Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Job » Chapitre 12

Livre de Job - Chapitre 12

Levr : Levr Job
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Chapitre 12



Job prit la parole et dit : Jb 12, 1 : Job en em lakaas da gomz hag a lavaras :

« Vraiment, c’est vous qui êtes la voix du peuple, et avec vous mourra la sagesse ! Jb 12, 2 : Evit gwir, eo c’hwi eo ar bobl, ha ganeoc’h e varvo ar furnez !

Moi aussi, comme vous, je sais réfléchir, je ne vous suis nullement inférieur. Et qui ne disposerait d’arguments semblables ? Jb 12, 3 : Hogen me ivez am eus skiant kenkoulz ha c’hwi, n’on ket izeloc’h egedoc’h, ha piv ’ta ne oar ket kement-se ?

Je suis la risée du prochain, moi qui appelle vers Dieu pour qu’il réponde. Objet de risée, le juste parfait ! Jb 12, 4 : Danvez a c’hoap evit e nesañ, eo an den a bed Doue evit ma responto dezhañ ; danvez a c’hoap, an den reizh ha didamall !

Au malchanceux, le mépris ! pense l’homme heureux. Un coup de plus à ceux dont le pied chancelle ! Jb 12, 5 : D’ar reuzeudig an dispriz, a soñj an den evurus, an enkloch d’ar paotr jilgamm e droad.

Elles sont en paix, les tentes des pillards ; ils sont tranquilles, ceux qui provoquent Dieu et celui qui veut mettre Dieu en son pouvoir. Jb 12, 6 : Didrabas eo tinelloù ar skraperien, dinec’h-bras eo ar re a hegas Doue, ar re a ra eus nerzh o dorn o doue.

Mais interroge donc le bétail, il t’instruira, l’oiseau du ciel, il te renseignera ; Jb 12, 7 : Hogen, goul digant al loened : deskiñ a ri diganto ; evned an neñv, int az kentelio ;

parle avec la terre, elle t’apprendra ; ils te raconteront, les poissons de la mer. Jb 12, 8 : Pe c’hoazh ar ramperien war an douar, int az kelenno, pesked ar mor, int a gonto dit.

Qui ne sait, parmi tous ces êtres, que la main du Seigneur a fait cela, Jb 12, 9 : Pehini n’oufe ket, e-touez an holl re-mañ, eo dorn Doue en deus graet kement a zo ?

lui qui tient dans sa main l’âme de tout vivant et le souffle de toute créature humaine ? Jb 12, 10 : Eñ hag emañ en e voz buhez pep buhezeg, hag alan pep korf den !

N’est-ce pas l’oreille qui apprécie les mots, le palais qui goûte les mets ? Jb 12, 11 : Hag-eñ n’eo ket stummet ar skouarn da verzout ar c’homzoù, evel ar staon da dañva ar boued ?

N’est-ce pas chez les vieillards que se trouve la sagesse, dans le grand âge le discernement ? Jb 12, 12 : E-giz-se gant ar blev gwenn e vez perc’hennet ar furnez, Ha gant an oad kozh, ar boellegezh.

En Dieu sagesse et puissance, à lui conseil et intelligence. Jb 12, 13 : Gant Doue emañ ar furnez hag ar galloud, dezhañ an emsoñj hag ar skiant-vat !

S’il détruit, nul ne peut rebâtir ; s’il enferme un homme, nul n’ouvrira. Jb 12, 14 : Pa ziskar, ne vez ket adsavet ; ma serr war un den, ne vo ket digoret.

S’il retient les eaux, c’est la sécheresse ; s’il les relâche, elles bouleversent la terre. Jb 12, 15 : Ma talc’h war an dourioù e vez sec’hor, ma lez anezho da vont ec’h eilpennont an douar.

En lui force et prudence, à lui l’homme égaré et celui qui égare. Jb 12, 16 : Gantañ emañ an nerzh hag an efedusted, dezhañ an hini dianket hag an dianker.

Il fait marcher nu-pieds les conseillers et frappe les juges de folie. Jb 12, 17 : Ar guzulierien, o lakaat a ra da folliñ, hag ar varnerien da sodiñ ;

Il enlève le baudrier des rois et leur passe une corde aux reins. Jb 12, 18 : diliammañ a ra prizonidi ar rouaned, ha skoulmañ un nask e gouriz ar re-mañ.

Il fait marcher nu-pieds les prêtres et renverse les puissants. Jb 12, 19 : Lakaat a ra ar veleien da vale divotoù, hag e tiskar d’an traoñ an dud uhel.

Il ôte le langage aux hommes les plus sûrs, retire aux vieillards la sagacité. Jb 12, 20 : Lemel a ra kuit ar gomz digant an dud ar surañ, ha tennañ digant ar gozhidi o skiant-vat ;

Il déverse le mépris sur les notables, dénoue le ceinturon des forts. Jb 12, 21 : skuilhañ a ra an dispriz war ar briñsed, ha distegnañ gouriz ar re greñv.

Il met à découvert les profondeurs des ténèbres, fait sortir à la lumière l’ombre de mort. Jb 12, 22 : Dibourc’hañ a ra an donderioù eus o zeñvalderioù, hag e tegas an dic’houloù d’ar sklêrijenn.

Il agrandit les nations, et les fait périr, laisse les peuples s’étendre, et les déporte. Jb 12, 23 : Uhelaat a ra ar Broadoù hag e kas anezho da get, astenn a ra ar pobloù hag e rask anezho kuit.

Il ôte l’intelligence aux chefs de la populace, les égare dans un chaos sans chemin ; Jb 12, 24 : Digalonekaat a ra pennoù bras ar vro, d’ober anezho kantren en ur gouelec’h hep hentoù,

là ils tâtonnent dans les ténèbres, sans lumière, égarés comme des ivrognes. Jb 12, 25 : ma tastornont en deñvalijenn dic’houloù, en ur charigellat evel un den mezvet.