Livre de Job - Chapitre 18
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 18
Bildad de Shouah prit la parole et dit : Jb 18, 1 : Bildad eus Shouac’h en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« Quand donc mettrez-vous un terme aux discours ? Réfléchissez, ensuite nous parlerons. Jb 18, 2 : Betek pegoulz e lakaiot hualoù d’am c’haoz ? En em soñjit ha neuze e komzin !
Pourquoi passerions-nous pour des bêtes et serions-nous stupides à vos yeux ? Jb 18, 3 : Perak e vefemp-ni tremenet ganit da loened, perak e vefemp evel sodien d’az taoulagad,
Ô toi, qui te déchires dans ta colère, à cause de toi la terre sera-t-elle désolée, le rocher, changé de place ? Jb 18, 4 : te hag en em zrailh da-unan ez kounnar ? Hag-eñ, abalamour dit, e vo dilezet ar vro, hag-eñ e ranko ar roc’hell en em zilec’hiañ ?
Oui, la lumière du méchant s’éteint, la flamme de son feu ne brille plus. Jb 18, 5 : Ya, lazhet e vez gouloù an den fallakr, ha flamm e dan a baouez da lugerniñ ;
La lumière s’obscurcit dans sa tente, sa lampe au-dessus de lui s’éteint. Jb 18, 6 : ar gouloù a deñvala en e deltenn, hag e lamp a voug a-us dezhañ.
Ses pas vigoureux se raccourcissent, ses intrigues le font trébucher, Jb 18, 7 : E gammedoù nerzhus a zeu da verraat, ha strebotiñ a ra en e venozioù.
car il se prend les pieds dans le filet, il marche sur un piège. Jb 18, 8 : Rak luziañ a ra e dreid en ur roued, emañ o kerzhout war stignoù.
Un lacet le saisit au talon ; un collet se referme sur lui. Jb 18, 9 : Ul las a grog en e seul, ul lindag a serr war e c’houzoug ;
Cachée dans la terre, une corde l’attend, et sur le sentier, une trappe. Jb 18, 10 : skoachet 'mañ en douar al lindag d’e bakañ, war ar wenodenn emañ an toull-trap d’e dapout.
Autour de lui des terreurs l’épouvantent et s’accrochent à ses pas. Jb 18, 11 : A bep tu e vez spouronet gant spontailhoù : emaint war e lerc’h, pep kammed ma ra !
En pleine vigueur il souffre la faim, et le malheur se tient à ses côtés. Il dévore sa peau, le démon de la mort, il la dévore par lambeaux. Jb 18, 12 : E greñvder a anavez bremañ an dienez, hag ar gwalleur a zo en e sav en e gichen. E groc’hen a zo krignet gant ar c’hleñved, mab henañ an Ankoù a zebr e izili.
On l’arrache à la sécurité de sa tente, on le conduit vers le roi des terreurs. Jb 18, 14 : Setu-eñ diskrapet eus e dinell, hi hag a oa e surentez, ha degaset da roue ar spontoù,
Un autre habite sous sa tente qui ne lui appartient plus ; sur sa demeure on répand du soufre. Jb 18, 15 : en doare ma c’hellez-te chom en e deltenn, pa n’eo ket ken perc’henn warni, ha p’eo bet skuilhet soufr war e chomlec’h.
En bas, ses racines se dessèchent ; en haut, ses rameaux se flétrissent. Jb 18, 16 : Ouzh traoñ e tisec’h e wrizioù, hag ouzh krec’h e weñv e zeliadur.
Sa mémoire est effacée de la terre, il n’a plus de nom dans la contrée. Jb 18, 17 : Kollet eo diouzh ar vro an eñvor anezhañ, n’en deus anv ebet ken war-c’horre ar maezioù.
De la lumière on le pousse dans les ténèbres, et du monde on le chasse. Jb 18, 18 : Argaset eo eus ar gouloù d’an deñvalijenn, hag eus ar bed ec’h harluez anezhañ.
Pas de lignée pour lui, ni de postérité dans son peuple, et point de survivant en ses lieux de séjour. Jb 18, 19 : Lignez ebet na diskennidi evitañ en e bobl, na restad ebet e lec’hioù e annez.
Son destin stupéfie ceux de l’Occident, ceux de l’Orient sont saisis d’effroi. Jb 18, 20 : Gant e blanedenn eo saouzanet tud ar c’huzh-heol, ha tud ar reter e krog an hiris enno.
Oui, telles sont les demeures du criminel, le lieu de qui ne connaît pas Dieu. » Jb 18, 21 : Evel-se emañ kont gant chomlec’h an den direizh, evel-se gant an hini n’anavez ket Doue !
