Livre de Job - Chapitre 19
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 19
Job prit la parole et dit : Jb 19, 1 : Job en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« Allez-vous longtemps encore affliger mon âme et m’écraser avec des mots ? Jb 19, 2 : Betek pegoulz e vezot o c’hlac’hariñ va ene, hag o flastrañ ac’hanon gant ho kaozioù.
Voilà dix fois que vous m’outragez, que sans vergogne vous me rudoyez. Jb 19, 3 : Setu dek gwech m’hoc’h eus va c’hunujennet, ha m’hoc’h eus va atahinet divergont.
S’il est vrai que j’ai fait un faux pas, mon faux pas ne regarde que moi. Jb 19, 4 : Ha zoken mard 'eo gwir em eus diroudet, ez eo me an hini en deus da welout gant va diheñchadenn.
Si vraiment avec moi vous le prenez de haut et me reprochez mon déshonneur, Jb 19, 5 : Mar fell deoc’h bezañ rok em c’heñver, ha tamall din va mezhegezh,
sachez alors que c’est Dieu qui a violé mon droit et qui m’a pris dans son filet. Jb 19, 6 : gouezit ez eo Doue an hini am gwallgas, an hini en deus va gronnet en e roued.
Si je crie à la violence, pas de réponse ; j’ai beau appeler, pas de jugement ! Jb 19, 7 : Krial a ran : "Drouk-nerzh a zo !" Met n’eus ket a respont digantañ ; kaer em eus garmiñ, evidon n’eus ket a justis !
Il a barré ma route pour que je ne passe pas, et sur mes sentiers il a mis des ténèbres. Jb 19, 8 : Muret en deus va hent na c’hellin ket tremen ; war va gwenodennoù en deus taolet teñvalijenn.
De ma gloire il m’a dépouillé, il a enlevé la couronne de ma tête. Jb 19, 9 : Eus va gloar en deus dibourc’het, ha dilamet kuit kurunenn va fenn.
Il me ruine de toutes parts, et je m’en vais ; il déracine, comme un arbre, mon espérance. Jb 19, 10 : Va dismantrañ a ra a bep tu, mont kuit a ran ; displantet en deus evel ur wezenn va goanag.
Enflammé de colère contre moi, il me traite comme ses ennemis. Jb 19, 11 : Entanet en deus e gounnar ouzhin, ha graet ac’hanon e enebour.
Ensemble arrivent ses troupes, elles remblayent leur route jusqu’à moi, elles campent autour de ma tente. Jb 19, 12 : Warnon eo degouezhet e holl vandennoù a-unan, toullet o deus o hent betek ennon, emaint o kampañ en-dro d’am zeltenn.
Mes frères, il les a éloignés de moi ; ceux qui me connaissent prennent soin de m’éviter. Jb 19, 13 : Va breudeur a zo pellaet diouzhin, va anaoudeien n’o deus graet nemet treiñ diouzhin ;
Mes proches ont disparu, mes intimes m’ont oublié. Jb 19, 14 : steuziet int, va zud-kar, tud va ziegezh, va ankounac’haet o deus int,
Les hôtes de ma maison et mes servantes me considèrent comme un inconnu ; à leurs yeux, je suis devenu un étranger. Jb 19, 15 : ostizidi va zi ! Va mitizhien a sell ac’hanon evel un estrañjour, evel ur barbar ez on d’o daoulagad.
Si j’appelle mon serviteur, il ne répond pas, je dois le supplier de ma bouche. Jb 19, 16 : Gervel a ran va mevel ha ne respont ket, kaer em eus gant va genoù aspediñ anezhañ.
Mon haleine répugne à ma femme, mon souffle à mes propres enfants. Jb 19, 17 : Va alan a zo un heug evit va gwreg, ha deuet on da vezañ flaerius evit mibien va lounezhi.
Même les garnements ont pour moi du mépris ; si je me lève, ils parlent contre moi. Jb 19, 18 : Ar gañfarded zoken a ra goap ouzhin, ha pa savan em sav e labennont diwar va fenn.
Tous mes confidents m’ont en horreur, ceux que j’aimais se sont tournés contre moi. Jb 19, 19 : Euzhus ez on d’an dud a guzhuten ganto, hag ar re a garen a zo troet em enep.
Mes os collent à ma peau et à ma chair, et je n’ai pu sauver que ma peau et mes dents ! Jb 19, 20 : Va eskern a zo peg ouzh va c’hroc’hen, hag aet eo kuit ar c’hig en-dro d’am dent.
Ayez pitié de moi, ayez pitié de moi, vous du moins, mes amis, car la main de Dieu m’a frappé. Jb 19, 21 : Truez ouzhin, truez ouzhin, c’hwi va mignoned, rak dorn Doue en deus skoet ganin !
Pourquoi me poursuivre comme Dieu lui-même ? Ne serez-vous jamais rassasiés de ma chair ? Jb 19, 22 : Perak e redit war va lerc’h evel Doue, perak eus va c’hig n’hoc’h eus ket c’hoazh ho kwalc’h ?
Ah, si seulement on écrivait mes paroles, si on les gravait sur une stèle Jb 19, 23 : Piv a roio din e vefe skrivet va c’homzoù, piv a roio din e vefent engravet en arem,
avec un ciseau de fer et du plomb, si on les sculptait dans le roc pour toujours ! Jb 19, 24 : Pe gant ur gizell houarn ha gant plom, e vefent skultet da viken war ar roc’h ?
Mais je sais, moi, que mon rédempteur est vivant, que, le dernier, il se lèvera sur la poussière ; Jb 19, 25 : Rak me oar-me ez eo bev va difenner, hag e vo Eñ a savo en diwezh d’am salviñ ;
et quand bien même on m’arracherait la peau, de ma chair je verrai Dieu. Jb 19, 26 : ha goude ma vo bet distrujet va c’hroc’hen, neuze zoken, hep va c’horf, e welin Doue.
Je le verrai, moi en personne, et si mes yeux le regardent, il ne sera plus un étranger. Mon cœur en défaille au-dedans de moi. Jb 19, 27 : Ya, me a welo anezhañ, me va-unan, va daoulagad a sello outañ ha n’eo ket daoulagad un all : gant ar c’hoant-se e langis va c’halon em c’hreiz !
Lorsque vous dites : “Comment le poursuivre et trouver en lui prétexte à procès ?”, Jb 19, 28 : Mar lavarit diwar va fenn : Petra tamall dezhañ d’e gas dirak ar barner ? Peseurt danvez a brosez a gavimp ennañ ?
craignez pour vous-mêmes le glaive, car la colère mérite châtiment par le glaive. Ainsi vous saurez qu’il y a une justice. » Jb 19, 29 : Ho pet aon evidoc’h hoc’h-unan rak ar c’hleze, dre ma flammo ar gounnar a-enep ar re zireizh, e doare ma ouiot ez eus ur varnedigezh.
