Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 10

Levr an Adlezenn - Pennad 10

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 10



En ce temps-là, le Seigneur me dit : « Taille deux tables de pierre, semblables aux premières, et monte vers moi sur la montagne ; tu feras aussi une arche de bois. Dt 10, 1 : D’ar mare-se e lavaras an Aotrou din : "Kizell div daolenn vaen evel ar re gentañ, ha pign davedon war ar menez, ha gra dit un arc’h e koad.

J’écrirai sur ces tables les paroles qui étaient sur les premières, celles que tu as brisées, et tu les placeras dans l’arche. » Dt 10, 2 : Ha me a skrivo war an taolennoù al lavarennoù a oa war an taolennoù kentañ ac’h eus drailhet, hag o lakaat a ri en arc’h".

J’ai donc fait une arche en bois d’acacia, j’ai taillé deux tables de pierre, semblables aux premières, et je suis monté sur la montagne, les deux tables dans les mains. Dt 10, 3 : Ha me d’ober un Arc’h koad kasia, da benañ div daolenn vaen evel ar re gentañ, ha da bignat war ar menez, an div daolenn em dorn.

Il écrivit sur les tables la même inscription que la première fois, ces Dix Paroles que le Seigneur vous avait dites sur la montagne, du milieu du feu, le jour de l’Assemblée. Puis le Seigneur me les donna. Dt 10, 4 : Hag e skrivas war an taolennoù, evel m’en devoa skrivet a-raok, an dek lavarenn en devoa roet an Aotrou deoc’h war ar menez a-greiz an tan, da zeiz an emvod. Hag an Aotrou o roas din.

Je suis redescendu de la montagne, j’ai placé les tables dans l’arche que j’avais faite, et elles y sont restées, comme le Seigneur me l’avait ordonné. Dt 10, 5 : Hag e tistrois, hag e tiskennis eus ar menez, hag e lakis an taolennoù en Arc’h am boa graet, hag emaint eno evel ma c’hourc’hemennas an Aotrou din.

Les Israélites levèrent le camp et quittèrent les puits des Bené-Yaaqane pour Moséra. C’est là que mourut Aaron et qu’il fut mis au tombeau. Éléazar, son fils, lui succéda comme prêtre. Dt 10, 6 : Ha bugale Israel a loc’has eus Berot-Benet-Yakan evit Mosera. Eno e varvas Aaron, hag e voe beziet eno. Hag e voe beleget Eleazar, e vab, en e lec’h.

De là, ils partirent pour la Goudgoda, et de la Goudgoda vers Yotbata, un pays de torrents d’eau. Dt 10, 7 : Hag alese e loc’hjont evit Gadgad, hag eus Gadgad da Yetbata, bro a froudoù dour.

En ce temps-là, le Seigneur mit à part les descendants de Lévi, pour porter l’arche de son Alliance, se tenir en sa présence, assurer le service divin, et bénir le peuple au nom du Seigneur, comme ils l’ont fait jusqu’à ce jour. Dt 10, 8 : Er mare-se e tispartias an Aotrou meuriad Levi evit dougen Arc’h Emglev an Aotrou, evit chom dirak an Aotrou da lidañ ha da vennigañ en e anv betek hiziv.

C’est pourquoi Lévi n’a pas reçu sa part d’héritage comme ses frères. C’est le Seigneur qui est son héritage, comme l’a dit le Seigneur notre Dieu. Dt 10, 9 : Setu perak n’en deus bet Levi na lod na hêrezh gant e vreudeur. An Aotrou eo e hêrezh, evel m’en deus prometet an Aotrou, da Zoue, dezhañ.

Quant à moi, je me suis tenu sur la montagne, comme la première fois, quarante jours et quarante nuits. Cette fois encore, le Seigneur m’écouta ; le Seigneur consentit à ne pas t’exterminer. Dt 10, 10 : Evidon, e chomis war ar menez, evel en deizioù diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. Hag e selaouas an Aotrou ouzhin c’hoazh ar wech-se, ha n’houllas ken an Aotrou da freuzañ.

Alors le Seigneur me dit : « Lève-toi ! Va devant le peuple, donne le signal du départ : qu’ils entrent en possession du pays que j’ai juré à leurs pères de leur donner. » Dt 10, 11 : Hag e lavaras an Aotrou din : "Sav ! Kae d’al loc’hadur, en a-raok d’ar bobl, hag ez aint da berc’hennañ ar vro am eus touet d’o zadoù reiñ dezho".

Et maintenant, sais-tu, Israël, ce que le Seigneur ton Dieu te demande ? Craindre le Seigneur ton Dieu, suivre tous ses chemins, aimer le Seigneur ton Dieu, le servir de tout ton cœur et de toute ton âme, Dt 10, 12 : Ha bremañ, Israel, petra emañ an Aotrou, da Zoue, o c’houlenn diganit ?" Doujañ an Aotrou da Zoue, heuliañ e holl hentoù, e garout hag e servijañ gant da holl galon ha da holl ene,

garder les commandements et les décrets du Seigneur que je te donne aujourd’hui pour ton bien. Dt 10, 13 : mirout gourc’hemennoù an Aotrou hag e Lezennoù a gemennan dit hiziv evit da eurvad.

C’est au Seigneur ton Dieu qu’appartiennent les cieux et les hauteurs des cieux, la terre et tout ce qu’elle renferme. Dt 10, 14 : Sell eta : d’an Aotrou, da Zoue-te, ez eo an Neñvoù ha Neñvoù an Neñvoù, an Douar ha kement a zo ennañ.

Et pourtant, c’est uniquement à tes pères que le Seigneur ton Dieu s’est attaché par amour. Après eux, entre tous les peuples, c’est leur descendance qu’il a choisie, ce qu’il fait encore aujourd’hui avec vous. Dt 10, 15 : Ha koulskoude ez eo ouzh da Dadoù-te hepken ez eo en em staget dre garantez evito hag en deus dibabet o lignez war o lerc’h, da lavarout eo, c’hwi hoc’h-unan eus a-douez an holl bobloù, betek an deiz a hiziv.

Pratiquez la circoncision du cœur, n’ayez plus la nuque raide, Dt 10, 16 : Amdroc’hit eta ho kalon ha na reutait mui ho chouk pelloc’h,

car le Seigneur votre Dieu est le Dieu des dieux et le Seigneur des seigneurs, le Dieu grand, vaillant et redoutable, qui est impartial et ne se laisse pas acheter. Dt 10, 17 : rak an Aotrou, ho Toue eo Doue an doueoù, Aotrou an aotrounez, an doue bras, trec’hour, spontus ha na ra ket a van ouzh diavaezioù an dud ha na vez ket prenet gant profoù.

C’est lui qui rend justice à l’orphelin et à la veuve, qui aime l’immigré, et qui lui donne nourriture et vêtement. Dt 10, 18 : Eñ eo a ro e wir d’an emzivad ha d’an intañvez, hag a gar an estrañjour o reiñ dezhañ boued ha dilhad.

Aimez donc l’immigré, car au pays d’Égypte vous étiez des immigrés. Dt 10, 19 : Karit an estrañjour rak estrañjourien ez oc’h bet e bro Egipt.

Tu craindras le Seigneur ton Dieu, tu le serviras, c’est à lui que tu resteras attaché, c’est par son nom que tu prêteras serment. Dt 10, 20 : An Aotrou, da Zoue, a zouji ; Eñ eo a serviji ; outañ eo en em stagi, ha dre e anv eo e toui.

Il est ton Dieu, c’est lui que tu dois louer : il a fait pour toi ces choses grandes et redoutables que tu as vues de tes yeux. Dt 10, 21 : Eñ eo a veuli, hag Eñ eo da Zoue : Eñ eo en deus graet evidout an traoù bras ha braouac’hus-se o deus gwelet da zaoulagad.

Quand tes pères sont arrivés en Égypte, ils n’étaient que soixante-dix ; mais à présent le Seigneur votre Dieu vous a rendus aussi nombreux que les étoiles du ciel. Dt 10, 22 : Dek den ha tri-ugent e oant, pa ziskennas da Dadoù d’an Egipt, ha bremañ en deus an Aotrou, da Zoue, da lakaet ken niverus ha stered an neñv.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn