Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Job » Chapitre 22

Livre de Job - Chapitre 22

Levr : Levr Job
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Chapitre 22



Élifaz de Témane prit la parole et dit : Jb 22, 1 : Elifaz eus Teman en em lakaas da gomz hag a lavaras :

« Est-ce à Dieu qu’un homme est utile ? Non, l’homme avisé n’est utile qu’à lui-même. Jb 22, 2 : Hag-eñ eo da Zoue e vefe talvoudus an den ? N’eo ket, dezhañ e-unan eo e talv d’an den bezañ skiantek.

Qu’importe au Puissant que tu sois juste, que gagne-t-il si tu améliores ta conduite ? Jb 22, 3 : Evit an Hollc’halloudeg, peseurt gounid a zo dre ma-z out just, peseurt mad evitañ ma renez ur vuhez parfet ?

Est-ce à cause de ta piété qu’il te reprend, qu’il vient en jugement avec toi ? Jb 22, 4 : Te avat, hag-eñ eo evit da zeoliezh e kastizfe ac’hanout hag ez afe ganit d’al lez-varn ?

Ta malice n’est-elle pas considérable, et tes fautes sans limite ? Jb 22, 5 : Pe gentoc’h, hag-eñ n’eo ket evit braster da fallentez hag o vezañ n’eus termen ebet d’az pec’hedoù ?

Car tu prenais indûment des gages à tes frères, tu dépouillais de leurs vêtements ceux qui étaient démunis. Jb 22, 6 : Moarvat az pez hep abeg kemeret arrez digant da vreudeur ha diskrapet o dilhad digant ar re a oa en noazh ;

Tu n’abreuvais pas d’eau l’homme altéré ; à l’affamé tu refusais le pain. Jb 22, 7 : n’az pefe ket roet dour d’an den sec’hedet, dinac’het az pefe bara ouzh an hini en deveze naon.

L’homme de poigne s’emparait de la terre, et son protégé s’y installait. Jb 22, 8 : Pe lavaret : An den nerzhus e zorn, dezhañ ar vro ! D’an dud deuet mat ganit d’en em ziazezañ enni !

Tu renvoyais les veuves les mains vides, et tu broyais les bras des orphelins. Jb 22, 9 : An intañvezed az pez kaset kuit hep reiñ netra dezho ha divrec’h an emzivaded az pez brevet.

Voilà pourquoi des pièges t’environnent, et une terreur soudaine t’épouvante. Jb 22, 10 : Setu perak ez eus bremañ lasoù en-dro dit hag e vezez spontet gant braouac’h a-drumm.

Ou bien c’est l’obscurité, tu n’y vois plus, et une masse d’eau te recouvre. Jb 22, 11 : Teñvalaet eo dit ar gouloù, ne welez mui ken, ul liñvadenn-dour az kolo !

Dieu n’est-il pas là-haut dans le ciel ? Regarde la cime des étoiles : comme elles sont élevées ! Jb 22, 12 : Hag-eñ n’emañ ket Doue e lein an Neñvoù ? Sell ouzh penn ar stered, pegen uhel ez int ?

Et tu disais : “Que peut savoir Dieu ? Peut-il juger derrière la nuée sombre ? Jb 22, 13 : Ha gant se ac’h eus lavaret marteze : "Petra 'oar Doue ? Hag-eñ e c’hell barn a-dreuz d’ar c’houmoul ?

Les nuages lui forment un voile et lui cachent la vue, il se déplace sur le pourtour des cieux.” Jb 22, 14 : Ar c’hoabrennoù a zo moarvat ur skramm evitañ, ne wel ket, Eñ hag a zo o vale war gelc’hiad an Neñvoù !"

Veux-tu donc suivre la route de jadis que foulèrent les hommes d’iniquité ? Jb 22, 15 : Gwel hag-eñ ne heuliez ket an hent a-wechall, an hini bet pleustret gant an dud a fallagriezh,

Ils furent emportés avant le temps, quand un fleuve submergea leurs fondations, Jb 22, 16 : a voe skrapet kuit a-raok o amzer, pa veuzas ur stêr vras o diazezoù ?

eux qui disaient à Dieu : “Écarte-toi de nous !” Or, que faisait pour eux le Puissant ? Jb 22, 17 : Int hag a lavare da Zoue : "En em zistro diouzhimp ! Petra 'c’hell an Hollc’halloudeg ober deomp ?"

Il avait rempli leurs maisons de bonheur ! – Je rejette, moi aussi, les pensées des méchants ! Jb 22, 18 : Eñ koulskoude eo an hini en devoa leuniet o ziez a vadoù ; hogen menozioù ar re fall-se a chome pell dioutañ !

Que les justes voient et se réjouissent, et que l’innocent se moque d’eux : Jb 22, 19 : An dud reizh a wel kement-se hag a c’hoarzh, an den dinamm a ra goap outo :

“Voilà nos adversaires anéantis ! Un feu a consumé leurs biens !” Jb 22, 20 : Hag-eñ n’eo ket bet kaset da get o feadra ha lonket gant an tan ar pezh a lezent.

Allons ! Accorde-toi avec Dieu et fais la paix ; ainsi te reviendra le bonheur. Jb 22, 21 : Gra adarre emglev gantañ, gra ar peoc’h ! Gant se e teuio dit an eurvad en-dro.

Accueille de sa bouche l’enseignement, et mets ses paroles dans ton cœur. Jb 22, 22 : Degemer ar gentel o tont eus e c’henoù, ha lak e lavaroù ez kalon.

Si tu reviens au Puissant, si tu éloignes de ta tente l’iniquité, tu seras rétabli. Jb 22, 23 : Ma tistroez da gaout an Hollc’halloudeg gant izelegezh, ma pellaez an direizhder diouzh da deltenn,

Jette à la poussière ton or et aux cailloux du torrent, le métal d’Ophir. Jb 22, 24 : ma sellez an aour evel poultr, hag an Ofir evel mein ar froud-dour,

Le Puissant sera ton or et, pour toi, des monceaux d’argent. Jb 22, 25 : e vo an Hollc’halloudeg a vo da aour, a vo evidout arc’hant a-vernioù !

Ainsi, tu trouveras tes délices dans le Puissant, et vers Dieu tu élèveras ta face. Jb 22, 26 : En Hollc’halloudeg neuze e lakai da blijadurezh, hag e savi da zremm war-zu Doue :

Tu le supplieras, il t’écoutera, et tu accompliras tes offrandes votives. Jb 22, 27 : E c’hervel a ri hag Eñ a selaouo, ha seveniñ a ri da ouestloù.

Si tu prends une décision, elle te réussira, et sur tes sentiers brillera la lumière. Jb 22, 28 : Ma tivizez un dra bennak e teuio dit da benn-mat, war da hentoù e lugerno ar sklêrijenn.

Quand Dieu humilie quelqu’un, tu peux dire : “C’est pour son orgueil !”, car celui qui baisse les yeux, il le sauve. Jb 22, 29 : Rak Eñ a izela an den lorc’hus, met salviñ a ra an hini a soubl e zaoulagad.

Il délivrera même l’homme qui n’est pas innocent ; celui-ci sera délivré par la pureté de tes mains. » Jb 22, 30 : Dieubiñ a ra an den digablus : salvet e vi eta dre c’hlanded da zaouarn.