Levr Ezekiel - Pennad 17
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 17
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 17, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, propose une énigme et raconte une parabole à la maison d’Israël. Ez 17, 2 : Mab-den, sav un divunadenn, kinnig ur barabolenn da di Israel.
Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Le grand aigle, aux grandes ailes, à l’envergure immense, au plumage épais et chamarré, vint au Liban. Il s’empara de la cime du cèdre, Ez 17, 3 : Lavarout a ri : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : An erer bras, divaskellet bras, stuc’hennet hir, fonnus e bluñv, marellet e livioù, a zeuas d’al Liban. Kemer a reas beg ar sedrezenn,
cueillit le sommet de sa ramure ; il l’emporta au pays des marchands, et dans une ville de trafiquants le déposa. Ez 17, 4 : kutuilh a reas an uhelañ eus he broustennoù ; hag he degas a reas d’ur vro a varc’hadourien en ur gêr a drafikerien e lakaas anezhi.
Puis il prit une des semences du pays, la mit dans un champ prêt aux semailles : au bord des eaux abondantes, telle une pousse de saule, il la planta. Ez 17, 5 : Ha c’hoazh e kemeras had eus ar vro evit e lakaat en ur park kempennet evit hadañ, e-kichen dourioù puilh, evel un halegenn e lakaas anezhañ
La semence germa, devint une vigne florissante, à la taille basse, tournant ses pampres vers l’aigle, étendant ses racines sous lui. C’était une vigne, elle donna des sarments et lança ses branches. Ez 17, 6 : evit ma savfe ma teufe da vezañ ur winienn strujus mentet-krenn a drofe he brankoù war-zu ennañ, an erer, e-pad ma vefe start he gwrizioù. Dont a reas da vezañ kef-gwini o teurel skourroù, o kas da bell he bountadennoù.
Il y eut encore un grand aigle, aux grandes ailes, au plumage abondant. Et voici que cette vigne dirigea vers lui ses racines, et vers lui tendit ses pampres pour qu’il l’arrose, loin des terrasses où elle était plantée. Ez 17, 7 : Hogen un erer bras all a oa divaskellet bras, fonnus e bluñv. Ha setu ma troas ar c’hef-gwini-se e wrizioù etrezek ennañ ha ma taolas war-zu ennañ e vrankoù evit ma vefe douraet gantañ gwelloc’h eget er pengenn ma oa plantet ennañ.
C’est dans un champ fertile, au bord des eaux abondantes, qu’elle était plantée, pour produire des rameaux, porter du fruit, devenir une vigne magnifique. Ez 17, 8 : Ha koulskoude en ur park strujus e-kichen dourioù puilh e oa plantet ar c’hef-gwini-se evit ober barroù ha dougen frouezh ha dont da vezañ ur winienn dispar.
Tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Réussira-t-elle ? L’aigle ne va-t-il pas arracher ses racines, ôter son fruit pour qu’il sèche ? Ses pousses cueillies sécheront toutes. Nul besoin d’un bras puissant ni d’un peuple nombreux pour la déraciner ! Ez 17, 9 : Lavar eta : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Hag eñ en em gavo gwelloc’h gant se ? Daoust hag an erer ne ziframmo ket he gwrizioù ne droc’ho ket he frouezh, evit ma tisec’ho an holl vroustoù ? Ha ne vo ket ezhomm eus ur vrec’h c’halloudus nag eus soudarded niverus evit he dichafrantañ diouzh he gwrizioù.
La voici plantée : réussira-t-elle ? Dès que l’atteindra le vent d’est, ne va-t-elle pas se dessécher ? Sur la terrasse même où elle poussait, elle séchera ! » Ez 17, 10 : Setu ar blantenn, hag eñ e raio berzh ? Kerkent ha ma teuio evel ar reter hag eñ ne sec’ho ket da vat ? War ar pengenn ma oa plantet e tisec’ho.
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 17, 11 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Parle donc à l’engeance de rebelles : Ne savez-vous pas ce que cela signifie ? Tu diras : Voici que le roi de Babylone est venu à Jérusalem ; il a enlevé son roi et ses princes ; il les a amenés chez lui, à Babylone. Ez 17, 12 : Lavar da di an emsaverezh : Hag eñ n’ouzoc’h ket petra 'dalv kement-se da lavarout ? Lavar : Setu m’eo deuet roue Babilon da Jeruzalem ; paket en deus he roue hag he renerien, evit o c’has d’e vro da Vabilon.
Il a pris quelqu’un de souche royale et a conclu une alliance avec lui ; il lui a fait prêter serment, après avoir enlevé les puissants du pays Ez 17, 13 : Kemeret en deus un den a ouenn roueel, divizet un emglev gantañ ; hen rediet en deus da douiñ ul le ; tapet en deus krog e tud vras ar vro,
pour que le royaume reste modeste, sans s’élever, qu’il garde son alliance et qu’elle subsiste. Ez 17, 14 : evit ma chomo izel ar rouantelezh, hep nerzh d’en em sevel, ma viro an emglev o terc’hel dezhañ.
Mais ce prince s’est révolté contre lui : il a envoyé des messagers en Égypte pour se faire donner des chevaux et un grand nombre de soldats. Réussira-t-il ? En réchappera-t-il, celui qui a fait cela ? Il a rompu l’alliance, et il en réchapperait ? Ez 17, 15 : Met ar roue a zo en em savet enep dezhañ, kaset en deus e gannaded d’an Egipt ma vo roet dezhañ kezeg ha soudarded niverus. Hag eñ e raio berzh an hini en deus graet-se ? Torret en deus an emglev hag achap a rafe ?
Par ma vie ! – oracle du Seigneur Dieu –, là où réside le roi qui l’a fait régner, dont il a méprisé le serment et rompu l’alliance, c’est là, en plein milieu de Babylone, qu’il mourra. Ez 17, 16 : Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou, ez eo e bro ar roue en deus lakaet anezhañ da ren, hag en deus eñ disprizet al le en devoa graet en e geñver m’en deus torret e emglev gantañ, ez eo e bro ar roue-se, e-kreiz Babilon, ma varvo.
Avec sa grande armée, avec ses troupes nombreuses, Pharaon ne pourra agir en sa faveur lors de la guerre, quand on élèvera un remblai et que l’on bâtira des retranchements, pour retrancher tant de vies humaines. Ez 17, 17 : N’eo ket gant un arme vras na gant ur strollad niverus e raio Faraon evit salviñ anezhañ er brezel pa vo berniet savennoù hag embreget ur c’hae-seziz evit lemel o buhez digant tud e-leizh.
Il a méprisé le serment et rompu l’alliance ! Pourtant, il lui avait donné la main, et il a fait tout cela : il n’en réchappera pas ! Ez 17, 18 : Disprizet en deus e le, en ur freuzañ an emglev ; tonket en devoa gant e zorn, ha graet pep tra : n’achapo ket !
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Par ma vie ! mon serment qu’il a méprisé, mon alliance qu’il a rompue, je les ferai retomber sur sa tête. Ez 17, 19 : Setu perak, evel-hen e komz Doue an Aotrou. Dre va buhez ! Al le bet disprizet gantañ hag an emglev en deus touet, o lakaat a rin da adkouezhañ war e benn.
J’étendrai sur lui mon filet, et il sera pris au piège. Je l’amènerai à Babylone ; là-bas, j’entrerai en jugement contre lui à cause de son infidélité envers moi. Ez 17, 20 : Dispakañ a rin warnañ va roued ha paket e vo em lasoù ; e zegas a rin da Vabilon, hag eno e c’houlennin kont digantañ evit an holl dislealded en deus bet em c’heñver.
Et toute son élite, celle de tous ses bataillons, elle tombera par l’épée ; ceux qui resteront seront éparpillés à tous les vents. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur, j’ai parlé. » Ez 17, 21 : An holl dibab eus e holl strolladoù a gouezho dre ar c’hleze, hag ar re a varvo a vo strewet da bep avel, hag e ouiot eo me an Aotrou, am eus komzet.
Ainsi parle le Seigneur Dieu : « À la cime du grand cèdre, je prendrai une tige ; au sommet de sa ramure, j’en cueillerai une toute jeune, et je la planterai moi-même sur une montagne très élevée. Ez 17, 22 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Kemer a rin, me va-unan, ur brank eus penn ar sedrezenn e lein he broustennoù e kutuilhin unan dener, hag he plantañ a rin me war ur menez uhel ha mentek,
Sur la haute montagne d’Israël je la planterai. Elle portera des rameaux, et produira du fruit, elle deviendra un cèdre magnifique. En dessous d’elle habiteront tous les passereaux et toutes sortes d’oiseaux, à l’ombre de ses branches ils habiteront. Ez 17, 23 : war ur menez bras eus Israel e plantin anezhi ; dougen a raio struj, teurel a raio frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn holl splann. Dindanañ e vo o chom an holl loened gouez, hag e tiskuizho e skeud he brankoù holl bobladoù al laboused.
Alors tous les arbres des champs sauront que Je suis le Seigneur : je renverse l’arbre élevé et relève l’arbre renversé, je fais sécher l’arbre vert et reverdir l’arbre sec. Je suis le Seigneur, j’ai parlé, et je le ferai. » Ez 17, 24 : Hag holl wez ar maezioù a ouio ez eo me an Aotrou : izelaat a ran ar wezenn uhel hag uhelaat ar wezenn izel ; disec’hañ a ran ar wezenn c’hlas ha lakaat da vleuniañ ar wezenn sec’h ; me, an Aotrou, me eo a lavar hag a ra.
