Levr an Adlezenn - Pennad 25
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 25
Lorsque des hommes ont un litige, ils iront en justice et seront jugés : l’innocent sera déclaré innocent, et le coupable, coupable. Dt 25, 1 : Pa vo tabut etre gwazed, e tostaint ouzh al lez-varn evit bezañ barnet, hag e vo reishaet an hini reizh, kondaonet an hini kablus.
Si le coupable mérite d’être frappé, le juge le fera se coucher par terre et lui fera donner, en sa présence, le nombre de coups proportionné à sa faute. Dt 25, 2 : Ha ma-z eo dellezek a daolioù an hini kablus, e raio dezhañ gourvez ar barner, hag e vo bazhataet dirazañ, hervez ma-z eo bet kondaonet, an niver rik.
On pourra lui donner quarante coups, mais pas davantage, de peur de provoquer une blessure grave et d’avilir ainsi ton frère à tes yeux. Dt 25, 3 : Daou-ugent taol en devo, ket muioc’h ; ket muioc’h eget an taolioù-mañ ; ur vazhadenn re vras a vefe disprizout da vreur ez taoulagad.
Tu ne mettras pas de muselière au bœuf qui foule le grain. Dt 25, 4 : Ne vinwali ket un ejen o tornañ.
Lorsque des frères habitent ensemble, si l’un d’eux meurt sans avoir de fils, l’épouse du défunt ne pourra pas appartenir à quelqu’un d’étranger à la famille ; son beau-frère viendra vers elle et la prendra pour femme ; il accomplira ainsi envers elle son devoir de beau-frère. Dt 25, 5 : Pa vo o chom breudeur a-gevret, hag e varvo unan anezho hep mab, ned ay ket gwreg an hini marv er-maez gant un den estren ; he breur-kaer a yelo daveti, he c’hemero evitañ da wreg, evel ma tere d’ur breur-kaer.
Le premier-né qu’elle mettra au monde perpétuera le nom du frère défunt ; ainsi, ce nom ne sera pas effacé d’Israël. Dt 25, 6 : Hag ar mab henañ a c’hano houmañ a adsavo anv ar breur marv, ha ne vo ket rasket e anv eus Israel ;
Mais si l’homme ne désire pas épouser sa belle-sœur, celle-ci ira trouver les anciens à la porte de la ville et leur dira : « Mon beau-frère refuse de perpétuer le nom de son frère en Israël ; il ne veut pas accomplir envers moi son devoir de beau-frère. » Dt 25, 7 : ha ma ne venn ket an den-mañ kemer e c’hoar-gaer, e pigno e c’hoar-gaer betek an nor da gaout ar Gozhidi, hag e lavaro : Dinac’h a ra va breur-kaer sevel d’e vreur un anv en Israel, ne venn ket ober e zever a vreur-kaer ;
Les anciens de la ville le convoqueront et lui parleront. Il se tiendra devant eux et dira : « Je ne veux pas épouser ma belle-sœur. » Dt 25, 8 : hag e c’hervel a raio Kozhidi e gêr, hag e komzint outañ. Hag eno ma lavar : n’oulan ket kemer anezhi !
Alors sa belle-sœur s’avancera vers lui, sous les yeux des anciens ; elle lui retirera la sandale du pied et lui crachera au visage ; puis elle déclarera : « C’est ainsi que l’on traite l’homme qui ne rebâtit pas la maison de son frère. » Dt 25, 9 : E tostaio e c’hoar-gaer outañ ouzh daoulagad ar Gozhidi, hag e lamo e solenn dezhañ diwar e droad, hag e tufo war e zremm hag e responto, o lavarout : Evel-se e vez graet d’an den na adsav ket ti e vreur.
Et dorénavant, en Israël, on l’appellera : « Maison du déchaussé ». Dt 25, 10 : Hag e vo galvet e lesanv en Israel : Ti an hini eo bet lamet e solenn dezhañ.
Lorsque deux fils d’Israël se battent ensemble, et que la femme de l’un d’eux s’approche pour soustraire son mari aux coups de l’autre, si elle étend la main et saisit ce dernier par les testicules, Dt 25, 11 : P’en em ganno gwazed kenetrezo, un den hag e vreur, ha ma tosta gwreg unan evit tennañ he den eus dorn an hini a sko gantañ, ma kas houmañ he dorn ha ma krog en e gevrennoù mezhus,
tu lui couperas la main. Tu n’auras pas un regard de pitié. Dt 25, 12 : e troc’hi he dorn : didruez e vo da lagad.
Dans ta sacoche, tu n’auras pas deux poids différents, un grand et un petit. Dt 25, 13 : N’az po ket ez kodell pouez ha pouez, bras ha bihan.
Dans ta maison, tu n’auras pas deux boisseaux différents, un grand et un petit. Dt 25, 14 : N’az po ket ez ti efa hag efa, bras ha bihan.
Tu auras un poids exact et juste, un boisseau exact et juste, afin d’avoir de longs jours sur la terre que te donne le Seigneur ton Dieu. Dt 25, 15 : Ur pouez peurglok ha rik az po, un efa peurglok ha rik az po, evit kaout hir deizioù war an douar ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit.
Car tout homme qui agit de manière malhonnête est une abomination pour le Seigneur ton Dieu. Dt 25, 16 : Rak euzhus d’an Aotrou, da Zoue, eo neb a ra se, neb a ra direizhder-ioù.
Souviens-toi de ce que t’a fait subir Amalec, sur la route, quand vous êtes sortis d’Égypte. Dt 25, 17 : Dalc’h soñj eus pezh a reas dit Amalek war an hent, pa zeues eus an Egipt,
Il t’a rejoint sur la route et a massacré tous ceux qui traînaient à l’arrière, alors que tu étais fourbu, exténué. Il n’a pas craint Dieu ! Dt 25, 18 : ha penaos, degouezhet warnout en hent hag aet war da lost enep an holl re wan, a-ziadreñv dit, ha te faezh ha divi, n’en devoa ket bet doujañs Doue.
Aussi, quand le Seigneur ton Dieu t’aura dégagé de tous tes ennemis d’alentour et t’aura procuré le repos, dans le pays que le Seigneur ton Dieu te donne en héritage pour en prendre possession, alors tu effaceras le souvenir d’Amalec de dessous les cieux. N’oublie pas ! Dt 25, 19 : P’en devo roet diskuizh an Aotrou, da Zoue, dit eus da holl enebourien tro-war-dro er vro ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit en hêrezh da berc’hennañ, e raski eñvor Amalek dindan an neñv : n’ankounac’ha ket !
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
