Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Ezekiel » Pennad 31

Levr Ezekiel - Pennad 31

Levr : Levr Ezekiel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Pennad 31



La onzième année de la première déportation, le troisième mois, le premier du mois, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 31, 1 : Ha neuze, en unnekvet bloavezh, an trede miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, e teuas din lavar an Aotrou dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, dis à Pharaon, roi d’Égypte, et à sa multitude : À qui te comparer dans ta grandeur ? Ez 31, 2 : Mab-den, lavar da Faraon, roue an Egipt, ha d’e holl engroez : Ouzh petra ez out heñvel ez praster ?

Voici : un cèdre du Liban avait une belle ramure, des branchages produisant de l’ombre, et une taille si élevée que son sommet était au milieu des nuages. Ez 31, 3 : Setu, ouzh ur sedrezenn ur sedrezenn war al Liban, kaer he brankoù, tev he skeud uhel he ment ; he beg o vont e-kreiz ar c’hoabr.

Les eaux l’ont fait grandir ; l’Abîme qui lui a donné de croître faisait couler ses fleuves autour du lieu où il était planté, et dirigeait ses canaux vers tous les arbres de la campagne. Ez 31, 4 : An doureier o devoa he lakaet da greskiñ hag an islonk da sevel uhel, en ur lezel e sterioù da redek en-dro d’al lec’h ma oa plantet en ur gas e wazhioù-dour etrezek holl wez ar maezioù. Me, an Aotrou hen lavar !

Ainsi sa taille était-elle plus élevée que celle de tous les arbres de la campagne, ses surgeons s’étaient multipliés, ses branches, allongées, grâce aux eaux abondantes qui coulaient vers lui. Ez 31, 5 : Gant-se e oa uheloc’h he ment eget hini an holl wez all eus ar maezioù : stankaat o devoa graet he skourroù, ledanaat a rae he barroù, gant an dourioù puilh roet dezhi.

Dans ses rameaux nichaient tous les oiseaux du ciel, sous ses branches toutes les bêtes sauvages mettaient bas, et à son ombre habitaient de nombreuses nations. Ez 31, 6 : En he barradur e neizhie holl evned an neñv ; dindan he brankoù e vode holl loened ar maezioù ; dindan he skeud e veze o chom broadoù niverus.

Il était beau par sa grandeur, par l’ampleur de son branchage ; ses racines s’étendaient jusqu’aux eaux abondantes. Ez 31, 7 : Kaer e oa dre he braster, dre ledander he barradur o vezañ ma-z ae he gwrizioù etrezek dourioù puilh.

Les cèdres ne l’égalaient pas dans le jardin de Dieu, les cyprès n’étaient pas comparables à ses branches, ni les platanes à ses rameaux ; aucun arbre dans le jardin de Dieu ne lui était comparable en beauté. Ez 31, 8 : Ar sedrez all ne oant ket he c’hement all e liorzh Doue. Ar siprez ne oant ket kenkoulz o skourroù ar platanenned ne oant ket par o bleñchoù. Gwezenn ebet e liorzh Doue ne oa kevatal he c’haerder.

Je l’avais rendu beau par l’abondance de ses branches ; tous les arbres d’Éden, dans le jardin de Dieu, le jalousaient. Ez 31, 9 : He graet em boa ken kenedus dre niver bras he barroù m’o devoa gwarizi outi holl wez an Eden e liorzh Doue.

C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce qu’il a haussé sa taille, parce que son sommet atteint les nuages, que son cœur s’est élevé avec orgueil, Ez 31, 10 : Ac’hanta, evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir en deus kemeret lorc’h gant e vent, ha douget e vez betek e-kreiz an oabl, hag uhelsavet e galon en abeg d’e vraster,

je le livre aux mains du tyran des nations qui le traitera selon sa méchanceté. Je l’ai chassé. Ez 31, 11 : em eus roet anezhañ etre daouarn ur rener broadoù, a raio outañ hervez e fallagriezh ; e zistaolet em eus.

Des étrangers, parmi les plus redoutables des nations, l’ont abattu, puis abandonné. Son branchage est tombé sur les montagnes et dans toutes les vallées, ses branches ont été brisées dans tous les ravins du pays, tous les gens du pays ont quitté son ombre, et l’ont abandonné. Ez 31, 12 : Estrañjourien eus ar re spouronusañ e-touez ar Broadoù, o deus diskaret anezhañ hag astennet war ar menezioù. En holl draoniennoù eo kouezhet e vrankoù ; e varroù a zo bet brevet e holl stankennoù ar vro ; holl pobloù an douar a zo en em dennet a-zindan e skeud ha dilezet anezhañ.

Tous les oiseaux du ciel se posent sur ses débris, toutes les bêtes sauvages gîtent dans ses branches. Ez 31, 13 : War e dammoù emañ o chom holl evned an neñv ; e-mesk e vrankoù e ched holl loened ar maezioù.

Cela est arrivé pour qu’aucun arbre bien arrosé ne hausse sa taille, que son sommet n’atteigne les nuages, et que, bien abreuvé, il ne se tienne avec orgueil au-dessus des autres. Car tous, ils sont livrés à la mort, au pays des profondeurs, au milieu des fils d’hommes, auprès de ceux qui descendent à la fosse. Ez 31, 14 : Evel-se, arabat m’en em savfe en e lorc’h ur wezenn bennak plantet e-kichen an dourioù, na zougfe e benn e-touez ar c’hoabr na vefe hini ebet en em garget a zour en em uhelaat betek enno. Rak an holl a zo bet roet d’ar marv, evit mont d’ar vro dindan e-mesk mibien Adam, etrezek ar re a ziskenn er bez.

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Le jour où le cèdre est descendu au séjour des morts, j’ai fait prendre le deuil ; sur lui j’ai refermé l’Abîme, j’ai arrêté ses fleuves, et les grandes eaux ont été retenues ; à cause de lui j’ai assombri le Liban ; j’ai fait dépérir tous les arbres de la campagne à cause de lui. Ez 31, 15 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : En deiz m’eo diskennet d’ar Sheol em eus serret an islonk warnañ, stanket em eus e stêrioù, ha dalc’het an dourioù bras. Teñvalaet em eus al Liban en abeg dezhañ, hag holl wez ar maezioù en abeg dezhañ o deus dizeriet.

J’ai fait trembler les nations au bruit de sa chute, lorsque je le fis descendre au séjour des morts avec ceux qui descendent à la fosse. Alors dans le pays des profondeurs, tous les arbres d’Éden ont eu leur revanche, les arbres de choix, les meilleurs du Liban, tous ceux qui étaient abreuvés d’eau. Ez 31, 16 : Gant trouz e gouezhidigezh em eus roet stroñs d’ar Broadoù, pa ’m eus e lakaet da ziskenn d’ar Sheol gant ar re a ziskenn d’ar poull-bez. Neuze eo bet frealzet er vro dindan, holl wez an Eden, gwez kaerañ al Liban, ar re bet douret stank.

Ceux-là aussi sont descendus avec lui au séjour des morts, auprès de ceux qui ont été transpercés par l’épée. Ils étaient son bras et habitaient à son ombre au milieu des nations. Ez 31, 17 : Ha war-un-dro gantañ eo diskennet d’ar Sheol, etrezek lazhidi ar c’hleze, ar re a veze o chom dindan e skeud e-touez ar Broadoù.

À qui donc comparer ta gloire et ta grandeur parmi les arbres d’Éden ? On t’a fait descendre avec les arbres d’Éden au pays des profondeurs ; tu reposeras au milieu des incirconcis, avec ceux qui ont été transpercés par l’épée. Tel sera Pharaon et toute sa multitude – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 31, 18 : Piv 'oa da gement all e gloar hag e braster, e-touez gwez an Eden, ha koulskoude out bet skoet d’an traoñ a-unan gant gwez an Eden, kaset d’ar vro dindan ! E-kreiz an dud diamdroc’h, setu-te gourvezet ! Gant lazhidi ar c’hleze, setu ar Faraon hag e holl sujidi - Diougan Doue an Aotrou -.