Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Ezekiel » Pennad 46

Levr Ezekiel - Pennad 46

Levr : Levr Ezekiel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Pennad 46



Ainsi parle le Seigneur Dieu : La porte de la cour intérieure, qui fait face à l’orient, sera fermée durant les six jours de travail ; mais, le jour du sabbat, elle sera ouverte ; elle sera également ouverte au jour de la nouvelle lune. Ez 46, 1 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Dor al levr diabarzh troet war-zu ar sav-heol a vo serret e-pad ar seizh devezh labour ; hogen da zeiz ar Sabad e vo digoret evel d’ar c’hentañ eus ar miz ;

Le prince viendra de l’extérieur, il entrera par le vestibule de la porte et il se tiendra près d’un montant de la porte ; puis les prêtres offriront l’holocauste du prince et ses sacrifices de paix. Le prince se prosternera sur le seuil de la porte puis sortira ; mais la porte ne sera pas refermée avant le soir. Ez 46, 2 : hag ar priñs a antreo eus an diavaez dre bondalez an nor-se, hag en em zerc’hel a raio e-kichen postoù an nor ; ar veleien a ginnigo e holokost hag e aberzh-peoc’haat ; stouiñ a raio war dreuzoù an nor hag ez aio er-maez ; ne vo ket serret an nor a-raok ar serr-noz.

Les gens du pays se prosterneront devant le Seigneur à l’entrée de cette porte, lors des sabbats et des nouvelles lunes. Ez 46, 3 : Pobl ar vro a yelo da stouiñ ouzh antre an nor-se gant ar sabadoù hag al loarioù nevez, dirak an Aotrou.

Le jour du sabbat, le prince présentera au Seigneur un holocauste de six agneaux sans défaut et d’un bélier sans défaut. Ez 46, 4 : An holokost kinniget gant ar priñs d’an Aotrou deiz ar Sabad, a vo seizh oan disi hag ar maout disi.

Il fera une offrande d’un épha de farine, pour le bélier ; pour les agneaux, l’offrande sera laissée à sa discrétion ; il ajoutera un hine d’huile par épha. Ez 46, 5 : Evel profadenn e vo un efaad evit ar maout ; evit an oaned avat e raio ur brofadenn hervez ar pezh a c’hello reiñ ; en eoul, un hinad dre efaad.

Le jour de la nouvelle lune, l’holocauste sera d’un jeune taureau sans défaut, de six agneaux et d’un bélier sans défaut. Ez 46, 6 : Da zeiz al loar nevez e vo kinniget ur c’hojen disi, c’hwec’h oan hag ur maout disi.

Le prince fera aussi l’offrande d’un épha de farine pour le taureau et d’un épha pour le bélier ; pour les agneaux, ce sera selon ses moyens ; il ajoutera un hine d’huile par épha. Ez 46, 7 : Evit ar c’hojen e kinnigo da brofadenn un efaad, evit ar maout un efaad, evit an oaned, ar pezh a c’hello ; en eoul un hinad dre efaad.

Quand le prince entrera, il entrera par le vestibule de la porte, et il sortira par ce chemin. Ez 46, 8 : Pa-z antreo ar priñs e vo dre bondalez an nor diavaez hag ez aio er-maez dre an hevelep hent.

Quand les gens du pays viendront devant le Seigneur, lors des solennités, ceux qui entreront par la porte nord, pour se prosterner, sortiront par la porte du midi, et ceux qui entreront par la porte du midi sortiront par la porte du nord. On ne reprendra pas la porte par laquelle on est entré ; on sortira à l’opposé. Ez 46, 9 : Gant ar gouelioù-meur, pa zeuio tud ar vro dirak an Aotrou, an neb a zeuio dre hent dor an hanternoz evit azeuliñ e yelo er-maez dre hent dor ar c’hreisteiz a yelo er-maez dre hent dor an hanternoz ; mont a raio er-maez dre an tu-enep.

Et le prince, au milieu d’eux, entrera quand ils entreront, et sortira quand ils sortiront. Ez 46, 10 : Ar priñs a vo en o c’hreiz ; antren a raio pa-z aint e-barzh, ha mont er-maez pa-z aint er-maez.

Lors des pèlerinages et des solennités, l’offrande sera d’un épha de farine pour le taureau et d’un épha pour le bélier ; pour les agneaux, ce sera laissé à sa discrétion ; il ajoutera un hine d’huile par épha. Ez 46, 11 : Evit ar gouelioù hag ar gouelioù-meur e vo ar brofadenn un efaad evit ar c’hojen, un efaad evit ar maout ; evit an oaned ar pezh a c’hello reiñ ; hag en eoul un hinad dre efaad.

Lorsque le prince fera pour le Seigneur un holocauste volontaire, ou un sacrifice de paix volontaire, on lui ouvrira la porte qui fait face à l’orient, et il fera son holocauste et ses sacrifices de paix, comme il fait le jour du sabbat ; puis il sortira et on fermera la porte dès sa sortie. Ez 46, 12 : Pa raio ar priñs ur brofadenn a-youl vat, holokost pe aberzh-peoc’haat e prof a-youl vat d’an Aotrou, e vo digoret dezhañ an nor a-dal d’ar sav-heol ; kinnig a raio e holokost hag e aberzh-peoc’haat evel ma prof anezho da zeiz ar Sabad, hag ez aio er-maez ; ha serret e vo an nor goude dezhañ mont er-maez.

Avec un agneau de l’année, sans défaut, tu offriras, chaque jour, un holocauste au Seigneur ; tu le feras chaque matin. Ez 46, 13 : Kinnig a ri bemdez e holokost d’an Aotrou un oan-bloaz disi ; bep beure e ri ar brofadenn-se.

En outre, tu feras, chaque matin, une offrande d’un sixième d’épha de farine et, en huile, d’un tiers de hine, pour humecter la farine. Telle est l’offrande pour le Seigneur. C’est un décret perpétuel, à jamais. Ez 46, 14 : Kinnig a ri ouzhpenn-se, bep beure, e profadenn d’an Aotrou, prof ur c’hwec’hvedenn a efaad hag un drederenn a hinad-eoul evit glebiañ ar bleud, reoliadur peurbad.

On présente l’agneau, avec l’offrande et l’huile, chaque matin, pour l’holocauste perpétuel. Ez 46, 15 : Kinniget e vo an oan, ar brofadenn hag an eoul bep beure e holokost peurbad.

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Lorsque le prince fait à l’un de ses fils un don pris sur son héritage, ce don appartient à ses fils ; c’est leur propriété héréditaire. Ez 46, 16 : Evel-hen e lavar Doue an Aotrou : "Mar gra ar priñs un donezon da unan eus e vibien, diwar e hêrezh, d’e vibien e vo, o ferc’henniezh e vo dre hêrezh.

Lorsque le prince fait à l’un de ses serviteurs un don pris sur son héritage, ce don appartient au serviteur jusqu’à l’année de l’affranchissement ; après quoi il revient au prince. Seule la part de l’héritage donnée aux fils du prince reste en leur possession. Ez 46, 17 : Hogen mar gra ar priñs da unan eus e servijerien un donezon kemeret diwar e hêrezh, e vo perc’hennet gant hemañ betek bloavezh an dieubidigezh, ha goude-se e tistroio d’ar priñs ; ne vo nemet evit perc’hennadurioù hêrezhel roet evel donezon d’e vibien ma chomo dezho ar berc’henniezh anezho.

Le prince ne prendra rien sur l’héritage du peuple en leur extorquant leur propriété ; c’est sur sa propriété qu’il constituera l’héritage de ses fils, afin que personne de mon peuple ne soit dispersé, chacun loin de sa propriété. Ez 46, 18 : Ne c’hello ar priñs kemer netra eus domani ar bobl en ur dennañ diouti he ferc’henniezh ; hogen dre gemer war e zomani e-unan eo e roio ar priñs da hêrezh d’e vibien ; evel-se ne vo diberc’hennet hini ebet eus tud va fobl.

Par l’entrée qui est à côté de la porte, l’homme me conduisit vers les salles saintes, tournées vers le nord et destinées aux prêtres. Il y avait au fond un espace, vers l’ouest. Ez 46, 19 : Va bleniañ a reas goude-se dre an antre a zo war gostez an nor d’ar salioù eus ar Santual miret d’ar veleien, ar re a-dal d’an hanternoz ; hag eno, er foñs, war-zu ar c’huzh-heol, e oa ul lec’hiadenn.

Il me dit : « C’est le lieu où les prêtres feront bouillir les victimes du sacrifice de réparation et du sacrifice pour le péché, et feront cuire l’offrande de céréales, sans qu’on en fasse rien sortir vers la cour extérieure, ce qui communiquerait la sainteté au peuple. » Ez 46, 20 : Lavarout a reas din : Sed amañ al lec’h ma poazho ennañ ar veleien aberzhad an dic’haou hag an dibec’hadenn, ha ma poazhint ar profoù, evit na vo lakaet netra da vont er-maez dre al leur diavaez ha na vo ket santelaet ar bobl".

Il me fit sortir vers la cour extérieure et me fit passer près des quatre angles de la cour : il y avait une cour à chaque angle. Ez 46, 21 : Ha goude-se e lakaas ac’hanon da vont er-maez dre al leur diavaez, hag e reas din tremen e-kichen pevar c’hogn al leur, ha setu ma oa ur porzh e pep kogn eus al leur.

Situées dans les quatre angles de la cour, elles étaient exiguës, longues de quarante coudées et larges de trente ; les quatre cours étaient de mêmes dimensions. Ez 46, 22 : Er pevar c’hogn eus al leur e oa eta leurioù bihan, dezho daou-ugent ilinad a hed war tregont a led ; o feder o devoa an hevelep muzulioù.

Une rangée de pierres les entourait toutes quatre, à la base de laquelle des fourneaux avaient été aménagés, tout autour. Ez 46, 23 : Ur vur a oa en-dro dezho o feder hag oaledoù a oa bet aozet ouzh diaz ar vur tro-dro.

L’homme me dit : « Ce sont les cuisines ; c’est là que les serviteurs de la Maison feront bouillir les sacrifices du peuple. » Ez 46, 24 : Hag e lavaras din : Eno 'mañ fornioù ar gegin evit servijerien an Ti da boazhat sakrifisoù ar bobl.