’havet ac’h eus, va enebour ?" Hag e lavaras : "Da gavet am eus, rak en em werzhet ac’h eus, oc’h ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou.

je vais faire venir sur toi le malheur : je supprimerai ta descendance, j’exterminerai tous les mâles de ta maison, esclaves ou hommes libres en Israël. 1R 21, 21 : Kas a rin warnout ar gwalleur, hag e skubin war da lerc’h, kas a rin da get kement paotr ’zo eus tiegezh Ac’hab, pe en e frankiz pe sklavour e vefe, en Israel !

Je ferai à ta maison ce que j’ai fait à celle de Jéroboam, fils de Nebath, et à celle de Baasa, fils d’Ahias, tes prédécesseurs, car tu as provoqué ma colère et fait pécher Israël. 1R 21, 22 : Hag e lakain da diegezh evel tiegezh Jeroboam, mab Nabat, hag evel tiegezh Baasa, mab Ahias, evit bezañ va hegaset ha lakaet Israel da bec’hiñ".

Et le Seigneur a encore cette parole contre Jézabel : “Les chiens dévoreront Jézabel sous les murs de la ville de Yizréel !” 1R 21, 23 : Hag ivez evit Jezabel en deus komzet an Aotrou, o lavarout : "Ar chas a zebro Jezabel e-harz rak-mogerioù Izreel.

Celui de la maison d’Acab qui mourra dans la ville sera dévoré par les chiens ; celui qui mourra dans la campagne sera dévoré par les oiseaux du ciel. » 1R 21, 24 : Ar re eus tiegezh Ac’hab hag a varvo e kêr, a vo debret gant ar chas, hag ar re a varvo war ar maez, a vo debret gant laboused an neñv".

On n’a jamais vu personne se déshonorer comme Acab en faisant comme lui ce qui est mal aux yeux du Seigneur, sous l’influence de sa femme Jézabel. 1R 21, 25 : N’eus bet hini evel Ac’hab da’n em werzhañ evit ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou, bountet gant Jezabel, e wreg.

Il s’est conduit d’une manière abominable en s’attachant aux idoles, comme faisaient les Amorites que le Seigneur avait chassés devant les Israélites. 1R 21, 26 : En em ren a reas en un doare euzhus, en ur vont war-lerc’h an idolennoù, evel m’o devoa graet an Amoriz en devoa diberc’hennet an Aotrou dirak bugale Israel.

Quand Acab entendit les paroles prononcées par Élie, il déchira ses habits, se couvrit le corps d’une toile à sac – un vêtement de pénitence – ; et il jeûnait, il gardait la toile à sac pour dormir, et il marchait lentement. 1R 21, 27 : Pa glevas Ac’hab ar c’homzoù-se, e fregas e zilhad hag e lakaas ur sac’h war e gorf, hag e yunas ; hag e c’hourvezas gant ar sac’h-mañ hag e kerzhe gorrek.

Alors la parole du Seigneur fut adressée à Élie : 1R 21, 28 : Hag e voe disklêriet komz an Aotrou da Elias an Tesbiad evel-hen :

« Tu vois comment Acab s’est humilié devant moi ! Puisqu’il s’est humilié devant moi, je ne ferai pas venir le malheur de son vivant ; c’est sous le règne de son fils que je ferai venir le malheur sur sa maison. » 1R 21, 29 : Ha gwelet ec’h eus pegen glac’haret eo Ac’hab dirazon ? Peogwir eo glac’haret dirazon, ne gasin ket ar gwalleur-se en e zeizioù : e deizioù e vab e kasin ar gwalleur war e diegezh.