Levr an Adlezenn - Pennad 34
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 34
Moïse monta des steppes de Moab au mont Nébo, au sommet du Pisga, qui est en face de Jéricho. Le Seigneur lui fit voir tout le pays : Galaad jusqu’à Dane, Dt 34, 1 : Hag e pignas Moizez, eus maezioù Moab, da venez Nabo, war veg ar Pisga, a zo rag-enep Jeriko. Hag e tiskouezas dezhañ an Aotrou an holl vro, adalek Galaad betek Dan,
tout Nephtali, le pays d’Éphraïm et de Manassé, tout le pays de Juda jusqu’à la Méditerranée, Dt 34, 2 : ha Neftali a-bezh, ha bro Efraim, ha Manase, hag holl zouar Youda, betek ar Mor ar C’hornog,
le Néguev, la région du Jourdain, la vallée de Jéricho ville des Palmiers, jusqu’à Soar. Dt 34, 3 : an Negev hag ar Gampoullenn, saonenn Jeriko, kêr ar palmez, betek Soar.
Le Seigneur lui dit : « Ce pays que tu vois, j’ai juré à Abraham, à Isaac et à Jacob de le donner à leur descendance. Je te le fais voir, mais tu n’y entreras pas. » Dt 34, 4 : Hag e lavaras an Aotrou dezhañ : "Setu ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaag ha da Jakob en ur lavarout : D’az lignez e roin anezhi. He diskouez a ran dit, ez taoulagad, met ne antrei ket".
Moïse, le serviteur du Seigneur, mourut là, au pays de Moab, selon la parole du Seigneur. Dt 34, 5 : Hag eno e varvas Moizez, servijer an Aotrou, e bro Moab, hervez m’en devoa divizet an Aotrou.
On l’enterra dans la vallée qui est en face de Beth-Péor, au pays de Moab. Mais aujourd’hui encore, personne ne sait où se trouve son tombeau. Dt 34, 6 : Hag an Aotrou her bezias en draonienn, e bro Moab, rag-enep da Vet-Peor, ha ne oar den ebet betek hiziv pelec’h emañ e vez.
Moïse avait cent vingt ans quand il mourut ; sa vue n’avait pas baissé, sa vitalité n’avait pas diminué. Dt 34, 7 : Ha Moizez en devoa kant ugent vloaz pa varvas. Ne oa ket gwanaet e lagad, ha ne oa ket diviet e nerzh.
Les fils d’Israël pleurèrent Moïse dans les steppes de Moab, pendant trente jours. C’est alors que s’achevèrent les jours du deuil de Moïse. Dt 34, 8 : Bugale Israel a ouelas da Voizez e plaenennoù Moab, e-pad tregont devezh ; hag ec’h echuas an devezhioù-gouelvan evit kañv Moizez.
Josué, fils de Noun, était rempli de l’esprit de sagesse, parce que Moïse lui avait imposé les mains. Les fils d’Israël lui obéirent, ils firent ce que le Seigneur avait prescrit à Moïse. Dt 34, 9 : Ha Josoua, mab Noun, a oa leun gant ar spered a furnez, rak astennet en devoa Moizez e zaouarn warnañ. Hag e sentas outañ bugale Israel, hag e rejont evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Il ne s’est plus levé en Israël un prophète comme Moïse, lui que le Seigneur rencontrait face à face. Dt 34, 10 : N’eus ket bet savet a brofed a-c’houdevezh en Israel evel Moizez, an hini en devoa an Aotrou anavezet fas-ouzh-fas ;
Que de signes et de prodiges le Seigneur l’avait envoyé accomplir en Égypte, devant Pharaon, tous ses serviteurs et tout son pays ! Dt 34, 11 : nag e-keñver an holl sinoù ha burzhudoù en devoa an Aotrou e gaset da ober, e bro Egipt, a-enep Faraon, a-enep e servijerien hag a-enep e holl vro,
Avec quelle main puissante, quel pouvoir redoutable, Moïse avait agi aux yeux de tout Israël ! Dt 34, 12 : nag e-keñver e zorn galloudus hag an holl oberoù bras ha spontus a reas Moizez dirak daoulagad Israel.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
