Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 20

Levr an Adlezenn - Pennad 20

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 20



Lorsque tu partiras en guerre contre tes ennemis et que tu verras des chevaux, des chars, un peuple plus nombreux que toi, tu ne les craindras pas, car le Seigneur ton Dieu est avec toi, lui qui t’a fait monter du pays d’Égypte. Dt 20, 1 : Pa-z i d’ar brezel enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri, hag ur bobl niverusoc’h egedout, bez dizaon outo, rak an Aotrou, da Zoue, a vo ganit, Eñ hag en deus da savet eus bro Egipt.

Quand vous serez sur le point de combattre, le prêtre s’avancera et parlera au peuple. Dt 20, 2 : Ha pa viot war-nes brezelekaat, e tostaio ar beleg hag e komzo ouzh ar bobl,

Il lui dira : « Écoute, Israël ! Vous êtes aujourd’hui sur le point de combattre vos ennemis. Que votre courage ne faiblisse pas ! N’ayez pas peur, ne vous affolez pas, ne tremblez pas devant eux, Dt 20, 3 : hag e lavaro dezho : "Selaou, Israel, c’hwi a zo war-nes hiziv da vrezelekaat enep hoc’h enebourien ; gant na vlotaio ket ho kalon ; bezit dizaon, na grenit ket, na spontit ket dirazo !

car le Seigneur votre Dieu marche avec vous, afin de combattre pour vous et de vous sauver ! » Dt 20, 4 : An Aotrou, ho Toue, a gerzh ganeoc’h da vrezelekaat evidoc’h enep hoc’h enebourien, d’ho salviñ".

Ensuite les scribes parleront au peuple en ces termes : « Y a-t-il un homme qui a construit une maison neuve et ne l’a pas encore inaugurée ? Qu’il s’en aille et retourne chez lui, de peur qu’il ne meure au combat et qu’un autre n’inaugure sa maison. Dt 20, 5 : Hag e komzo ar skribed ouzh ar bobl, o lavarout : "Pehini en deus savet un ti nevez ha n’en deus ket e zediet ? Ra yelo war e giz d’ar gêr, gant aon na varvfe er brezel, hag un den all a rafe an dedi anezhañ.

Y a-t-il un homme qui a planté une vigne et n’en a pas profité ? Qu’il s’en aille et retourne chez lui, de peur qu’il ne meure au combat et qu’un autre n’en profite. Dt 20, 6 : Ha pehini en deus plantet ur winienn ha n’eo ket bet dudiet ganti ? Ra yelo war e giz d’ar gêr, gant aon na varvfe er brezel, hag un den all a vefe dudiet ganti.

Y a-t-il un homme qui a choisi une fiancée et ne l’a pas encore épousée ? Qu’il s’en aille et retourne chez lui, de peur qu’il ne meure au combat et qu’un autre ne l’épouse. » Dt 20, 7 : Ha pehini a zo dimezet gant ur wreg ha n’en deus ket euredet ganti, ra yelo war e giz d’ar gêr, gant aon na varvfe er brezel, hag un den all a euredfe ganti".

Les scribes diront encore au peuple : « Y a-t-il un homme qui a peur et dont le courage faiblit ? Qu’il s’en aille et retourne chez lui, de peur que le courage de ses frères à cause de lui ne fonde comme le sien. » Dt 20, 8 : Hag e kendalc’ho ar skribed da gomz ouzh ar bobl, o lavarout : "Pehini en deus aon ? Hag ez eo blot e galon ? Ra yelo war e giz d’ar gêr, ha ne raio ket teuziñ kalon e vreudeur evel e galon".

Quand les scribes auront fini de parler, ils placeront des officiers à la tête du peuple. Dt 20, 9 : Ha p’o devo echuet ar skribed da gomz ouzh ar bobl, e vo lakaet en o c’harg ofiserien al lu e penn ar bobl.

Lorsque tu t’approcheras d’une ville pour la combattre, tu lui proposeras la paix. Dt 20, 10 : Pa dostai ouzh ur gêr evit ober brezel outi, e huchi warni evit ober ar peoc’h,

Si elle accepte la paix et t’ouvre ses portes, toute la population qui s’y trouve sera astreinte à la corvée et te servira. Dt 20, 11 : ha ma-z eo ‘peoc’h‘ he respont, hag e tigor dit, an holl dud en em gav enni a vo evit aneriñ ha d’az servijañ ;

Mais si elle refuse la paix et engage le combat, tu l’assiégeras. Dt 20, 12 : ha ma ne ra ket peoc’h ganit, ma ra ouzhit brezel, e ri seziz warni,

Le Seigneur ton Dieu la livrera entre tes mains, et tu passeras tous les hommes au fil de l’épée. Dt 20, 13 : hag e vo lakaet gant an Aotrou ez torn, hag e skoi war hec’h holl baotred gant barvenn ar c’hleze.

Quant aux femmes, aux enfants, au bétail, tout ce qui se trouve dans la ville, tout le butin, tu t’en saisiras ; tu te nourriras du butin pris aux ennemis que le Seigneur ton Dieu t’aura livrés. Dt 20, 14 : Met ar gwragez, ar vugaligoù, ar chatal, ha kement tra a vo e kêr, hec’h holl zibourc’hioù a breizhati evidout ; hag e tebri dibourc’hioù da enebourien, en devo roet an Aotrou, da Zoue, dit.

Tu agiras ainsi envers toutes les villes très éloignées de toi, villes qui n’appartiennent pas aux nations que voici. Dt 20, 15 : Evel-se e ri evit an holl gêrioù a zo re bell diouzhit, ar re n’int ket eus kêrioù ar pobloù-mañ.

Dans les seules villes des peuples que le Seigneur ton Dieu te donne en héritage, tu ne laisseras subsister aucun être vivant. Dt 20, 16 : Met eus kêrioù ar pobloù ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit en hêrezh, ne lezi da vevañ nikun.

En effet, tu dois vouer à l’anathème le Hittite, l’Amorite, le Cananéen, le Perizzite, le Hivvite et le Jébuséen, selon l’ordre du Seigneur ton Dieu, Dt 20, 17 : O anaoueañ a ri : Hitiz, Amoriz, Kanaaniz, Perezeiz, Hiviiz, Jebouseiz, evel ma c’hourc’hemenn dit an Aotrou, da Zoue,

afin qu’ils ne vous apprennent pas à pratiquer toutes les abominations qu’ils pratiquent envers leurs dieux : ce serait pécher contre le Seigneur votre Dieu. Dt 20, 18 : ma na vi ket desket ganto da ober an holl euzhusterioù a reont evit o doueoù, ha da bec’hiñ e-keñver an Aotrou, ho Toue.

Lorsque tu assiégeras une ville pendant de longs jours, en combattant contre elle pour la conquérir, tu ne brandiras pas la hache sur les arbres pour les abattre, car c’est eux qui te nourriront. Tu ne les couperas donc pas : l’arbre des champs est-il un homme pour que tu le traites en assiégé ? Dt 20, 19 : Pa ri seziz ur gêr e-pad pell-amzer en ur vrezeliñ outi evit he zapout, ne zistruji ket he gwez en ur sevel warno ar vouc’hal, rak diouto e tebri, n’o zroc’hi ket. N’eo ket un den, ur wezenn war ar maezioù, m’he defe da vont a-zirazout gant ar seziz !

Seul l’arbre que tu reconnaîtras comme n’étant pas un arbre fruitier, tu pourras l’abattre, le couper, et tu en feras des machines de guerre contre la ville que tu combats, jusqu’à sa reddition. Dt 20, 20 : Met ar gwez e anavezi n’int ket gwez da reiñ boued, a zistruji, a droc’hi, evit sevel ur ramparzh en-dro d’ar gêr a rez outi brezel, ken n’az po he diskaret.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn