Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Ezekiel » Pennad 28

Levr Ezekiel - Pennad 28

Levr : Levr Ezekiel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Pennad 28



La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 28, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, tu diras au prince de la ville de Tyr : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Ton cœur s’est exalté et tu as dit : “Je suis un dieu, j’habite une résidence divine, au cœur des mers.” Pourtant, tu es un homme et non un dieu, toi qui prends tes pensées pour des pensées divines. Ez 28, 2 : Mab-den, lavar da Roue Tir : Evel-hen e komz Doue an Aotrou ! Peogwir ez eo en em c’hwezhet da galon ha mac’h eus lavaret : Me ’zo un doue, me ’zo azezet war dron Doue e kalon ar morioù". Ha goude ma-z out un den ha neket un Doue, e lakaez da galon evel ur galon doue.

Tu serais donc plus sage que Daniel, il n’y aurait pas de secret trop profond pour toi ? Ez 28, 3 : Setu ma-z out furoc’h eget Daniel : n’eus sekred ebet na vefe kuzh evidout.

Par ta sagesse et ton intelligence tu as fait fortune, tu as accumulé l’or et l’argent dans tes trésors. Ez 28, 4 : Dre da ampartiz ha da skiant ac’h eus gounezet pinvidigezhioù, daspugnet ac’h eus aour hag arc’hant ez teñzorioù.

Par ton génie du commerce, tu as multiplié ta fortune, et à cause de cette fortune ton cœur s’est exalté. Ez 28, 5 : dre ledan ma oa da furnez ha da genwerzh mac’h eus kresket da vadoù, ha da galon a zo en em uhelaet en abeg d’az pinvidigezh.

C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce que tu prends tes pensées pour des pensées divines, Ez 28, 6 : Setu perak eo kement-mañ a lavar Doue an Aotrou : Peogwir ec’h eus lakaet da galon da vezañ evel ur galon doue,

je fais venir contre toi des barbares, une nation redoutable. Ils tireront l’épée contre ta belle sagesse, ils profaneront ta splendeur. Ez 28, 7 : ac’hanta, setu m' az lakaan da zont a-enep dit estrañjourien, tud spouronus-meurbet e-touez an holl baganed, tennañ a raint o c’hleze a-enep da gaer a ampartiz. Saotrañ a raint da splannder,

Ils te feront descendre dans la fosse et tu mourras au cœur des mers, d’une mort violente. Ez 28, 8 : da ziskar a raint er foz ha mervel a ri eus marv ar re dreuz-toullet e kalon ar morioù.

Oseras-tu dire encore devant tes meurtriers : “Je suis dieu” ? Sous la main de ceux qui te transperceront, tu seras un homme et non un dieu. Ez 28, 9 : Hag eñ e lavari c’hoazh : "Me ’zo un Doue !" dirak da lazherien, pa ne vi nemet un den, ha neket un doue, etre daouarn ar re az treuz-toullo ?

Tu mourras de la mort des païens incirconcis, par la main des barbares. Oui, moi, j’ai parlé, – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 28, 10 : Mervel a ri eus marv ar baganed etre daouarn estrañjourien ; rak me an hini en deus lavaret, diougan Doue an Aotrou.

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 28, 11 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, entonne une complainte sur le roi de Tyr. Tu lui diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Toi, le sceau d’une œuvre exemplaire, plein de sagesse, d’une beauté parfaite, Ez 28, 12 : Mab-den, distag ur c’hlemmgan a-enep roue Tir. Lavarout a ri dezhañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Ur skouer a barfeted e oas, leun a furnez, peur-penedus,

tu étais en Éden, dans le jardin de Dieu, entouré de murs en pierres précieuses : sardoine, topaze et jaspe, chrysolithe, cornaline et onyx, saphir, escarboucle et émeraude ; l’or ouvragé de tes tambourins et de tes flûtes a été préparé au jour de ta création. Ez 28, 13 : En Eden e oas, e liorzh Doue, mil maen prizius a yae d’ober da vantell : Sardon, topaz, diamant, maen-aour, oniz, yalp, safir, ruzvaen, gwervaen, aour... 'voe kempennet evidout e deiz da grouidigezh.

Toi, Kéroub choisi, le protecteur, je t’avais établi sur la sainte montagne de Dieu ; au milieu des pierres étincelantes, tu allais et venais. Ez 28, 14 : Ur c’heroub gwarezer e oas bet lec’hiet ganin war venez santel Doue, ha mont a raes war-raok e-kreiz glaou-entanet.

Tu fus intègre dans ta conduite depuis le jour de ta création, jusqu’à ce que soit découverte en toi la perfidie : Ez 28, 15 : Peurvat e voes ez hentoù a-dal deiz da grouidigezh betek an deiz m’en em gavas ennout ar fallagriezh.

en multipliant tes affaires, tu t’es rempli de violence, et tu as péché. Aussi, je te réduis au rang de profane, loin de la montagne de Dieu ; je te fais périr, Kéroub protecteur, loin des pierres étincelantes. Ez 28, 16 : Dre ledander da genwerzh ac’h eus leuniet da voger-dro a zrouknerzh ; ha pec’het ac’h eus. Neuze em eus da forbannet, disakret, eus menez Doue ha da gaset em eus da goll, Keroub gwarezer, eus a-douez ar vein entanet.

Ton cœur s’est exalté à cause de ta beauté, tu laissas ta splendeur corrompre ta sagesse. Je te jette par terre, je te donne en spectacle aux rois. Ez 28, 17 : En em uhelaet e oa da galon en abeg d’az kened breinet ac’h eus da furnez en abeg d’az splannder, neuze em eus da ziskaret d’an douar, ha roet da welout d’ar rouaned.

Par tes multiples péchés, par la perversion de tes affaires, tu as profané ton sanctuaire. Aussi je fais sortir du milieu de toi un feu qui te dévore ; sur la terre, je te réduis en cendres, devant les yeux de tous ceux qui te regardent. Ez 28, 18 : Gant niver bras da vankoù, gant dizonestiz da genwerzh ac’h eus saotret da santualioù, ha lakaet em eus da strinkañ eus da greiz un tan en deus da bulluc’het. Da zegaset em eus da vezañ ludu war an douar ouzh daoulagad an holl re a selle.

Tous ceux qui te connaissent, parmi les peuples, sont pris de stupeur à cause de toi. Tu deviens un objet d’épouvante ; tu ne seras plus, à jamais. » Ez 28, 19 : An holl re az anavez e-touez ar pobloù a zo saouzanet diwar da benn. Deuet out da vezañ un danvez a spouron : Biken ne vo ken ac’hanout !

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 28, 20 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, dirige ton regard vers Sidon, et prophétise contre elle. Ez 28, 21 : Mab-den, sell a-bann etrezek Sidon ha diougan enep dezhi ;

Tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Me voici contre toi, Sidon, je serai glorifié au milieu de toi. Alors on saura que Je suis le Seigneur, lorsque j’exécuterai le jugement contre elle. Alors, je manifesterai en elle ma sainteté. Ez 28, 22 : Lavarout a ri : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu-me o vont dit, Sidon mont a ran da gaout gloar du-se hag anat e vo ez eo me an Aotrou pa sevenin va barnedigezhioù warnout ha pa ziskouezin va santelezh.

En elle j’enverrai la peste, il y aura du sang dans ses rues ; on tombera au milieu d’elle, transpercé par l’épée qui se lèvera contre elle de tous côtés. Alors on saura que Je suis le Seigneur. Ez 28, 23 : Kas a rin warnout ar vosenn, ar gwad a ruilho e-barzh da straedoù, tud lazhet a gouezho ez kreiz ! Dindan ar c’hleze savet a-enep dit a bep tu hag anavezet e vo ez on me Doue an Aotrou !

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Quand je rassemblerai la maison d’Israël du milieu des peuples où elle a été dispersée, je manifesterai en elle ma sainteté aux yeux des nations ; elle habitera sur le sol que j’ai donné à mon serviteur Jacob. Ez 28, 25 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Pa zastumin en-dro tiegezh Israel eus a-douez ar pobloù ma oant dasstrewet enno, en em ziskouezin santel drezo ouzh daoulagad ar Broadoù ; hag ober a raint o chomadenn war o douar, an hini am eus roet d’am servijer Jakob.

Ils y habiteront en sécurité, ils bâtiront des maisons, planteront des vignes ; ils habiteront en sécurité, lorsque j’exécuterai le jugement contre ceux d’alentour qui les méprisent. Alors on saura que Je suis le Seigneur leur Dieu. » Ez 28, 26 : Eno e vint o chom e-kreiz surentez, o sevel tiez, o plantañ gwini ; o chom er surentez e vint pa skoin kastizadurioù ouzh an holl re en-dro dezho o deus dismegañs outo ; hag anat e vo ez on-me an Aotrou, o Doue !