Livre de Job - Chapitre 29
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 29
Job reprit le fil de son propos et dit : Jb 29, 1 : Job a gendalc’has da zibunañ e varzhoneg hag a lavaras :
« Ah, qui me rendra tel que j’étais au temps jadis, aux jours où Dieu me tenait en sa garde, Jb 29, 2 : Piv a roio din bezañ en-dro evel er mizioù a-wechall, evel en deizioù ma veze Doue ouzh va diwall,
lorsqu’il faisait briller sa lampe sur ma tête et que dans la ténèbre je marchais à sa lumière, Jb 29, 3 : pa lakae e lamp da lugerniñ 'us d’am fenn ha pa dreuzen an deñvalijenn gant sikour e sklaerder ?
tel que j’étais à l’automne de mes jours, quand Dieu était le familier de ma demeure, Jb 29, 4 : Evel ma oan e deizioù va diskar-amzer, pa veze Doue o c’houdoriñ va zeltenn,
quand le Puissant était encore avec moi, et que mes garçons m’entouraient, Jb 29, 5 : pa veze c’hoazh an Hollc’halloudeg ganin, ha pa veze va faotred en-dro din ;
quand je lavais mes pieds dans le lait et que le rocher près de moi ruisselait d’huile à flots ! Jb 29, 6 : pa souben va zreid e-barzh al laezh, ha pa skuilhe ar roc’h din riolennoù-eoul.
Lorsque je sortais aux portes de la cité et que sur la place j’installais mon siège, Jb 29, 7 : Neuze pa-z aen er-maez ouzh dor-vras kêr ha pa lakaen va c’hador war ar blasenn,
à ma vue les jeunes gens s’esquivaient, les vieillards se levaient et restaient debout. Jb 29, 8 : ar re yaouank ouzh va gwelout a yae d’en em guzhat hag ar re gozh a save hag a chome en o sav.
Les notables retenaient leurs paroles et mettaient la main sur leur bouche. Jb 29, 9 : An uhelidi a zalc’he war o c’homzoù hag a lakae o dorn war o genoù ;
La voix des chefs s’atténuait, la langue leur collait au palais. Jb 29, 10 : mouezh ar briñsed a vane mouget hag o zeod a chome peg ouzh o staon.
L’oreille qui m’entendait me proclamait heureux, et l’œil qui me voyait me rendait témoignage. Jb 29, 11 : Ar skouarn am c’hleve am disklerie evurus, hag al lagad am gwele a roe testeni din :
Car je délivrais le pauvre qui appelait, l’orphelin et l’homme sans recours. Jb 29, 12 : rak dieubiñ a raen ar paour o c’harmiñ hag an emzivaded hep skoazell.
La bénédiction du mourant venait sur moi et je faisais crier de joie le cœur de la veuve. Jb 29, 13 : Bennozh ar reuzeudig a zeue warnon hag e roen levenez da galon an intañvez.
Je revêtais la justice, c’était mon vêtement ; mon droit me servait de manteau et de turban. Jb 29, 14 : Ar reizhder am boa gwisket warnon ha va gwiskañ a rae, evel ur vantell hag un talgen e veze warnon va justis.
J’étais les yeux de l’aveugle et les pieds du boiteux. Jb 29, 15 : Daoulagad e oan evit an den dall ha treid evit ar re gamm ;
Pour les indigents, j’étais un père ; la cause d’un inconnu, je l’étudiais à fond. Jb 29, 16 : un tad e oan evit ar beorien, hag e studien gant evezh kaoz an den dianav.
Je brisais les crocs de l’injuste, de ses dents j’arrachais la proie. Jb 29, 17 : Terriñ a raen dent-krog an den direizh hag eus e garvanoù e tiskrapen e breizh ;
Et je disais : “Je mourrai dans mon nid, comme le phénix je multiplierai mes jours. Jb 29, 18 : hag e lavaren : "Mervel a rin em c’hozhni, deizioù em bo ken niverus hag an traezh.
Vers les eaux mes racines s’étirent, la rosée se dépose la nuit sur mes rameaux. Jb 29, 19 : Va gwrizioù en em astenno war-zu an dour, hag ar glizh gant an noz a ziskenno war va skourradur.
Ma gloire sera en moi toujours neuve, mon arc dans ma main se retendra sans cesse.” Jb 29, 20 : Va c’hlod a vo bepred nevesaet ennon, ha va gwareg a zeuio da yaouankaat em dorn".
Les gens m’écoutaient, ils attendaient, ils accueillaient en silence mes avis. Jb 29, 21 : Va selaou a raent hag e vanent digomz, en ur c’hortoz diganin va ali ;
Quand j’avais parlé, nul ne répliquait ; sur eux, goutte à goutte, tombait ma parole. Jb 29, 22 : Ha goude ma 'm boa komzet ne enebent ket, takenn ha takenn warno e kouezhe va lavaroù ;
Ils m’attendaient comme la pluie, ils ouvraient leur bouche à l’ondée de printemps. Jb 29, 23 : va gortoz a raent evel ma c’hortozer ar glav, digeriñ a raent o genoù d’ar c’hlebiadenn-se a nevezamzer.
Si je leur souriais, ils n’osaient y croire, et la lumière de mon visage, ils n’en laissaient rien perdre. Jb 29, 24 : Pa vousc’hoarzhen outo ne felle ket dezho her c’hrediñ, ne lezent ket sklaerder va dremm da gouezhañ.
Je choisissais leur route et siégeais à leur tête, je m’installais tel un roi dans la troupe quand il console les affligés. Jb 29, 25 : Dibab a raen an hent dezho hag ez azezen en o fenn, kadoriet evel ur roue e-touez e soudarded, ha d’al lec’h ma kasen anezho en em lezent da vont.
