Levr Ezekiel - Pennad 7
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 7
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 7, 1 : Komz an Aotrou a voe kaset din evit lavarout kement-mañ din.
« Fils d’homme, tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu à la terre d’Israël : C’est la fin ! La fin arrive aux quatre coins du pays. Ez 7, 2 : O te, Mab-den, Doue an Aotrou a lavar kement-mañ da zouar Israel : setu ar fin ! Dont a ra, ar fin, eus pevar c’horn an douar !
Maintenant, c’est la fin pour toi ; contre toi j’enverrai ma colère, je te jugerai selon ta conduite, je ferai retomber sur toi toutes tes abominations. Ez 7, 3 : Bremañ 'mañ ar fin evidout ; kas a rin va c’hounnar warnout ha da varn a rin hervez da oberoù hag e lakain da adkouezhañ warnout da holl euzhusterioù.
Pour toi, je n’aurai pas un regard de pitié, je n’épargnerai personne ; je ferai retomber sur toi ta conduite, et tes abominations resteront au milieu de toi. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. Ez 7, 4 : Didruez ouzhit e vo va lagad, didrugar e vin ; dre ma lakain da adkouezhañ warnout da oberoù ; da euzhusterioù e vo aze ez kreiz ; ha gouzout a reot eo me eo an Aotrou !
Ainsi parle le Seigneur Dieu : Malheur, le malheur unique, voici qu’il arrive ! Ez 7, 5 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Gwalleur war walleur ! Setu ma teu !
La fin arrive, elle arrive, la fin ; elle s’éveille pour toi ; la voici qui arrive. Ez 7, 6 : Dont a ra ar fin ! Emañ o tont, ar fin ; dihuniñ a ra a-enep dit ! Setu ma teu !
Le terme arrive pour toi qui habites le pays ; le temps arrive, le jour est proche. Panique, au lieu de joie, pour les montagnes ! Ez 7, 7 : Dont a ra da dro, annezad ar vro ! Dont a ra ar c’houlz, tost emañ an deiz ! Ar spontadeg ez eo, ha n’eo ket youc’hadeg ar menezioù !
Maintenant, d’ici peu, je vais déverser ma fureur contre toi ; j’irai jusqu’au bout de ma colère contre toi ; je te jugerai selon ta conduite et je ferai retomber sur toi toutes tes abominations. Ez 7, 8 : Bremañ ez an hep dale da skuilhañ va fulor warnout, kas a rin da benn va c’hounnar a-enep dit ; da varn a rin hervez da oberoù hag e lakain da adkouezhañ warnout da holl euzhadennoù.
Je n’aurai pas un regard de pitié, je n’épargnerai personne ; je ferai retomber sur toi ta conduite, et tes abominations resteront au milieu de toi. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur, celui qui frappe. Ez 7, 9 : Didruez e vo va lagad, didrugar e vin ; rak rentañ a rit dija hervez da oberoù, hag aze ez kreiz e vo da euzhusterioù ; ha gouzout a reot eo me an Aotrou an hini a sko.
Voici le jour. Voici qu’il arrive, le terme, il se met en route. Le gourdin fleurit, l’arrogance bourgeonne. Ez 7, 10 : Setu an Deiz ! Setu kement-se o tont ! Dont a ra da dro ! Ar gelastrenn a vleugn, ar rogoni en em zispak.
La violence s’est dressée, le gourdin du crime. Il ne reste rien d’eux, rien de leurs débordements, rien de leur grondement ; plus de répit pour eux. Ez 7, 11 : An drouknerzh a zo en em savet evel ur walenn a zrougiezh : n’eus ket ken anezho, n’eus ket ken eus o engroez, n’eus ket ken eus o zrouz, n’eus ket ken eus o splannder.
Le temps arrive, le jour est tout proche. Que l’acheteur ne se réjouisse pas, que le vendeur ne se désole pas ! Contre tout débordement, l’ardeur de la colère ! Ez 7, 12 : Deuet eo ar c’houlz, deuet eo an Deiz. Arabat d’ar prener en em laouenaat, arabat d’ar gwerzher en em c’hlac’hariñ ; rak a-enep holl engroez e dud emañ e gounnar o skeiñ.
Celui qui vend ne reviendra plus à ses ventes, aussi longtemps qu’il vivra ; la vision sur les débordements ne reviendra plus. Chacun vivra dans sa faute, sans reprendre vigueur. Ez 7, 13 : Nann, ne adkavo ket ar gwerzher ar pezh en devo gwerzhet ha goude ma vo c’hoazh e-touez ar re chomet bev ; rak ar weledigezh-mañ diwar-benn an holl engroez a chomo divrall ; hag en abeg d’e bec’hed ne vo den o virout e vuhez.
On sonnera de la trompette, tout sera prêt, et personne pour aller au combat. Contre tout débordement, l’ardeur de la colère ! Ez 7, 14 : Sonet e vo an drompilh, aozet e vo pep tra, met ne vo den o vont d’an emgann, rak va c’hounnar a sav a-enep holl engroez ar bobl.
Dans les rues, l’épée ; à la maison, peste et famine. Qui est aux champs mourra par l’épée ; qui est en ville, famine et peste le dévoreront. Ez 7, 15 : Kleze en diavaez, bosenn ha naonegezh en diabarzh ! An neb a vo war ar maez a varvo dre ar c’hleze, an neb a vo e kêr eo an naonegezh hag ar vosenn e lonko.
Les rescapés s’échapperont ; ils iront vers les montagnes, tels les colombes des vallées, tous gémissant, chacun par sa faute. Ez 7, 16 : Ar re chomet bev a dec’ho kuit d’ar menezioù hag a vo eno evel koulmed oc’h hirvoudiñ ; lakaat a rin an holl da vervel, pep unan en abeg d’e bec’hed.
Toutes les mains faibliront, tous les genoux fondront en eau. Ez 7, 17 : Laoskaat a raio daouarn an holl, ha daoulin an holl a droio da wakaat.
Ils se revêtiront de toile à sac, un frisson les saisira. Sur tous les visages, la honte, toutes les têtes seront rasées. Ez 7, 18 : En em wiskañ a raint gant leien-sac’h, ur gridienn o goloio. War an holl oberennoù ar vezhegezh, war an holl bennoù, an touz.
Ils jetteront leur argent dans les rues, leur or sera pour eux une souillure. Leur argent ni leur or ne pourront les sauver au jour des fureurs du Seigneur. Leurs gosiers ne seront plus rassasiés, ils ne rempliront plus leur ventre. Argent et or les ont fait trébucher dans la faute. Ez 7, 19 : Disteurel a raint o arc’hant er ruioù hag o aour a zeuio da vezañ ur saotradur. O arc’hant hag o aour n’hellint ket o salviñ e deiz buanegezh an Aotrou. Ne roint ket e walc’h d’o c’horzailhenn ha ne leugnint ket o c’horf, rak setu ar pezh en deus graet dezho kouezhañ en o faot.
Ils mettaient leur orgueil dans leur splendide parure, ils en ont fait leurs images abominables, leurs horreurs ; c’est pourquoi j’en ferai leur souillure. Ez 7, 20 : E braventez o bragerizoù e lakaent o lorc’h ; graet o deus anezho o skeudennoù euzhus, o idoloù lous, setu perak e rin anezho ur saotradur evito.
Tout cela, je le livrerai au pillage entre les mains des étrangers, en butin, aux méchants du pays ; ils le profaneront. Ez 7, 21 : He reiñ a ran da skrapadur etre daouarn an estrenien ha d’an astuz eus an douar da breizhadenn ; he disakrañ a raint ;
Je détournerai d’eux mon visage, on profanera mon trésor. Des brigands y viendront et le profaneront. Ez 7, 22 : distreiñ a rin va fas diouto : saotrañ a raint va santual, Barbared a yelo e-barzh hag hen disakro
Fabrique une chaîne : le pays est rempli de jugements sanguinaires, la ville est remplie de violence. Ez 7, 23 : Kas a raint da benn ul lazhadeg rak leun eo ar vro a dud kondaonet d’ar marv, ha leun eo kêr a vestaolioù.
Je ferai venir les pires des nations, elles s’empareront des maisons. Je ferai cesser l’orgueil des puissants et leurs sanctuaires seront profanés. Ez 7, 24 : Lakaat a rin da zont ar Broadoù an droukañ a gemero dre nerzh o ziez ; lakaat a rin da baouez lorc’hentez ar re daer, hag e vo disakret o santualioù.
L’angoisse arrive ; ils chercheront la paix : rien ! Ez 7, 25 : Emañ an anken o tont : klask a raint ar peoc’h met ne vo ket anezhañ.
Il arrivera désastre sur désastre, mauvaise nouvelle sur mauvaise nouvelle ; ils quémanderont une vision au prophète ; l’instruction manquera au prêtre, le conseil, aux anciens. Ez 7, 26 : Reuz war reuz a zeuio kelou war gelou ; goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met ar gelennadurezh a vanko d’ar beleg, hag ar c’huzul d’an henaourien.
Le roi portera le deuil, le prince se vêtira de désolation, les mains des gens du pays trembleront. J’agirai envers eux d’après leur conduite, je les jugerai selon leurs jugements. Alors ils sauront que Je suis le Seigneur. » Ez 7, 27 : Ar roue a gemero dilhad kañv, ar priñs a wisko ar glac’har ; ha daouarn an dud vihan a greno gant ar spont. Ober a rin outo hervez o oberoù ; o barn a rin hervez o oberoù ; o barn a rin hervez o barnedigezhioù ; ha gouzout a raint eo me eo an Aotrou !
