Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ ar Rouaned » Pennad 17

Levr kentañ ar Rouaned - Pennad 17

Levr : Levr kentañ ar Rouaned
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 17



Le prophète Élie, de Tishbé en Galaad, dit au roi Acab : « Par le Seigneur qui est vivant, par le Dieu d’Israël dont je suis le serviteur, pendant plusieurs années il n’y aura pas de rosée ni de pluie, à moins que j’en donne l’ordre. » 1R 17, 1 : Hag e lavaras Elias, eus Tesbi, un annezad eus Galaad, da Ac’hab : "Ken gwir ha ma-z eo bev an Aotrou, Doue Israel, en em zalc’han dirazañ ! Ne vo, er bloavezhioù-mañ, na glizh na glav, nemet pa lavarin !"

La parole du Seigneur lui fut adressée : 1R 17, 2 : Hag e voe disklêriet komz an Aotrou Doue dezhañ evel-hen :

« Va-t’en d’ici, dirige-toi vers l’est, et cache-toi près du torrent de Kérith, qui se jette dans le Jourdain. 1R 17, 3 : Kae ac’halen ! tro-war-du ar reter, da guzhat e-tal froud-dour Karit, a zo a-dal d’ar Jordan.

Tu boiras au torrent, et j’ordonne aux corbeaux de t’apporter ta nourriture. » 1R 17, 4 : Eus dour ar froud ec’h evi ha d’ar brini am eus gourc’hemennet degas boued dit eno."

Le prophète fit ce que le Seigneur lui avait dit, et alla s’établir près du torrent de Kérith, qui se jette dans le Jourdain. 1R 17, 5 : Hag ez eas, hag e reas hervez lavar an Aotrou : mont da chom e froud Karit, a oa a-dal d’ar Jordan.

Les corbeaux lui apportaient du pain et de la viande, matin et soir, et le prophète buvait au torrent. 1R 17, 6 : Hag ar brini a zegase dezhañ bara ha kig diouzh ar beure, bara ha kig d’abardaez ; hag eus ar froud ec’h eve.

Au bout d’un certain temps, il ne tombait plus une goutte de pluie dans tout le pays, et le torrent où buvait le prophète finit par être à sec. 1R 17, 7 : Hag en em gavas ar froud-dour disec’het, dre na oa ket bet a c’hlav er vro.

Alors la parole du Seigneur lui fut adressée : 1R 17, 8 : Neuze e voe disklêriet komz an Aotrou Doue da Elias, evel-hen :

« Lève-toi, va à Sarepta, dans le pays de Sidon ; tu y habiteras ; il y a là une veuve que j’ai chargée de te nourrir. » 1R 17, 9 : Sav ! Kae da Sarepta, da Vro Sidon, da chom eno : roet em eus urzh eno d’ur vaouez intañvez d’az magañ.

Le prophète Élie partit pour Sarepta, et il parvint à l’entrée de la ville. Une veuve ramassait du bois ; il l’appela et lui dit : « Veux-tu me puiser, avec ta cruche, un peu d’eau pour que je boive ? » 1R 17, 10 : Hag e savas, hag ez eas da Sarepta, hag ez erruas gant dor ar gêr, hag e oa eno ur vaouez intañvez o keuneuta. He gervel a reas en ur lavarout : "Kerc’h din ur banne dour en ur pod, ma-c’h evin".

Elle alla en puiser. Il lui dit encore : « Apporte-moi aussi un morceau de pain. » 1R 17, 11 : Hag ez eas houmañ da gerc’hat. Hag e huchas warni en ur lavarout : "Degas din ivez, mar plij, un tamm bara."

Elle répondit : « Je le jure par la vie du Seigneur ton Dieu : je n’ai pas de pain. J’ai seulement, dans une jarre, une poignée de farine, et un peu d’huile dans un vase. Je ramasse deux morceaux de bois, je rentre préparer pour moi et pour mon fils ce qui nous reste. Nous le mangerons, et puis nous mourrons. » 1R 17, 12 : Hag hi da lavarout : "Meulet ra vezo an Aotrou, da Zoue ! N’em eus ket a vara, met un dornad bleud en ur pod hag ur banne eoul en ur jarl. Sell ! Emaon o tastum daou damm koad, da aozañ boued gant se, evidon hag evit va mab ; debriñ a raimp ha neuze mervel."

Élie lui dit alors : « N’aie pas peur, va, fais ce que tu as dit. Mais d’abord cuis-moi une petite galette et apporte-la moi ; ensuite tu en feras pour toi et ton fils. 1R 17, 13 : Hag e lavaras Elias dezhi : "Bez dizaon ; kerzh bepred ha gra evel ma lavarez, met ober a ri evidon ur gachenn vihan da gentañ, hag he degasi din ; hag evidout-te hag evit da vab e ri goude.

Car ainsi parle le Seigneur, Dieu d’Israël : Jarre de farine point ne s’épuisera, vase d’huile point ne se videra, jusqu’au jour où le Seigneur donnera la pluie pour arroser la terre. » 1R 17, 14 : Rak evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : "Ar skudellad bleud n’echuo ket, ar jarl eoul ne goazho ket, betek an deiz ma roio an Aotrou glav war c’horre an douar !"

La femme alla faire ce qu’Élie lui avait demandé, et pendant longtemps, le prophète, elle-même et son fils eurent à manger. 1R 17, 15 : Hag ez eas hag e reas hervez lavar Elias, hag e tebrjont, hi, hag eñ, hag he ziegezh, deizioù-pad :

Et la jarre de farine ne s’épuisa pas, et le vase d’huile ne se vida pas, ainsi que le Seigneur l’avait annoncé par l’intermédiaire d’Élie. 1R 17, 16 : Ar skudellad bleud n’ehanas ket, ar jarl eoul ne goazhas ket, hervez m’en devoa an Aotrou lavaret dre c’henoù Elias.

Après cela, le fils de la femme chez qui habitait Élie tomba malade ; le mal fut si violent que l’enfant expira. 1R 17, 17 : Ha goude an darvoud-mañ e voe klañv mab ar vaouez-se, mestrez an ti, hag e voe e gleñved grevus-kenañ, ken na vane ket ennañ a c’hwezhadenn.

Alors la femme dit à Élie : « Que me veux-tu, homme de Dieu ? Tu es venu chez moi pour rappeler mes fautes et faire mourir mon fils ! » 1R 17, 18 : Hag hi da lavarout da Elias : "Petra am eus d’ober ganit-te, den-Doue ? Ha deuet out du-mañ da zegas soñj din eus va fec’hedoù, da lakaat va mab da vervel ?"

Élie répondit : « Donne-moi ton fils ! » Il le prit des bras de sa mère, le porta dans sa chambre en haut de la maison et l’étendit sur son lit. 1R 17, 19 : Hag e lavaras dezhi : "Ro din da vab !" E gemer a reas eus he barlenn, hag hen dougas d’ar gambr-uhel e-lec’h ma veze o lojañ hag hen astennas war e wele.

Puis il invoqua le Seigneur : « Seigneur, mon Dieu, cette veuve chez qui je loge, lui veux-tu du mal jusqu’à faire mourir son fils ? » 1R 17, 20 : Hag e pedas an Aotrou Doue, o lavarout : "Aotrou, va Doue, an intañvez ma-z on ostizet ganti e fell dit glac’hariñ Te ivez o lezel he mab da vervel ?"

Par trois fois, il s’étendit sur l’enfant en invoquant le Seigneur : « Seigneur, mon Dieu, je t’en supplie, rends la vie à cet enfant ! » 1R 17, 21 : Hag en em ledas war ar bugel teir gwech, hag e pedas an Aotrou, o lavarout : "Aotrou, va Doue, plijet ganit lakaat ene ar bugel da zistreiñ ennañ."

Le Seigneur entendit la prière d’Élie ; le souffle de l’enfant revint en lui : il était vivant ! 1R 17, 22 : Hag e selaouas an Aotrou ouzh mouezh Elias ; distreiñ a reas ene ar bugel ennañ, hag e teuas en-dro da vev.

Élie prit alors l’enfant, de sa chambre il le descendit dans la maison, le remit à sa mère et dit : « Regarde, ton fils est vivant ! » 1R 17, 23 : Hag e kemeras Elias ar bugel, hag hen diskennas eus e gambr d’an traoñ, hag hen roas d’e vamm ; hag e lavaras Elias : "Sell ! Bev eo da vab !"

La femme lui répondit : « Maintenant je sais que tu es un homme de Dieu, et que, dans ta bouche, la parole du Seigneur est véridique. » 1R 17, 24 : Hag e lavaras ar wreg da Elias : "Bremañ ec’h ouzon ez out un den-Doue, hag emañ komz an Aotrou ez kenou, e gwirionez".