Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 27

Levr an Adlezenn - Pennad 27

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 27



Moïse, ainsi que tous les anciens d’Israël, ordonna au peuple : « Gardez tout le commandement que je vous donne aujourd’hui. Dt 27, 1 : Hag urzhioù a roas Moizez ha Kozhidi Israel d’ar bobl, o lavarout : "Mirit an holl c’hourc’hemennoù a roan deoc’h hiziv.

Le jour où vous passerez le Jourdain pour vous rendre au pays que le Seigneur ton Dieu te donne, tu dresseras de grandes pierres et tu les enduiras de chaux. Dt 27, 2 : D’an deiz ma tremenot ar Yordan etrezek ar vro ez a an Aotrou, ho Toue, da reiñ deoc’h, e savot mein bras, hag ec’h induot ar re-mañ a raz,

Tu écriras sur ces pierres toutes les paroles de cette Loi, lors de ton passage, pour entrer dans le pays que le Seigneur ton Dieu te donne, un pays ruisselant de lait et de miel, comme te l’a déclaré le Seigneur, le Dieu de tes pères. Dt 27, 3 : hag e skrivi warno holl lavarennoù al Lezenn-mañ, pa dremeni evit mont d’ar vro emañ an Aotrou, da Zoue, o reiñ dit, ur vro o tiverañ enni laezh ha mel, evel m’en devoa prometet an Aotrou, Doue da dadoù, dit.

Quand vous aurez passé le Jourdain, vous dresserez ces pierres sur le mont Ébal, comme je vous le commande aujourd’hui, et tu les enduiras de chaux. Dt 27, 4 : Ur wech tremenet ar Yordan, e savot ar vein-se a c’hourc’hemennan deoc’h hiziv war venez Ebal hag o induañ a ri gant raz.

Là, tu bâtiras un autel au Seigneur ton Dieu, un autel de pierres que tu n’auras pas travaillées avec le fer. Dt 27, 5 : Hag e savi eno un aoter d’an Aotrou, da Zoue, un aoter vein, hep labourat ar re-mañ gant an houarn.

C’est avec des pierres brutes que tu bâtiras l’autel du Seigneur ton Dieu ; sur cet autel, tu offriras des holocaustes au Seigneur ton Dieu. Dt 27, 6 : Gant mein diaoz e savi aoter an Aotrou, da Zoue, hag e ri warni un holokost d’an Aotrou, da Zoue,

Tu offriras aussi des sacrifices de paix, et là, tu mangeras, tu te réjouiras en présence du Seigneur ton Dieu. Dt 27, 7 : en ur sakrifiañ peoc’h-aberzhoù, a zebri eno ; hag e vo stad ennout dirak an Aotrou, da Zoue.

Puis, tu écriras sur les pierres toutes les paroles de cette Loi, bien lisiblement. » Dt 27, 8 : Hag e skrivi war ar vein-se holl lavarennoù al Lezenn-mañ, fraezh ha brav".

Et Moïse, ainsi que les prêtres lévites, parla à tout Israël et dit : « Fais silence, Israël, écoute ! Aujourd’hui, tu es devenu un peuple pour le Seigneur ton Dieu. Dt 27, 9 : Hag e komzas Moizez hag ar veleien, al Levited, ouzh holl Israel, o lavarout : "Tav, ha selaou, Israel : hiziv ez out deuet da vezañ Pobl an Aotrou, da Zoue.

Tu écouteras la voix du Seigneur ton Dieu ; tu mettras en pratique ses commandements et ses décrets que je te donne aujourd’hui. » Dt 27, 10 : Sentiñ a ri ouzh mouezh an Aotrou, da Zoue, hag e ri diouzh e c’hourc’hemennoù hag e reolennoù a ge-mennan dit hiziv".

Ce jour-là, Moïse ordonna au peuple : Dt 27, 11 : Hag e roas urzhioù Moizez d’ar bobl en deiz-se, o lavarout :

« Se tiendront sur le mont Garizim pour bénir le peuple quand vous aurez passé le Jourdain : Siméon, Lévi, Juda, Issakar, Joseph et Benjamin. Dt 27, 12 : Ar re-mañ en em zalc’ho evit bennigañ ar bobl, war venez Garizim, pa dreizhot ar Yordan : Simeon, Levi, Youda, Isac’har, Jozef ha Benjamin.

Se tiendront sur le mont Ébal pour la malédiction : Roubène, Gad, Asher, Zabulon, Dane et Nephtali. » Dt 27, 13 : Hag ar re-mañ en em zalc’ho evit milligañ, war venez Ebal : Ruben, Gad, Aser, Zaboulon, Dan ha Neftali.

Devant tous les hommes d’Israël, les Lévites proclameront à haute voix : Dt 27, 14 : Hag e stago da gomz al Levited, o lavarout da holl dud Israel a vouezh uhel :

« Maudit soit l’homme qui fabrique une idole ou une statue en métal fondu et la place en un lieu secret. Abomination pour le Seigneur que cette œuvre sortie des mains d’un artisan ! » Et tout le peuple répondra et dira : « Amen. » Dt 27, 15 : Milliget ra vo an den a raio delwennoù kizellet pe deuzet : tra euzhus d’an Aotrou, labour dorn micherour, hag o laka en ul lec’h kuzh ! Hag e responto ar bobl, o lavarout : Amen !

« Maudit qui méprise son père et sa mère ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 16 : Milliget an hini a vallozh e dad hag e vamm ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui déplace les bornes du terrain de son voisin ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 17 : Milliget an hini a zilec’h bonn e nesañ ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui fait perdre son chemin à l’aveugle ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 18 : Milliget an hini a ziank un dall war an hent ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui fait dévier le droit de l’immigré, de l’orphelin, de la veuve ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 19 : Milliget an hini a zistres barn an estrañjour, un emzivad, un intañvez ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui couche avec la femme de son père, car il porte atteinte aux droits de son père ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 20 : Milliget an hini a gousk gant gwreg e dad ! : dizoleiñ a ra pastell e dad. Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui couche avec quelque bête que ce soit ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 21 : Milliget an hini a gousk gant ul loen ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui couche avec sa sœur, fille de son père ou fille de sa mère ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 22 : Milliget an hini a gousk gant e c’hoar ! Merc’h e dad pe merc’h e vamm ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui couche avec sa belle-mère ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 23 : Milliget an hini a gousk gant e vamm-gaer ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui frappe son prochain en cachette ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 24 : Milliget an hini a sko gant e nesañ e kuzh ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui accepte un cadeau pour frapper à mort un innocent ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 25 : Milliget an hini a zegemer un donezon evit lemel e vuhez d’ur gwad didamall ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !

« Maudit qui n’accomplira pas les paroles de cette Loi et ne les mettra pas en pratique ! » Et tout le peuple dira : « Amen. » Dt 27, 26 : Milliget an hini na seveno ket lavarennoù al Lezenn-mañ, en ur ober diouto ! Hag e lavaro an holl dud : Amen !



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn