Livre de Job - Chapitre 28
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Chapitre 28
Certes, il y a une mine pour l’argent, un lieu pour l’or que l’on affine. Jb 28, 1 : Ur vengleuz a zo evit an arc’hant hag evit an aour ul lec’h ma vez puraet ;
Le fer est tiré du sol, et le cuivre s’obtient d’une pierre fondue. Jb 28, 2 : an houarn a vez tennet eus an douar, ha mein teuzet a ro kouevr ;
On met fin aux ténèbres, jusqu’au tréfonds on fouille la pierre obscure et sombre. Jb 28, 3 : evit se ez eus bet lakaet ur fin d’an teñvalder, ha betek ar pep pellañ e furcher, e-barzh ar roc’h teñval ha dic’houloù.
On creuse une galerie à l’écart des habitants. Ignorés des passants, les mineurs sont suspendus ; loin de tout être humain, ils oscillent. Jb 28, 4 : Ur bobl estrañjour a doull trepasoù, dianav da droad an tremener, brañsellat a reont e-pign, pell diouzh an dud all !
La terre d’où sort le pain est bouleversée en ses entrailles comme par un feu. Jb 28, 5 : Sed an douar hag a denner dioutañ ar bara, eilpennet dindan evel gant an tan,
Ses pierres recèlent des saphirs et l’on y voit des poussières d’or. Jb 28, 6 : lec’h ma-z eo safir ar vein anezhañ, lec’h ma-z eus aour en e boultr ;
Sentier qu’ignore le rapace, que l’œil du vautour n’a pas aperçu. Jb 28, 7 : setu gwenodennoù dianav d’an evned-preizh, ha n’en deus ket lagad ar gup merzet anezho,
Les fauves orgueilleux ne l’ont pas foulé, le lion n’y est jamais passé. Jb 28, 8 : na gerzh ket warno al leoned, na dremen ket drezo al loupard...
Sur le silex le mineur a porté la main, il a bouleversé les montagnes par la racine. Jb 28, 9 : War ar c’hailhastr e taoler an dorn hag ec’h eilpenner gwrizioù ar menezioù ;
Dans les rochers il a percé des galeries, et tout ce qui est précieux, son œil l’a vu. Jb 28, 10 : er reier e kleuzer gwazhioù-dour, ha kement ’zo prizius en deus e welet lagad an den ;
Il a colmaté les suintements des fleuves, et amené au jour ce qui était caché. Jb 28, 11 : sontet eo bet mammennoù ar stêrioù, hag ar pezh a oa kuzh a zo bet degaset d’ar gouloù.
Mais la Sagesse, où la trouver ? L’Intelligence, quel est son lieu ? Jb 28, 12 : Ar furnez avat, eus pelec’h e teu ? Ha pehini eo lec’h ar speredegezh ?
L’homme n’en connaît pas la valeur, elle ne se trouve pas sur la terre des vivants. Jb 28, 13 : Mab-Adam n’anavez ket an hent betek enni, rak n’emañ ket o chom war zouar ar re vev.
L’Abîme a dit : “Elle n’est pas en moi.” Et la Mer a déclaré : “Elle n’est pas chez moi.” Jb 28, 14 : An islonk a lavar : N’emañ-hi ket ennon ! Hag ar mor a ziskler : N’emañ-hi ket du-mañ !
On ne peut l’échanger contre de l’or massif, ni peser l’argent pour son prix. Jb 28, 15 : N’heller ket he faeañ gant aour fetis, ha ne vez ket prenet gant ur pouez a arc’hant.
L’or d’Ophir ne saurait la payer, ni la cornaline précieuse, ni le saphir. Jb 28, 16 : Ne vez ket prizachet gant aour eus Ofir, na gant kornalinez, na gant maen Safir.
Même l’or et le verre ne peuvent l’égaler ; on ne l’obtiendrait pas contre un vase d’or fin. Jb 28, 17 : Ne lakaer ket e-skoaz ganti nag aour na gwer, ha n’eskemmer ket anezhi evit ul lestrig-aour.
Corail et cristal, n’en parlons pas ! Mieux vaut recueillir la Sagesse que les perles ! Jb 28, 18 : Koural ha maen-strink n’int ket da venegiñ, ha gwell eo perc’hennañ furnez eget perlez,
La topaze de Nubie ne l’égale pas, et l’or pur ne saurait la payer. Jb 28, 19 : n’eus ket da geñveriañ anezhi gant topaz bro Goush, na da jediñ he zalvoudegezh e aour pur.
Mais la Sagesse, où la trouver ? L’Intelligence, quel est son lieu ? Jb 28, 20 : Met ar furnez, pelec’h e vez kavet ? Ha pehini eo lec’h ar speredegezh ?
Elle a été cachée aux yeux de tout vivant, et dissimulée à l’oiseau du ciel. Jb 28, 21 : En em guzhat a ra diouzh lagad pep buhezeg ; skoachet eo da evned an Neñvoù.
L’Abîme et la Mort ont dit : “Nos oreilles ont perçu sa renommée.” Jb 28, 22 : An Islonk hag an Ankoù a lavar : hon divskouarn o deus klevet keloù diouti !
Dieu en a discerné le chemin ; il a su, lui, où elle était. Jb 28, 23 : Doue avat en deus merzet he hent, Eñ eo a anavez he chomadur ;
Lorsque du regard il atteignait les confins de la terre et voyait partout sous les cieux, Jb 28, 24 : rak sellout a ra betek pennoù pellañ an douar hag e wel kement a zo dindan an Neñvoù.
pour régler le poids du vent et fixer la mesure des eaux, Jb 28, 25 : Pa roe d’an avel he fouez ha pa vente gant ur muzul donder an dourioù,
lorsqu’à la pluie il assignait sa limite, et son chemin au nuage qui tonne, Jb 28, 26 : Pa roe ul lezenn d’ar glav hag un hent da ruilhadeg ar c’hurun,
c’est alors qu’il la vit et l’évalua, qu’il l’établit et même l’explora. Jb 28, 27 : neuze e welas anezhi hag e jedas he friz, e welas he zalvoudegezh hag e sonteas anezhi.
Puis il dit à l’homme : “La crainte du Seigneur, voilà la Sagesse, s’éloigner du mal, voilà l’Intelligence.” » Jb 28, 28 : Hag e lavaras da vibien an den : Doujañs an Aotrou, setu ar furnez, ha pellaat diouzh an droug, setu ar veizegezh !
