Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ ar Rouaned » Pennad 3

Levr kentañ ar Rouaned - Pennad 3

Levr : Levr kentañ ar Rouaned
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 3



Salomon devint le gendre de Pharaon, le roi d’Égypte ; il épousa la fille de Pharaon et la fit venir dans la Cité de David, en attendant d’avoir achevé la construction de sa propre maison, de la maison du Seigneur et du mur d’enceinte de Jérusalem. 1R 3, 1 : Ha mab-kaer e voe Salomon da Faraon, roue an Egipt : dimeziñ a reas gant merc’h Faraon, hag he degas a reas da gêr David, ken n’en devoe echu da sevel e di ha Templ an Aotrou, ha moger-dro Jeruzalem.

Seulement, le peuple sacrifiait toujours dans les lieux sacrés, car à cette époque on n’avait pas encore construit une maison pour le nom du Seigneur. 1R 3, 2 : Koulskoude an dud a aberzhe, met war an uhellec’hioù, peogwir ne oa ket bet savet un ti e anv an Aotrou betek an deizioù-mañ.

Salomon aimait le Seigneur : il marchait selon les ordres de David, son père. Seulement, il offrait des sacrifices dans les lieux sacrés, et y brûlait de l’encens. 1R 3, 3 : Karout a rae Salomon an Aotrou, kerzhout a rae gant reolioù David, e dad, met war an uhellec’hioù ec’h aberzhe hag ec’h ezañse.

Le roi Salomon se rendit à Gabaon, qui était alors le lieu sacré le plus important, pour y offrir un sacrifice ; il immola sur l’autel un millier de bêtes en holocauste. 1R 3, 4 : Mont a reas ar roue da C’habaon evit kinnig sakrifisoù, rak eno e oa an uhellec’h-meur. Mil holokost a reas Salomon war an aoter-se.

À Gabaon, pendant la nuit, le Seigneur lui apparut en songe. Dieu lui dit : « Demande ce que je dois te donner. » 1R 3, 5 : E Gabaon en em ziskouezas an Aotrou da Salomon dre huñvre-noz. Hag e lavaras Doue : "Goulenn diganin petra a fell dit a rofen dit".

Salomon répondit : « Tu as traité ton serviteur David, mon père, avec une grande fidélité, lui qui a marché en ta présence dans la loyauté, la justice et la droiture de cœur envers toi. Tu lui as gardé cette grande fidélité, tu lui as donné un fils qui est assis maintenant sur son trône. 1R 3, 6 : Ha Salomon a respontas : "Te a zo bet leun a vadelezh e-keñver da servijer David, va zad, dre ma kerzhe dirazout gant fealded, gant lealded ha gant ur galon eeun ; ha miret ec’h eus en e geñver ar garantez vras-se, ha roet dezhañ ur mab da gemerout e blas war e dron, evel m’emañ kont bremañ.

Ainsi donc, Seigneur mon Dieu, c’est toi qui m’as fait roi, moi, ton serviteur, à la place de David, mon père ; or, je suis un tout jeune homme, ne sachant comment se comporter, 1R 3, 7 : Ha bremañ, Aotrou va Doue, graet ac’h eus roue da servijer war-lerc’h David, va zad ; ha ne don nemet un denig yaouank ha ne ouzon ket penaos en em ren.

et me voilà au milieu du peuple que tu as élu ; c’est un peuple nombreux, si nombreux qu’on ne peut ni l’évaluer ni le compter. 1R 3, 8 : Da servijer a zo e-kreiz ur bobl bet dibabet ganit, ur bobl niverus, ken stank ma ne c’hell ket bezañ niveret na kontet gant ar bras ma-z eo.

Donne à ton serviteur un cœur attentif pour qu’il sache gouverner ton peuple et discerner le bien et le mal ; sans cela, comment gouverner ton peuple, qui est si important ? » 1R 3, 9 : Ro eta d’az servijer ur galon leun a skiant evit ma c’hello gouarn da bobl gant eeunded ha ma c’hello dishañvalout an droug diouzh ar mad, rak piv a c’hellfe barn biken da bobl hag a zo ken niverus ?"

Cette demande de Salomon plut au Seigneur, qui lui dit : 1R 3, 10 : Plijout a reas ar goulenn-se d’an Aotrou Doue, hag e lavaras da Salomon :

« Puisque c’est cela que tu as demandé, et non pas de longs jours, ni la richesse, ni la mort de tes ennemis, mais puisque tu as demandé le discernement, l’art d’être attentif et de gouverner, 1R 3, 11 : Peogwir n’ac’h eus ket goulennet evidout nag ur vuhez hir, na pinvidigezh, na marv da enebourien ; met peogwir ac’h eus goulennet skiant evit gallout anavezout ar pezh a zo reizh,

je fais ce que tu as demandé : je te donne un cœur intelligent et sage, tel que personne n’en a eu avant toi et que personne n’en aura après toi. 1R 3, 12 : e roan dit da c’houlenn : reiñ a ran dit ur galon fur ha skiantek, evel n’en deus bet den ebet a-raozout, hag evel n’en devezo biken den ebet war da lerc’h.

De plus, je te donne même ce que tu n’as pas demandé, la richesse et la gloire, si bien que pendant toute ta vie tu n’auras pas d’égal parmi les rois. 1R 3, 13 : Hag ouzhpenn-se e roan dit ar pezh n’ac’h eus ket goulennet : pinvidigezh hag enor, en doare na vo kavet hini all ebet par dit-te e-touez ar rouaned, e-pad da vuhez penn-da-benn.

Et si tu suis mes chemins, en gardant mes décrets et mes commandements comme l’a fait David, ton père, je t’accorderai de longs jours. » 1R 3, 14 : Ha ma kerzhez gant va hentoù ha ma virez va lezennoù ha va gourc’hemennoù evel ma reas David, da dad, e roin dit buhez hir."

Salomon s’éveilla : il avait fait un songe ! Il rentra à Jérusalem et se présenta devant l’arche de l’Alliance du Seigneur. Il offrit des holocaustes et des sacrifices de paix, et donna un festin à tous ses serviteurs. 1R 3, 15 : Hag e tihunas Salomon : bet en devoa un huñvre. Hag ez eas da Jeruzalem, hag en em zalc’has dirak Arc’h Emglev an Aotrou, hag e reas holokostoù, hag e reas peoc’h-aberzhoù, hag e reas ur banvez evit e holl servijerien.

Un jour, deux prostituées vinrent se présenter devant le roi. 1R 3, 16 : Neuze e teuas div vaouez, gisti, davet ar roue : hag en em zalc’hjont dirazañ.

L’une des femmes dit : « De grâce, mon seigneur ! Moi et cette femme, nous habitons la même maison. Et j’ai accouché, alors qu’elle était à la maison. 1R 3, 17 : Hag e lavaras ar vaouez gentañ : "Mar plij, aotrou, me hag ar vaouez-mañ a zo o chom en hevelep ti ; hag em eus bet ur bugel, en he c’hichen, er gêr.

Or, trois jours après ma délivrance, cette femme accoucha à son tour. Nous étions ensemble : personne d’autre dans la maison ; il n’y avait que nous deux dans la maison ! 1R 3, 18 : Tri deiz 'oa em boa gwilioudet p’he deus bet ar vaouez-mañ ur gwilioud ivez. Hag e oamp a-gevret : den estregedomp en ti, nemet hon div e-barzh an ti.

Une nuit, le fils de cette femme mourut : elle s’était couchée sur lui. 1R 3, 19 : Hag ez eo marvet mab ar vaouez-mañ e-kerz an noz : gourvezet he devoa warnañ.

Elle se leva au milieu de la nuit, prit mon fils qui reposait à mon côté – ta servante dormait – et le coucha contre elle. Et son fils mort, elle le coucha contre moi. 1R 3, 20 : Hag ez eo savet e-kreiz an noz, hag he deus tapet va mab, eus va c’hichen, ha da vatezh o kousket, hag he deus gourvezet anezhañ war he barlenn ; hag he mab marv he deus gourvezet war va barlenn.

Au matin, je me levai pour allaiter mon fils : il était mort ! Je l’examinai attentivement au petit jour : ce n’était pas mon fils, celui que j’avais mis au monde. » 1R 3, 21 : Ha pa-z on savet diouzh ar beure evit magañ va mab, e oa marv ! Met p’em eus taolet pled outañ diouzh ar beure, setu ne oa ket eñ va mab, an hini am boa ganet".

L’autre femme protesta : « Non ! Mon fils est celui qui est vivant, ton fils celui qui est mort. » Mais la première insistait : « Pas du tout ! Ton fils est celui qui est mort, et mon fils celui qui est vivant ! » Elles se disputaient ainsi en présence du roi. 1R 3, 22 : Hag e lavaras ar vaouez all : "Nann ! Va mab a zo bev, ha da vab a zo marv !" Hag eben da lavarout : "Nann ! Da vab a zo marv, ha va mab a zo bev !" Hag e komzent dirak ar roue.

Le roi dit alors : « Celle-ci affirme : Mon fils, c’est le vivant, et ton fils est le mort. Celle-là affirme : Non ! Ton fils, c’est le mort, et mon fils est le vivant ! » 1R 3, 23 : Hag e lavaras ar roue : "Houmañ a lavar : Hennezh eo va mab, a zo bev, ha da vab a zo marv. Hag hounnezh a lavar : Nann ! da vab a zo marv ha va mab a zo bev ;

Et le roi ajouta : « Donnez-moi une épée ! » On apporta une épée devant le roi. 1R 3, 24 : ac’hanta ! - eme ar roue - degasit din ur c’hleze !" Hag e voe degaset ur c’hleze dirak ar roue.

Et le roi poursuivit : « Coupez en deux l’enfant vivant, donnez-en la moitié à l’une et la moitié à l’autre. » 1R 3, 25 : Hag e lavaras ar roue : "Troc’hit ar bugel bev e daou ha roit un hanter da unan hag un hanter d’eben !"

Mais la femme dont le fils était vivant s’adressa au roi – car ses entrailles s’étaient émues à cause de son fils ! – : « De grâce, mon seigneur ! Donnez-lui l’enfant vivant, ne le tuez pas ! » L’autre protestait : « Il ne sera ni à toi ni à moi : coupez-le ! » 1R 3, 26 : Met lavarout a reas ar vaouez ma oa bev he mab, d’ar roue - rak fromañ a rae he diabarzh evit he mab - lavarout a reas : "Dre c’hras, aotrou, roit dezhi ar bugel bev ! N’e lakait ket d’ar marv !" Hag eben a lavare : "Na din-me na dit-te ne vo ! Troc’hit !"

Prenant la parole, le roi déclara : « Donnez à celle-ci l’enfant vivant, ne le tuez pas : c’est elle, sa mère ! » 1R 3, 27 : Hag e respontas ar roue, o lavarout : "Roit da hounnezh ar bugel bev ! D’ar marv ne vo ket lakaet : hi eo e vamm".

Tout Israël apprit le jugement qu’avait rendu le roi. Et l’on regarda le roi avec crainte et respect, car on avait vu que, pour rendre la justice, la sagesse de Dieu était en lui. 1R 3, 28 : Hag e klevas Israel a-bezh petore barn en devoa graet ar roue, hag e voe doujañs ouzh ar roue pa voe gwelet e oa furnez Doue en e greiz evit reiñ ar gwir.