Levr an Adlezenn - Pennad 5
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 5
Moïse convoqua tout Israël et leur dit : Écoute, Israël, les décrets et les ordonnances que je proclame à vos oreilles aujourd’hui. Vous les apprendrez et vous veillerez à les mettre en pratique. Dt 5, 1 : Hag e c’halvas Moizez bugale Israel, hag e lavaras dezho : Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar setañsoù a lavaran ez tivskouarn hiziv. Deskit anezho ha bezit aketus da ober diouto.
Le Seigneur notre Dieu a conclu une alliance avec nous à l’Horeb : Dt 5, 2 : An Aotrou, hon Doue, en deus divizet ganeomp un emglev war an Horeb.
ce n’est pas avec nos pères que le Seigneur a conclu cette alliance, mais bien avec nous, nous-mêmes qui sommes ici aujourd’hui, tous vivants. Dt 5, 3 : N’eo ket gant hon tadoù en deus divizet an Aotrou an Emglev-se, met ganeomp-ni a zo amañ hiziv, an holl ac’hanomp hag a zo bev.
C’est face à face que le Seigneur a parlé avec vous sur la montagne, du milieu du feu. Dt 5, 4 : Dremm ouzh dremm en deus komzet an Aotrou ganeomp war ar menez a-greiz an tan.
Moi, je me tenais entre le Seigneur et vous en ce temps-là, pour vous transmettre la parole du Seigneur, car vous aviez peur du feu et vous n’étiez pas montés sur la montagne. Le Seigneur a dit : Dt 5, 5 : En em zerc’hel a raen etre an Aotrou ha c’hwi d’ar mare-se, evit disklêriañ deoc’h komz an Aotrou, rak aon ho poa bet ouzh an tan, ha ne oac’h ket pignet war ar menez. Lavarout a rae :
« Je suis le Seigneur ton Dieu, qui t’ai fait sortir du pays d’Égypte, de la maison d’esclavage. Dt 5, 6 : Me eo an Aotrou, da Zoue, en deus da dennet eus bro Egipt, eus an ti-sklaved.
Tu n’auras pas d’autres dieux que moi. Dt 5, 7 : N’az po ket doueoù all dirazon.
Tu ne feras aucune idole, aucune image de ce qui est là-haut dans les cieux, ou en bas sur la terre, ou dans les eaux par-dessous la terre. Dt 5, 8 : Na ri delwenn ebet, skeudenn ebet, eus pezh a zo en Neñv, e-krec’h, pe war an douar, e-traoñ, pe en doureier dindan an douar.
Tu ne te prosterneras pas devant ces images pour leur rendre un culte. Car moi, le Seigneur ton Dieu, je suis un Dieu jaloux : chez ceux qui me haïssent, je punis la faute des pères sur les fils, jusqu’à la troisième et la quatrième génération ; Dt 5, 9 : Ne stoui ket outo ha n’o serviji ket, rak me, an Aotrou, da Zoue, a zo un Doue gwarizius, a gastiz pec’hed an tadoù war o mibien, war an trede rumm ha war ar pevare eus ar re o deus kas ouzhin,
mais ceux qui m’aiment et observent mes commandements, je leur montre ma fidélité jusqu’à la millième génération. Dt 5, 10 : hag a ra gras da viliadoù, d’ar re am c’har hag a vir va gourc’hemennoù.
Tu n’invoqueras pas le nom du Seigneur ton Dieu pour le mal, car le Seigneur ne laissera pas impuni celui qui invoque son nom pour le mal. Dt 5, 11 : Ne zistagi ket anv an Aotrou, da Zoue, e gaou, rak ne zidamallo ket an Aotrou an hini a zistago e anv e gaou.
Observe le jour du sabbat, en le sanctifiant, selon l’ordre du Seigneur ton Dieu. Dt 5, 12 : Deiz ar Sabad a viri evit e santelaat, evel m’en deus gourc’hemennet dit an Aotrou, da Zoue.
Pendant six jours tu travailleras et tu feras tout ton ouvrage, Dt 5, 13 : E-pad c’hwec’h devezh e labouri hag e ri da labourioù,
mais le septième jour est le jour du repos, sabbat en l’honneur du Seigneur ton Dieu. Tu ne feras aucun ouvrage, ni toi, ni ton fils, ni ta fille, ni ton serviteur, ni ta servante, ni ton bœuf, ni ton âne, ni aucune de tes bêtes, ni l’immigré qui réside dans ta ville. Ainsi, comme toi-même, ton serviteur et ta servante se reposeront. Dt 5, 14 : met ar seizhvet eo Sabad an Aotrou, da Zoue. Ne ri ennañ labour ebet, na te, na da vab, na da verc’h, na da servijer, na da servijerez, na da ejen, na da azen, nag hini ebet eus da loened, nag an estren a zo du-se. Evel-se, koulz ha te, e c’hello da servijer ha da servijerez diskuizhañ.
Tu te souviendras que tu as été esclave au pays d’Égypte, et que le Seigneur ton Dieu t’en a fait sortir à main forte et à bras étendu. C’est pourquoi le Seigneur ton Dieu t’a ordonné de célébrer le jour du sabbat. Dt 5, 15 : Bez' az po soñj ez out bet sklavour, a vro Egipt, hag en deus an Aotrou, da Zoue, da dennet ac’hano, gant un dorn kreñv hag ur vrec’h nerzhus. Dre-se en deus an Aotrou, da Zoue, gourc’hemennet dit mirout deiz ar Sabad.
Honore ton père et ta mère, comme te l’a ordonné le Seigneur ton Dieu, afin d’avoir longue vie et bonheur sur la terre que te donne le Seigneur ton Dieu. Dt 5, 16 : Enor da dad ha da vamm, evel m’en deus gourc’hemennet dit an Aotrou, da Zoue, evit ma vo mat ar bed ganit ha ma vevi e-pad pell amzer war an douar a ro dit an Aotrou, da Zoue.
Tu ne commettras pas de meurtre. Dt 5, 17 : Ne vi ket muntrer,
Tu ne commettras pas d’adultère. Dt 5, 18 : nag avoultrer,
Tu ne commettras pas de vol. Dt 5, 19 : na laer ;
Tu ne porteras pas de faux témoignage contre ton prochain. Dt 5, 20 : ne responti ket, enep da nesañ, dre ur fals-testeni.
Tu ne convoiteras pas la femme de ton prochain, tu ne désireras ni sa maison ni son champ, ni son serviteur ni sa servante, ni son bœuf ou son âne : rien de ce qui lui appartient. » Dt 5, 21 : Ne c’hoantai ket gwreg da nesañ. N’az po ket avi ouzh ti da nesañ, nag ouzh e bark, ouzh e servijer, ouzh e ejen pe ouzh e azen, ouzh netra a gement a zo dezhañ".
Ces paroles, le Seigneur les a dites à toute l’assemblée de son peuple sur la montagne, du milieu du feu, des nuages et de la nuée obscure ; il les a dites d’une voix puissante et n’a rien ajouté. Ensuite il les a écrites sur deux tables de pierre, qu’il m’a données. Dt 5, 22 : An traoù-se en deus lavaret an Aotrou d’hoc’h holl gumuniezh war ar menez a-greiz an tan, ar c’houmoul hag ar vougenn, a vouezh uhel, hepmuiken, hag o skrivet war ziv daolenn vaen a roas deoc’h.
Or, quand vous avez entendu la voix sortant des ténèbres, tandis que la montagne était embrasée par le feu, vous vous êtes approchés de moi, vous, tous les chefs de tribus, et vous, les anciens, Dt 5, 23 : Hag o klevout ar vouezh a-greiz an deñvalijenn, pa voe ar menez o leskiñ en tan, e tostajoc’h ouzhin, hoc’h holl bennoù meuriad ha Kozhidi,
et vous m’avez dit : « Voici que le Seigneur notre Dieu nous a montré sa gloire et sa grandeur ; nous avons entendu sa voix du milieu du feu ; aujourd’hui, nous avons vu que Dieu peut parler à l’homme et lui laisser la vie. Dt 5, 24 : en ur lavarout : "Setu ma tiskouez deomp an Aotrou, hon Doue, e c’hloar hag e vraster, hag e vouezh a glevomp a-greiz an tan. Hiziv e welomp e komz Doue ouzh un den, ez-vev.
Et maintenant, pourquoi mourir, dévorés par ce grand feu ? Si nous continuons à entendre la voix du Seigneur notre Dieu, nous allons mourir ! Dt 5, 25 : Ha bremañ, perak mervel, debret gant an tan bras-se ? Ma kendalc’homp-ni da selaou mouezh an Aotrou, hon Doue, e varvimp.
Est-il jamais arrivé à un être de chair d’entendre, comme nous, le Dieu vivant parler du milieu du feu et, malgré tout, de rester en vie ? Dt 5, 26 : Rak petore den biskoazh en deus klevet mouezh an Doue bev o komz a-greiz an tan eveldomp, ez-vev ?
Toi, Moïse, approche donc pour écouter tout ce que dira le Seigneur notre Dieu : tu nous répéteras toutes les paroles du Seigneur notre Dieu ; nous les écouterons et nous les mettrons en pratique. » Dt 5, 27 : Tosta, te, ha selaou kement tra a lavaro an Aotrou, hon Doue ; te a lavaro deomp an holl bezh en devo lavaret an Aotrou, hon Doue, dit, hag e sentimp en ur ober diouzh-se".
Le Seigneur a entendu le son de votre voix lorsque vous me parliez. Il m’a dit : « J’ai entendu résonner la voix de ce peuple lorsqu’il te parlait : ils ont bien fait de dire tout cela ! Dt 5, 28 : Hag e klevas an Aotrou trouz ho komzoù pa gomzec’h ouzhin, hag e lavaras an Aotrou din : "Klevet em eus trouz komzoù ar bobl-se a gomze ouzhit : mat eo pezh a lavarent.
Si seulement ils avaient à cœur de me craindre et de garder mes commandements, chaque jour, pour leur bonheur et celui de leurs fils, à jamais ! Dt 5, 29 : Gant m’o devo an hevelep kalon evit va doujañ ha mirout va holl c’hourc’hemennoù bepred, ha kaout eurvad, koulz hag o mibien, da viken !
Va leur dire : “Retournez à vos tentes !” Dt 5, 30 : Kae da lavarout dezho : It war ho kiz d’ho tinelloù ;
Mais toi, reste ici près de moi : je vais te dire tous les commandements, les décrets et les ordonnances que tu leur enseigneras pour qu’ils les mettent en pratique dans le pays que je leur donne en possession. » Dt 5, 31 : ha te, amañ, a chomo ganin, hag e lavarin dit an holl c’hourc’hemennoù, reolennoù ha setañsoù a zeski dezho, ma raint diouto er vro a roan dezho da berc’hennañ".
Vous veillerez à agir comme vous l’a ordonné le Seigneur votre Dieu, sans dévier ni à droite ni à gauche. Dt 5, 32 : Hag ho po aked d’ober evel ma c’hourc’hemenn an Aotrou deoc’h, hep distreiñ a-zehou nag a-gleiz ;
En tout, vous suivrez le chemin que le Seigneur votre Dieu vous a tracé : alors vous vivrez, vous aurez bonheur et longue vie dans le pays dont vous allez prendre possession. Dt 5, 33 : a-hed an hent en deus gourc’hemennet an Aotrou deoc’h e kerzhot, evit bevañ ha kaout eurvad, ha hiraat ho teizioù er vro a berc’hennot.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
