Livre de Job - Chapitre 42
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 42
Job s’adressa au Seigneur et dit : Jb 42, 1 : Job a respontas d’an Aotrou hag a lavaras :
« Je sais que tu peux tout et que nul projet pour toi n’est impossible. Jb 42, 2 : Gouzout a ran e c’hellez pep tra ha n’eus diviz ebet na c’hellfes seveniñ.
Oui, j’ai parlé, sans les comprendre, de merveilles hors de ma portée, dont je ne savais rien. Jb 42, 3 : Ya, komzet em eus hep kompren eus traoù burzhudus a-us din, traoù n’anavezen ket.
C’est par ouï-dire que je te connaissais, mais maintenant mes yeux t’ont vu. Jb 42, 5 : Diwar glevout hepken ez anavezen ac’hanout, met bremañ eo va lagad en deus da welet.
C’est pourquoi je me rétracte et me repens sur la poussière et sur la cendre. » Jb 42, 6 : Setu perak e tianzavan va c’homzoù hag e ran pinijenn, war ar poultr ha war al ludu !"
Or, après avoir adressé ces discours à Job, le Seigneur dit à Élifaz de Témane : « Ma colère s’est enflammée contre toi et contre tes deux amis, parce que vous n’avez pas parlé de moi avec justesse comme l’a fait mon serviteur Job. Jb 42, 7 : Goude bezañ diskleriet ar c’homzoù-se da Job e lavaras an Aotrou kement-mañ da Elifaz eus Teman : "Entanet eo bet va c’hounnar a-enep dit hag a-enep da zaou vignon, dre n’hoc’h eus ket komzet diwar va fenn kenkoulz ha va servijer Job.
Maintenant, prenez sept taureaux et sept béliers, allez trouver mon serviteur Job. Offrez un holocauste en votre faveur, et Job mon serviteur intercédera pour vous. Uniquement par égard pour lui, je ne vous infligerai pas l’infamie méritée pour n’avoir pas parlé de moi avec justesse, comme l’a fait mon serviteur Job. » Jb 42, 8 : Met bremañ, it da gerc’hat seizh kole ha seizh maout, hag it da gaout va servijer Job. Kinnig a reot un holokost evidoc’h hoc’h-unan, ha va servijer Job a bedo a-du ganeoc’h. Ober a rin stad eus e bedenn, ha ne lakain saotradur ebet da zont warnoc’h goude n’hoc’h eus ket komzet reizh diwar va fenn evel va servijer Job".
Élifaz de Témane, Bildad de Shouah et Sofar de Naama s’en allèrent et firent comme le Seigneur leur avait dit, et le Seigneur eut égard à l’intervention de Job. Jb 42, 9 : Neuze ez eas Elifaz eus Teman, Bildad eus Shouac’h, Sofar eus Naama d’ober evel ma lavare dezho an Aotrou, hag an Aotrou a selaouas gant grad-vat pedenn Job.
Le Seigneur rétablit la condition de Job tandis qu’il intercédait pour son prochain, et le Seigneur porta au double tous les biens de Job. Jb 42, 10 : Hag an Aotrou a adlakaas Job en e stad gentañ, o vezañ m’en devoa pedet evit e vignoned : an Aotrou a reas kreskiñ d’an doubl kement en devoa Job.
Tous ses frères, toutes ses sœurs et toutes ses connaissances d’autrefois vinrent à lui. Ils mangèrent le pain avec lui dans sa maison. Ils le plaignirent et le consolèrent de tout le malheur que le Seigneur avait fait venir sur lui. Ils lui donnèrent chacun une pièce d’argent et chacun un anneau d’or. Jb 42, 11 : E holl vreudeur, e holl c’hoarezed, e holl vignoned a zeuas d’e gaout, hag a zebras ar bara gantañ en e di. Trueziñ outañ a rejont hag e frealziñ evit an holl reuz en devoa kaset an Aotrou warnañ. Ha reiñ a rejont dezhañ pep a bezh arc’hant ha pep a walenn aour.
Le Seigneur bénit la nouvelle situation de Job plus encore que l’ancienne. Job posséda quatorze mille moutons et six mille chameaux, mille paires de bœufs et mille ânesses. Jb 42, 12 : Hag an Aotrou a vennigas stad nevez Job muioc’h eget e stad a-gent. Bez’ en devoe pevarzek mil dañvad ha seizh mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.
Il eut encore sept fils et trois filles. Jb 42, 13 : Bez’ en devoe seizh mab ha teir merc’h.
Il nomma la première Colombe, la deuxième Fleur-de-Laurier, et la troisième Ombre-du-regard. Jb 42, 14 : Da unan e roas Koulmenn da anv, d’an eil an anv a Ginamom, d’an deirvet an anv a Gorn-a-borfum.
On ne trouvait pas dans tout le pays de femmes aussi belles que les filles de Job. Leur père leur donna une part d’héritage avec leurs frères. Jb 42, 15 : Ne veze ket kavet dre ar vro a-bezh merc’hed ken kaer ha merc’hed Job. Hag o zad a roas dezho ul lod eus an hêrezh a-gevret gant o breudeur.
Après cela, Job vécut encore cent quarante ans, et il vit ses fils et les fils de ses fils : quatre générations. Jb 42, 16 : Goude-se e vevas Job c’hoazh kant daou-ugent vloaz, hag e welas e vibien, ha mibien e vibien, pevar rummad.
Et Job mourut âgé, rassasié de jours. Jb 42, 17 : Hag e varvas Job en e gozhni goude bezañ bet e walc’h a zeizioù.
