Livre de Job - Chapitre 15
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 15
Élifaz de Témane prit la parole et dit : Jb 15, 1 : Elifaz eus Teman en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« Le sage répond-il par des raisons en l’air, gonfle-t-il ses poumons de vent, Jb 15, 2 : Un den fur, hag-eñ eo gant avelaj e respontfe, hag-eñ eo gant avel ar Reter e leugnfe e gof ?
pour argumenter avec des discours sans valeur, des mots inutiles ? Jb 15, 3 : En ur ober rebechoù gant komzoù didalvoud, ha gant gerioù na gasont da netra.
Tu en viens à saper la piété, tu discrédites la méditation devant Dieu. Jb 15, 4 : Mont a rez betek terriñ doujañs Doue, betek diraskañ ar relijion dleet da Doue !
C’est ta faute qui inspire ta bouche, et tu adoptes le langage des fourbes. Jb 15, 5 : Peogwir eo da fazi a ro lañs d’az kenoù, ma tibabez doareoù-komz ar gorvigell-erien,
Ce qui te condamne, c’est ta bouche, ce n’est pas moi, tes lèvres mêmes témoignent contre toi. Jb 15, 6 : eo da c’henoù da-unan a gondaon ac’hanout, n’eo ket me, ez eo da vuzelloù da-unan a ro testeni a-enep dit !
Es-tu né le premier des hommes, as-tu été enfanté avant les collines ? Jb 15, 7 : Hag-eñ e vijes-te an den kentañ, hag-eñ ez out bet ganet a-raok ar menezioù ?
Aurais-tu écouté au conseil de Dieu, aurais-tu accaparé la sagesse ? Jb 15, 8 : Hag-eñ ac’h eus klevet sekredoù Doue, ha lakaet da zorn war ar furnez ?
Que sais-tu que nous ne sachions ? Qu’as-tu compris qui ne nous soit familier ? Jb 15, 9 : Petra a ouzout-te na oufemp ket ni ? Ha petra 'gomprenfez-te na veizfemp ket ni ?
Parmi nous aussi il y a des cheveux blancs et des vieillards, plus chargés de jours que ton père. Jb 15, 10 : En hon touez ivez ez eus tud kozh, tud gwenn o blev, aet war an oad, muioc’h eget da dad !
Est-ce trop peu pour toi que le réconfort de Dieu et la parole modérée qui t’est adressée ? Jb 15, 11 : Ha re nebeut e vefe evidout frealzioù Doue, hag ar gomz lavaret dit gant douster ?
Pourquoi te laisser emporter par ton cœur et pourquoi cligner des yeux Jb 15, 12 : Perak ez eo skoemp da galon, perak emañ da zaoulagad o wilc’hañ,
quand tu tournes contre Dieu ta colère et que ta bouche profère des discours ? Jb 15, 13 : te hag a dro a-enep Doue da vuanegezh, hag a lak evel-se gerioù da vont er-maez eus da c’henoù !
Qu’est-ce que l’homme pour se dire intègre, l’enfant de la femme, pour se prétendre juste ? Jb 15, 14 : Petra eo un den ma c’hellfe bezañ glan, ha bugel ur wreg, ma c’hellfe bezañ reizh dirak Doue ?
Dieu, même à ses saints, ne fait pas confiance et le ciel n’est pas pur à ses yeux. Jb 15, 15 : Mar ne fiz ket en e Sent, ha mar n’eo ket glan an Neñvoù d’e zaoulagad,
Encore moins le répugnant, le corrompu, l’homme qui boit la perfidie comme de l’eau ! Jb 15, 16 : na pegen nebeutoc’h c’hoazh unan euzhus ha brein, evel an den o lonkañ drougiezh evel dour !
Je vais t’instruire, écoute-moi : ce que j’ai vu, je vais le raconter, Jb 15, 17 : Mont a ran da zisplegañ dit, va selaou eta ! Ar pezh am eus gwelet ez an da zezrevellañ,
ce que les sages, sans rien dissimuler, relatent d’après leurs pères, Jb 15, 18 : ar pezh a gemenn ar furien, hep kuzhat netra, hervez lavar o hendadoù,
eux à qui seul le pays fut donné sans qu’aucun étranger se soit infiltré parmi eux. Jb 15, 19 : int-i hag a voe roet ar vro dezho hepken, pa ne dremene ket an estrañjour en o zouez.
Tous les jours de sa vie, le méchant se tourmente, les années du tyran sont strictement comptées. Jb 15, 20 : Holl deizioù e vuhez emañ an den fall o ’n em chalañ, hag e-pad ar bloavezhioù lezet d’an tirant,
Des voix effrayantes hurlent à ses tympans ; en pleine paix, le dévastateur vient l’attaquer. Jb 15, 21 : eo mouezhioù spouronus a son ouzh e zivskouarn : e-kreiz ar peoc’h e wel ar forbann o kouezhañ warnañ !
Il ne croit plus pouvoir échapper aux ténèbres et se voit promis au glaive. Jb 15, 22 : Ne gred ket e c’hellfe en em ziwall diouzh an teñvalderioù, hag en em santout a ra merket evit ar c’hleze,
Il erre çà et là, mais où trouver du pain ? Il le sait : le sort qui l’attend, c’est un jour de ténèbres. Jb 15, 23 : distaolet evel boued d’ar bultured ; en em c’houzout a ra gouestlet d’ar gwalleur ;
La détresse et l’angoisse l’envahissent, elles le terrassent comme un roi qui se prépare à l’assaut. Jb 15, 24 : Deiz an deñvalijenn a laka spouron ennañ, nec’h hag enkrez a argad anezhañ, evel rouaned pare evit an emgann.
Car il a levé la main contre Dieu, il a bravé le Puissant. Jb 15, 25 : Rak astenn a rae e zorn enep Doue, hag enep an Hollc’halloudeg e rae e baotr kadarn ;
Il fonçait sur lui tête baissée, sous le dos épais de ses boucliers. Jb 15, 26 : arsailhañ a rae anezhañ, stegnet e c’houzoug, dindan kein tev e skoedoù !
Oui, son visage s’est couvert de graisse, ses reins ont pris de l’embonpoint. Jb 15, 27 : Rak gant al lard e oa goloet e zremm, graet en devoa bloneg en-dro d’e lounezhi.
Il a occupé des villes détruites, des maisons inhabitables, qui menaçaient ruine. Jb 15, 28 : Emañ o chom e kêrioù rivinet, e tiez na vezont annezet gant den ebet ken, o vezañ ma-z int prest da gouezhañ en o foull.
Il ne s’enrichira pas, sa fortune ne tiendra pas, il n’étendra pas ses possessions dans le pays. Jb 15, 29 : Met eñ ne vo ket evit pinvidikaat, ha ne bado ket e zanvez bras, e skeud n’en em astenno ket war an douar.
Il n’échappera pas aux ténèbres, une flamme desséchera ses jeunes pousses et il s’enfuira au souffle de la bouche de Dieu. Jb 15, 30 : N’achapo ket d’an deñvalijenn, ur flamm a zisec’ho e vroustenn, hag e vleunienn a vo skrapet kuit gant an avel.
Qu’il ne mise pas sur la fraude, il ferait fausse route, car la fraude serait son salaire. Jb 15, 31 : Arabat dezhañ fiziout e tromplezonoù diheñchus, rak tromplezonoù a vo e baeamant.
Cela s’accomplira avant le temps et sa ramure ne reverdira plus. Jb 15, 32 : A-raok e goulz e weñvo e skoultr, ha ne adc’hlazo ket e varr.
Comme la vigne, il laissera choir ses fruits encore verts, il perdra, comme l’olivier, sa floraison. Jb 15, 33 : Evel ar gwini e lezo e frouezh da gouezhañ e glas, evel an olivez e tistaolo kuit e vleunioù.
Car stérile est l’engeance de l’impie, et le feu dévore les tentes de la corruption. Jb 15, 34 : Rak difrouezh e vez noueañs an den fallakr, ha debret e vez gant an tan teltennoù an droug-werzher.
Qui conçoit le méfait enfante le malheur et c’est la perfidie qui mûrit dans son sein. » Jb 15, 35 : Koñsevet an droug eo ar fallagriezh a vez ganet, hag an touell eo an hini a vez aozet neuze gant an askre.
