Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Job » Chapitre 34

Livre de Job - Chapitre 34

Levr : Levr Job
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Chapitre 34



Élihou prit la parole et dit : Jb 34, 1 : Elihou en em lakaas da gomz hag a lavaras :

« Sages, écoutez mes paroles ; savants, prêtez-moi l’oreille. Jb 34, 2 : Tud fur, selaouit va frezeg, ha c’hwi, tud skiantek, kosteziit ho skouarn d’am c’hlevout :

Car l’oreille apprécie les discours comme le palais goûte la nourriture. Jb 34, 3 : Rak gant ar skouarn e vez dezvarnet al lavaroù, evel ma-z eo gant ar staon e vez tañvaet ar boued.

Mettons-nous en quête du droit, reconnaissons entre nous ce qui est bon. Jb 34, 4 : Klaskomp dibab petra ’zo reizh, gouezomp etrezomp petra ’zo mat.

Job a déclaré : “J’ai raison, mais Dieu a écarté mon droit. Jb 34, 5 : Rak Job en deus lavaret : Just on-me ! Doue avat en deus distaolet va gwir.

Malgré mon bon droit je passe pour menteur ; une flèche est en moi, blessure incurable, sans que j’aie péché.” Jb 34, 6 : Daoust d’am gwir e c’houzañvan poan ; dibare eo va gouli daoust din bezañ dibec’h !

Y a-t-il un homme comme Job ? Il boit le sarcasme comme de l’eau. Jb 34, 7 : Ha peseurt den eo Job, evit lonkañ goapaerezh evel dour,

Il chemine en compagnie des malfaiteurs et fait route avec les hommes de méchanceté. Jb 34, 8 : eñ hag a gerzh a-gevret gant oberourien ar gaou, hag a vale gant ar re fallakr ?

Car il a dit : “L’homme ne gagne rien à mettre sa joie en Dieu.” Jb 34, 9 : Rak lavaret en deus : Ne servij ket d’an den, klask ober youl Doue !

Aussi, écoutez-moi, hommes sensés : loin de Dieu la méchanceté, loin du Puissant l’injustice ! Jb 34, 10 : Ac’hanta, tud a galon vat, va selaouit ! Pell diouzh Doue emañ an drougiezh, ha diouzh an Hollc’halloudeg ar fals-varn !

Il rend à l’homme selon ses actes et traite chacun d’après sa conduite. Jb 34, 11 : Rak hervez ober an den e vez paeet gantañ hag hervez labour daouarn pep unan e ra outañ.

Non, certes, Dieu ne fait pas le mal, le Puissant ne fausse pas le droit. Jb 34, 12 : Nann e gwirionez, Doue ne ra ket ar gwall, nag an Hollc’halloudeg n’emañ ket o falsañ ar gwir.

Qui donc lui a confié la terre ? Qui l’a chargé du monde entier ? Jb 34, 13 : Piv en deus fiziet ennañ an douar, ha piv an hini en deus karget anezhañ eus an hollved ?

S’il ne pensait qu’à lui-même, s’il concentrait en lui son esprit et son souffle, Jb 34, 14 : Eñ pa sach en-dro e alan davetañ e-unan, pa denn e c’hwezh diouto d’e gaout en-dro,

toute chair expirerait à la fois et l’homme retournerait à la poussière. Jb 34, 15 : e varv war un dro an holl re vev, ha Mab-den a zistro neuze d’ar poultr.

Si tu as de l’intelligence, écoute ceci, prête l’oreille au son de mes paroles ! Jb 34, 16 : Te mar ac’h eus skiantegezh, selaou kement-mañ, stou da skouarn da son va lavaroù :

S’il détestait le droit, pourrait-il gouverner ? Condamneras-tu le Juste, le Puissant ? Jb 34, 17 : Daoust hag un enebour d’ar reizhder a c’hellfe chom o ren, hag ez eo an hini reizh, an Hollc’halloudeg, an hini a gondaonfes ?

Dit-on au roi : “Vaurien !” et aux notables : “Criminels !” Jb 34, 18 : Eñ hag en deus lavaret d’ur roue : Tra didalvez ! Ha da briñsed : Pezhioù drouk !

Dieu, lui, ne prend pas le parti des princes, ne reconnaît pas plus le nanti que le faible, car tous sont l’œuvre de ses mains. Jb 34, 19 : Eñ ha ne ra ket stad eus an dud uhel, ha na sell ket ouzh ar pinvidig muioc’h eget ouzh ar paour, pa-z int an eil hag egile oberenn e zaouarn :

En un instant, les princes meurent, même au milieu de la nuit, le peuple s’agite et ils disparaissent, on écarte un tyran sans effort. Jb 34, 20 : en ur momed e varvont e-kreiz an noz, skeiñ a ra ouzh ar briñsed hag e steuziont kuit, disteurel a ra an tirant hep sikour dorn ebet.

Car Dieu a les yeux sur les chemins de l’homme, il voit tous ses pas. Jb 34, 21 : Rak e zaoulagad a daol pled ouzh hentoù an den ha gwelout a ra e holl gammedoù :

Ni ténèbres ni ombre de mort où puissent se cacher les malfaiteurs. Jb 34, 22 : teñvalder ebet na dic’houloù, d’an droug obererien d’en em guzhat enno !

Il n’a pas besoin d’observer longtemps quelqu’un pour le faire venir devant lui en jugement. Jb 34, 23 : Rak Doue ne verk ket d’an den un emgav, evit dont gantañ dirak ul lez-varn bennak.

Sans enquête, il brise les puissants et met d’autres hommes à leur place. Jb 34, 24 : Terriñ a ra an dud vras, hep ezhomm a enklask, hag e lak reoù all en o flas.

C’est qu’il démasque leurs manœuvres ; il les renverse dans la nuit, ils sont écrasés. Jb 34, 25 : Evel-se Doue a anavez o oberoù, o diskar a ra e-pad an noz,

Tels des criminels, il les gifle dans un lieu bien en vue, Jb 34, 26 : ha setu ar re fallakr flastret war an dachenn ; reiñ a ra dezho fasadoù en ul lec’h a-wel d’an holl,

parce qu’ils se sont détournés de lui, qu’ils ont méconnu tous ses chemins, Jb 34, 27 : o vezañ m’o deus tec’het a ziwar e roudoù ha n’o deus ket komprenet e holl hentoù,

au point de faire monter vers lui le cri du faible, le cri des pauvres qu’il entend. Jb 34, 28 : m’o deus lakaet garm an den gwan da sevel davetañ ha kriadenn ar reuzeudien da vezañ klevet gantañ.

Même s’il reste inactif, qui le condamnera, s’il cache sa face, qui l’apercevra ? Il veille pourtant sur les nations et sur l’individu, Jb 34, 29 : Ma chom Eñ da repoziñ, piv 'hejo anezhañ ? Ma vouch e zremm, piv e welo ? Met eveshaat a ra ouzh ar broadoù hag an dud,

pour que ne règne aucun impie, qu’aucun piège ne soit tendu au peuple. Jb 34, 30 : evit na vo o ren den ebet dizoue ha na vo ket paket ar bobl e pechoù.

Supposons que l’on dise à Dieu : “J’ai expié, je ne ferai plus le mal ; Jb 34, 31 : Hogen ma lavar unan bennak da Zoue : "Touellet on bet, ne rin ken an droug ;

ce qui échappe à ma vue, toi, montre-le-moi ! si j’ai commis l’injustice, je ne continuerai pas.” Jb 34, 32 : ar gwall na welan ket, teurvez hen diskouez din ; mar em eus graet un direizher, ne rin ket ken en-dro !"

Dieu devrait-il alors punir selon tes convictions ? Puisque tu as critiqué, puisque c’est toi qui décides et non moi, ce que tu sais, dis-le ! Jb 34, 33 : Neuze, hervezout, daoust hag e rento Doue kement-all dezhañ ? Met te, peogwir emaout oc’h abegiñ, ar pezh a ouzout, hel lavar ’ta !

Les gens sensés me diront, ainsi que tout homme sage qui m’écoute : Jb 34, 34 : An dud poellek a lavaro din, ha pep den fur ouzh va selaou :

“Job parle sans savoir, et ses propos ne sont pas raisonnables.” Jb 34, 35 : Job a gomz evel un den digentel, e lavaroù a vank a boellegezh !

Ah ! si seulement Job était examiné jusqu’au bout pour ses réponses dignes d’un mécréant ! Jb 34, 36 : Ac’hanta ! Ra vo Job sellet outañ penn-da-benn, evit bezañ respontet evel an dud dizoue ;

Car à sa faute il ajoute la révolte, il s’applaudit lui-même au milieu de nous, il multiplie ses discours contre Dieu. » Jb 34, 37 : rak ouzhpenn pec’hiñ emañ o ’n em sevel, emañ dirazomp o nac’hañ e fazi hag o lieskementiñ e gomzoù enep Doue.