Livre de Job - Chapitre 11
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 11
Sofar de Naama prit la parole et dit : Jb 11, 1 : Sofar eus Naama en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« Un tel flot de paroles restera-t-il sans réponse ? Suffit-il d’être verbeux pour avoir raison ? Jb 11, 2 : Ar mestr-komzer, hag-eñ ne vo ket respontet dezhañ, hag ar fistilher bras, hag-eñ e vo lezet ar gwir gantañ ?
Tes bavardages feront-ils taire les gens, te moqueras-tu sans que nul te confonde ? Jb 11, 3 : Da glakennajoù, hag-eñ e lakaint an dud da devel, hag ober a ri goap hep ma vefe den evit ober mezh dit-te ?
Tu as dit : “Mon savoir est irréprochable, je suis pur à tes yeux !” Jb 11, 4 : Lavaret ac’h eus : Pur eo va c’helennadurezh, naet on dirak da zaoulagad !
Mais si seulement Dieu voulait parler, si pour toi il desserrait les lèvres, Jb 11, 5 : Hogen mar plijfe da Zoue komz ouzhit, ha digeriñ e ziweuz evit da genteliañ,
s’il te dévoilait les secrets de la sagesse tellement subtils à entendre, alors tu saurais que Dieu oublie une part de tes fautes. Jb 11, 6 : ma tiskuilhfe dit sekredoù e furnez, int hag a zo ken soutil evit ar meiz, ez oufes neuze e c’houlenn Doue kont diganit evit da fazi.
Prétends-tu sonder la profondeur de Dieu, atteindre la perfection du Puissant ? Jb 11, 7 : Hag-eñ e kredez sonteal donderioù Doue, ha tizhout betek termen an Hollc’halloudeg ?
Elle est haute comme les cieux : que feras-tu ? plus abyssale que le séjour des morts : qu’en sauras-tu ? Jb 11, 8 : Uheloc’h eget an neñv ez eo, ha petra 'ri ? donoc’h eget an Ifern, ha petra 'anavezi ?
Plus longue que la terre est son étendue, et plus vaste que la mer ! Jb 11, 9 : Hiroc’h eget an douar, sed e vuzul, ha ledanoc’h eget ar mor.
S’il vient à passer, s’il emprisonne, s’il convoque en justice, qui l’en détournera ? Jb 11, 10 : Mar plij dezhañ tremen en ur chom kuzh, pe en em ziskuliañ, piv 'viro outañ ?
Car lui connaît les hommes de rien, sans peine il discerne le mal. Jb 11, 11 : Eñ eo a anavez an dud a c’hevierezh, Eñ a wel ar fallagriezh hep strivañ da deurel evezh.
Un écervelé peut accéder à la raison, un ânon sauvage devenir un homme ! Jb 11, 12 : Gant se an den diboell a zeu da furaat, evel an azenig gouez a zeu da gaout e vent.
Et toi, si tu affermis ton cœur et tends les paumes vers Dieu, Jb 11, 13 : Evidout, mard eo leal da galon, ma astennez da zaouarn war-zu ennañ,
si tu écartes le mal dont tu es responsable et n’héberges pas l’injustice sous ta tente, Jb 11, 14 : ma pellaez diouzhit an droug a zo ez taouarn, ma ne lezez ket an direizhder da chom ez teltennoù,
alors tu lèveras un visage sans reproche, tu seras ferme et sans crainte. Jb 11, 15 : neuze eo un dremm dinamm an hini a savi ; divrall e vi, ha n’az po ket aon.
Ta peine, tu l’oublieras, tu t’en souviendras comme d’une eau déjà écoulée. Jb 11, 16 : ankounac’haat a ri neuze da boanioù kent, evel soñj doureier tremenet ;
Plus radieuse que midi ta vie se lèvera, le crépuscule brillera comme le matin. Jb 11, 17 : splannoc’h eget lugern kreisteiz e vo da vuhez, hag an deñvalijenn a vo evidout kement ha beure.
Tu seras confiant car il y aura de l’espoir, et, protégé, tu dormiras tranquille. Jb 11, 18 : Leun a esper e vi, en disaouzan ; diwallet mat e kouski, didrubuilh ;
Ton repos, nul ne le troublera, et beaucoup rechercheront tes faveurs. Jb 11, 19 : diskuizhañ a ri, hep bezañ trabaset gant den, ha kalz a dud a flouro dit da zremm.
Quant aux méchants, leurs yeux se consument, tout refuge leur fait défaut. Leur espoir, c’est de rendre l’âme. » Jb 11, 20 : Met daoulagad ar re fall a vez mouget o sked, ha pep repu a ra diouer dezho : o goanag eo rentañ o ene !
