Levr an Adlezenn - Pennad 33
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 33
Voici la bénédiction que Moïse, l’homme de Dieu, prononça sur les fils d’Israël avant de mourir. Dt 33, 1 : Ha setu ar bennozh a roas Moizez, den Doue, da vugale Israel, kent mervel.
Il dit : Le Seigneur est venu du Sinaï. Il s’est levé pour eux du côté de Séïr, il a resplendi depuis le mont de Parane et il est arrivé à Mériba de Cadès : à sa droite brillait pour eux le feu de la loi ! Dt 33, 2 : Lavarout a reas : An Aotrou eus ar Sinai a zeuas, tarzhañ a reas eus Seir evito ; splannañ a reas eus menez Paran, hag ez erruas e Meribat-Kades, a-zehou dezhañ un tan gredus evito.
Toi, l’ami des peuples, tous les saints sont dans ta main et ils se sont prosternés à tes pieds. Chacun recueille tes paroles. Dt 33, 3 : Ya ! Karour pobl ez out, holl sent houmañ a zo ez torn, stouiñ a reont d’az treid, hag e savont, pa lavarez.
Moïse nous a prescrit une Loi, c’est un héritage pour l’assemblée de Jacob. Dt 33, 4 : Ul Lezenn a gemennas deomp Moizez : un hêrezh eo evit kumuniezh Jakob.
Et il y eut en Israël un roi, quand se réunirent les chefs du peuple et les tribus d’Israël, tous ensemble. Dt 33, 5 : Bez’ en devo Iesouroun ur roue, pa ’n em vodo pennoù ar bobl a-gevret, reoù meuriadoù Israel.
Que vive Roubène, qu’il ne meure pas ! Que vive le petit nombre de ses gens ! Dt 33, 6 : Ra vevo Ruben ! Divarvel ! Ra vo e dud diniver !
Voici ce qu’il dit pour Juda : Écoute, Seigneur, la voix de Juda, fais-le revenir vers son peuple ; ses mains prendront sa défense et tu lui viendras en aide contre ses ennemis. Dt 33, 7 : Ha setu, evit Youda e lavaras : Selaou, Aotrou, mouezh Youda, davet e bobl degas anezhañ ; ra vo e zorn trawalc’h evitañ ! ur skoazell dirak e enebourien ra vezi !
Pour Lévi, il dit : Tes Toummim et tes Ourim appartiennent à l’homme qui t’est fidèle, celui que tu as éprouvé à Massa, que tu as querellé aux eaux de Mériba, Dt 33, 8 : Hag evit Levi e lavaras : An Ourim hag an Toumim evit an den, mignon dit, ac’h eus amprouet e Masa, breutaet gantañ e-kichen doureier Meriba ;
lui qui a dit de son père et de sa mère : « Je ne les ai pas vus ! », lui qui ne reconnaît pas ses frères et ignore ses fils ! Car ils ont gardé ta parole et maintenu ton alliance, Dt 33, 9 : en deus lavaret eus e dad hag eus e vamm : N’o gwelan ket ; e vreudeur n’en deus ket anavezet, rak miret en deus da lavarioù, da Emglev en deus dalc’het.
ils enseignent tes ordonnances à Jacob et ta Loi à Israël ; ils présentent l’encens à tes narines et l’holocauste sur ton autel. Dt 33, 10 : Kelenn a reont da setañsoù da Jakob, da lezennoù da Israel ; lakaat a reont ezañs ez fronelloù, an holokostoù war da aoter.
Bénis, Seigneur, sa vaillance et accepte l’œuvre de ses mains, brise les reins de ses agresseurs : qu’ils ne se relèvent plus, ceux qui le haïssent ! Dt 33, 11 : Bennig, Aotrou, e nerzh, labour e zaouarn da blijo dit ! Freuz lounezhi ar re a sav enep dezhañ, o deus kasoni outañ : arabat dezho adsevel !
Pour Benjamin, il dit : Bien-aimé du Seigneur, il demeure en confiance près de lui ; Dieu le protège chaque jour ; il demeure entre ses collines. Dt 33, 12 : Hag evit Benjamin e lavaras : Muiañ-karet an Aotrou, a chom e surentez en e gichen ; E warez a zo warnañ bemdez, hag etre e zivskoaz e chom.
Pour Joseph, il dit : Son pays est béni du Seigneur. À lui, le meilleur don du ciel, la rosée, et l’abîme qui se creuse dans les profondeurs, Dt 33, 13 : Hag evit Jozef e lavaras : Benniget gant an Aotrou e zouar, evit largentez an neñv, evit ar glizh ; evit an islonkoù puchet e-traoñ ;
les meilleurs produits du soleil et les meilleurs fruits de la lune, Dt 33, 14 : evit largentez trevadoù an heol, evit largentez eginoù pep loariad ;
les dons excellents des antiques montagnes et les dons les meilleurs des collines éternelles, Dt 33, 15 : Evit preveudioù ar menezioù henamzerel, evit largentez ar runioù peurbadel.
la meilleure part de ce qui remplit le pays et la faveur de Celui qui demeure dans le buisson ! Que tout cela couronne la tête de Joseph, le front de celui qui est consacré parmi ses frères ! Dt 33, 16 : Evit largentez an douar hag e leunder, ha gras an Hini a oa o chom er bod, ra zeuio war benn Jozef, war glopenn gouestlad e vreudeur !
Il est ton taureau premier-né : honneur à lui ! Ses cornes sont des cornes de buffle, il en frappe les peuples, tous ensemble jusqu’aux lointains de la terre. Telles sont les myriades d’Éphraïm, tels sont les milliers de Manassé. Dt 33, 17 : Mab henañ ur c’hole eo, enor dezhañ ! Kerniel bual eo e gerniel, ganto ar pobloù a vo toset a-gevret, betek dibennoù an douar. Setu dek-miliadoù Efraim, setu miliadoù Manase !
Pour Zabulon, il dit : Réjouis-toi, Zabulon, en tes expéditions, et toi, Issakar, sous tes tentes ! Dt 33, 18 : Hag evit Zaboulon e lavaras : Levenez dit, Zaboulon, ez ermaeziadennoù ! Ha dit, Isac’har, ez tinelloù !
Ils convoquent des peuples sur la montagne, ils y offrent des offrandes justes, ils s’approprient les richesses de la mer et les trésors cachés dans le sable. Dt 33, 19 : Pobloù, war ar menez, a c’halvint, eno e raint aberzhoù reizh ; puilhentez ar morioù a sunint, ha teñzorioù kuzhet en traezh !
Pour Gad, il dit : Béni soit celui qui met Gad au large ! Gad s’est installé comme une lionne, déchiquetant épaule et crâne ; Dt 33, 20 : Hag evit Gad e lavaras : Benniget an hini a laka frank Gad ! evel ul leon emañ : drailhañ a ra brec’h ha klopenn !
il a jeté son dévolu sur les prémices, la part réservée au prince ; il a rejoint les chefs du peuple, il a accompli la justice du Seigneur et ses jugements en faveur d’Israël. Dt 33, 21 : Dibab a ra ar gwellañ evitañ, rak aze emañ lodenn al lezenner klenket ; deuet eo e penn ar bobl, reizhded an Aotrou en deus graet, hag e setañsoù, dirak Israel.
Pour Dane, il dit : Dane est un lionceau qui s’élance de Bashane. Dt 33, 22 : Hag evit Dan e lavaras : Dan a zo ur c’holen leon, o lammat eus ar Basan.
Pour Nephtali, il dit : Nephtali est rassasié de la faveur du Seigneur et comblé de sa bénédiction : qu’il prenne possession de l’ouest et du midi ! Dt 33, 23 : Hag evit Neftali e lavaras : Neftali, leuniet a c’hrasoù, karget a vennozhioù an Aotrou : Mor ha kreisteiz a berc’henno !
Pour Asher, il dit : Asher, qu’il soit béni entre les fils ! Qu’il soit favorisé parmi ses frères ! Qu’il baigne son pied dans l’huile ! Dt 33, 24 : Hag evit Aser e lavaras : Benniget dreist ar vibien ra vo Aser ! R’en devo grad-vat e vreudeur ! Ra soubo e droad en eoul !
Que tes verrous soient de fer et de bronze ! Que ta force dure autant que tes jours ! Dt 33, 25 : Houarn ha kouevr, da vorailhoù ! Hag evel da zeizioù, da builhentez !
Nul n’est semblable à Dieu, Israël. Pour venir à ton aide, il chevauche les cieux et les nuées, dans son triomphe. Dt 33, 26 : N’eus hini ebet evel Doue Iesouroun, a varc’heka en neñv evit da skoazellañ, hag en e veurdez, en oabloù !
Le Dieu des temps anciens est un refuge, son bras depuis toujours est à l’œuvre ici-bas ; il a chassé l’ennemi devant toi et il a dit : « Extermine ! » Dt 33, 27 : Ur bod eo an Doue peurbadel, hag amañ-dindan en deus divrec’h holl-badus ; argas a ra an enebour a-zirazout, hag e lavar : distruj !
Israël repose en confiance, la source de Jacob est mise à part, dans un pays de froment et de vin nouveau, le ciel même y répand la rosée. Dt 33, 28 : Hag e chom Israel e surentez, hec’h-unan emañ andon Jakob, en ur vro a winizh hag a fro, an neñv warnañ o strilhañ glizh.
Heureux es-tu, Israël ! Qui est semblable à toi, peuple sauvé par le Seigneur, lui, le bouclier qui te protège, l’épée qui te mène au triomphe ? Tes ennemis s’inclineront devant toi, et toi, tu marcheras sur les hauteurs de leur pays. Dt 33, 29 : Evurus out, Israel ! piv a zo eveldout, Pobl salvet ! En Aotrou emañ da skoed, da skoazell, ha kleze da drec’h ; pladet da enebourien ganit, te, war o c’hrec’hioù a gerzho !"
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
