Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ an Danevelloù » Pennad 20

Levr kentañ an Danevelloù - Pennad 20

Levr : Levr kentañ an Danevelloù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29

Pennad 20



À l’époque du retour du printemps, époque où les rois se mettent en campagne, Joab emmena une forte armée et dévasta le pays des fils d’Ammone. Puis il vint mettre le siège devant Rabba, tandis que David restait à Jérusalem. Joab fit tomber Rabba et la détruisit. 1Ch 20, 1 : Ha setu, da vare distro ar bloaz ; d’ar c’houlz ma-z ergerzh-brezel ar rouaned, e kasas Joab strolladoù al lu, hag e wastas bro mibien Amon. Hag ez eas da c’hronnañ Rabba, ha David a oa chomet e Jeruzalem. Hag e faezhas Joab Rabba hag he distrujas.

David enleva la couronne qui était sur la tête de leur roi. Il remarqua qu’elle pesait un talent d’or et qu’elle était ornée d’une pierre précieuse. On la mit sur la tête de David. Puis celui-ci emporta de la ville une très grande quantité de butin. 1Ch 20, 2 : Hag e tapas David kurunenn Velc’hom diwar e benn, hag e kavas e poueze un talant aour hag e oa enni ur maen prizius ; hag e voe lakaet war benn David ; ha preizh eus ar gêr a gasas gantañ, unan bras-meurbet.

Quant à sa population, il l’emmena, la condamna à la scie, aux pics de fer et aux haches. Il traita ainsi toutes les villes des fils d’Ammone. Puis David et toute l’armée revinrent à Jérusalem. 1Ch 20, 3 : Hag ar bobl a oa e-barzh a dennas er-maez, hag o lakaas d’an heskenn, d’an ogedoù houarn ha d’ar bouc’hili. Hag evel-se e reas David da holl gêrioù mibien Amon. Hag e tistroas David hag an holl bobl da Jeruzalem.

Après cela, une bataille s’engagea contre les Philistins à Guèzer. C’est alors que Sibbekaï de Housha abattit Sippaï, un descendant des géants Refaïtes. Et les Philistins furent soumis. 1Ch 20, 4 : Ha setu goude-se e savas ur brezel e Gazer gant ar Filistiz. Neuze e faezhas Soboc’hai, eus Housa, Safai, unan eus mibien ar Rafaiz, hag e voent sujet.

Il y eut encore une bataille contre les Philistins. Elhanane, fils de Yaïr, abattit un nommé Lahmi, frère de Goliath de Gath, celui dont le bois de la lance était comme le rouleau d’un métier à tisser. 1Ch 20, 5 : Hag e voe c’hoazh ur brezel gant Filistiz ; hag e skoas Elkanan, mab Jair, war Lahmi, breur Goliat, eus Gat ; hag e oa koad e oaf evel karvan ur gwiader.

Il y eut encore une bataille à Gath. Là se trouvait un homme de haute taille qui avait six doigts à chaque main, six à chaque pied, vingt-quatre en tout. Lui aussi était un descendant du géant Rafa. 1Ch 20, 6 : Hag e voe c’hoazh ur brezel e Gat ; hag e oa un den mentek, hag e vizied, c’hwec’h ha c’hwec’h : pevar warn-ugent, hag eñ ivez a oa genidik eus Rapa

Comme il défiait Israël, Jonathan, fils de Shiméa frère de David, l’abattit. 1Ch 20, 7 : Daeañ a rae Israel, hag e skoas gantañ Jonatan, mab Samma, breur David.

Ces hommes étaient de la descendance de Rafa, à Gath. Ils tombèrent sous les coups de David et de ses serviteurs. 1Ch 20, 8 : Ar re-se, genidik eus Rapa, e Gat, a gouezhas dre zorn David ha dre zorn e servijer.