Livre de Job - Chapitre 7
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 7
Vraiment, la vie de l’homme sur la terre est une corvée, il fait des journées de manœuvre. Jb 7, 1 : Hag-eñ n’eo ket ur servij-soudard buhez an den war an douar ? Hag e zeizioù, hag-eñ n’int ket deizioù ur goprad ?
Comme l’esclave qui désire un peu d’ombre, comme le manœuvre qui attend sa paye, Jb 7, 2 : Evel ur sklav oc’h hetañ an disheol, evel ur gounideg o c’hortoz e bae...
depuis des mois je n’ai en partage que le néant, je ne compte que des nuits de souffrance. Jb 7, 3 : E-giz-se eo mizvezhioù a gerse am eus bet da hêrezh, ha nozvezhioù a boan am eus bet da lod.
À peine couché, je me dis : “Quand pourrai-je me lever ?” Le soir n’en finit pas : je suis envahi de cauchemars jusqu’à l’aube. Jb 7, 4 : Pa c’hourvezan da gousket e lavaran : A-benn pegeit ar beure ? Ha bep gwech ma teu ar serr-noz, e vezan bec’hiet gant hurlinkoù betek tarzh an deiz.
Ma chair s’est revêtue de vermine et de croûtes terreuses, ma peau se crevasse et suppure. Jb 7, 5 : Gwisket eo va c’hig a breñved hag a drouskennoù douarek, skalfet eo va c’hroc’hen ha dioutañ e tiver lin-brein.
Mes jours sont plus rapides que la navette du tisserand, ils s’achèvent faute de fil. Jb 7, 6 : Va deizioù a zo aet buanoc’h eget bulzun ar gwiader, ha setu ma paouezont pa n’eus ken a neud.
Souviens-toi, Seigneur : ma vie n’est qu’un souffle, mes yeux ne verront plus le bonheur. Jb 7, 7 : Az pez soñj ez eo avel va buhez : An eurvad, ne vo ket va lagad evit e welout en-dro.
Je serai invisible aux yeux qui me voyaient ; tes yeux seront sur moi, mais je ne serai plus. Jb 7, 8 : Ar selloù am gwele, ne vin ket ken merzet ganto, da zaoulagad avat a vo bepred warnon, hogen me, ne vin ken o vevañ.
Comme la nuée se dissipe et s’évanouit, celui qui descend au séjour des morts n’en remonte pas ; Jb 7, 9 : Ar goabrenn en em zispenn hag a deuz kuit, evel-se an neb a ziskenn d’an ifern n’adsav ket ken dioutañ,
il ne retourne pas dans sa maison, sa demeure ne le connaît plus. Jb 7, 10 : ne zistro ket ken d’e di, hag al lec’h ma veve ennañ, n’hen gwel ket en-dro.
C’est pourquoi je ne peux retenir ma langue, dans mon angoisse je parlerai, dans mon amertume je me plaindrai. Jb 7, 11 : Me neuze, ne zalc’hin ket war va genoù, komz a rin en anken va spered, klemm a rin e c’hwervoni va ene :
Et moi, suis-je la Mer, ou le Dragon, pour que tu postes une garde contre moi ? Jb 7, 12 : Daoust ha mor ez on-me, pe morvil, pa bostez ur strollad-gward a-enep din ?
Je me dis : “Le sommeil me consolera, la nuit apaisera mes plaintes.” Jb 7, 13 : Ma lavaran : Va gwele am dizoanio, va gourvezenn a zivec’hio din va c’hlemmadenn !
Mais alors tu m’effraies par des songes, tu m’épouvantes par des cauchemars. Jb 7, 14 : Neuze am dinerzhez gant hurlinkoù, hag am spouronez gant gweledigezhioù.
J’en arrive à souhaiter qu’on m’étrangle : la mort plutôt que mes douleurs ! Jb 7, 15 : Gwell e vefe ganin mougañ, ha mervel kentoc’h eget gouzañv poan.
Je suis à bout de patience, je ne vivrai pas toujours ; laisse-moi donc : mes jours ne sont qu’un souffle ! Jb 7, 16 : Emaon o tizeriañ ! Ne vin ket bepred o vevañ ! Va lez, pa ned eo va deizioù nemet ur c’hwezhadenn.
Qu’est-ce que l’homme, pour que tu en fasses tant de cas ? Tu fixes sur lui ton attention, Jb 7, 17 : Petra eo an den evit ober kement a stad anezhañ, hag evit teurel evel-se da evezh outañ,
tu l’inspectes chaque matin, tu le scrutes à tout instant. Jb 7, 18 : ma teuez bep beure da welout petra 'ra, ha m’emaout e pep momed o sonteal e askre ?
Ne peux-tu cesser de me regarder, le temps que j’avale ma salive ? Jb 7, 19 : Betek pegoulz ne zistroi ket da sell diouzhin, ha na lezi ket din amzer da lonkañ va halo ?
Si j’ai péché, en quoi t’ai-je offensé, “toi, le gardien de l’homme ?” Pourquoi me prendre pour cible, pourquoi te serais-je un fardeau ? Jb 7, 20 : Mar pec’han, petra 'ra ganit an dra-se ? O enseller an den ! Perak va c’hemer evel pal da viroù, Perak on deuet da vezañ evidout ur samm ?
Ne peux-tu tolérer mes péchés, passer sur mes fautes ? Jb 7, 21 : Perak na c’houzañvez ket va fazi, ha ne lezez ket va fec’hed da dremen ?
Me voici bientôt étendu dans la poussière ; tu me chercheras, mais je ne serai plus. » Jb 7, 22 : Peogwir ez in bremañ souden da c’hourvez er poultr, ma ne dalvezo ket dit va c’hlask pelloc’h, dre na vin ket ken !
