Livre de Job - Chapitre 37
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 37
C’est aussi pour cela que tremble mon cœur et qu’il bondit hors de sa place. Jb 37, 1 : Setu perak e kren va c’halon hag e lamm er-maez eus he flas.
Écoutez, écoutez la vibration de sa voix, et le grondement qui sort de sa bouche ! Jb 37, 2 : Selaouit, selaouit strakadennoù e vouezh hag ar soroc’h a zeu er-maez eus e c’henoù !
Il le prolonge sous tous les cieux, et son éclair atteint les extrémités de la terre. Jb 37, 3 : Dindan an holl oabloù e tichadenn anezhi, e luc’hedenn a ya betek termenoù an douar.
Derrière lui rugit une voix ; il tonne de sa voix majestueuse et ne retient pas les éclairs quand sa voix se fait entendre. Jb 37, 4 : War he lerc’h e kroz ur vouezh, e vouezh veurdezus o taranal, ha ne zalc’h ket war e foeltr, pa lak e vouezh da vezañ klevet.
Dieu tonne à pleine voix : Merveilles ! Il opère de grandes choses que nous ignorons. Jb 37, 5 : Doue hol laka da welout burzhudoù, Eñ hag a ra brasterioù digomprenus,
Quand il dit à la neige : “Descends sur la terre”, à la pluie d’averse, à l’averse torrentielle : “Tombez dru”, Jb 37, 6 : pa lavar d’an erc’h : kouezh war an douar ! Ha d’ar barradoù-glav : kouezhit stank !
il paralyse l’activité de chaque homme pour que tous les humains qu’il a créés le reconnaissent. Jb 37, 7 : War zorn pep den e laka neuze ur siell, d’an holl dud anavezout e oberenn,
La bête sauvage se retire dans son antre et se tapit dans ses tanières. Jb 37, 8 : tra ma tistro al loen-gouez d’e ched, da chom e goudor e vodenn.
Du sud arrive l’ouragan, et des vents du nord, la froidure. Jb 37, 9 : Eus kambr ar Su e teu ar gorventenn, hag eus avelioù an Norzh, ar yenien ;
Au souffle de Dieu se forme la glace, et l’étendue des eaux se fige. Jb 37, 10 : gant c’hwezh Doue e vez krouet ar skorn, ha gorread an dourioù a galeta.
Il charge d’humidité le nuage, il disperse ses nuées de lumière ; Jb 37, 11 : Ya, e gwirionez, trubuilhañ a ra ar c’hoabr, ober a ra d’ar c’houmoul strewiñ gant e sklaerder.
elles tournoient en cercles selon ses desseins, pour œuvrer à tout ce qu’il leur ordonne sur la face du monde terrestre. Jb 37, 12 : Ober a ra dezho treiñ-distreiñ, ouzh o ren evit o labour : holl bezh a gemenn dezho war-c’horre ar bed, war an douar.
Il en fait soit un fléau pour sa propre terre, soit une marque de bonté. Jb 37, 13 : Pe d’ober e volontez dre gastizañ, pe da dizhout e bal evit ur madober.
Prête l’oreille à ceci, Job, arrête-toi et considère les merveilles de Dieu ! Jb 37, 14 : Tro da skouarn da selaou kement-se, Job, chom a-sav hag arvest burzhudoù Doue.
Sais-tu comment Dieu leur commande et fait briller la lumière de sa nuée, Jb 37, 15 : Ha gouzout a rez penaos Doue a c’hourc’hemenn dezho, ha penaos e laka da lugerniñ sklêrijenn ar c’hoabr ?
sais-tu comment il suspend le nuage ? Prodiges d’un parfait connaisseur ! Jb 37, 16 : Ha kompren a rez kempouez ar c’houmoul, burzhud a skiant barfet,
Toi, dont les habits sont trop chauds, quand repose la terre au vent du midi, Jb 37, 17 : te hag a zo tomm da zilhad, pa ziskuizh an douar da greisteiz,
as-tu avec lui tassé les nuées, durcies comme un miroir de métal fondu ? Jb 37, 18 : hag-eñ e c’hellfes-te ledañ eveltañ ar c’hoabrennoù, kalet evel ur melezour a vetal teuzet ?
Fais-nous savoir ce que nous devons lui dire : dans les ténèbres où nous sommes, nous manquons d’arguments. Jb 37, 19 : Va laka da c’houzout petra a lavarimp dezhañ ? Arabat rendaeliñ pelloc’h ! Derc’hel a raimp war hor c’homzoù !
Lui est-il rendu compte quand je parle ? Faut-il qu’un homme le dise pour qu’il soit informé ? Jb 37, 20 : Evit gwir, pa gomzan, hag-eñ eo ret hel lavarout dezhañ ? Pa brezeg un den, hag-eñ eo ret her c’hemenn dezhañ ?
Et maintenant, on ne voit plus la lumière, obscurcie qu’elle est par les nuages ; mais qu’un vent passe et les dissipe, Jb 37, 21 : Diouzhtu ne oa ket gwelet ar sklêrijenn, teñvalaet ma oa gant koumoul, met un avel ’zo tremenet en ur skubañ anezho :
du nord survient une lumière dorée. Sur Dieu, quelle redoutable splendeur ! Jb 37, 22 : hag eus an Norzh e teu ur sklaerder aour ! En-dro Doue e ren ur veurded spouronus,
Le Puissant, nous ne pouvons l’atteindre, il est sublime en force ; il ne viole pas le droit et la pleine justice. Jb 37, 23 : an Hollc’halloudeg, n’hellomp ket e dizhout, Eñ uhel e c’halloud hag e varnedigezh, Eñ mestr a justis hep bec’hiañ den ebet.
C’est pourquoi les hommes le craignent ; il n’a pas de regard pour les prétendus sages. Jb 37, 24 : Setu perak Eñ ’zo doujet gant an dud, dezhañ azaouez an holl dud fur a galon !
