Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 9

Levr an Adlezenn - Pennad 9

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 9



Écoute, Israël ! Te voilà aujourd’hui sur le point de passer le Jourdain, pour aller déposséder des nations plus grandes et plus puissantes que toi, et prendre des villes immenses dont les fortifications montent jusqu’au ciel. Dt 9, 1 : Selaou, Israel, te hag a dremen hiziv ar Yordan evit mont da ziberc’hennañ pobloù brasoc’h ha kreñvoc’h egedout, gant kêrioù bras mogeriet betek an neñv.

C’est un peuple grand et de haute stature que les géants Anaqites ! Toi, tu le connais, tu as entendu dire : « Qui peut tenir devant les fils d’Anaq ? ». Dt 9, 2 : Tud vras ha mentek eo mibien Enakim, evel ma ouzout, ha klevet ec’h eus : piv a zalc’ho dirak mibien Enakim ?

Or tu sais aujourd’hui que le Seigneur ton Dieu passera devant toi, comme un feu dévorant : c’est lui qui les exterminera ; c’est lui qui les abaissera devant toi ; alors tu les déposséderas et tu les feras périr aussitôt, comme te l’a dit le Seigneur. Dt 9, 3 : Ac’hanta ! Gouez hiziv ez eo an Aotrou, da Zoue, a dremeno ez raok, tan debrer, hag o dismantro hag o sujo dirazout, hag o diberc’hennañ hag o c’holl a ri buan, evel m’en deus lavaret an Aotrou dit.

Lorsque le Seigneur ton Dieu les aura chassés devant toi, ne dis pas en ton cœur : « C’est à cause de ma justice que le Seigneur m’a fait entrer dans ce pays pour en prendre possession. » Car c’est à cause de la méchanceté de ces nations, que le Seigneur les dépossède devant toi. Dt 9, 4 : Arabat komz ez kalon p’en devo bountet an Aotrou, da Zoue ar re-mañ dirazout, en ur lavarout : dre ma oan reizh en deus va c’haset an Aotrou da berc’hennañ ar vro-mañ ; dre ma oa fallakr ar broadoù-se en deus o diberc’hennet a-zirazout.

Ce n’est pas en raison de ta justice ni à cause de la droiture de ton cœur que tu entreras dans leur pays pour en prendre possession ; c’est en raison de leur méchanceté que le Seigneur ton Dieu dépossède ces nations devant toi, et pour tenir la parole qu’il a jurée à tes pères, Abraham, Isaac et Jacob. Dt 9, 5 : N’eo ket dre ma oas reizh na dre ma oas eeun ez kalon ez out deuet da berc’hennañ o bro, met dre ma oa fallakr ar broadoù-se en deus an Aotrou da Zoue o diberc’hennet ez raok, hag evit seveniñ ar bromesa a douas an Aotrou d’az tadoù, da Abraham, da Izaag ha da Jakob.

Sache bien que ce n’est pas à cause de ta justice que le Seigneur ton Dieu te donne à posséder ce bon pays, car tu es un peuple à la nuque raide. Dt 9, 6 : Gouez penaos n’eo ket dre ma oas reizh en deus an Aotrou, da Zoue, roet dit ar vro vat-mañ da berc’hennañ, rak ur bobl kalet he c’hilpenn ez out-te.

Souviens-toi. N’oublie pas que tu as irrité le Seigneur ton Dieu dans le désert. Depuis le jour où vous êtes sortis d’Égypte jusqu’à ce que vous arriviez en ce lieu, vous avez été rebelles au Seigneur. Dt 9, 7 : Dalc’h soñj ! N’ankounac’h ket ec’h eus hegaset an Aotrou, da Zoue, er gouelec’h ; adalek an deiz ma-z out deuet eus an Egipt betek ma-z out erruet el lec’h-mañ, ez out bet disentus ouzh an Aotrou !

Au mont Horeb vous avez irrité le Seigneur, et le Seigneur s’est mis dans une telle colère qu’il voulait vous exterminer. Dt 9, 8 : War an Horeb ivez ho poa hegaset an Aotrou, hag e kounnaras an Aotrou ouzhoc’h, darbet dezhañ ho tistrujañ.

J’étais monté sur la montagne pour recevoir les tables de pierre, les tables de l’Alliance que le Seigneur a conclue avec vous. Je suis resté dans la montagne quarante jours et quarante nuits sans manger ni boire. Dt 9, 9 : Ha pa oan pignet war ar menez da gerc’hat an taolennoù mein, taolenn an Emglev a zivize an Aotrou ganeoc’h, e oan chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, bara n’am boa ket debret, dour n’am boa ket evet.

Le Seigneur m’a donné les deux tables de pierre écrites du doigt de Dieu, et portant toutes les paroles qu’il vous avait dites du milieu du feu, sur la montagne, le jour de l’Assemblée. Dt 9, 10 : Hag e roas an Aotrou din an div daolenn vaen skrivet gant biz Doue, ha warno an holl c’hourc’hemennoù en devoa divizet an Aotrou evidoc’h war ar menez a-greiz an tan, da zeiz an emvod.

C’est donc au bout de quarante jours et de quarante nuits que le Seigneur m’a donné ces deux tables de pierre, les tables de l’Alliance. Dt 9, 11 : Hag a-benn daou-ugent deiz ha daou-ugent noz e roas an Aotrou din an div daolenn vaen, taolennoù an Emglev.

Le Seigneur me dit : « Lève-toi, descends vite d’ici, car ton peuple, que tu as fait sortir d’Égypte, s’est corrompu. Ils n’ont pas mis longtemps à s’écarter du chemin que je leur avais ordonné de suivre : ils se sont fait une idole en métal fondu. » Dt 9, 12 : Hag e lavaras an Aotrou din : "Sav ! diskenn buan ac’halen ! O vreinañ emañ ar bobl az poa tennet eus an Egipt ; distroet eo buan diwar an hent am boa gourc’hemennet dezho, graet o deus ur skeudenn-deuz".

Le Seigneur me dit encore : « Je vois que ce peuple est un peuple à la nuque raide. Dt 9, 13 : Hag e komzas an Aotrou ouzhin, o lavarout : "Gwelout a ran eo ar bobl-se ur bobl kalet he c’hilpenn.

Laisse-moi faire, je vais les anéantir, effacer leur nom de sous les cieux, et je ferai de toi une nation plus puissante et plus nombreuse que ce peuple ! » Dt 9, 14 : Va lez d’o distrujañ, hag e raskin o anv a-zindan an Neñvoù, hag e rin ganit ur vro greñvoc’h ha niverusoc’h egeto".

Je redescendis de la montagne, qui était toujours en feu ; je tenais dans les mains les deux tables de l’Alliance. Dt 9, 15 : Hag e tistrois, hag e tiskennis eus ar menez. Ar menez a zeve, entanet, ha div daolenn an Emglev am boa em daouarn.

Et je vis que vous veniez de pécher contre le Seigneur votre Dieu. Vous vous étiez fait un veau en métal fondu, vous n’aviez pas mis longtemps à vous écarter du chemin que le Seigneur vous avait ordonné de suivre. Dt 9, 16 : Hag e welis ho poa pec’het e-keñver an Aotrou, ho Toue, graet ul leue teuz, en em zistroet buan eus an hent en devoa gourc’hemennet an Aotrou deoc’h.

Je pris les deux tables ; de mes deux mains, je les jetai et je les brisai sous vos yeux. Dt 9, 17 : Ha me da gregiñ en div daolenn ha d’o stlepel diwar va daouarn ouzh o drailhañ dirak ho taoulagad.

Je tombai à terre devant le Seigneur, et, comme la première fois, je fus quarante jours et quarante nuits sans manger ni boire, à cause de tous les péchés que vous aviez commis : vous aviez fait ce qui est mal aux yeux du Seigneur et ainsi vous l’aviez exaspéré. Dt 9, 18 : Hag e kouezhis dirak an Aotrou ; evel diagent, e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, bara ne zebris ha dour ne evis, en abeg d’an holl bec’hedoù ho poa graet, oc’h ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou hag ouzh e hegasiñ.

Je redoutais cette colère, cette fureur du Seigneur, irrité au point de vouloir vous anéantir. Et, cette fois encore, le Seigneur m’écouta. Dt 9, 19 : Rak spontet e voen gant ar gounnar hag ar fulor a feulze an Aotrou enep deoc’h, darbet dezhañ ho tistrujañ. Hag e selaouas an Aotrou ouzhin c’hoazh ar wech-se.

Contre Aaron également, le Seigneur se mit en grande colère, au point de vouloir l’anéantir ; à ce moment-là j’ai intercédé aussi pour Aaron. Dt 9, 20 : Ouzh Aaron ivez e oa kounnaret an Aotrou, meurbet, darbet dezhañ e zistrujañ ; hag e pedis ivez evit Aaron er mare-se.

Quant à votre péché, ce veau que vous aviez fait, je l’ai pris, je l’ai brûlé, je l’ai broyé, je l’ai réduit en fine poussière, et j’en ai jeté la poussière dans le torrent qui descend de la montagne. Dt 9, 21 : Hag ar pec’hed ho poa graet, al leue, a gemeris hag a zevis en tan, hag a vruzunis, malet ken mat ma voe munut evel poultr. Hag e taolis e boultr e-barzh ar froud a ziskenne eus ar menez.

À Tabeéra, à Massa, à Qibroth-ha-Taawa, vous avez irrité le Seigneur. Dt 9, 22 : E Tabera ivez, hag e Masa, hag e Kibrottaava, ho poa hegaset an Aotrou.

Et quand le Seigneur vous renvoya de Cadès-Barnéa, en disant : « Montez prendre possession du pays que je vous ai donné ! », vous avez été rebelles à l’ordre du Seigneur votre Dieu, vous n’avez pas cru en lui, vous n’avez pas écouté sa voix. Dt 9, 23 : Ha p’en devoa ho kaset an Aotrou eus Kadesbarne, o lavarout "Pignit da berc’hennañ ar vro a roan deoc’h", ho poa disentet ouzh urzh an Aotrou, ho Toue, n’ho poa ket kredet ennañ ha n’ho poa ket sentet ouzh e vouezh.

Rebelles au Seigneur, vous l’avez été depuis le jour où je vous connais ! Dt 9, 24 : Disentus oc’h bet ouzh an Aotrou abaoe an deiz m’hoc’h anavezan !

Je suis donc tombé à terre devant le Seigneur et, durant ces quarante jours et ces quarante nuits, je restai prostré, car le Seigneur avait dit qu’il allait vous anéantir. Dt 9, 25 : Hag e kouezhis dirak an Aotrou, ha daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e voen stouet, rak komz a rae an Aotrou d’ho tistrujañ.

J’ai intercédé auprès du Seigneur et j’ai dit : « Seigneur mon Dieu, ne détruis pas ton peuple, ton héritage, lui que tu as racheté dans ta grandeur et que tu as fait sortir d’Égypte par ta main puissante. Dt 9, 26 : Hag e peden an Aotrou hag e lavaren : "Aotrou, va Doue, na freuz ket da bobl, da hêrezh ac’h eus dieubet gant da veurdez, ac’h eus tennet eus an Egipt gant un dorn kreñv.

Souviens-toi de tes serviteurs, Abraham, Isaac et Jacob ; ne regarde pas l’endurcissement de ce peuple, ni sa méchanceté, ni son péché. Dt 9, 27 : Dalc’h soñj eus da servijerien Abraham, Izaag ha Jakob, na ra ket van ouzh kaleter ar bobl-se, nag ouzh he fallagriezh, ouzh he fec’hed,

Que, dans le pays d’où tu nous as fait sortir, l’on ne dise pas : “Le Seigneur n’a pas été capable de les faire entrer dans le pays dont il leur avait parlé ; c’est à cause de sa haine contre eux qu’il les a fait sortir pour les faire mourir dans le désert.” Dt 9, 28 : gant aon na lavarjed, er vro ac’h eus hon tennet diouti. Dre ma n’halle ket an Aotrou o c’has d’ar vro en devoa prometet dezho, ha dre m’en devoa kas outo, eo en deus o zennet er-maez evit o lakaat da vervel er gouelec’h ;

Pourtant, c’est bien eux, ton peuple, ton héritage, que tu as fait sortir par ta grande force et ton bras étendu. » Dt 9, 29 : int evelato a zo da bobl, da hêrezh ac’h eus ermaeziet gant da nerzh bras ha da vrec’h astennet".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn