Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 11

Levr an Adlezenn - Pennad 11

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 11



Tu aimeras donc le Seigneur ton Dieu et tu garderas ses observances, ses décrets, ses ordonnances et ses commandements, chaque jour. Dt 11, 1 : Karout a ri an Aotrou, da Zoue, hag e viri e gustumoù, e reolennoù, e setañsoù hag e c’hourc’hemennoù, bepred.

Aujourd’hui, contrairement à vos fils à qui il n’a pas été donné de connaître et de voir, vous, vous connaissez les leçons du Seigneur votre Dieu, sa grandeur, sa main forte et son bras étendu ; Dt 11, 2 : Gouzout a rit hiziv, c’hwi ha nann ho mibien ha n’o deus ket gouezet, ha n’o deus ket gwelet kentelioù an Aotrou, ho Toue, e vraster, e zorn kreñv hag e vrec’h astennet :

les signes et les œuvres qu’il a accomplis en Égypte, contre Pharaon, roi d’Égypte, et tout son pays : Dt 11, 3 : Ar sinoù hag an oberoù a reas e-kreiz an Egipt enep Faraon, roue an Egipt, hag e holl vro.

ce qu’il a fait à l’armée égyptienne, à ses chevaux et à ses chars, en faisant déferler sur eux les eaux de la mer des Roseaux tandis qu’ils vous poursuivaient – le Seigneur les a supprimés ; vous le constatez encore aujourd’hui – ; Dt 11, 4 : Ar pezh a reas da lu an Egipt, d’o c’hezeg, d’o c’hirri, pa ziruilhas doureier Mor ar Broenn warno, pa c’haloupent war ho lerc’h, hag o c’hasas an Aotrou da get, betek hiziv.

vous connaissez ce qu’il a fait pour vous dans le désert jusqu’à ce que vous arriviez en ce lieu ; Dt 11, 5 : Hag ar pezh a reas evidoc’h er gouelec’h, kent deoc’h erruout el lec’h-mañ.

ce qu’il a fait à Datane et à Abiram, les fils d’Éliab, fils de Roubène, quand la terre ouvrit sa bouche et les engloutit au milieu de tout Israël, avec leurs familles, leurs tentes et tous les gens qui les suivaient. Dt 11, 6 : Hag ar pezh a reas gant Datan hag Abiram, mibien Eliab, mab Ruben, pa zistennas an douar e c’henou hag o lonkas gant o ziegezhioù hag o zeltennoù hag an holl beadra o devoa war o lerc’h, e-touez holl Israel.

Ce sont bien vos propres yeux qui ont vu toute la grande œuvre accomplie par le Seigneur ! Dt 11, 7 : Rak ho taoulagad o deus gwelet holl oberoù an Aotrou, ar re vras en deus graet !

Vous garderez donc tous les commandements que je te prescris aujourd’hui, afin d’être forts, de prendre possession du pays où vous allez entrer Dt 11, 8 : Mirout a reot an holl c’hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv, evit bezañ kreñv, ha mont da berc’hennañ ar vro ez it da dremen e-barzh d’he ferc’hennañ,

et de prolonger vos jours sur la terre que le Seigneur a juré à vos pères de leur donner, à eux et à leur descendance, un pays ruisselant de lait et de miel. Dt 11, 9 : hag evit kaout hir deizioù war an douar a douas an Aotrou d’ho tadoù reiñ dezho ha d’o lignez, ur vro a ziver gant laezh ha mel.

Car le pays où tu entres pour en prendre possession n’est pas comme le pays d’Égypte d’où vous êtes sortis : après avoir semé, il te fallait arroser avec ton pied, comme on arrose un jardin potager. Dt 11, 10 : Rak ar vro emaout o vont e-barzh d’he ferc’hennañ n’eo ket evel bro Egipt ma teuit diouti : pa hades da had, e c’hlebies gant da droad, evel ul liorzh legumaj.

Le pays où vous allez passer pour le posséder est un pays de montagnes et de vallées, qui boit la pluie du ciel. Dt 11, 11 : Met ar vro ez it da dremen enni d’he ferc’hennañ a zo ur vro a venezioù hag a saonennoù. Eus glav an neñv ec’h ev dour ;

C’est un pays dont le Seigneur ton Dieu prend soin : les yeux du Seigneur ton Dieu sont fixés sur lui constamment, du début à la fin de l’année. Dt 11, 12 : ur vro ma vez an Aotrou ouzh he fleustriñ, dalc’hmat emañ daoulagad an Aotrou, da Zoue, warni, adalek deroù ar bloaz betek dibenn ar bloaz.

Assurément, si vous écoutez bien mes commandements, ceux que je vous prescris aujourd’hui, si vous aimez le Seigneur votre Dieu, et le servez de tout votre cœur et de toute votre âme, Dt 11, 13 : Ha ma sentit ouzh ar gourc’hemennoù a gemennan deoc’h hiziv, en ur garout an Aotrou, ho Toue, hag e servijañ a holl galon, a holl ene,

je donnerai à votre pays la pluie en son temps, pluie d’automne et pluie de printemps, et tu récolteras ton froment, ton vin nouveau et ton huile fraîche, Dt 11, 14 : e roin glaveier d’ho touar e koulz, hini an diskar-amzer hag hini an nevez-amzer, hag e serri da winizh ha da fro ha da eoul,

je mettrai dans ton champ de l’herbe pour ton bétail. Tu mangeras et tu seras rassasié. Dt 11, 15 : hag e lakain geot ez parkeier evit da chatal, hag e tebri da walc’h.

Prenez bien garde que votre cœur ne soit séduit, que vous ne vous détourniez pour servir d’autres dieux et vous prosterner devant eux : Dt 11, 16 : Diwallit na vefe hoalet ho kalonoù, hag e tistrofec’h da servijañ doueoù all en ur stouiñ dirazo.

la colère du Seigneur s’enflammerait contre vous ; il fermerait les cieux, et il n’y aurait plus de pluie, la terre ne donnerait plus son fruit, et vous disparaîtriez rapidement de ce bon pays que le Seigneur vous donne. Dt 11, 17 : Entanañ a rafe kounnar an Aotrou ouzhoc’h hag e klozfe an Neñvoù, ha ne vefe ket glav, hag an douar ne rofe ket e drevad, hag ez afec’h da get buan diwar an douar mat en devo an Aotrou roet deoc’h.

Les paroles que je vous donne, vous les mettrez dans votre cœur, dans votre âme. Vous les attacherez à votre poignet comme un signe, elles seront un bandeau sur votre front. Dt 11, 18 : Lakaat a reot en ho kalon hag en hoc’h ene ar c’homzoù-mañ a lavaran deoc’h, ha stagit anezho ouzh ho torn evel ur sin, ha dougit anezho evel talgenoù etre ho taoulagad.

Vous les apprendrez à vos fils, vous les leur direz quand tu seras assis dans ta maison et quand tu marcheras sur la route, quand tu seras couché et quand tu seras debout. Dt 11, 19 : Hag o deskiñ a reot d’ho mibien en ur gomz anezho pa vi ez koazez ez ti, ha pa gerzhi war an hent, ha pa c’hourvezi ha pa savi,

Tu les inscriras à l’entrée de ta maison et aux portes de ta ville : Dt 11, 20 : hag o skrivañ a ri war bostoù da di ha war da zorojoù,

ainsi vos jours et ceux de vos fils seront nombreux sur la terre que le Seigneur a juré à vos pères de leur donner. Que ces jours durent aussi longtemps que les cieux au-dessus de la terre ! Dt 11, 21 : evit ma kresko ho teizioù ha deizioù ho mibien war an douar a douas an Aotrou d’ho tadoù reiñ dezho, kement ha deizioù an neñv, war an douar.

Car si vous gardez bien, pour les mettre en pratique, tous ces commandements que je vous prescris : aimer le Seigneur votre Dieu, marcher dans tous ses chemins et vous attacher à lui, Dt 11, 22 : Ma virit an holl c’hourc’hemennoù-mañ a gemennan deoc’h ober diouto en ur garout an Aotrou, ho Toue, en ur gerzhout gant e holl hentoù hag ouzh en em stagañ outañ,

alors, le Seigneur dépossédera toutes ces nations devant vous, et vous posséderez des nations plus grandes et plus puissantes que vous. Dt 11, 23 : e tiberc’henno an Aotrou an holl vroioù-se a-zirazoc’h, hag e tiberc’hennot broioù brasoc’h ha kreñvoc’h egedoc’h.

Tout lieu que foulera la plante de vos pieds vous appartiendra ; votre territoire s’étendra depuis le désert et le Liban, depuis le fleuve, l’Euphrate, jusqu’à la Méditerranée. Dt 11, 24 : Kement lec’h ma kerzho palv ho troad warnañ, deoc’h e vo, adalek ar gouelec’h hag al Liban, adalek ar stêr Eufratez betek ar mor diwezhañ e vo ho harzoù.

Personne ne vous résistera, le Seigneur votre Dieu répandra frayeur et terreur sur toute la surface du pays que vous foulerez, comme il vous l’a dit. Dt 11, 25 : Ne zalc’ho den dirazoc’h ; spont hag aon ouzhoc’h a lakaio an Aotrou, ho Toue, war-c’horre kement bro a gerzhot drezi, evel m’en deus prometet deoc’h.

Vois ! Aujourd’hui je vous propose la bénédiction ou la malédiction : Dt 11, 26 : Sell ! Lakaat a ran dirazoc’h hiziv bennozh ha mallozh,

la bénédiction si vous écoutez les commandements du Seigneur votre Dieu, que je vous donne aujourd’hui ; Dt 11, 27 : bennozh ma sentit ouzh gourc’hemennoù ho Toue a roan deoc’h hiziv,

la malédiction si vous n’écoutez pas les commandements du Seigneur votre Dieu, si vous vous écartez du chemin que je vous prescris aujourd’hui, pour suivre d’autres dieux que vous ne connaissez pas. Dt 11, 28 : mallozh avat, ma tisentit ouzh gourc’hemennoù an Aotrou ho Toue, ma pellait diouzh an hent a verkan deoc’h hiziv, evit mont da heul doueoù all ha n’anavezit ket.

Lorsque le Seigneur ton Dieu t’aura fait entrer dans le pays où tu arrives pour en prendre possession, tu placeras la bénédiction sur le mont Garizim et la malédiction sur le mont Ébal. Dt 11, 29 : P’en devo da gaset an Aotrou, da Zoue, d’ar vro emaout o vont e-barzh d’he ferc’hennañ e laki bennozh war venez Garizim, ha mallozh war venez Ebal.

– Ces monts ne sont-ils pas au-delà du Jourdain, derrière la route du couchant, dans le pays du Cananéen qui habite dans la Araba, en face de Guilgal, à côté des chênes de Moré ? Dt 11, 30 : Daoust ha n’emaint ket en tu-hont d’ar Yordan, a-dreñv da hent ar c’huzh-heol, e bro Ganaaniz a zo o chom er maezioù, a-dal d’ar Gilgal, e-kichen dervennoù More ?

Car vous allez passer le Jourdain, pour entrer en possession du pays que le Seigneur votre Dieu vous donne ; vous en prendrez possession et vous y demeurerez. Dt 11, 31 : Peogwir e tremenit ar Yordan evit mont da berc’hennañ ar vro emañ an Aotrou, ho Toue, o reiñ deoc’h, p’ho pezo he ferc’hennet, hag ez eot da chom e-barzh,

Vous veillerez à mettre en pratique tous les décrets et les ordonnances que je vous présente aujourd’hui. Dt 11, 32 : hag e viot aketus d’ober diouzh an holl reolennoù ha setañsoù a lakaan dirazoc’h hiziv.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn