Levr Jeremias - Pennad 14
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 14
Parole du Seigneur qui fut adressée à Jérémie à propos de la grande sécheresse : Jr 14, 1 : Komz an Aotrou a voe lavaret da Jeremias diwar-benn ar sec’hor :
Juda est en deuil ; aux portes de ses villes, on dépérit, assombri et atterré, tandis que monte la clameur de Jérusalem. Jr 14, 2 : E kañv emañ Youda hag e gêrioù a zo warno mantridigezh teñval o doare, emaint ouzh torgenn,76 hag eus Jeruzalem e sav ur c’harmadeg.
Les puissants envoient les petites gens chercher de l’eau : arrivés aux réservoirs, ils n’y trouvent pas d’eau ! Alors, ils reviennent avec leurs récipients vides ; honteux et confus, ils se voilent la tête. Jr 14, 3 : Ar pennadurezhioù a gas o mevelien davit dour ; degouezhout a reont betek ar puñsoù-glav, hogen ne gavont ket a zour, distreiñ a reont gant o listri goullo ; mezhek ha gwallgerseet e vouchont o fennoù.77
À cause du sol crevassé, faute de pluie sur la terre, les laboureurs, honteux, se voilent la tête. Jr 14, 4 : Paouezet eo al labour war-dro an douar, o vezañ ma n’eus ket ken a c’hlav ; ar gouerien, mantret holl a vouch o fennoù.
Oui, dans la campagne, même la biche qui met bas abandonne son petit, faute de verdure. Jr 14, 5 : Ya, an heizez zoken, war ar maez, a zilez he menn, pa n’eus ket a c’hlazur.
Les ânes sauvages se tiennent sur les hauteurs, ils aspirent le vent comme des chacals, et leurs yeux s’épuisent à chercher une herbe absente. Jr 14, 6 : Hag an ezen gouez, en o sav war ar menezioù noazh, a c’hwesha an avel, evel aourgon ; da fall ez a o daoulagad pa n’eus ket ken a c’heot.
Si nos fautes parlent contre nous, agis, Seigneur, à cause de ton nom. Oui, nos infidélités se sont multipliées : contre toi, nous avons péché. Jr 14, 7 : Ma toug hor pec’hedoù testeni en hon enep, gra, Aotrou, evit enor da Anv ! Ya, niverus eo hon dinac’hadurioù, a-enep dit hon eus manket.
Espoir d’Israël, toi qui le sauves au temps de l’angoisse, pourquoi serais-tu comme un immigré dans le pays, comme un voyageur qui fait un détour pour la nuit ? Jr 14, 8 : Esper Israel, Te, an Aotrou, e salver da goulz an estrenvan, perak e vefes evel un diavaeziad er vro-mañ, evel ur beajour na dremen nemet un nozvezh enni ?
Pourquoi serais-tu comme un homme abasourdi, comme un guerrier qui ne peut sauver ? Toi, Seigneur, tu es au milieu de nous, ton nom est invoqué sur nous ; ne nous délaisse pas ! Jr 14, 9 : Perak e vefes evel un den abafet, evel ur brezelour divarrek da saveteiñ ? Te koulskoude a zo o chom en hon touez, Aotrou, hag hon envel a reer gant da Anv : n’hon dilez ket !
Ainsi parle le Seigneur au sujet de ce peuple : « Assurément, ils aiment s’agiter, sans ménager leurs pas. » Mais le Seigneur ne se complaît pas en eux ; à présent il se souvient de leur faute et va châtier leurs péchés. Jr 14, 10 : Evel-hen e komz an Aotrou diwar-benn ar bobl-mañ : Ya, plijadur o deus o kantren, n’espernont ket o zreid ! Met an Aotrou n’o c’hav ket diouzh e c’hrad ; setu m’emañ war-nes kaout eñvor eus o fallagriezh ha kastizañ o fec’hedoù.
Le Seigneur me dit : « N’intercède pas pour le bien de ce peuple. Jr 14, 11 : Hag an Aotrou a lavaras din :"Na bed ket a-du gant ar bobl-se evit he mad.
S’ils jeûnent, je n’écouterai pas leur supplication ; s’ils font monter vers moi holocaustes et offrandes, je ne me complairai pas en eux ; oui, je vais les exterminer par l’épée, la famine et la peste. » Jr 14, 12 : Ma yunont, ne selaouin ket o garmadenn ; ma kinnigont loskaberzh ha profadenn n’em bo ket plijadur ganto rak, dre ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn ez an d’o c’has da get».
Et je dis : « Ah ! Seigneur mon Dieu, voici pourtant que les prophètes leur disent : “Non, vous ne verrez pas l’épée, et pour vous il n’y aura pas de famine ! Mais je vous donnerai en ce lieu une paix véritable.” » Jr 14, 13 : Ha me da lavarout: "A ! Aotrou Doue setu m’emañ ar brofeded o lavarout dezho : Ne welot ket ar c’hleze ha ne zeuio ket warnoc’h an naonegezh, rak ur peoc’h start eo a roin deoc’h el lec’h-mañ.
Alors le Seigneur me dit : « C’est le mensonge que ces prophètes prophétisent en mon nom ! Je ne les ai pas envoyés, je ne leur ai pas donné d’ordre, je ne leur ai pas parlé. Vision mensongère, divination, ineptie et tromperie de leur cœur, voilà ce qu’ils vous prophétisent ! » Jr 14, 14 : An Aotrou neuze a respontas din : "Gevier eo ar pezh a ziougan ar brofeded-se em anv ; o c’haset n’em eus ket, urzh ebet n’am eus roet dezho, komz outo n’am eus ket graet. Gweledigezhioù gaouiat, diouganerezh goullo, touelladennoù o c’halon, setu petra a gemennont deoc’h !
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur : « Les prophètes qui prophétisent en mon nom, alors que moi, je ne les ai pas envoyés, eux qui disent : “Il n’y aura ni épée ni famine dans ce pays”, ces prophètes-là périront par l’épée et la famine ! Jr 14, 15 : En abeg da-se eo evel-hen e komz an Aotrou a-enep ar brofeded hag a ziougan em anv, pa n’am eus ket o c’haset, hag a lavar ne vo er vro-mañ nag a gleze nag a naonegezh ; gant ar c’hleze hag an naonegezh eo ez aint da goll, ar brofeded-se !"
Quant aux gens du peuple à qui ils prophétisent, ils seront jetés dans les rues de Jérusalem, victimes de la famine et de l’épée, et ils n’auront personne pour les enterrer, eux et leurs femmes, leurs fils et leurs filles. Je déverserai sur eux leur méchanceté. » Jr 14, 16 : Hag an dud e tisplegont dezho o diouganoù a vezo stlapet e straedoù Jeruzalem, a-ziwar-lerc’h an naonegezh hag ar c’hleze, hep ma vo den d’o douarañ, int, o gwragez, o mibien hag o merc’hed. Skuilh a rin warno o fallagriezh.
Tu leur diras cette parole : Que mes yeux ruissellent de larmes nuit et jour, sans s’arrêter ! Elle est blessée d’une grande blessure, la vierge, la fille de mon peuple, meurtrie d’une plaie profonde. Jr 14, 17 : Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ : "Va daoulagad a skuilho daeroù noz-deiz, dibaouez, rak ur reuz bras eo reuz ar werc’hez, merc’h va fobl, skoet eo bet grevus-tre.
Si je sors dans la campagne, voici les victimes de l’épée ; si j’entre dans la ville, voici les souffrants de la faim. Même le prophète, même le prêtre parcourent le pays sans comprendre. Jr 14, 18 : Ma-z an war ar maez, sed tud lazhet gant ar c’hleze ; ha ma-z an e-barzh kêr, sed klañvourien naoniek. Ha profeded ha beleien o-unan a ya dre ar vro, hep mui kompren netra.
As-tu donc rejeté Juda ? Es-tu pris de dégoût pour Sion ? Pourquoi nous frapper sans remède ? Nous attendions la paix, et rien de bon ! le temps du remède, et voici l’épouvante ! Jr 14, 19 : Hag-eñ ac’h eus da vat distaolet Youda ? hag-eñ ac’h eus doñjer ouzh Sion ? Perak ac’h eus skoet ganeomp, hep ma ve evidomp ur pare ? Goanag a beoc’h a oa bet, ha netra a vat ne zeu ! Amzer ar bareidigezh, ha setu ar spont !
Seigneur, nous connaissons notre révolte, la faute de nos pères : oui, nous avons péché contre toi ! Jr 14, 20 : Anzav a reomp, Aotrou, hor fallagriezh, fazioù hon tadoù ; rak pec’het hon eus a-enep deoc’h.
À cause de ton nom, ne méprise pas, n’humilie pas le trône de ta gloire ! Rappelle-toi : ne romps pas ton alliance avec nous ! Jr 14, 21 : En abeg d’hoc’h anv, na rit ket fae warnomp, arabat deoc’h disakrañ tron ho kloar ! Ho pet soñj ! Na dorrit ket hoc’h emglev ganeomp.
Parmi les idoles des nations, en est-il qui fassent pleuvoir ? Est-ce le ciel qui nous donnera les pluies ? N’est-ce pas toi, Seigneur notre Dieu ? Nous espérons en toi, car c’est toi qui as fait tout cela. Jr 14, 22 : E-mesk idoloù kleuz ar baganed, daoust hag ez eus hiniennoù a lakfe ar glav da gouezhañ ? Daoust hag ez eo an oabl a ro barradoù ? Hag eñ n’eo ket te, Aotrou, hon Doue ? Dre-se hon eus spi ennout ; rak te eo a ra kement-se holl.
