Livre de Job - Chapitre 8
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 8
Bildad de Shouah prit la parole et dit : Jb 8, 1 : Bildad eus Shouac’h en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« Vas-tu longtemps encore tenir de tels propos, et donner libre cours à ce vent de paroles ? Jb 8, 2 : Betek pegoulz e komzi evel-se, ma vo lavaroù da c’henoù heñvel ouzh avel vras ?
Dieu peut-il fausser le droit, le Puissant, fausser la justice ? Jb 8, 3 : Daoust hag e vefe Doue evit gwarañ ar reizh, Hag an Hollc’halloudeg evit falsañ ar justis ?
Si tes fils pèchent contre lui, il les livre au pouvoir de leur crime. Jb 8, 4 : Mar o deus da vibien pec’het enep dezhañ, en deus roet anezho da c’halloud o faot.
Quant à toi, si tu cherches Dieu, si tu supplies le Puissant, Jb 8, 5 : Evidout-te, ma klaskez rekour e Doue, ha ma pedez sikour an Hollc’halloudeg,
si tu es honnête et droit, alors, il veillera sur toi et rétablira ta demeure dans la justice. Jb 8, 6 : mar bezez glan ha reizh, e veilho neuze warnout a-dal bremañ, ha da di a zen reizh a vo adsavet er peoc’h.
Ta condition ancienne sera peu de chose au regard de la nouvelle. Jb 8, 7 : Ya, tra dister a vo bet neuze da stad gentañ, ken trec’h ma vo dezhi da eil doare.
Interroge la génération passée, médite sur l’expérience de ses pères. Jb 8, 8 : Goulenn ’ta digant tud ar rummad kent, ha taol pled ouzh skiant-prenet an hendadoù,
Puisque, nés d’hier, nous ne savons rien et que nos jours passent comme une ombre sur terre, Jb 8, 9 : peogwir ez omp-ni eus dec’h, ha n’ouzomp ket kalz a dra, hag ez eo ur skeud hepken hon deizioù war an douar.
ne vont-ils pas, eux, t’instruire et t’enseigner, et de leur cœur tirer des sentences ? Jb 8, 10 : Int-i avat a gelenno ac’hanout, a gomzo dit ; eus puñs o c’halonoù e tennint evidout o lavaroù.
“Le jonc pousse-t-il hors des marais ? Privé d’eau, le roseau peut-il croître ? Jb 8, 11 : Hag-eñ e kresk ar papiruz er-maez eus ar palud, hag-eñ e sav ar broen hep dour ?
Encore en sa fleur et sans qu’on l’ait cueilli, avant toute herbe il se dessèche.” Jb 8, 12 : Glas-tener c’hoazh, a-raok bezañ kutuilhet, a-raok pep glazur all e tisec’h :
Tel est le sort de ceux qui oublient Dieu, ainsi périt l’espoir de l’impie. Jb 8, 13 : Honnezh eo planedenn ar re a ankounac’ha Doue, e-giz-se ez a da goll esperañs an den fallakr :
Son assurance n’est qu’un fil, sa confiance, une toile d’araignée. Jb 8, 14 : E surentez a zo ken bresk hag an neud, hag e fiziañs evel un ti-kevnid :
S’appuie-t-il sur sa maison, elle ne tient pas, s’y cramponne-t-il, elle ne résiste pas. Jb 8, 15 : Mar en em harp war e di, n’eus ket dalc’h ennañ, mar krap ennañ, ne zalc’h ket.
Plein de sève au soleil, il étend ses jeunes pousses par-dessus son jardin, Jb 8, 16 : Kaer en deus an den fall strujusaat en heol, hag astenn en e liorzh e vountadennoù,
ses racines se nouent dans un amas de pierres, il explore les creux des rochers. Jb 8, 17 : gweañ e wrizioù en douar-mein, hag en em sankañ e kalon ar reier,
Mais si on l’arrache de son lieu, celui-ci le renie : “Je ne t’ai jamais vu !” Jb 8, 18 : pa vo avat diframmet eus e blas, e blas e-unan e zinac’ho : biskoazh n’em eus da welet !
Et voilà que son destin se corrompt, tandis que du sol quelqu’un d’autre va germer. Jb 8, 19 : Setu-eñ deuet da vrein war an hent, hag eus ar poultr e tiwan reoù all.
Vois : Dieu ne rejette pas l’homme intègre, ni ne prête main-forte aux malfaiteurs. Jb 8, 20 : Nann, Doue ne zispriz ket an den reizh, ne ro ket dorn d’an drougobererien.
De rire encore il emplira ta bouche, et tes lèvres d’ovations. Jb 8, 21 : Adarre e vo da c’henoù leun a c’hoarzh, ha da vuzelloù leun a youc’hadennoù,
Tes ennemis seront couverts de honte, et les tentes des méchants disparaîtront. » Jb 8, 22 : tra ma vo gwisket a vezh ar re az kasa : teltenn ar re fallakr ne vo ket ken anezhi.
