Levr Ezekiel - Pennad 3
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 3
Le Seigneur me dit : « Fils d’homme, ce qui est devant toi, mange-le, mange ce rouleau ! Puis, va ! Parle à la maison d’Israël. » Ez 3, 1 : Lavarout a reas din : Mab-den, ar pezh a gavez, debr anezhañ ; debr ar rolled-se, ha goude-se kae da gomz war tiegezh Israel.
J’ouvris la bouche, il me fit manger le rouleau Ez 3, 2 : Digeriñ a ris va genou neuze hag e reas din debriñ ar rolled-se,
et il me dit : « Fils d’homme, remplis ton ventre, rassasie tes entrailles avec ce rouleau que je te donne. » Je le mangeai, et dans ma bouche il fut doux comme du miel. Ez 3, 3 : hag e lavaras din : Mab-den, mag da gof ha leugn da vouzelloù gant ar rolled-mañ a roan dit. Hen debriñ a ris hag em genou e voe dous evel mel.
Il me dit alors : « Debout, fils d’homme ! Va vers la maison d’Israël, et dis-lui mes paroles. Ez 3, 4 : Hag e lavaras din : Mab-den, kae, kae da gaout tiegezh Israel ha lavarout a ri dezho va c’homzoù ;
Ce n’est pas à un peuple au parler obscur et à la langue difficile que tu es envoyé, c’est à la maison d’Israël. Ez 3, 5 : rak n’eo ket da gaout ur bobl digomprenus he yezh ha pounner he zeod e kasan ac’hanout, met da gaout tiegezh Israel.
Ce n’est pas à des peuples nombreux, au parler obscur et à la langue difficile, dont tu ne comprendrais pas les paroles, que tu es envoyé – si je t’envoyais vers eux, ils t’écouteraient ! Ez 3, 6 : N’eo ket da gaout pobloù niverus, teñval o yezh ha pounner o zeod na gomprenfes ket o lavar - moarvat ma kasfen ac’hanout daveto, ar re-se az selaoufe -
Mais la maison d’Israël ne voudra pas t’écouter, parce qu’ils ne veulent pas m’écouter. La maison d’Israël tout entière a le front endurci et le cœur obstiné. Ez 3, 7 : hogen tiegezh Israel ne fello ket dezhañ da selaou-te, o vezañ na fell ket dezho va selaou-me ; rak holl diegezh Israel a zo kalet e dal ha karnet e galon.
Et voici que je rends ton visage aussi dur que leur visage, ton front aussi dur que leur front. Ez 3, 8 : Met setu ma ’m eus lakaet da zremm da vezañ ken kalet hag o dremm, ha da dal da vezañ ken kalet hag o zal ;
Comme un diamant plus dur que le roc, ainsi je rends ton front. Ne les crains pas, devant eux ne t’effraie pas – c’est une engeance de rebelles ! » Ez 3, 9 : evel an diamant em eus lakaet da dal da vezañ, kaletoc’h eget ar roc’h. N’az po ket aon razo, ha ne sponti ket dirazi, rak un tiegezh a ziarbennerezh ez int.
Puis il me dit : « Fils d’homme, toutes les paroles que je te dirai, reçois-les dans ton cœur, écoute de toutes tes oreilles. Ez 3, 10 : Lavarout a reas din : Mab-den, va holl gomzoù ez an da lavarout dit, degemer anezho ez kalon ha selaou anezho gant da ziskouarn ;
Va, rends-toi vers les exilés, vers les fils de ton peuple, et tu leur parleras. Qu’ils écoutent ou qu’ils n’écoutent pas, tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu. » Ez 3, 11 : ha kae war-raok, kae da gaout an harluidi, da gaout mibien va fobl. Komz a ri outi en ur lavarout dezho : "Evel-hen e komz Doue an Aotrou !" pe e selaouint pe ne raint ket.
Alors l’esprit me souleva et j’entendis derrière moi le bruit d’une grande clameur : « Bénie soit la gloire du Seigneur depuis son lieu ! » Ez 3, 12 : Ar spered neuze am gorreas ha klevout a ris a-drek din trouz ur soroc’h bras : "Ra vo benniget gloar an Aotrou, eus al lec’h m’emañ !"
Puis j’entendis le bruit que faisaient les ailes des Vivants, battant l’une contre l’autre, et le bruit des roues à côté d’eux, et le bruit d’une grande clameur. Ez 3, 13 : Trouz eskell ar boudoù bev a oa o skeiñ an eil ouzh eben, gant trouz ar rodoù a-gevret ganto, trouz ur soroc’h bras.
Alors l’esprit me souleva, il me saisit ; j’allais, plein d’amertume et l’esprit enfiévré ; la main du Seigneur pesait durement sur moi. Ez 3, 14 : Hag ur spered am gorreas hag am skrapas kuit, ha mont a raen leun a c’hwervoni ha terzhienn em spered, pa gouezhas warnon, galloudus, dorn an Aotrou.
J’arrivai à Tel-Aviv chez les exilés, chez ceux qui résident près du fleuve Kebar. J’y restai sept jours, frappé de stupeur, au milieu d’eux. Ez 3, 15 : Dont a ris e Tel-aviv e-kichen an harluidi o chom war ribl ar stêr vras Kebar, ha menel a ris eno seizh devezh, mantret, en o zouez.
Au bout des sept jours, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 3, 16 : Ha neuze, a-benn seizh devezh e teuas din Komz an Aotrou o lavarout din :
« Fils d’homme, je fais de toi un guetteur pour la maison d’Israël. Lorsque tu entendras une parole de ma bouche, tu les avertiras de ma part. Ez 3, 17 : Mab-den, graet em eus ac’hanout ur gedour evit tiegezh Israel : pa glevi ul lavar eus va genou, e kemenni dezho teurel evezh.
Si je dis au méchant : “Tu vas mourir”, et que tu ne l’avertis pas, si tu ne lui dis pas d’abandonner sa conduite mauvaise afin qu’il vive, lui, le méchant, mourra de son péché, mais à toi, je demanderai compte de son sang. Ez 3, 18 : Pa lavarin d’an den fallakr : mervel a ri, sur ! Ma ne lakaez ket anezhañ da deurel evezh, ma ne gomzez ket evit lakaat an den fall da ziwall diouzh e hent fall da virout e vuhez, eñ, an den fall a varvo en abeg d’e bec’hed, met e wad, eo diganit e c’houlennin kont dioutañ.
Au contraire, si tu avertis le méchant, et qu’il ne se détourne pas de sa méchanceté et de sa conduite mauvaise, lui mourra de son péché, mais toi, tu auras sauvé ta vie. Ez 3, 19 : Te avat, ma kemennez d’an den fall teurel evezh ha ma ne zistro ket diouzh e fallagriezh na diouzh e hent fall, eñ, en abeg d’e bec’hed a varvo, met te az po salvet da vuhez-te.
Si le juste se détourne de sa justice et fait le mal, je le ferai trébucher : il mourra. Parce que tu ne l’auras pas averti, il mourra de son péché, et l’on ne se souviendra plus de la justice qu’il avait pratiquée ; mais à toi je demanderai compte de son sang. Ez 3, 20 : Hogen pa ’n em zistroio un den reizh diouzh e reizhder evit ober ar pezh a zo direizh e lakain ur maen-skoilh dirazañ ; mervel a raio eñ, o vezañ n’az po ket kemennet dezhañ diwall e varvo en abeg d’e bec’hed. Ne vo ket miret soñj eus an oberennoù a justis en devo sevenet, met e wad eo diganit e c’houlennin kont evitañ.
Au contraire, si tu avertis le juste de ne pas pécher, et qu’en effet il ne pèche pas, c’est certain, il vivra parce qu’il aura été averti, et toi, tu auras sauvé ta vie. » Ez 3, 21 : Te avat, ma kemennez d’an den just diwall evit na bec’ho ket an den just-se, mar ne bec’h ket, e vevo sur-mat o vezañ bet lakaet da ziwall, te avat eo da vuhez-te az po salvet.
La main du Seigneur se posa sur moi. Il me dit : « Lève-toi, sors dans la vallée ; là, je te parlerai. » Ez 3, 22 : Neuze e voe warnon dorn an Aotrou hag a lavaras din : Sav ! Kae er-maez etrezek an draonienn hag eno e komzin ouzhit.
Je me levai et je sortis dans la vallée ; voici que la gloire du Seigneur se tenait là, pareille à la gloire que j’avais vue au bord du fleuve Kebar, et je tombai face contre terre. Ez 3, 23 : Sevel a ris, mont er-maez etrezek an draonienn, ha setu ma oa eno gloar an Aotrou, evel ar c’hloar am boa gwelet war ribl ar stêr vras Kebar. Kouezhañ a ris war va dremm.
Alors l’esprit vint en moi, il me fit tenir debout. Il me parla et me dit : « Va t’enfermer dans ta maison. Ez 3, 24 : Ha neuze ec’h antreas ar Spered ennon ha va lakaat a reas da vont em sav war va zreid. Komz a reas ouzhit da lavarout din : Kae d’en em serriñ ez ti.
Fils d’homme, voici qu’on va te mettre des liens, des gens te ligoteront, et tu ne pourras plus sortir au milieu d’eux. Ez 3, 25 : Rak te, mab-den, setu ma vo lakaet warnout kerdin d’az liammañ, evit herzel ouzhit da vont er-maez en o c’hreiz.
Je ferai coller ta langue à ton palais ; tu seras muet ; tu ne seras plus pour eux l’homme qui leur fait des reproches – c’est une engeance de rebelles ! Ez 3, 26 : Lakaat a rin da deod da begañ ouzh da staon ma teui da vezañ digomz ha na vi ket evito an den a damall ; rak un tiegezh a ziarbennerezh ez int.
Mais lorsque je te parlerai, j’ouvrirai ta bouche, et tu leur diras : “Ainsi parle le Seigneur Dieu. Celui qui écoute, qu’il écoute ; celui qui n’écoute pas, qu’il n’écoute pas. C’est une engeance de rebelles !” Ez 3, 27 : Hogen pa gomzin ouzhit, e tigorin dit da c’henou, hag e lavari dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : ra selaouo an neb a fell dezhañ selaou ; ra chomo hep selaouo an neb na fell ket dezhañ ; rak un tiegezh a eneberezh ez int.
