Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ ar Rouaned » Pennad 2

Levr kentañ ar Rouaned - Pennad 2

Levr : Levr kentañ ar Rouaned
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 2



Comme les jours de David approchaient de leur fin, il exprima ses volontés à son fils Salomon : 1R 2, 1 : O vezañ ma tostae amzer e varv, e roas David e urzhioù d’e vab Salomon hag e lavaras dezhañ :

« Je m’en vais par le chemin de tout le monde. Sois fort, sois un homme courageux ! 1R 2, 2 : Me ’zo o vont gant hent holl dud an douar ; bez kreñv ha bez un den !

Tu garderas les observances du Seigneur ton Dieu, en marchant dans ses chemins. Tu observeras ses décrets, ses commandements, ses ordonnances et ses édits, selon ce qui est écrit dans la loi de Moïse. Ainsi tu réussiras dans tout ce que tu feras et entreprendras, 1R 2, 3 : Mir ar pezh en deus an Aotrou da Zoue, gourc’hemennet dit mirout, kerzh gant e hentoù, sent ouzh e Lezennoù, ouzh e c’hourc’hemennoù, ouzh e urzhioù hag ouzh e gentelioù, evel m’emaint skrivet e Lezenn Moizez, evit ma teuio pep tra da vat ganit e kement tra a ri hag e kement lec’h bennak ma-z i.

et le Seigneur réalisera cette parole qu’il m’a dite : “Si tes fils veillent à suivre leur chemin en marchant devant moi avec loyauté, de tout leur cœur et de toute leur âme, jamais tes descendants ne seront écartés du trône d’Israël.” 1R 2, 4 : Hag evit ma seveno an Aotrou ar bromesa-mañ graet gantañ diwar va fenn : Ma taol evezh da vibien ouzh o buhez en ur vale gant fealded dirazon, gant o holl galon, gant o holl ene ne vo ket troc’het da lignez diwar dron Israel.

Et de plus, tu sais toi-même ce que m’a fait Joab, fils de Cerouya, ce qu’il a fait aux deux chefs des armées d’Israël, Abner, fils de Ner, et Amasa, fils de Jéther : il les a tués ; il a, en temps de paix, versé le sang de la guerre, et mis le sang de la guerre sur le ceinturon de ses reins et les sandales de ses pieds. 1R 2, 5 : Gouzout a rez ivez ar pezh en deus graet din Joab, mab Sarvia, ar pezh en deus graet d’an daou benngadour eus armeoù Israel, Abner, mab Ner, hag Amasa, mab Jetro, a lazhas en ur skuilh gwad brezel war e c’houriz ha war ar solennoù en devoa ouzh e dreid.

Tu agiras selon ta sagesse et tu ne laisseras pas ses cheveux blancs descendre en paix au séjour des morts. 1R 2, 6 : Ober a ri hervez da furnez, met ne lezi ket diskenn e vlev gwenn e peoc’h d’ar Sheol.

Envers les fils de Barzillaï de Galaad, tu agiras avec fidélité. Ils seront parmi tes invités à table, car ils ont agi de la même manière quand ils sont venus à ma rencontre, alors que je fuyais devant ton frère Absalom. 1R 2, 7 : Ouzh mibien Barzellai, eus Galaad, e ri truez, hag e vezint gant ar re a zebro ouzh da daol, rak tostaet e oant ouzhin, pa skarzhen dirak Absalom, da vreur.

Mais voici près de toi Shiméï, fils de Guéra, benjaminite de Bakourim. C’est lui qui m’a maudit d’une malédiction terrible, le jour de mon départ pour Mahanaïm. C’est lui aussi qui est venu à ma rencontre au Jourdain, lors de mon retour d’exil, et je lui ai juré par le Seigneur : “Je ne te mettrai pas à mort par l’épée”. 1R 2, 8 : Ha setu ganit Semei, mab Gera, eus Benjamin, eus Bahurim : hennezh en devoa va milliget gant mallozhioù diroll, en deiz ma oan o vont da Vahanaim. Met diskenn a reas d’am c’haout d’ar Jordan, hag e touis dezhañ dre an Aotrou, o lavarout : N’az lakain ket d’ar marv dre ar c’hleze.

Cependant, ne le tiens pas pour quitte, car tu es un homme sage : tu sais ce que tu dois lui faire ! Tu feras descendre dans le sang ses cheveux blancs au séjour des morts ! » 1R 2, 9 : Bremañ avat, n’e lezi ket digastiz : un den fur ez out, hag o c’houzout ar pezh az po da ober dezhañ, hag e tiskenni e vlev gwenn gant gwad d’ar Sheol".

David mourut, il reposa avec ses pères, et il fut enseveli dans la Cité de David. 1R 2, 10 : Neuze ez eas David da repoziñ e-kichen e Dadoù-kozh hag e voe sebeliet e kêr-David.

Le règne de David sur Israël avait duré quarante ans : il avait régné sept ans à Hébron, et trente-trois ans à Jérusalem. 1R 2, 11 : Renet en devoa David war Israel e-pad daou-ugent vloaz : en Hebron e renas seizh vloaz, ha tri-ha-tregont e Jeruzalem.

Salomon prit possession du trône de David son père, et sa royauté fut solidement établie. 1R 2, 12 : Neuze ec’h azezas Salomon war dron David, e dad, hag e voe divrall e rouantelezh, da vat.

Adonias, fils de Hagguith, vint trouver Bethsabée, mère de Salomon. Elle lui demanda : « Viens-tu pour la paix ? » Il dit : « Pour la paix ». 1R 2, 13 : Hag ez eas Adonias, mab Haggit, da gaout Betsabea, mamm Salomon, a lavaras : "Evit ar peoc’h e teuez ?" hag e lavaras : "Peoc’h !"

Il poursuivit : « J’ai à te parler. » Elle dit : « Parle ». 1R 2, 14 : Hag e lavaras : "Ur gomz am eus evidout". Ha hi da lavarout "Komz !"

Il reprit : « Tu sais bien, toi, que c’est à moi que revenait la royauté ! Tout Israël me regardait déjà comme son roi. Mais la royauté m’a échappé au profit de mon frère, car c’est du Seigneur qu’elle lui est venue. 1R 2, 15 : Hag e lavaras : "Te a oar e oa din ar rouantelezh, hag e lakae warnon Israel a-bezh o dremmoù evit ma renfen, hag ez eo distroet ar rouantelezh ha deuet d’am breur, rak a-berzh an Aotrou e oa dezhañ.

À présent, je n’ai qu’une demande à te faire : ne me repousse pas ! » Elle dit : « Parle » 1R 2, 16 : Ha bremañ, un dra hepken e c’houlennin : Na zistro ket va dremm !" Hag e lavaras dezhañ : "Komz !"

Il poursuivit : « Demande, je te prie, au roi Salomon – car il ne te repoussera pas – de me donner pour femme Abishag la Sunamite. 1R 2, 17 : Hag e lavaras : "Komz, mar plij, ouzh Salomon, ar roue - ne zistroio ket da zremm -, ma roio din Abisag, ar Sunamiadez, da wreg".

Bethsabée promit : « Bien. Je parlerai moi-même au roi en ta faveur. » 1R 2, 18 : Hag e lavaras Betsabea : "Mat ! me a gomzo evidout d’ar roue".

Bethsabée se rendit chez le roi Salomon pour lui parler en faveur d’Adonias. Le roi se leva, vint à sa rencontre et se prosterna devant elle. Puis il prit place sur son trône. Il fit installer également un trône pour la mère du roi, et elle prit place à sa droite. 1R 2, 19 : Hag ez eas Betsabea da gaout ar roue Salomon evit komz outañ diwar-benn Adonias. Sevel a reas ar roue war-arbenn dezhi, hag e stouas dirazi, hag e koazezas war e dron, en ur lakaat ur gador evit mamm ar roue, a goazezas a-zehou dezhañ.

Elle dit : « Je n’ai qu’une petite demande à te faire : ne me repousse pas ! » Le roi lui dit : « Demande, ma mère, je ne te repousserai pas ! » 1R 2, 20 : Hag e lavaras houmañ : "Un dra hepken, unan bihan, am eus da c’houlenn diganit : Na zistro ket va dremm !" Hag e lavaras dezhi ar roue : "Goulenn, va mamm, ne zistroin ket da zremm !"

Elle reprit : « Que l’on donne pour femme Abishag la Sunamite à ton frère Adonias. » 1R 2, 21 : Hag e lavaras : "Ra vezo roet Abisag, ar Sunamiadez, da Adonias, da vreur, evel gwreg".

Et le roi Salomon répondit à sa mère : « Pourquoi demandes-tu Abishag la Sunamite pour Adonias ? Demande donc pour lui la royauté, puisqu’aussi bien il est mon frère aîné ! Demande pour lui, pour le prêtre Abiatar et pour Joab, fils de Cerouya. » 1R 2, 22 : Hag e respontas ar roue Salomon, o lavarout d’e vamm : "Ha perak e c’houlennez Abisag, ar Sunamiadez, evit Adonias ? Goulenn evitañ ivez ar rouantelezh, peogwir ez eo va breur henañ ! Evitañ emañ Abiatar, ar beleg, ha Joab, mab Sarvia !"

Et Salomon fit ce serment par le Seigneur : « Que Dieu amène le malheur sur moi, et pire encore ! C’est au prix de sa vie qu’Adonias a parlé. 1R 2, 23 : Hag e touas ar roue Salomon dre an Aotrou, o lavarout : "Evel-hen da raio din Doue, hag evel-hont ouzhpenn ! Diwar-goust e vuhez en deus lavaret Adonias an dra-se !

Maintenant, par le Seigneur qui est vivant, lui qui m’a fermement établi, qui m’a fait asseoir sur le trône de David, mon père, et qui, selon sa parole, m’a édifié une maison ; oui, Adonias sera mis à mort aujourd’hui même ! » 1R 2, 24 : Bremañ - bevet an Aotrou, en deus va stabilaet ha graet din azezañ war dron David, va zad, ha graet din un ti, evel prometet ! - Ya, hiziv e vo lakaet Adonias d’ar marv !"

Le roi Salomon envoya donc Benaya, fils de Joad ; celui-ci le frappa et il mourut. 1R 2, 25 : Hag e fizias ar roue Salomon e dorn Banaias, mab Joiada, da skeiñ warnañ ; hag e varvas.

Au prêtre Abiatar, le roi déclara : « Pars pour Anatoth dans ton domaine, car tu mérites la mort ! Aujourd’hui cependant, je ne te tuerai pas, car tu as porté l’arche du Seigneur Dieu devant David, mon père, et tu as partagé toutes les épreuves que mon père a endurées. » 1R 2, 26 : Ha da Abiatar, ar beleg, e lavaras ar roue : "Kae da Anatot, war da zouar ! Un den da lazhañ ez out ! Met hiziv ne lazhin ket ac’hanout, rak douget ec’h eus Arc’h an Aotrou dirak David, va zad, hag ec’h eus bet poan dre-holl 'lec’h ma poanie va zad".

Salomon démit Abiatar de sa fonction de prêtre du Seigneur, accomplissant ainsi la parole que le Seigneur avait dite contre la maison d’Éli, à Silo. 1R 2, 27 : Hag ec’h argasas Salomon Abiatar : ne voe ken beleg d’an Aotrou, hag e voe sevenet ar pezh en devoa lavaret an Aotrou diwar-benn tiegezh Heli, e Silo.

La nouvelle en parvint à Joab. Joab en effet avait pris le parti d’Adonias, bien qu’il n’eût pas pris le parti d’Absalom. Joab se réfugia dans la tente du Seigneur et empoigna les cornes de l’autel. 1R 2, 28 : Ar c’heloù-se a zeuas betek Joab ; Joab a oa bet dedennet da heul Adonias, met da heul Absalom ne oa ket bet dedennet. Hag e tec’has Joab da Deltenn an Aotrou, hag e krogas e kornioù an aoter.

On rapporta au roi Salomon que Joab s’était réfugié dans la tente du Seigneur et qu’il se trouvait à côté de l’autel. Salomon envoya Benaya, fils de Joad, en lui disant : « Va ! Frappe-le ! » 1R 2, 29 : Hag e voe kemennet d’ar roue Salomon e oa tec’het Joab da Deltenn an Aotrou hag e oa e-tal an aoter. Hag e kasas Salomon Banaias, mab Joiada, o lavarout : Kae ! sko gantañ !"

Benaya entra dans la tente du Seigneur et dit à Joab : « Ainsi parle le roi : sors d’ici ! » Mais l’autre refusa : « Non ! C’est ici que je mourrai ! » Benaya rapporta la chose au roi : « Ainsi a parlé Joab, ainsi m’a-t-il répondu. » 1R 2, 30 : Hag ez eas Banaias da Deltenn an Aotrou, hag e lavaras dezhañ : "Evel-hen e lavar ar roue : Deus er-maez !" Hag e lavaras : "Ne rin ket ! Amañ e varvin !" Hag ec’h adlavaras Banaias d’ar roue an dra-se, o lavarout : "Evel-hen en deus komzet Joab, evel-hont respontet din".

Le roi lui répondit : « Fais donc comme il a dit ! Frappe-le à mort et enterre-le ! Tu détourneras ainsi de moi et de la maison de mon père le sang innocent qu’a répandu Joab ! 1R 2, 31 : Hag e lavaras dezhañ ar roue : "Gra evel ma lavar, ha sko warnañ hag hen laka er bez, hag e pellai ur gwad bet skuilhet en aner gant Joab, diouzhin ha diouzh tiegezh va zad.

Le Seigneur fera retomber son sang sur sa tête, parce qu’il a frappé deux hommes plus justes et meilleurs que lui. Il les a tués par l’épée, à l’insu de David, mon père : Abner, fils de Ner, chef de l’armée d’Israël, et Amasa, fils de Jéther, chef de l’armée de Juda. 1R 2, 32 : Hag e tistroio an Aotrou e wad war e benn, eñ hag en devoa skoet war daou zen reishoc’h ha gwelloc’h egetañ hag o lazhet dre ar c’hleze, ha va zad David ne ouie ket, Abner, mab Ner, penngadour lu Israel, hag Amasa, mab Jetro penngadour lu Youda.

Que leur sang retombe sur la tête de Joab et sur la tête de ses descendants, à jamais ! Mais pour David et pour sa descendance, pour sa maison et pour son trône, que demeure à jamais la paix qui vient du Seigneur ! » 1R 2, 33 : Hag e tistroio o gwad war benn Joab ha war benn e lignez da viken. Hag en devo David hag e lignez, hag e diegezh, hag e dron, peoc’h da viken a-berzh an Aotrou".

Benaya, fils de Joad, monta, frappa Joab et le mit à mort. Il fut enseveli dans sa maison, au désert. 1R 2, 34 : Hag e pignas Banaias, mab Joiada, hag e roas dezhañ taol ar marv, hag hen bezias en e di er gouelec’h.

Le roi mit à sa place, comme chef de l’armée, Benaya, fils de Joad ; et il mit à la place d’Abiatar le prêtre Sadoc. 1R 2, 35 : Hag e lakaas ar roue Banaias, mab Joiada, en e lec’h e penn an arme ; ha Sadok, ar beleg, a voe lakaet gant ar roue e-lec’h Abiatar.

Le roi fit convoquer Shiméï et lui dit : « Construis pour toi une maison à Jérusalem ; tu y demeureras, et n’en sortiras pas pour aller où que ce soit. 1R 2, 36 : Hag e kasas ar roue da c’hervel Semei, hag e lavaras dezhañ : "Sav evidout un ti e Jeruzalem, hag e chomi e-barzh, hep mont alese, amañ pe ahont.

Le jour où tu sortiras et passeras le ravin du Cédron, sache-le bien : à coup sûr tu mourras. Et ton sang sera sur ta tête. » 1R 2, 37 : D’an deiz ma-z i kuit ha ma treuzi froud C’hedron, gouez e varvi : da wad a vo war da benn !"

Shiméï répondit au roi : « Très bien ! Conformément à la parole de mon seigneur le roi, ainsi se conduira ton serviteur. » Il demeura donc de longs jours à Jérusalem. 1R 2, 38 : Hag e lavaras Semei d’ar roue : "Mat eo an dra-se : evel ma lavar an aotrou roue e ray da servijer". Hag e chomas Semei e Jeruzalem, deizioù e-leizh.

Mais, au bout de trois ans, il arriva que deux serviteurs de Shiméï s’enfuirent chez Akish, fils de Maaka, roi de Gath. On vint en informer Shiméï : « Tes serviteurs se trouvent à Gath ! » 1R 2, 39 : Ha setu, a-benn tri bloaz, e tec’has daou servijer da Semei da gaout Ac’hish, mab Maac’ha, roue Gat. Hag e voe roet ar c’heloù da Semei, o lavarout : "Emañ da servijerien e Gat".

Shiméï se leva, sella son âne, partit pour Gath, chez Akish, pour rechercher ses serviteurs. Shiméï partit donc et ramena de Gath ses serviteurs. 1R 2, 40 : Hag e savas Semei, hag e sternas e azen ha da vont betek Gat davet Ac’hish da glask e servijerien. Hag e tistroas Semei, o tegas gantañ e servijerien eus Gat.

On rapporta à Salomon que Shiméï était parti de Jérusalem pour Gath et en était revenu. 1R 2, 41 : Hag e voe roet ar c’heloù da Salomon e oa aet Semei eus Jeruzalem betek Gat hag addeuet.

Le roi fit convoquer Shiméï et lui dit : « Ne t’avais-je pas fait prêter serment par le Seigneur, et ne t’avais-je pas averti : “Le jour où tu sortiras pour aller où que ce soit, sache-le bien : à coup sûr tu mourras ?” Et tu m’as répondu : “Très bien ! J’ai entendu !” 1R 2, 42 : Hag e kasas ar roue da gerc’hat Semei, hag e lavaras dezhañ : "Hag-eñ n’em boa ket graet dit touiñ dre an Aotrou, - hag ez on test a-enep dit - o lavarout : D’an deiz ma-z afes da vale, amañ pe a-hont, en gouzout a raes, e varvfes ? Hag az poa lavaret din : Mat eo an dra-se, am eus klevet.

Pourquoi donc n’as-tu pas respecté le serment fait au Seigneur et l’ordre que je t’avais donné ? » 1R 2, 43 : Perak eta n’ec’h eus ket miret al ledoued hag ar gourc’hemenn am boa roet dit ?"

Le roi dit à Shiméï : « Tu sais – et ton cœur le sait – tout le mal que tu as fait à David, mon père. Le Seigneur va faire retomber sur ta tête le mal que tu as commis. 1R 2, 44 : Hag e lavaras ar roue da Semei : "Te a oar an holl zroug, hag hen gouzout a ra da galon, ac’h eus graet da Zavid, va zad. Distreiñ a ra an Aotrou da zroug war da benn !

Mais le roi Salomon sera béni, et le trône de David, fermement établi devant le Seigneur pour toujours ! » 1R 2, 45 : Hag ar roue Salomon a vo benniget, ha tron David a vo divrall dirak an Aotrou da viken".

Le roi donna un ordre à Benaya, fils de Joad. Celui-ci sortit ; il frappa Shiméï qui mourut. Et dans la main de Salomon fut affermie la royauté. 1R 2, 46 : Hag urzh a roas ar roue da Vanaias, mab Joiada, a yeas hag a skoas warnañ ; hag e varvas. Hag e voe ar rouantelezh divrall etre daouarn Salomon.