Levr an Adlezenn - Pennad 30
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34
Pennad 30
Lorsque toutes ces paroles se seront réalisées pour toi, cette bénédiction et cette malédiction que j’ai mises devant toi, tu les feras revenir en ton cœur, au milieu de toutes les nations où le Seigneur ton Dieu t’aura exilé. Dt 30, 1 : Pa vo erruet warnout an holl draoù-mañ, bennozhioù ha mallozhioù, a lakaan dirazout, o adlakai ez kalon e-barzh an holl vroioù en devo da vountet an Aotrou, da Zoue, enno.
Tu reviendras au Seigneur ton Dieu, toi et tes fils, tu écouteras sa voix de tout ton cœur et de toute ton âme, tu observeras tout ce que je te commande aujourd’hui. Dt 30, 2 : Hag ez addeui war-zu an Aotrou, da Zoue, hag e selaoui ouzh e vouezh, ouzh kement tra a c’hourc’hemennan dit hiziv, te ha da vibien ; a holl galon, a holl ene.
Alors le Seigneur changera ton sort, il te montrera sa tendresse, et il te rassemblera de nouveau du milieu de tous les peuples où il t’aura dispersé. Dt 30, 3 : Hag e tistroio an Aotrou, da Zoue da brizonidi, hag en devo truez ouzhit, hag ec’h adtolpo ac’hanout diouzh an holl bobladoù en devoa da strewet an Aotrou, da Zoue, enno ;
Serais-tu exilé au bout du monde, là même le Seigneur ton Dieu ira te prendre, et il te rassemblera. Dt 30, 4 : nag e vefe da harluidi e dibenn an neñv, ale-hont e vo tolpet gant an Aotrou, da Zoue, hag ale-hont az kemero,
Le Seigneur ton Dieu te fera rentrer au pays que tes pères ont possédé, et tu le posséderas ; il te rendra heureux et nombreux, plus encore que tes pères. Dt 30, 5 : hag az kaso an Aotrou, da Zoue, etrezek ar vro a berc’henne da hendadoù hag a berc’henni ; hag e roio eurvad dit hag az lakaio niverusoc’h eget da dadoù.
Le Seigneur ton Dieu te circoncira le cœur, à toi et à ta descendance, pour que tu aimes le Seigneur ton Dieu de tout ton cœur et de toute ton âme, afin de vivre ; Dt 30, 6 : Hag ez amdroc’ho an Aotrou, da Zoue, da galon ha kalon da lignez, evit karout an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, a-benn dit bevañ.
et le Seigneur ton Dieu fera tomber toutes les malédictions sur tes ennemis et sur ceux qui te haïssent et te persécutent. Dt 30, 7 : Hag e lakaio an Aotrou, da Zoue, an holl vallozhioù-mañ war da enebourien ha war ar re o deus kas ouzhit ouzh da heskinañ.
Quant à toi, tu reviendras et tu écouteras la voix du Seigneur, tu mettras en pratique tous ses commandements que je te donne aujourd’hui. Dt 30, 8 : Hag a-nevez e senti ouzh mouezh an Aotrou, en ur ober diouzh e holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv.
Le Seigneur te comblera de bonheur en toutes tes œuvres : il fera fructifier ta famille, ton bétail et ton sol ; oui, de nouveau le Seigneur prendra plaisir à ton bonheur, comme il prenait plaisir au bonheur de tes pères, Dt 30, 9 : Ha da zreist-fonnañ a raio an Aotrou, da Zoue, en holl oberoù da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da chatal hag e frouezh da zouar, evit kaout eurvad, rak adkregiñ a raio an Aotrou da reiñ levenez dit hag eurvad, evel ma roe levenez d’az tadoù.
pourvu que tu écoutes la voix du Seigneur ton Dieu, en observant ses commandements et ses décrets inscrits dans ce livre de la Loi, et que tu reviennes au Seigneur ton Dieu de tout ton cœur et de toute ton âme. Dt 30, 10 : Sentiñ a ri ouzh mouezh an Aotrou, da Zoue, en ur virout e c’hourc’hemennoù hag e urzhioù skrivet el Levr eus al Lezenn-mañ, hag e tistroi ouzh an Aotrou. da Zoue, gant da holl galon ha da holl ene.
Car cette loi que je te prescris aujourd’hui n’est pas au-dessus de tes forces ni hors de ton atteinte. Dt 30, 11 : Rak al Lezenn-mañ hag a gemennan dit hiziv, n’eo ket dreist d’az kalloud, na dreist-diraez dit-te.
Elle n’est pas dans les cieux, pour que tu dises : « Qui montera aux cieux nous la chercher ? Qui nous la fera entendre, afin que nous la mettions en pratique ? » Dt 30, 12 : N’emañ ket en Neñvoù, evit ma vefe lavaret : "Piv a bigno evidomp d’an Neñvoù d’he c’herc’hat deomp ha d’he reiñ deomp da glevout evit ma virimp anezhi ?"
Elle n’est pas au-delà des mers, pour que tu dises : « Qui se rendra au-delà des mers nous la chercher ? Qui nous la fera entendre, afin que nous la mettions en pratique ? » Dt 30, 13 : N’emañ ket kennebeut en tu all d’ar mor evit ma vefe lavaret : "Piv a dremeno evidomp en tu all d’ar mor d’he c’herc’hat deomp ha d’he reiñ deomp da glevout, evit ma virimp anezhi ?
Elle est tout près de toi, cette Parole, elle est dans ta bouche et dans ton cœur, afin que tu la mettes en pratique. Dt 30, 14 : Rak tost dit emañ ar Gomz, ez kenoù emañ, ez kalon, ‘vit he seveniñ".
Vois ! Je mets aujourd’hui devant toi ou bien la vie et le bonheur, ou bien la mort et le malheur. Dt 30, 15 : Moizez a gomzas ouzh ar bobl hag a lavaras : "Sell ! Kinnig a ran dit hiziv buhez hag eurvad, marv ha gwalleur.
Ce que je te commande aujourd’hui, c’est d’aimer le Seigneur ton Dieu, de marcher dans ses chemins, de garder ses commandements, ses décrets et ses ordonnances. Alors, tu vivras et te multiplieras ; le Seigneur ton Dieu te bénira dans le pays dont tu vas prendre possession. Dt 30, 16 : Ma selaouez gourc’hemennoù an Aotrou, da Zoue, a gemennan dit hiziv, ha ma karez an Aotrou, da Zoue, ma kerzhez en e hentoù, ma virez e c’hourc’hemennoù, e lezennoù hag e gustumoù, e vevi hag e kreski, hag an Aotrou a skuilho e vennozh warnout, er vro ma-z ez enni d’he ferc’hennañ.
Mais si tu détournes ton cœur, si tu n’obéis pas, si tu te laisses entraîner à te prosterner devant d’autres dieux et à les servir, Dt 30, 17 : Hogen ma teu da galon da ziheñchañ, ma ne selaouez ket ha m’en em lezez da vezañ sachet da azeuliñ doueoù all ha d’o servijañ,
je vous le déclare aujourd’hui : certainement vous périrez, vous ne vivrez pas de longs jours sur la terre dont vous allez prendre possession quand vous aurez passé le Jourdain. Dt 30, 18 : e tisklêrian deoc’h, hiziv, e varvot hep mar ebet, ha ne vevot ket e-pad deizioù hir war an douar ez emaoc’h o vont ennañ, goude treuziñ ar Yordan d’her perc’hennañ".
Je prends aujourd’hui à témoin contre vous le ciel et la terre : je mets devant toi la vie ou la mort, la bénédiction ou la malédiction. Choisis donc la vie, pour que vous viviez, toi et ta descendance, Dt 30, 19 : Hiziv e kemeran an Neñvoù hag an douar da dest a-enep deoc’h, kinnig a ran dit ar vuhez, pe ar marv, pe ar bennozh pe ar vallozh, dibab eta ar vuhez, evit ma vevot te ha da lignez,
en aimant le Seigneur ton Dieu, en écoutant sa voix, en vous attachant à lui ; c’est là que se trouve ta vie, une longue vie sur la terre que le Seigneur a juré de donner à tes pères, Abraham, Isaac et Jacob. Dt 30, 20 : o karout an Aotrou, da Zoue, o selaou ouzh e vouezh, ouzh en em stagañ outañ rak hounnezh eo da vuhez, hag ivez hirbadelezh da chomaj war an douar, en deus an Aotrou touet d’az Tadoù, Abraham, Izaag ha Jakob, reiñ dezho.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
