Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Job » Chapitre 27

Livre de Job - Chapitre 27

Levr : Levr Job
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Chapitre 27



Job reprit le fil de son propos et dit : Jb 27, 1 : Hag e kendalc’has Job da zibunañ e gaoz en ur lavarout :

« Par la vie de Dieu qui a récusé mon droit, par le Puissant qui m’a rempli d’amertume, Jb 27, 2 : Dre vuhez Doue hag en deus distaolet justis va c’haoz, ha dre an Hollc’halloudeg en deus leuniet va ene a c’hwervoni,

tant que la respiration sera en moi, et le souffle de Dieu dans mes narines, Jb 27, 3 : keit ha ma chomo va alan ennon, ha c’hwezh Doue em fronelloù,

mes lèvres ne vont pas dire de paroles injustes, ni ma langue murmurer la fausseté. Jb 27, 4 : ne zistago va diweuz falsentez ebet, na va zeod ne zistilho ket a c’hevier.

Loin de moi la pensée de vous donner raison ! Tant que je vivrai, je ne renoncerai pas à mon intégrité. Jb 27, 5 : Pell diouzhin ar soñj e vefe ar gwir ganeoc’h ; betek va huanad diwezhañ ez azlavarin ez on direbech.

Je tiens à ma justice, et n’en démordrai pas ; mon cœur ne condamne aucun de mes jours. Jb 27, 6 : En em stagañ a ran ouzh va reizhder ha ne ziskrogin ket dioutañ : n’he deus va c’halon tamm mezh ebet gant va deizioù !

Que mon ennemi ait le sort du méchant, et mon adversaire celui de l’injuste ! Jb 27, 7 : Ra c’hoarvezo gant va enebour evel gant ar fallakr, gant va diarbenner evel gant an den direizh !

Car quel sera l’espoir de l’impie quand Dieu le retranchera, quand il ravira son âme ? Jb 27, 8 : Rak peseurt esper a zo d’an den dizoue pa bed, pa sav e ene war-zu Doue ?

Dieu entendra-t-il son cri, quand fondra sur lui la détresse ? Jb 27, 9 : Daoust ha selaou a ra Doue e griadenn, pa zeu warnañ ar reuz hag an argoll ?

Dans le Puissant trouvait-il ses délices, invoquait-il Dieu en tout temps ? Jb 27, 10 : Daoust ha lakaat a ra en Hollc’halloudeg e blijadur, daoust ha gervel a ra Doue e pep amzer ?

Je vous enseignerai la manière divine, je ne vous cacherai pas la pensée du Puissant. Jb 27, 11 : Kelenn a ran deoc’h aze doare-ober Doue ; ar pezh a zo e soñj an Hollc’halloudeg, n’en kuzhan ket.

Si tous, vous avez vu ce qu’il en est, pourquoi tenir vainement de si vains discours ? Jb 27, 12 : Met an holl ac’hanoc’h hoc’h eus hen merzet, perak dibunañ en goullo komzoù goullo ?

Voici la part que le méchant trouve auprès de Dieu, l’héritage que les tyrans reçoivent du Puissant. Jb 27, 13 : Sed amañ lod an den fallakr a-berzh Doue hag ar pezh a resev an diranted digant an Hollc’halloudeg :

Si ses enfants se multiplient, le glaive les attend ; ses descendants ne pourront se rassasier de pain. Jb 27, 14 : Mard eo niverus e vibien ez int tonket d’ar c’hleze, hag e ziskennidi n’o devo ket o gwalc’h a vara.

Ses survivants n’auront que la Mort pour les ensevelir, sans que ses veuves puissent pleurer. Jb 27, 15 : E warlerc’hidi a vo interet gant an Ankoù, hag e intañvezed ne leñvint ket warnañ.

S’il amasse l’argent comme poussière, s’il empile des vêtements comme du limon, Jb 27, 16 : Kaer e vo dezhañ berniañ arc’hant evel poultr, ha serriñ dilhad ken aes ha pri,

qu’il empile ! c’est le juste qui s’en vêtira, et l’argent, c’est l’innocent qui l’aura en partage. Jb 27, 17 : eñ a zaspugno, met an den just eo an hini a wisko anezho, hag e arc’hant eo d’an den direbech e tremeno.

La maison qu’il construit est comme celle de la mite, comme la hutte bâtie par le gardien. Jb 27, 18 : Savet en deus dezhañ e-unan un ti evel hini ar gevnidenn, evel ur foukenn bet graet gant ur gedour.

Riche il se couche, mais c’est la fin ; il ouvre les yeux : il n’est plus. Jb 27, 19 : Ar pinvidig a ya da gousket, met evit ar wech diwezhañ ez eo : digeriñ a reer an daoulagad, setu n’eus mui anezhañ.

Les terreurs l’assaillent comme les flots ; la nuit, l’ouragan l’emporte. Jb 27, 20 : Spontoù a lamm warnañ e-kreiz an deiz, ha d’an noz, ur gorventenn a skrap anezhañ ;

Soulevé par le vent d’est, il s’en va, un tourbillon le chasse loin de sa demeure. Jb 27, 21 : avel ar Reter her c’has gantañ, ha setu-eñ dilamet kuit, skubet eus al lec’h ma oa o chom.

Sans pitié, on tire sur lui, il cherche à fuir la main qui le frappe. Jb 27, 22 : Didruez e vo skoet outañ, tec’hout a raio dibaouez dirak an daouarn a gouezho warnañ.

On applaudit à ce qui lui arrive, il quitte sa demeure sous les sifflets. Jb 27, 23 : Stlaket e vo warnañ an daouarn, c’hwitellet e vo outañ bep tu ma-z aio.