Levr Jeremias - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 13
Ainsi m’a parlé le Seigneur : « Va, tu achèteras une ceinture de lin et tu la mettras sur tes reins. Évite de la tremper dans l’eau. » Jr 13, 1 : Evel-hen e komzas ouzhin an Aotrou : "Kae da brenañ dit da-unan ur gouriz lin, hag e lakaat a ri war da groazlez hep e c’hlebiañ en dour".
Selon la parole du Seigneur, j’ai acheté une ceinture et je l’ai mise sur mes reins. Jr 13, 2 : Ar gouriz a brenis, hervez lavar an Aotrou hag e lakaat a ris war va c’hroazlez.
De nouveau, la parole du Seigneur me fut adressée : Jr 13, 3 : Komz an Aotrou a zeuas din un eil gwech, evit lavarout din :
« Avec la ceinture que tu as achetée et que tu portes sur les reins, lève-toi, va jusqu’à l’Euphrate, et là-bas cache-la dans la fente d’un rocher. » Jr 13, 4 : Kemer ar gouriz ac’h eus prenet hag a zo war da groazlez ; ha neuze, war sav ! Kae betek an Eufratez74, hag eno e kuzhi anezhañ en ur frailh eus ar roc’h.
Je suis donc allé la cacher près de l’Euphrate, comme le Seigneur me l’avait ordonné. Jr 13, 5 : Mont a ris d’e guzhat e-kichen an Eufratez, evel m’en doa gourc’hemennet din an Aotrou.
Longtemps après, le Seigneur m’a dit : « Lève-toi, va jusqu’à l’Euphrate, et reprends la ceinture que je t’ai ordonné de cacher là-bas. » Jr 13, 6 : A-benn kalz devezhioù war-lerc’h, an Aotrou a lavaras din : "War-sav ! Kae betek an Eufratez, hag ac’hano degas ganit en-dro ar gouriz am boa gourc’hemennet dit kuzhat eno".
Je suis donc allé jusqu’à l’Euphrate, j’ai creusé, et j’ai repris la ceinture de l’endroit où je l’avais cachée. Et voici : la ceinture était pourrie, hors d’usage ! Jr 13, 7 : Mont a ris betek an Eufratez, klask hag adkemer ar gouriz eus al lec’h m’am boa e guzhet. Met setu ma oa distrujet ar gouriz ; ne oa mui mat da netra.
Alors la parole du Seigneur me fut adressée : Jr 13, 8 : Neuze Komz an Aotrou a zeuas din en ur lavarout :
« Ainsi parle le Seigneur : Voilà comment je ferai pourrir l’immense orgueil de Juda et de Jérusalem. Jr 13, 9 : Evel-hen e komz an Aotrou : er c’hiz-se eo e tistrujin fouge Youda ha lorc’hentez vras Jeruzalem.
Ce peuple mauvais, qui suit les penchants de son cœur endurci et qui marche à la suite d’autres dieux, pour les servir et se prosterner devant eux, il deviendra pareil à cette ceinture qui est hors d’usage. Jr 13, 10 : Ar bobl fall-se hag a nac’h selaou va c’homzoù, hag a vale hervez aheurterezh he c’halon hag a ya war-lerc’h doueed all evit o servijout hag o azeuliñ, ra vo-hi evel ar gouriz-mañ ha n’eo mui mat da netra.
En effet, de même qu’un homme s’attache une ceinture autour des reins, de même je m’étais attaché toute la maison d’Israël et toute la maison de Juda – oracle du Seigneur, pour qu’elles soient mon peuple, mon renom, ma louange et ma parure. Mais elles n’ont pas écouté ! » Jr 13, 11 : Rak evel m’en em stag ur gouriz ouzh kroazlez an den, evel-se em boa staget ouzhin va-unan holl diegezh Youda - lavar an Aotrou - evit ma teufent da vezañ evidon ur bobl, ur brud, un enor hag ur c’hloar ; nemet selaou n’o deus ket graet !
Tu leur diras cette parole : « Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : Toute cruche peut être remplie de vin ». Ils te diront : « Ne savons-nous pas que toute cruche peut être remplie de vin ? » Jr 13, 12 : Ar gomz-mañ a lavari dezho : "Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : "Kement picher a zo a c’hell bezañ leuniet a win ?" Ha ma respontont dit : "Daoust ha n’ouzomp ket e c’hell kement picher a zo bezañ leuniet a win ?",
Alors tu leur répondras : « Ainsi parle le Seigneur : Tous les habitants de ce pays, les rois qui siègent sur le trône de David, les prêtres, les prophètes et les habitants de Jérusalem, je vais les remplir d’ivresse. Jr 13, 13 : e lavari dezho : "Evel-hen e komz an Aotrou : "Setu ma-z an da leuniañ a vezevell holl annezidi ar vro-mañ, ar rouaned azezet war dron David, ar veleien hag ar brofeded hag holl annezidi Jeruzalem.
Puis, je les briserai chacun contre son frère, les pères et les fils tous ensemble – oracle du Seigneur. Je serai sans pitié, sans merci, sans compassion pour les détruire. » Jr 13, 14 : O bruzunañ a rin an eil ouzh egile, an tadoù ouzh ar vibien war-un-dro - lavar an Aotrou - didruez e vezin, dizamant, didrugar : o distrujañ a rin.
Écoutez ! Tendez l’oreille ! Ne vous pavanez pas, car le Seigneur parle. Jr 13, 15 : Selaouit ha troit ho skouarn, na fougeit ket, rak an Aotrou eo an hini a gomz.
Rendez gloire au Seigneur votre Dieu, avant qu’il ne fasse venir les ténèbres, avant que vos pieds ne s’entrechoquent dans les montagnes du crépuscule. Vous attendrez la lumière : il la changera en ombre de mort, la transformera en sombre nuée. Jr 13, 16 : Rentit gloar d’an Aotrou, ho Toue, kent na zeuio an deñvalijenn ha kent na stoko ho treid ouzh menezioù ar serr-noz ; pa viot o c’hortoz er sklêrijenn ha m’en devo he c’hemmet e teñvalijenn, ha graet anezhi ur goumoulenn zu.
Si vous n’écoutez pas, mon âme pleurera en secret sur votre orgueil, mes yeux tout en pleurs ruisselleront de larmes, car le troupeau du Seigneur est emmené captif. Jr 13, 17 : Mar ne selaouit ket ar c’hemenn-mañ va ene a ouelo e-kuzh, abalamour d’ho lorc’hentez ; va lagad a skuilho daeroù, rak tropell an Aotrou a ya kuit chadennoù warnañ.
Dis au roi et à la reine mère : Abaissez-vous jusqu’à terre, car elle est tombée de votre tête, la couronne qui faisait votre splendeur ! Jr 13, 18 : Lavarit d’ar roue ha d’ar vamm-rouanez : "Azezit war an izel : rak kouezhet eo diouzh ho penn ho kurunenn a c’hloar.
Les villes du Néguev sont fermées, et personne qui les ouvre. Tout Juda a été déporté, entièrement déporté. Jr 13, 19 : Sparlet eo kêrioù an Negev, ha den d’o digeriñ ! Divroet eo bet Youda, en e bezh, harluet an holl, gwitibunan.
Lève les yeux et vois ceux qui viennent du nord ! Où est-il le troupeau qui te fut confié, les brebis de ta splendeur ? Jr 13, 20 : Sav da zaoulagad, Jeruzalem, ha gwel ar re a erru eus an hanternoz ! Pelec’h emañ an tropell a oa bet roet dit, an dañvadezed a oa da glod ?
Que diras-tu quand on t’imposera ceux que tu avais instruits, des disciples qui deviendront tes chefs ? Ne seras-tu pas saisie de douleurs, comme une femme qui accouche ? Jr 13, 21 : Petra 'lavari, pa vo lakaet dit da vezañ da vistri ar re az poa kustumet te da unan ouzh da vignoniezhioù ? Daoust ha ne grogo ket ennout ar gwentloù, evel en ur vaouez o wilioudiñ ?
Alors, si tu dis en ton cœur : « Pourquoi tout cela m’arrive-t-il ? » – C’est à cause de l’immensité de ta faute ; les pans de ta robe ont été retroussés, et tu as subi violence. Jr 13, 22 : Ha ma lavarez ouzhit da-unan : "Perak e c’hoarvez ganin kement-se ?" Ez eo en abeg da vraster da faot eo bet savet dit pastelloù da lostenn, eo bet bloñset dit da seulioù.
Un Éthiopien peut-il changer de peau, une panthère, changer de pelage ? Et vous pourriez faire le bien, vous, les habitués du mal ? Jr 13, 23 : Daoust hag e c’hell ur C’houshiad kemmañ liv e groc’hen hag ul loupard e blustrennoù ? Ha c’hwi a c’hellfe ober ar mad, boazet evel ma-z oc’h d’ober an droug ?
Je vous disperserai comme la paille qui s’en va au souffle du désert. Jr 13, 24 : Ho strewiñ a rin evel ar plouz o vont gant nerzh avel ar gouelec’h.
Tel sera ton sort, la part que je mesurerai pour toi, – oracle du Seigneur –, toi qui m’as oublié, pour faire confiance au mensonge. Jr 13, 25 : Hounnezh eo da lodenn, an darn muzuliet dit ganin-me - lavar an Aotrou -. Dre m’ac’h eus va ankounac’haet, evit lakaat da fiziañs er gevierezh,75
Moi aussi, je relèverai les pans de ta robe sur ton visage, et ta honte sera vue. Jr 13, 26 : me, d’am zro, a droñso pastelloù da lostenn war da zremm, evit ma vo gwelet da vezh.
Tes adultères, tes hennissements de plaisir, tes ignobles prostitutions, sur les collines, dans la campagne, tes horreurs, je les ai vues. Malheur à toi, Jérusalem, tu es impure ! Et pour combien de temps encore ? Jr 13, 27 : Da avoultriezhoù ha da c’hwirinadennoù, da c’hastaouerezh milliget, war an torgennoù, war ar maez, gwelet am eus da euzhusterioù ! Gwazh a-se dit, Jeruzalem, hag a chom hep puraat ! Betek pegeit c’hoazh ?
