Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Job » Chapitre 40

Livre de Job - Chapitre 40

Levr : Levr Job
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Chapitre 40



Le Seigneur s’adressa à Job et dit : Jb 40, 1 : Hag e komzas c’hoazh an Aotrou da Job hag e lavaras :

« Celui qui dispute avec le Puissant va-t-il le censurer ? Celui qui critique Dieu répondra-t-il à cela ? » Jb 40, 2 : An hini a vreuta gant an Hollc’halloudeg oc’h ober kentel dezhañ, an hini a gav abeg e Doue, hag-eñ e responto da se ?

Job s’adressa au Seigneur et dit : Jb 40, 3 : Ha Job a respontas d’an Aotrou hag a lavaras :

« Moi qui suis si peu de chose, que pourrais-je te répliquer ? Je mets la main sur ma bouche. Jb 40, 4 : Ya, me ken dister, petra 'eilgerin ? Lakaat a rin va dorn war va genoù.

J’ai parlé une fois, je ne répondrai plus ; deux fois, je n’ajouterai plus rien. » Jb 40, 5 : Ur wech em eus komzet, ha ne rin ket ken, Div wech, ha ne rin ket en-dro !

Le Seigneur s’adressa à Job du milieu de la tempête et dit : Jb 40, 6 : Hag an Aotrou a respontas da Job eus a-greiz ar gorventenn hag a lavaras :

« Ceins donc tes reins comme un homme. Je vais t’interroger, et tu m’instruiras. Jb 40, 7 : Gouriz ’ta da lounezhi evel ur gouron, goulennoù a rin ouzhit, ha te a gentelio ac’hanon !

Veux-tu me débouter de mon droit, me condamner pour avoir raison ? Jb 40, 8 : Daoust hag e fell dit dispenn va barnedigezh, va c’hondaoniñ evit ma vo ar gwir ganit ?

As-tu un bras comme celui de Dieu, et ta voix peut-elle tonner comme la sienne ? Jb 40, 9 : Hag-eñ ac’h eus ur vrec’h par da hini Doue, ur vouezh evit taranal evel e hini ?

Pare-toi donc de fierté, de grandeur, revêts-toi de splendeur et de majesté, Jb 40, 10 : En em fard neuze a lorc’h hag a vraster, en em wisk a uhelded hag a splannder ;

répands les débordements de ta colère ; regarde tous les arrogants, abaisse-les ; Jb 40, 11 : lez da gounnar da zic’hlannañ, ha sell ouzh ar re lorc’hus d’o izelaat ;

oui, regarde tous les arrogants, terrasse-les, écrase sur place les méchants ! Jb 40, 12 : sell ouzh kement ’zo balc’h d’hen diskar, hag ar re fallakr, flastr anezho war an dachenn.

Cache-les ensemble dans la poussière, emprisonne-les tous dans le cachot, Jb 40, 13 : Plant anezho holl e-barzh an douar, serr anezho holl en toull-bac’h.

et moi-même, je te louerai, car alors ta droite t’aura sauvé ! Jb 40, 14 : Ha me va-unan neuze, me az meulo, o vezañ ma vi bet trec’h gant da zorn dehoù.

Vois donc Behémoth ; je l’ai fait tout comme toi. Comme le bœuf, il mange de l’herbe. Jb 40, 15 : Sell aze dirazout Behemot am eus graet-me ! debriñ a ra glazur evel un ejen.

Vois donc : sa force est dans ses reins, et sa vigueur dans les muscles de son ventre. Jb 40, 16 : Sell ’ta na pegement a nerzh en deus en e lounezhi, na pegen kreñv eo kigennoù e gof !

Il se raidit comme un cèdre, les nerfs de ses cuisses s’entrelacent ! Jb 40, 17 : Reudiñ a ra e lost evel ur wezenn-sedrez, nervennoù e ziv vorzhed a zo skoulmek ;

Ses os sont des tubes de bronze, ses membres, comme des barres de fer. Jb 40, 18 : e eskern a zo tuellennoù arem, e izili evel barrennoù-houarn.

C’est lui la première des œuvres de Dieu ; son Créateur lui fournit un glaive. Jb 40, 19 : Hemañ eo ar c’hentañ e-touez labourioù Doue, eñ hag a zo bet krouet evel tirant e gumpagnuned.

Les montagnes lui paient leur tribut, ainsi que toutes les bêtes sauvages qui s’y ébattent. Jb 40, 20 : Rak ar menezioù a zoug o zrevad evitañ, hag an holl loened gouez oc’h ebatal eno a zegas dezhañ truaj.

Sous les lotus il est couché, dans le secret des roseaux et des marais. Jb 40, 21 : Gourvez a ra dindan al lotuz, e sekred ar c’horz hag ar paludoù ;

Les lotus le protègent de leur ombre, les saules de la rivière l’entourent. Jb 40, 22 : ar raoskl a c’holo anezhañ gant o skeud, haleg an draonienn a sav war e dro.

Voici que le fleuve grossit ; lui ne bronche pas. Le Jourdain jaillirait-il vers sa gueule, il resterait calme. Jb 40, 23 : Ha pa vefe feuls ar froud-dour, ne vo ket chalet ; chom a ra sioul ha pa strinkfe ar Yordan betek e c’henoù.

C’est par les yeux qu’on va le prendre, avec des crocs, lui percer le naseau. Jb 40, 24 : Piv a bako anezhañ dre greviñ dezhañ e zaoulagad ; piv a doullo e fronelloù gant ur speg ?

Et Léviathan, vas-tu le pêcher à l’hameçon, et lui serrer la langue avec une corde ? Jb 40, 25 : Ha pesketa a ri al Leviatan gant un higenn, pe liammañ anezhañ gant ur gordenn en e deod ?

Lui passeras-tu un jonc dans le naseau, d’un crochet lui perceras-tu la mâchoire ? Jb 40, 26 : Ha tremen a ri un nask en e fronelloù, treuz-toullañ e javed gant ur c’hrog ?

Va-t-il redoubler envers toi les supplications et te dire des mots tendres ? Jb 40, 27 : Hag-eñ e raio dit ur bern aspedennoù, hag-eñ e lavaro dit komzoù tener ?

Fera-t-il alliance avec toi ? Le prendras-tu pour serviteur à vie ? Jb 40, 28 : Hag-eñ e skoulmo un emglev ganit, ma kemeri anezhañ evel da servijer a-hed buhez ?

Joueras-tu avec lui comme avec un oiseau, l’attacheras-tu pour tes petites filles ? Jb 40, 29 : Ha c’hoari a ri gantañ evel gant ul labous, ha stagañ a ri anezhañ evit da verc’hedigoù ?

Sera-t-il mis en vente par des associés, et débité entre marchands ? Jb 40, 30 : Hag-eñ e kavi kenseurted da drokañ anezhañ ganit, evit dibezhiañ anezhañ d’e lodennañ etre marc’hadourien ?

Cribleras-tu de dards sa peau, et sa tête, de harpons ? Jb 40, 31 : Ha kargañ a ri e groc’hen a zaredoù, hag e benn gant treantoù-pesketa ?

Pose seulement la main sur lui : imagine la lutte, tu ne continueras pas ! Jb 40, 32 : Laka ’ta da zorn warnañ, hag az po soñj eus an emgann, kuit d’ober en-dro !