Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Adlezenn » Pennad 16

Levr an Adlezenn - Pennad 16

Levr : Levr an Adlezenn
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34

Pennad 16



Observe le mois des Épis et célèbre la Pâque pour le Seigneur ton Dieu, car c’est au mois des Épis que le Seigneur ton Dieu t’a fait sortir d’Égypte, durant la nuit. Dt 16, 1 : Bez aketus e miz Aviv da ober Pask da Zoue, rak e miz Aviv az tennas an Aotrou, da Zoue, eus an Egipt, da noz.

Tu feras le sacrifice de la Pâque pour le Seigneur ton Dieu avec du petit et du gros bétail, dans le lieu choisi par le Seigneur ton Dieu pour y faire demeurer son nom. Dt 16, 2 : sakrifiañ a ri, evel Pask an Aotrou, da Zoue, deñved hag ejened, el lec’h en devo dibabet an Aotrou evit lakaat e anv da chom eno.

Tu n’y mangeras pas de pain levé ; mais là, pendant sept jours, tu mangeras des pains sans levain – un pain de misère – car c’est en toute hâte que tu es sorti du pays d’Égypte : ceci, pour faire mémoire, tous les jours de ta vie, de ce jour où tu sortis du pays d’Égypte. Dt 16, 3 : Ne zebri ket gantañ bara goet ; e-pad seizh devezh e tebri gantañ bara dic’hoell, bara ar reuz, rak gant mall e oas aet er-maez eus bro Egipt, evit ma talc’hi soñj eus an deiz ma oas deuet eus bro Egipt, holl zeizioù da vuhez.

Pendant sept jours, on ne verra pas chez toi de levain, sur tout ton territoire ; rien de la chair que tu auras sacrifiée le soir du premier jour ne sera conservé jusqu’au lendemain matin. Dt 16, 4 : Ne vo ket gwelet du-se goell ebet, war da holl diriad, e-pad seizh devezh, ha ne chomo ket a gig, sakrifiet d’abardaez, en deiz kentañ, betek ar beure.

Tu ne pourras pas sacrifier la Pâque dans n’importe laquelle des villes que te donne le Seigneur ton Dieu, Dt 16, 5 : N’helli ket sakrifiañ Pask en ur gêr all eus ar re a roio an Aotrou, da Zoue, dit ;

mais c’est au lieu choisi par le Seigneur ton Dieu pour y faire demeurer son nom que tu sacrifieras la Pâque, le soir, au coucher du soleil, au moment précis où tu sortis d’Égypte. Dt 16, 6 : nemet el lec’h a zibabo an Aotrou, da Zoue, evit lakaat e anv da chom ennañ e ri sakrifis Pask, d’abardaez, da guzh-heol, d’an ampoent ma oas aet er-maez eus an Egipt.

Tu la feras cuire et tu la mangeras au lieu choisi par le Seigneur ton Dieu, puis tu t’en retourneras au matin, et tu regagneras tes tentes. Dt 16, 7 : E boazhañ ha debriñ a ri el lec’h a zibabo an Aotrou, da Zoue, hag e tistroi diouzh ar beure, hag ez i d’az tinelloù.

Pendant six jours, tu mangeras des pains sans levain ; le septième jour, ce sera la clôture de la fête pour le Seigneur ton Dieu, et tu ne feras aucun travail. Dt 16, 8 : c’hwec’h deiz-pad e tebri dic’hoell, ha d’ar seizhvet deiz e vo un emvod evit an Aotrou, da Zoue. Ne ri ket a labour.

Tu compteras sept semaines : dès que la faucille commence à couper les épis, tu commenceras à compter les sept semaines. Dt 16, 9 : Seizh sizhun a gonti : adalek ma kroger gant ar falz en edeier e krogi da gontañ seizh sizhun.

Puis tu célébreras la fête des Semaines en l’honneur du Seigneur ton Dieu, avec l’offrande volontaire que fera ta main ; ton offrande sera à la mesure de la bénédiction du Seigneur ton Dieu. Dt 16, 10 : Hag e ri gouel Sizhunioù an Aotrou, da Zoue : un dell a-youl vat eus da zorn a roi, diouzh m’en devo da venniget an Aotrou, da Zoue.

Tu te réjouiras en présence du Seigneur ton Dieu, au lieu choisi par le Seigneur ton Dieu pour y faire demeurer son nom, et avec toi se réjouiront ton fils et ta fille, ton serviteur et ta servante, le lévite qui réside dans ta ville, l’immigré, l’orphelin et la veuve qui sont au milieu de toi. Dt 16, 11 : Hag az po levenez dirak an Aotrou, da Zoue, te, da vab, da verc’h, da servijer, da vatezh, hag al Levit a vo ez kêrioù, gant an ostiziad, an emzivad hag an intañvez a vo du-se, el lec’h en devo dibabet an Aotrou, da Zoue, evit lakaat da chom e anv ennañ ;

Tu te souviendras que tu as été esclave au pays d’Égypte, et tu veilleras à pratiquer ces décrets. Dt 16, 12 : hag az po soñj ez out bet sklav en Egipt, hag e vi aketus da ober diouzh ar reolennoù-mañ.

La fête des Tentes, tu la célébreras pendant sept jours, lorsque tu auras rentré le produit de ton aire à grain et de ton pressoir. Dt 16, 13 : Gouel al Logelloù a ri e-pad seizh devezh goude bezañ dastumet frouezh da leur ha da waskell.

Tu la fêteras dans la joie, toi, ton fils et ta fille, ton serviteur et ta servante, le lévite et l’immigré, l’orphelin et la veuve qui résident dans ta ville. Dt 16, 14 : Hag az po levenez gant ar gouel-mañ, te, da vab, da verc’h, da servijer, da vatezh, hag al Levit, an estrañjour, an emzivad, an intañvez a vo ez kêrioù.

Durant sept jours, tu célébreras la fête en l’honneur du Seigneur ton Dieu au lieu choisi par le Seigneur ; car le Seigneur ton Dieu t’aura béni dans toutes tes récoltes et dans tous tes travaux, et tu seras rempli de joie. Dt 16, 15 : e-pad seizh devezh e ri gouel an Aotrou, da Zoue, el lec’h a zibabo an Aotrou, p’en devo da venniget an Aotrou, da Zoue ez holl drevadoù, en holl oberoù da zaouarn, ha n’az po nemet levenez.

Trois fois par an – à la fête des Pains sans levain, à la fête des Semaines et à la fête des Tentes –, tous les hommes paraîtront devant la face du Seigneur ton Dieu, au lieu qu’il aura choisi. Ils ne paraîtront pas les mains vides devant la face du Seigneur, Dt 16, 16 : Teir gwech er bloaz e vo gwelet an holl baotred du-se dirak an Aotrou, da Zoue, el lec’h dibabet, e-kerzh gouel an Dic’hoell, gouel ar Sizhunioù ha gouel al Logelloù, ha ne weli ket dremm an Aotrou, dibourvez,

mais chacun fera, de sa main, un don à la mesure de la bénédiction que le Seigneur ton Dieu aura donnée. Dt 16, 17 : met pep hini gant ur prof en e zorn, hervez ar bennozh en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit.

Dans toutes les villes que te donne le Seigneur ton Dieu, tu établiras des juges et des scribes sur tes tribus ; ils jugeront le peuple en de justes jugements. Dt 16, 18 : Barnerien ha skribed a laki e kement kêr en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit, dre veuriad, hag e raint d’ar bobl barnoù reizh.

Tu ne feras pas dévier le droit, tu n’agiras pas avec partialité, et tu n’accepteras pas de présent, car le présent aveugle les sages et compromet la cause des justes. Dt 16, 19 : Ne vo ket gweet ar barnoù, na sellet ouzh an dremm, na kemeret donezonoù, rak gant donezonoù e vez dallet daoulagad ar furien ha gwaret kaoz an dud reizh.

C’est la justice, rien que la justice, que tu rechercheras, afin de vivre et de prendre possession du pays que te donne le Seigneur ton Dieu. Dt 16, 20 : Reizhded rik a bleustri, evit bevañ ha perc’hennañ ar vro ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit.

Tu ne planteras pas de poteau sacré, de quelque bois que ce soit, à côté de l’autel du Seigneur ton Dieu, que tu auras bâti à ton usage, Dt 16, 21 : Ne blanti ket a beul sakr, na tamm koad ebet, e-kichen aoter an Aotrou, da Zoue, graet ganit,

et tu ne dresseras pas de stèle : le Seigneur ton Dieu déteste cela. Dt 16, 22 : ne savi ket a beulvan, se a gasa an Aotrou, da Zoue.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Adlezenn kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn