Levr Jeremias - Pennad 34
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 34
Parole du Seigneur adressée à Jérémie, alors que Nabucodonosor, roi de Babylone, toute son armée, tous les royaumes de la terre soumis à son pouvoir et tous les peuples, étaient en guerre contre Jérusalem et contre toutes les villes qui en dépendent : Jr 34, 1 : Ar gomz a zegouezhas gant Jeremias a-berzh an Aotrou, tra m’edo Naboukodonozor, roue Babilon, hag e arme a-bezh, koulz hag an holl rouantelezhioù eus an douar sujet d’e veli hag an holl bobloù, o stourm ouzh kêr Jeruzalem hag ouzh an holl gêrioù en he dalc’h :
Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : Va dire à Sédécias, roi de Juda, va lui dire : « Ainsi parle le Seigneur : Je vais livrer cette ville aux mains du roi de Babylone qui l’incendiera. Jr 34, 2 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : Kae da gomz ouzh Sedekias, roue Youda ; lavarout a ri dezhañ : Evel-hen e komz an Aotrou, setu ma-z an da zroukreiñ ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag he deviñ a raio gant an tan.
Et toi, tu n’échapperas pas à ses mains, mais tu seras bel et bien capturé, livré entre ses mains. Tes yeux verront les yeux du roi de Babylone, il te parlera face à face, et tu iras à Babylone. Jr 34, 3 : Te da-unan ne di ket hebiou d’e zaouarn, rak tapet e vezi hep mar ebet ha droukroet dezhañ. Da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon ha komz a ri outañ a c’henou da c’henou. Ha da Vabilon ez i .
Cependant, écoute la parole du Seigneur, Sédécias, roi de Juda. Ainsi parle le Seigneur à ton sujet : Ce n’est pas par l’épée que tu mourras ; Jr 34, 4 : Koulskoude selaou Komz an Aotrou, Sedekias, roue Youda ! Evel-hen e komz warnout an Aotrou : ne varvi ket gant ar c’hleze ;
tu mourras en paix. Comme on a brûlé des parfums pour tes pères, les rois d’autrefois qui t’ont précédé, ainsi, on en brûlera pour toi, et l’on fera cette lamentation : “Quel malheur, monseigneur !” Telle est la parole que j’ai dite, moi – oracle du Seigneur. » Jr 34, 5 : mervel a ri e peoc’h. Hag evel ma-z eus bet devet frond evit da dadoù, ar rouaned a-wechall a zo bet ez-raok, evel-se e vo devet frond evidout hag e vo graet ar oueladeg : "Siwazh ! Aotrou !" Hounnezh eo ar gomz am eus-me lavaret - lavar an Aotrou -.
Le prophète Jérémie adressa toutes ces paroles à Sédécias, roi de Juda, dans Jérusalem. Jr 34, 6 : Jeremias, ar profed, a lavaras da Sedekias, roue Youda, an holl gomzoù-se e Jeruzalem.
L’armée du roi de Babylone était alors en guerre contre Jérusalem et contre les villes de Juda qui tenaient encore : Lakish et Azéqa ; c’étaient, en effet, les seules villes fortifiées qui restaient parmi les villes de Juda. Jr 34, 7 : Ha neuze Arme roue Babilon a stourme ouzh Jeruzalem hag ouzh an holl gêrioù eus Youda o terc’hel penn c’hoazh, ouzh Lakish hag ouzh Azeka ; rak ar re-mañ a oa ar c’hêrioù kreñv nemeto a chome e-touez kêrioù Youda.
Parole du Seigneur adressée à Jérémie, après que le roi Sédécias eut conclu avec tout le peuple de Jérusalem une alliance qui proclamait l’affranchissement des esclaves. Jr 34, 8 : Ha sed ar gomz a zegouezhas gant Jeremias a-berzh an Aotrou, goude m’en devoe Sedekias skoulmet un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann dezho an dieubidigezh :
Chacun devait renvoyer libre son esclave hébreu, homme ou femme, de sorte que personne ne soit asservi à son frère judéen. Jr 34, 9 : Pep hini a ranke lezel da vont er frankiz e sklaved hebreat - gwaz pe vaouez - e doare ma ne zalc’hfe den ebet e sklavelezh ur Youdaad, e vreur.
Tous ceux qui étaient entrés dans l’alliance, les princes et tous les gens du peuple, acceptèrent de renvoyer libres leurs esclaves, hommes et femmes, de sorte qu’ils ne leur soient plus asservis. Ils obéirent donc et les renvoyèrent. Jr 34, 10 : An holl dud uhel, hag ar bobl a-bezh aet e-barzh an emglev, a asantas lezel da vont er frankiz pep hini e sklaved - gwaz pe vaouez- e doare da chom hep o derc’hel mui e sklavelezh ; asantiñ a rejont hag o c’has kuit dieub.
Mais après cela, s’étant ravisés, ils firent revenir leurs esclaves, hommes et femmes, qu’ils avaient renvoyés libres, et les réduisirent à nouveau en servitude. Jr 34, 11 : Met a-c’houdevezh, o tistreiñ war o menoz, e lakjont ar sklaved da zont en-dro - gwazed ha merc’hed - o devoa kaset kuit dieub hag e lakajont anezho adarre e sklavelezh - gwazed ha merc’hed.
Alors, la parole du Seigneur fut adressée à Jérémie : Jr 34, 12 : Hogen Komz an Aotrou a zeuas neuze da Jeremias, dindan ar c’homzoù-mañ :
Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : Moi, j’ai conclu une alliance avec vos pères, le jour où je les ai fait sortir du pays d’Égypte, de la maison de servitude, en déclarant : Jr 34, 13 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : Me am eus skoulmet ur gevredelezh gant ho tadoù, en deiz m’o lakais da vont er-maez eus bro Egipt, eus ti ar sklavelezh, en ur lavarout :
« Au bout de sept ans, chacun renverra son frère hébreu qui se sera vendu à lui. Il te servira durant six ans ; puis tu le renverras libre, de chez toi. » Mais vos pères ne m’ont pas écouté, ils n’ont pas prêté l’oreille. Jr 34, 14 : A-benn seizh bloavezh, pep hini ac’hanoc’h a gaso kuit e vreur hebreat en devo en em werzhet dezhañ ; e-pad seizh bloavezhiad e servijo ac’hanout, met da-c’houde e kasi anezhañ dieub eus da di, en e frankiz ; met ho tadoù n’o deus ket va selaouet, n’o deus ket astennet o divskouarn da glevout.
Vous, en ces jours-ci, vous vous étiez convertis, vous aviez fait ce qui est juste à mes yeux en proclamant chacun l’affranchissement de son prochain ; vous aviez conclu devant moi une alliance dans la Maison sur laquelle mon nom est invoqué. Jr 34, 15 : C’hwi avat a oa distroet hiziv ; graet ho poa ar pezh a zo reizh d’am daoulagad en ur embann pep hini dieubidigezh e nesañ ; skoulmet ho poa un emglev dirazon en Ti a zo bet lakaet va anv dezhañ.
Mais vous vous êtes ravisés et vous avez profané mon nom : vous avez fait revenir les esclaves, hommes et femmes, que vous aviez renvoyés pleinement libres, et vous les avez réduits de nouveau à être vos esclaves. Jr 34, 16 : Met da-c’houde, en ur zont en-dro war ho menoz hag en ur zisakrañ va anv, hoc’h eus adkemeret pep hini e sklavour -gwaz pe vaouez - ho poa kaset kuit dieub hag o rediet hoc’h eus da vezañ en-dro ho sklavourien hag ho sklavourezed.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur : Vous, en fait, vous ne m’avez pas obéi quand chacun de vous proclamait l’affranchissement de son frère, de son prochain ; alors moi, je vais proclamer contre vous – oracle du Seigneur – l’affranchissement de l’épée, de la peste et de la famine, et je ferai de vous un objet de stupeur pour tous les royaumes de la terre. Jr 34, 17 : En abeg da-se, e komz evel-hen an Aotrou : N’hoc’h eus ket va selaouet, c’hwi, evit embann pep hini ac’hanoc’h dieubidigezh e vreur e nesañ ; ac’hanta, setu ma roan-me frankiz warnoc’h – lavar an Aotrou - d’ar c’hleze, d’ar vosenn hag d’an naonegezh, ma rin ac’hanoc’h ur spontailh evit holl rouantelezhioù an douar.
Je livrerai les hommes qui ont transgressé mon alliance, qui n’ont pas accompli les paroles de l’alliance conclue devant moi, quand ils avaient coupé en deux un veau, et qu’ils étaient passés entre ses morceaux ; Jr 34, 18 : Hag ar wazed o deus torret va emglev, ar re n’o deus ket dalc’het d’an emglev o devoa skoulmet dirazon, setu m’o lakaan evel an tarv yaouank o deus troc’het etre daou hag ez int tremenet etre tammoù an tarv yaouank,
je livrerai les princes de Juda et les princes de Jérusalem, les dignitaires et les prêtres et tous les gens du pays, ceux qui sont passés entre les morceaux du veau, Jr 34, 19 : Renerien Youda ha renerien Jeruzalem, ar spazhidi hag ar veleien, an holl bobl eus ar vro a zo tremenet etre tammoù an tarv yaouank,
je les livrerai aux mains de leurs ennemis et aux mains de ceux qui en veulent à leur vie. Leurs cadavres serviront de pâture aux oiseaux du ciel et aux bêtes de la terre. Jr 34, 20 : o droukreiñ a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a c’hoanta lemel o buhez diganto, hag o c’horfoù marv a servijo da vagadurezh da evned an neñv ha da loened an douar.
Quant à Sédécias, roi de Juda, et à ses princes, je les livrerai aux mains de leurs ennemis, aux mains de ceux qui en veulent à leur vie, aux mains de l’armée du roi de Babylone, qui a levé le siège de Jérusalem. Jr 34, 21 : Sedekias, ivez roue Youda, hag e renerien, o droukreiñ a rin etre daouarn o enebourien, etre daouarn ar re a c’hoanta lemel o buhez diganto, hag etre daouarn arme roue arme Babilon a zo o paouez pellaat diouzhoc’h.
Voici que je donne un ordre – oracle du Seigneur : Je les fais revenir vers cette ville pour qu’ils l’attaquent, la prennent et l’incendient. Et je ferai des villes de Juda une désolation ; plus personne n’y habitera. Jr 34, 22 : Setu ma-z an da reiñ urzhioù - lavar an Aotrou – ha d’o degas en-dro etrezek ar gêr-mañ evit stourm outi, he c’hemer hag he deviñ gant an tan. Hag eus kêrioù Youda e rin ur vro digenvez, den ebet ken o chom enni.
