Levr kentañ ar Rouaned - Pennad 18
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Pennad 18
De nombreux jours s’écoulèrent, et la parole du Seigneur fut adressée à Élie, la troisième année, en ces termes : « Va te présenter devant Acab ; je vais envoyer la pluie sur la surface du sol. » 1R 18, 1 : Hag a-benn deizioù e-leizh e komzas an Aotrou ouzh Elias, er bloaz tri, o lavarout : "Kae d’en em ziskouez da Ac’hab ; ez an da reiñ glav war c’horre an douar".
Élie partit pour se présenter devant Acab. La famine s’aggravait alors à Samarie. 1R 18, 2 : Hag ez eas Elias d’en em ziskouez da Ac’hab. An naonegezh a oa rust e Samaria,
Acab appela Abdias, le maître du palais. Or, Abdias craignait beaucoup le Seigneur. 1R 18, 3 : hag e c’halvas Ac’hab Abdia, mestr an ti. Abdia a oa doujus e-keñver an Aotrou, meurbet,
Ainsi, lorsque Jézabel avait supprimé les prophètes du Seigneur, Abdias avait pris cent prophètes, les avait cachés, cinquante à la fois dans une grotte, et les avait approvisionnés en pain et en eau. 1R 18, 4 : ha p’he devoa distrujet Jezabel profeded an Aotrou, en devoa kemeret Abdia kant profed hag o c’huzhet, dre hanter-kant, e kevioù, ha pourchaset dezho bara ha dour.
Acab dit à Abdias : « Va dans le pays, vers toutes les sources d’eau et vers tous les torrents ; peut-être trouverons-nous de l’herbe pour maintenir en vie chevaux et mulets ; et nous n’aurons pas à supprimer une partie des bêtes. » 1R 18, 5 : Hag e lavaras Ac’hab da Abdia : "Kae dre ar vro betek an holl andonioù dour, an holl froudoù : marteze e vo kavet geot, hag e talc’himp bev kezeg ha muled, ha n’hon devo ket da ziskar loened".
Ils se partagèrent le pays pour le parcourir. Acab alla seul par un chemin, et Abdias alla seul par un autre chemin. 1R 18, 6 : Hag e lodennjont etrezo ar vro da dremen drezi. Hag Ac’hab a yeas dre un hent e-unan, hag Abdia, dre un hent, e-unan.
Tandis qu’Abdias était en chemin, voici qu’Élie vint à sa rencontre. Abdias le reconnut et tomba face contre terre. Il dit : « Est-ce bien toi, mon seigneur Élie ? » 1R 18, 7 : Hag e oa Abdia gant e hent, ha setu Elias da gejañ gantañ. E anavezout a reas, hag e kouezhas war e zremm en ur lavarout : "Ha te eo, va aotrou Elias ?"
Il lui répondit : « C’est moi ! Va dire à ton maître : “Voici Élie” ! » 1R 18, 8 : Hag e lavaras dezhañ : "Me eo ! Kae da lavarout d’az aotrou : Setu Elias !"
Abdias reprit : « En quoi ai-je péché, pour que tu me livres, moi ton serviteur, aux mains d’Acab, et pour qu’il me fasse mourir ? 1R 18, 9 : Hag e lavaras : "E petra em eus pec’het, ma lakaez da servijer e dorn Ac’hab, d’am lakaat d’ar marv ?
Par la vie du Seigneur ton Dieu ! Il n’y a pas une nation, pas un royaume, où mon seigneur Acab ne t’ait envoyé chercher ! Quand on lui disait : “Il n’est pas ici”, il faisait jurer à ce royaume et à cette nation qu’on ne t’avait pas trouvé. 1R 18, 10 : Bevet an Aotrou, da Zoue ! N’eus na pobl na rouantelezh e-lec’h n’en deus ket kaset va aotrou d’az klask. Hag e lavared : N’emañ ket amañ ; hag e rae touiñ ar rouantelezh pe ar vro ne oas ket bet kavet.
Et maintenant, tu me dis : Va dire à ton maître : “Voici Élie” ! 1R 18, 11 : Ha bremañ e lavarez : Kae da lavarout d’az aotrou : Setu Elias !
Mais dès que je t’aurai quitté, l’Esprit du Seigneur t’emportera je ne sais où ; moi, j’irai informer Acab, qui ne te trouvera pas, et il me tuera. Pourtant, ton serviteur craint le Seigneur depuis sa jeunesse ! 1R 18, 12 : Ha pa vin aet a-ziganit, Spered an Aotrou az tougo d’al lec’h n’ouzon ket, hag ez in da reiñ keloù da Ac’hab, ha n’az kavo ket hag am lazho ; ha da servijer a zouj an Aotrou adalek e yaouankiz :
N’a-t-on pas rapporté à mon seigneur Élie ce que j’ai fait lorsque Jézabel tuait les prophètes du Seigneur : comment j’ai caché cent des prophètes du Seigneur, cinquante par cinquante, dans des grottes, et comment je les ai approvisionnés en pain et en eau ? 1R 18, 13 : hag-eñ n’eus ket bet disklêriet d’am aotrou ar pezh am eus graet, pa lazhas Jezabel profeded an Aotrou ? Kuzhet em eus profeded an Aotrou, ur c’hant a dud, dre hanter-kant, hanter-kant en ur c’hev, ha pourchaset dezho bara ha dour.
Et maintenant tu dis : “Va dire à ton maître : Voici Élie !” Mais il me tuera ! » 1R 18, 14 : Ha bremañ e lavarez : Kae da lavarout d’az aotrou : Setu amañ Elias ! Va lazhañ a ray !"
Élie déclara : « Par la vie du Seigneur de l’univers devant qui je me tiens ! Aujourd’hui même, je me présenterai devant lui ! » 1R 18, 15 : Hag e lavaras Elias : "Bevet Aotrou ar strolladoù, en em zalc’han dirazañ ! Ya, hiziv en em ziskouezin dezhañ !"
Abdias partit donc à la rencontre d’Acab ; il l’informa, et Acab vint à la rencontre d’Élie. 1R 18, 16 : Hag ez eas Abdia da gaout Ac’hab, hag e kontas dezhañ. Hag ez eas Ac’hab en arbenn da Elias.
Quand Acab vit Élie, il lui dit : « Est-ce bien toi, porte-malheur d’Israël ? » 1R 18, 17 : Ha pa welas Ac’hab Elias, e lavaras Ac’hab dezhañ : "Ha te eo, trubuilher Israel ?"
Élie répondit : « Ce n’est pas moi qui porte malheur à Israël ; c’est toi et la maison de ton père, parce que vous avez abandonné les commandements du Seigneur et que tu as suivi les Baals. 1R 18, 18 : Hag e lavaras : "Ne drubuilhan ket Israel, met te a ra, ha tiegezh da dad, pa zilezit gourc’hemennoù an Aotrou, ha pa gerzhit war-lerc’h Baaled !
Et maintenant, convoque et réunis tout Israël près de moi sur le mont Carmel, avec les quatre cent cinquante prophètes de Baal et les quatre cents prophètes d’Ashéra qui mangent à la table de Jézabel. » 1R 18, 19 : Ha bremañ, kas da zastum davedon Israel a-bezh war venez Karmel, gant profeded Baal, pevar c’hant hanter-kant, ha profeded an Ashera, pevar c’hant, a zebre ouzh taol Jezabel".
Acab convoqua tout Israël et réunit les prophètes sur le mont Carmel. 1R 18, 20 : Hag e kasas Ac’hab kannaded e-touez holl vibien Israel da zastum ar brofeded war venez Karmel.
Élie se présenta devant la foule et dit : « Combien de temps allez-vous danser pour l’un et pour l’autre ? Si c’est le Seigneur qui est Dieu, suivez le Seigneur ; si c’est Baal, suivez Baal. » Et la foule ne répondit mot. 1R 18, 21 : Hag e tostaas Elias dirak an holl dud, hag e lavaras : "Betek peur e viot o kammañ eus an daou du ? Ma-z eo an Aotrou a zo Doue, kit war e lerc’h ; ha ma-z eo ar Baal, kit war e lerc’h !" Hag ar bobl ne respontas ket ur ger dezhañ.
Élie continua : « Moi, je suis le seul qui reste des prophètes du Seigneur, tandis que les prophètes de Baal sont quatre cent cinquante. 1R 18, 22 : Hag e lavaras Elias d’ar bobl : "Me a zo chomet evel profed an Aotrou, va-unan, ha profeded Baal a zo pevar c’hant hanter-kant den.
Amenez-nous deux jeunes taureaux ; qu’ils en choisissent un, qu’ils le dépècent et le placent sur le bûcher, mais qu’ils n’y mettent pas le feu. Moi, je préparerai l’autre taureau, je le placerai sur le bûcher, mais je n’y mettrai pas le feu. 1R 18, 23 : Roit deomp daou gole. Int-i a zibabo evito ur c’hole, a zidammint hag a lakaint war ar c’hoad ; tan ne lakaint ket. Ha me a briento ar c’hole all, a lakain war ar c’heuneud met hep c’hwezhañ an tan ennañ.
Vous invoquerez le nom de votre dieu, et moi, j’invoquerai le nom du Seigneur : le dieu qui répondra par le feu, c’est lui qui est Dieu. » La foule répondit : « C’est d’accord. » 1R 18, 24 : Hag e pedot anv ho toue, ha me a bedo anv an Aotrou. Hag an doue a responto dre an tan, hennezh eo a vezo ar gwir Doue !" Hag ar bobl a-bezh da respont, o lavarout : "Komzet mat ac’h eus !"
Élie dit alors aux prophètes de Baal : « Choisissez votre taureau et commencez, car vous êtes les plus nombreux. Invoquez le nom de votre dieu, mais ne mettez pas le feu. » 1R 18, 25 : Hag e lavaras Elias da brofeded Baal : "Dibabit deoc’h unan eus ar c’holeoù hag aozit anezhañ da gentañ, peogwir ez oc’h ar re niverusañ, pedit anv ho toue, met na c’hwezhit ket an tan".
Ils prirent le taureau et le préparèrent, et ils invoquèrent le nom de Baal depuis le matin jusqu’au milieu du jour, en disant : « Ô Baal, réponds-nous ! » Mais il n’y eut ni voix ni réponse ; et ils dansaient devant l’autel qu’ils avaient dressé. 1R 18, 26 : Hag e kemerjont ar c’hole a voe roet dezho, a brientjont, hag e pedjont en anv Baal adalek ar beure betek kreisteiz, o lavarout : "O, Baal, respont deomp !" Met ne voe klevet mouezh ebet, respont ebet. Hag e kammigellent en-dro d’an aoter o devoa graet.
Au milieu du jour, Élie se moqua d’eux en disant : « Criez plus fort, puisque c’est un dieu : il a des soucis ou des affaires, ou bien il est en voyage ; il dort peut-être, mais il va se réveiller ! » 1R 18, 27 : Ha pa voe kreisteiz, e reas goap outo Elias, o lavarout : "Huchit a vouezh kreñvoc’h, rak un doue eo, hag emañ o prederiañ pe oc’h ober un afer bennak, pe e beaj ; marteze eo kousket, hag e tihuno !"
Ils crièrent donc plus fort et, selon leur coutume, ils se tailladèrent jusqu’au sang avec des épées et des lances. 1R 18, 28 : Hag int da huchal a vouezh kreñvoc’h, ouzh en em droc’hata, hervez o c’hustum, gant klezeier ha goafioù, ken e rede ar gwad warno.
Dans l’après-midi, ils se livrèrent à des transes prophétiques jusqu’à l’heure du sacrifice du soir, mais il n’y eut ni voix, ni réponse, ni le moindre signe. 1R 18, 29 : Ha pa voe tremenet kreisteiz, e tiouganjont betek ar poent ma vez kinniget profadenn an abardaez, met ne voe na mouezh, na respont, na sin a evezh.
Alors Élie dit à la foule : « Approchez. » Et toute la foule s’approcha de lui. Il releva l’autel du Seigneur, qui avait été démoli. 1R 18, 30 : Hag e lavaras Elias d’ar bobl a-bezh : "Tostait ouzhin !" Hag e tostaas an holl bobl outañ. Hag e voe adsavet aoter an Aotrou a oa bet diskaret.
Il prit douze pierres, selon le nombre des tribus des fils de Jacob à qui le Seigneur avait dit : « Ton nom sera Israël. » 1R 18, 31 : Hag e kemeras Elias daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, en devoa komzet an Aotrou outañ, o lavarout : "Israel a vo da anv !"
Avec ces pierres il érigea un autel au Seigneur. Il creusa autour de l’autel une rigole d’une capacité d’environ trente litres. 1R 18, 32 : Hag e savas gant ar vein-se un aoter e anv an Aotrou ; hag e reas tro-war-dro d’an aoter ur c’han, ment daou vuzuliad-greun dezhañ.
Il disposa le bois, dépeça le taureau et le plaça sur le bûcher. 1R 18, 33 : Goude-se e renkas ar c’heuneud, troc’hañ ar c’hole a-dammoù hag e lakaat war ar c’heuneud.
Puis il dit : « Emplissez d’eau quatre cruches, et versez-les sur la victime et sur le bois. » Et l’on fit ainsi. Il dit : « Une deuxième fois ! » et l’on recommença. Il dit : « Une troisième fois ! » et l’on recommença encore. 1R 18, 34 : Hag e lavaras : "Leugnit pevar c’helorniad dour, hag o skuilhit war an holokost ha war ar c’heuneud". Hag e lavaras : "Un eil gwech !" Hag e voe graet un eil gwech ; hag e lavaras : "Grit kement-se c’hoazh un deirvet gwech !" Hag e voe graet un trede gwech.
L’eau ruissela autour de l’autel, et la rigole elle-même fut remplie d’eau. 1R 18, 35 : Mont a rae an dour tro-dro d’an aoter, hag ar c’han a voe leun a zour.
À l’heure du sacrifice du soir, Élie le prophète s’avança et dit : « Seigneur, Dieu d’Abraham, d’Isaac et d’Israël, on saura aujourd’hui que tu es Dieu en Israël, que je suis ton serviteur, et que j’ai accompli toutes ces choses sur ton ordre. 1R 18, 36 : Ha pa voe ar mare da ginnig sakrifis an abardaez, e tostaas ar profed Elias hag e lavaras : "Aotrou ! Doue Abraham, Izaag hag Israel ! Ra vo anavezet hiziv ez out-Te Doue en Israel, hag ez on-me da servijer, hag ez eo dre da urzh eo am eus graet an holl draoù-mañ.
Réponds-moi, Seigneur, réponds-moi, pour que tout ce peuple sache que c’est toi, Seigneur, qui es Dieu, et qui as retourné leur cœur ! » 1R 18, 37 : Selaou ouzhin, Aotrou Doue, selaou ouzhin, ma teuio ar bobl-mañ da anaout ez eo Te, Aotrou, a zo Doue, hag ez eo Te a ra d’ar c’halonoù dont en-dro !"
Alors le feu du Seigneur tomba, il dévora la victime et le bois, les pierres et la poussière, et l’eau qui était dans la rigole. 1R 18, 38 : Hag e kouezhas tan an Aotrou, hag e têvas an holokost, ar c’heuneud, ar vein hag ar poultr, hag e tisec’has an dour a oa er c’han !
Tout le peuple en fut témoin ; les gens tombèrent face contre terre et dirent : « C’est le Seigneur qui est Dieu ! C’est le Seigneur qui est Dieu ! » 1R 18, 39 : Hag ouzh e welout, an holl dud a gouezhas war o dremmoù en ur lavarout : "An Aotrou eo a zo Doue ! An Aotrou eo a zo Doue !"
Élie leur dit alors : « Saisissez les prophètes de Baal : que pas un seul ne s’échappe ! » Ils les saisirent. Élie les fit descendre au ravin du Qishone, et là il les égorgea. 1R 18, 40 : Hag e lavaras Elias dezho : "Krogit e profeded Baal ! Na dec’ho hini ebet !" Hag e krogjont enno, hag o diskenn a reas Elias da froud Kishon, hag o aberzhiñ eno.
Le prophète Élie dit au roi Acab : « Monte, tu peux maintenant manger et boire, car j’entends le grondement de la pluie. » 1R 18, 41 : Hag e lavaras Elias da Ac’hab : "Sav ! Debr hag ev ! Trouz soroc’h glav ez eus !"
Acab monta pour aller manger et boire. Élie, de son côté, monta sur le sommet du Carmel, il se courba vers la terre et mit son visage entre ses genoux. 1R 18, 42 : Hag e savas Ac’hab da zebriñ ha da evañ, hag Elias a bignas war veg ar C’harmel ; hag e plegas d’an douar hag e lakaas e zremm etre e zaoulin.
Il dit à son serviteur : « Monte, et regarde du côté de la mer. » Le serviteur monta, regarda et dit : « Il n’y a rien. » Sept fois de suite, Élie lui dit : « Retourne. » 1R 18, 43 : Hag e lavaras d’e servijer : "Sav ouzh krec’h, ha sell war-du ar Mor !" Hag e pignas, hag e sellas, hag e lavaras : "N’eus netra !" Hag e lavaras : "Distro seizh gwech !"
La septième fois, le serviteur annonça : « Voilà un nuage qui monte de la mer, gros comme le poing. » Alors Élie dit au serviteur : « Va dire au roi Acab : “Attelle ton char et descends de la montagne, avant d’être arrêté par la pluie.” » 1R 18, 44 : D’ar seizhvet gwech e lavaras : "Bez’ ez eus ur goumoulenn vihan evel palv-dorn un den, hag a bign eus ar Mor". Hag e lavaras : "Kae war-raok da lavarout da Ac’hab : Stag da gezeg ouzh ar c’harr, ha diskenn, gant aon da vezañ tapet gant ar glav !"
Peu à peu, le ciel s’obscurcit de nuages, poussés par le vent, et il tomba une grosse pluie. Acab monta sur son char et partit pour la ville de Yizréel. 1R 18, 45 : Ha setu, e-keit-se, e voe an Neñvoù duet gant koumoul, hag e voe avel, hag e voe glav bras. Ha, savet war e garr, Ac’hab a yeas etrezek Izreel.
La main du Seigneur s’empara du prophète ; Élie retroussa son vêtement et courut en avant d’Acab jusqu’à l’entrée de la ville de Yizréel. 1R 18, 46 : Ha dorn an Aotrou a voe war Elias, hag e c’hourizas e zivgroazell, hag e redas war-arbenn da Ac’hab betek antre Izreel.
