Levr Ezekiel - Pennad 18
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 18
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 18, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Qu’avez-vous donc, dans le pays d’Israël, à répéter ce proverbe : “Les pères mangent du raisin vert, et les dents des fils en sont irritées” ? Ez 18, 2 : Petra hoc’h eus oc’h ober gant ar c’hrennlavar-mañ e douar Israel : an tadoù o deus debret e gras hag ez eo dent ar mibien a zo bet hegaset.
Par ma vie ! – oracle du Seigneur Dieu – vous n’aurez plus à répéter ce proverbe en Israël. Ez 18, 3 : Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou, n’ho po ken da zistagañ ar c’hrennlavar-se en Israel.
En effet, toutes les vies m’appartiennent, la vie du père aussi bien que celle du fils, elles m’appartiennent. Celui qui a péché, c’est lui qui mourra. Ez 18, 4 : Rak setu : buhez an holl dud a zo din ; kenkoulz all buhez ar mab ha buhez an tad, a zo din. Hogen an hini a bec’ho eo an hini a varvo.
L’homme qui est juste, qui observe le droit et la justice, Ez 18, 5 : Mar bez reizh un den, mar gra hervez ar gwir hag ar justis,
qui ne va pas aux festins sur les montagnes, ne lève pas les yeux vers les idoles immondes de la maison d’Israël, ne rend pas impure la femme de son prochain, ne s’approche pas d’une femme en état de souillure ; Ez 18, 6 : mar ne zebr ket war ar menezioù, mar ne sav ket e zaoulagad war-zu idoloù hudur tiegezh Israel, mar ne saotr ket gwreg e nesañ, mar ne dosta ket ouzh ur wreg dic’hlan,
l’homme qui n’exploite personne, qui restitue ce qu’on lui a laissé en gage, ne commet pas de fraude, donne son pain à celui qui a faim et couvre d’un vêtement celui qui est nu ; Ez 18, 7 : mar ne heskin den ebet, ma rent e annez d’e dleour, mar ne ra ket laeroñsi, mar ro eus e vara d’an hini naonek, ma c’holo gant dilhad an neb a zo en noazh,
l’homme qui ne prête pas à intérêt, ne pratique pas l’usure, qui détourne sa main du mal, tranche équitablement entre deux adversaires, Ez 18, 8 : mar ne brest ket war gampi ha mar ne ra ket gant uzulierezh, ma tistro e zorn diouzh ar gwall, ma varn hervez ar wirionez etre un den hag un all,
qui marche selon mes décrets et observe mes ordonnances pour agir avec vérité : un tel homme est juste, c’est certain, il vivra, – oracle du Seigneur Dieu. Ez 18, 9 : mar kerzh hervez tezennoù ha ma talc’h d’am reizhadurioù evit o seveniñ, hennezh a zo reizh : bevañ a raio sur, diougan Doue an Aotrou.
Mais si cet homme a un fils violent et sanguinaire, coupable d’une de ces fautes, Ez 18, 10 : Hogen mar en deus engehentet ur mab zo ur forbann, ur skuilher gwad, hag a ra tra pe dra eus an traoù-se,
– alors que lui n’en a commis aucune – un fils qui, de plus, va aux festins sur les montagnes et rend impure la femme de son prochain, Ez 18, 11 : n’en deus eñ sevenet hini ebet anezho, a zebr war ar menezioù hag a saotr gwreg e nesañ,
qui exploite le pauvre et le malheureux, qui commet des fraudes, ne restitue pas un gage, lève les yeux vers les idoles immondes et se livre à l’abomination, Ez 18, 12 : a wallgas ar paour hag an ezhommeg, a ra laeroñsi, na rent ket an arrez gouestlet, a sav e zaoulagad war-zu an idoloù hudur, a gas da benn an euzhuster,
qui prête à intérêt et pratique l’usure, ce fils-là vivra-t-il ? Il ne vivra pas ; il s’est livré à toutes ces abominations : il sera mis à mort, et son sang, qu’il soit sur lui ! Ez 18, 13 : a brest war gampi, hag a c’houlenn uzulierezh, hennezh hag eñ e vevo ? Ne vevo ket. Sevenet en deus an holl euzhusterioù-se ; mervel a raio sur, e wad a vo warnañ.
Mais voici : un homme a un fils qui voit tous les péchés qu’a commis son père, il les voit sans les imiter, Ez 18, 14 : Hemañ avat, setu m’en deus ur mab a wel an holl bec’hedoù bet kaset da benn gant e dad ; o gwelout a ra, met ne ra ket kement all.
il ne va pas aux festins sur les montagnes, ne lève pas les yeux vers les idoles immondes de la maison d’Israël, ne rend pas impure la femme de son prochain, Ez 18, 15 : N’a ket war ar menezioù da zebriñ, ne sav ket e zaoulagad war-zu idoloù hudur tiegezh Israel, ne saotr ket gwreg e nesañ ;
il n’exploite personne, ne prend pas de gages, ne commet pas de fraude, donne son pain à celui qui a faim et couvre d’un vêtement celui qui est nu, Ez 18, 16 : ne wallgas den ebet, ne vir ket an arrez, ne ra ket a laeroñsi, a ro bara d’en den naonek, a c’holo gant dilhad an neb a zo en noazh,
il détourne sa main du mal, ne prélève pas d’intérêt et ne pratique pas l’usure, il accomplit mes ordonnances et marche selon mes décrets. Ce fils ne mourra pas à cause des fautes de son père, c’est certain, il vivra. Ez 18, 17 : a zistro e zorn diouzh ar gwall, na gemer na kampi nag uzulierezh, a gas va reizhadurioù da benn, a gerzh hervez va gourc’hemennoù, hennezh ne varvo ket en abeg da bec’hed e dad ; bevañ a raio sur.
Mais son père, s’il a pratiqué la violence, commis des fraudes et n’a pas bien agi au milieu de son peuple : il mourra en raison de sa faute. Ez 18, 18 : E dad en deus skrapet dre heg, graet laeroñsi, ha kement n’eo ket mat e-kreiz e bobl, ac’hanta, hennezh a varvo en abeg d’e bec’hed.
Or vous dites : “Pourquoi le fils ne porte-t-il pas la faute de son père ?” Le fils a pratiqué le droit et la justice, il a observé tous mes décrets et les a pratiqués : c’est certain, il vivra. Ez 18, 19 : Ha lavarout a rit : Perak ar mab ne zoug netra eus pec’hed e dad ? Hogen ar mab en deus-eñ sevenet ar gwir hag ar justis, miret en deus va holl lezennoù ha kaset anezho da benn : sur-mat e vevo.
Celui qui a péché, c’est lui qui mourra ! Le fils ne portera pas la faute de son père, ni le père, la faute de son fils : la justice sera la part du juste, la méchanceté, celle du méchant. Ez 18, 20 : An hini a bec’h eo an hini a varvo ; ar mab ne zougo netra eus pec’hed e dad, hag an tad ne zougo netra eus pec’hed e vab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, ha fallagriezh an den fallakr a vo warnañ ivez.
Mais le méchant, s’il se détourne de tous les péchés qu’il a commis, s’il observe tous mes décrets, s’il pratique le droit et la justice, c’est certain, il vivra, il ne mourra pas. Ez 18, 21 : Ar fallakr avat, ma tistro eus an holl bec’hedoù en deus graet, ma vir va holl reizhadurioù en ur ober ar gwir hag ar justis, a vevo sur-mat, ne varvo ket.
On ne se souviendra d’aucun des crimes qu’il a commis, il vivra à cause de la justice qu’il a pratiquée. Ez 18, 22 : Eno hini ebet eus an torfedoù en devo graet ne vo dalc’het kont enep dezhañ ; en abeg d’ar reizhder en devo sevenet, e vevo.
Prendrais-je donc plaisir à la mort du méchant – oracle du Seigneur Dieu –, et non pas plutôt à ce qu’il se détourne de sa conduite et qu’il vive ? Ez 18, 23 : Hag eñ e c’hellfen c’hoantaat marv an den fall - diougan Doue an Aotrou ? Hag eñ n’eo ket kentoc’h ma tistroio eus e hentoù, ha ma vevo ?
Mais le juste, s’il se détourne de sa justice et fait le mal en imitant toutes les abominations du méchant, il le ferait et il vivrait ? Toute la justice qu’il avait pratiquée, on ne s’en souviendra plus : à cause de son infidélité et de son péché, il mourra ! Ez 18, 24 : An den just avat, pa ’n em zistro diouzh e reizhder evit ober an direizh, hervez an holl euzhusterioù a vez kaset da benn gant an den fall, hag eñ e vevfe ? Eus hini ebet eus an oberennoù a reizhder bet sevenet gantañ ne vo ken dalc’het kont ; en abeg d’an difealded en deus graet ha d’ar pec’hed ma vo kablus anezhañ, en abeg da se e varvo.
Et pourtant vous dites : “La conduite du Seigneur n’est pas la bonne”. Écoutez donc, fils d’Israël : est-ce ma conduite qui n’est pas la bonne ? N’est-ce pas plutôt la vôtre ? Ez 18, 25 : Ha lavarout a rit : "N’eo ket reizh doare-ober an Aotrou !" Selaouit eta, tiegezh Israel ! Hag eñ va doare ober an hini n’eo ket reizh ? Hag eñ n’eo ket kentoc’h ho toareoù ar re n’int ket reizh ?
Si le juste se détourne de sa justice, commet le mal, et meurt dans cet état, c’est à cause de son mal qu’il mourra. Ez 18, 26 : Pa ’n em zistro an den just eus e reizhder evit ober an direizhder, ha ma varv neuze.
Si le méchant se détourne de sa méchanceté pour pratiquer le droit et la justice, il sauvera sa vie. Ez 18, 27 : Ha pa ’n em zistro un den fall eus ar fallagriezh a rae, evit en em reiñ d’ar gwir ha d’ar justis, e sura e vuhez.
Il a ouvert les yeux et s’est détourné de ses crimes. C’est certain, il vivra, il ne mourra pas. Ez 18, 28 : En em zistroet eo eus an holl dorfedoù en devoa sevenet ; bevañ a raio sur, ne varvo ket.
Et pourtant la maison d’Israël répète : “La conduite du Seigneur est étrange”. Est-ce ma conduite qui est étrange, maison d’Israël ? N’est-ce pas votre conduite qui est étrange ? Ez 18, 29 : Hag e lavar tiegezh Israel : "N’eo ket reizh doare ober Doue !" Daoust hag eo va hentoù ar re n’int ket reizh, tiegezh Israel ? Hag eñ n’eo ket hoc’h hentoù-c’hwi, ar re a zo direizh ?
C’est pourquoi – oracle du Seigneur Dieu – je vous jugerai chacun selon sa conduite, maison d’Israël. Retournez-vous ! Détournez-vous de vos crimes, et vous ne trébucherez plus dans la faute. Ez 18, 30 : Setu perak e varnin ac’hanoc’h, pep unan hervez e hent-ober, tiegezh Israel, diougan Doue an Aotrou ! Distroit, en em zistroit diouzh hoc’h holl dorfedoù, evit na vo netra ouzh ho lakaat da gouezhañ er fazi.
Rejetez tous les crimes que vous avez commis, faites-vous un cœur nouveau et un esprit nouveau. Pourquoi vouloir mourir, maison d’Israël ? Je ne prends plaisir à la mort de personne, – oracle du Seigneur Dieu – : convertissez-vous, et vous vivrez. Ez 18, 31 : Distaolit pell diouzhoc’h an holl dorfedoù hoc’h eus pec’het ganto, ha grit deoc’h ur galon nevez, ur spered nevez. Perak eta mont da vervel, tiegezh Israel ? Rak ne c’hoantaen ket marv an hini a varv, diougan Doue an Aotrou. Ya, distroit ouzhin evit bevañ !
