Levr Jeremias - Pennad 7
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 7
Parole du Seigneur adressée à Jérémie : Jr 7, 1 : Komz hag a zeuas da Jeremias a-berzh an Aotrou pa lavaras :
Tiens-toi à la porte de la maison du Seigneur, et là, tu proclameras cette parole, tu diras : Écoutez la parole du Seigneur, vous tous de Juda, vous qui entrez par ces portes pour vous prosterner devant le Seigneur. Jr 7, 2 : En em zalc’h ouzh dor Ti an Aotrou ; eno e youc’hi ar gomz-mañ hag e lavari : Selaouit Komz an Aotrou, c’hwi holl Judaiz a antreit dre an dorioù-se evit azeuliñ an Aotrou.
Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Rendez meilleurs vos chemins et vos actes : je vous ferai demeurer dans ce lieu. Jr 7, 3 : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : gwellait doare ho puhez hag hoc’h oberoù, hag ho lakaat a rin da chom el lec’h-mañ.
Ne faites pas confiance à des paroles de mensonge, en disant : « Temple du Seigneur ! Temple du Seigneur ! C’est ici le temple du Seigneur ! » Jr 7, 4 : N’it ket da fiziout e komzoù gaouiat en ur lavarout : Amañ eo Templ an Aotrou, Templ an Aotrou, Templ an Aotrou !"
Si vraiment vous rendez meilleurs vos chemins et vos actes, si vraiment vous maintenez le droit entre un homme et son prochain, Jr 7, 5 : Hogen mar gwellait e gwirionez doare ho puhez hag hoc’h oberoù, mar grit hervez ar gwir an eil e-keñver egile,
si vous n’opprimez pas l’immigré, l’orphelin ou la veuve, si vous ne versez pas, dans ce lieu, le sang de l’innocent, si vous ne suivez pas, pour votre malheur, d’autres dieux, Jr 7, 6 : mar ne waskit ket an estrañjour, an emzivad, an intañvez, mar ne skuilhit ket el lec’h-mañ ar gwad didamall, mar n’it ket war-lerc’h doueoù all evit ho kwalleur,
alors, je vous ferai demeurer dans ce lieu, dans le pays que j’ai donné à vos pères, depuis toujours et pour toujours. Jr 7, 7 : neuze ho lakain da chom el lec’h-mañ, er vro am eus roet d’ho tadoù a viskoazh da viken.
Mais voici, vous faites confiance à des paroles de mensonge qui ne servent à rien. Jr 7, 8 : Met setu ma fiziit e komzoù touellus, didalvez.
Quoi ! Vous pouvez voler, tuer, commettre l’adultère, faire des faux serments, brûler de l’encens pour le dieu Baal, suivre d’autres dieux que vous ne connaissez pas ; Jr 7, 9 : Goude laerezh, lazhañ, avoultriñ, touiñ faos, ezañsiñ Baal, mont war-lerc’h doueed all dianav deoc’h,
et ensuite, dans cette Maison sur laquelle mon nom est invoqué, vous pouvez vous présenter devant moi, en disant : « Nous sommes sauvés » ; et vous faites toutes ces abominations ! Jr 7, 10 : e teufec’h d’en em zerc’hel dirazon en ti-mañ a vez galvet dre va anv, en ur lavarout : Salvet e vimp ! Evit gallout adkregiñ gant an holl euzhusterioù-se !
Est-elle à vos yeux une caverne de bandits, cette Maison sur laquelle mon nom est invoqué ? Pour moi, c’est ainsi que je la vois – oracle du Seigneur. Jr 7, 11 : Hag-eñ eo un toull laeron d’ho taoulagad an ti-mañ a vez galvet dre va anv ? Gwelout a ran sklaer, me, lavar an Aotrou !
Allez donc à Silo, ce lieu qui était le mien, où j’avais fait autrefois demeurer mon nom, et voyez ce que j’en ai fait à cause de la méchanceté de mon peuple Israël ! Jr 7, 12 : It eta d’am lec’h santel a zo e Silo, m’am boa lakaet eno va anv da chom da gentañ, ha gwelit petra ’m eus graet dezhañ en abeg da fallagriezh va fobl Israel.
Or maintenant – oracle du Seigneur –, puisque vous avez commis tous ces actes – inlassablement je vous ai parlé sans que vous écoutiez, et je vous ai appelés sans que vous répondiez –, Jr 7, 13 : Ha bremañ peogwir e sevenit an holl oberoù-se, lavar an Aotrou ! Peogwir em eus komzet deoc’h hep ehan hep ma selaoufec’h, peogwir em eus galvet ac’hanoc’h hep ma respontfec’h
ce que j’ai fait de Silo, je le ferai de cette Maison sur laquelle mon nom est invoqué et dans laquelle vous mettez votre confiance, ce lieu que je vous ai donné, à vous et à vos pères. Jr 7, 14 : e rin d’an Ti a vez galvet dre va anv ha n’hoc’h eus lakaet ho fiziañs ennañ, d’al lec’h am eus roet deoc’h evel d’ho tadoù, e-giz m’am eus graet da Silo :
Et je vous rejetterai loin de ma face, comme j’ai rejeté tous vos frères, toute la race d’Éphraïm. Jr 7, 15 : Ho tisteurel a rin pell diouzh va dremm, e-giz m’am eus distaolet hoc’h holl vendem, holl lignez Efraim.
Toi, n’intercède pas en faveur de ce peuple, n’élève pour eux ni supplication, ni prière, n’insiste pas auprès de moi : je ne t’écouterai pas ! Jr 7, 16 : Ha te, na bed ket evit ar bobl-se ; na sav ket evito na klemmvan na pedenn ; na zeu ket da bouezañ warnon, rak ne selaouin ket ac’hanout.
Ne vois-tu pas ce qu’ils font dans les villes de Juda et dans les rues de Jérusalem ? Jr 7, 17 : Hag eñ ne welez ket petra 'reont e kêrioù Youda hag e straedoù Jeruzalem.
Les fils ramassent le bois, les pères allument le feu, et les femmes pétrissent la pâte : ils font des gâteaux pour la Reine du ciel, ils versent des libations à d’autres dieux ; c’est ainsi qu’ils m’offensent. Jr 7, 18 : Ar grennarded a zastum koad, an tadoù a c’hwezh an tan, hag ar gwragez a ver an toaz d’ober gwastelloù da Rouanez an Neñvoù ha graet e vez skuilhadurioù da zoueed all evit va lakaat da fuloriñ.
Mais est-ce bien moi qu’ils offensent ? – oracle du Seigneur. N’est-ce pas plutôt eux-mêmes, pour leur propre honte ? Jr 7, 19 : Hogen hag eñ eo me an hini a c’hloazont, lavar an Aotrou ! Hag eñ n’eo ket i o-unan, evit o mezh.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur mon Dieu : Voici que mon ardente colère se déverse sur ce lieu, sur l’homme et le bétail, sur l’arbre des champs et le fruit du sol. Elle brûle et ne s’éteindra pas. Jr 7, 20 : Setu perak evel-hen e lavar Doue an Aotrou : Setu ma-z a va c’hounnar ha va fulor d’en em skuilhañ war al lec’h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar maezioù ha war frouezh an douar ; deviñ a raio ha ne vo ket mouget !
Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Ajoutez vos holocaustes à vos sacrifices et mangez-en la viande, Jr 7, 21 : Evel-hen e lavar Aotrou an armeoù, Doue Israel : Grit eta hoc’h holokostoù goude ober ho sakrifisoù, ha debrit kig diouto !
car je n’ai rien dit à vos pères, ni rien ordonné, à propos des holocaustes et des sacrifices, le jour où je les fis sortir du pays d’Égypte. Jr 7, 22 : Rak n’em eus lavaret netra d’ho tadoù na gourc’hemennet netra dezho d’an deiz m’am eus o lakaet da vont er-maez eus Bro-Egipt, diwar-benn an holokost hag ar sakrifis70.
Mais voici l’ordre que je leur ai donné : « Écoutez ma voix : je serai votre Dieu, et vous, vous serez mon peuple ; vous suivrez tous les chemins que je vous prescris, afin que vous soyez heureux. » Jr 7, 23 : Hogen, sed amañ petra am eus gourc’hemennet dezho, lavaret em eus dezho : selaouit ouzh va mouezh, neuze ho Toue e vin ha c’hwi, va fobl e viot, ha kerzhout a reot gant kement hent a c’hourc’hemennin deoc’h, ma teuio eurvad warnoc’h.
Mais ils n’ont pas écouté, ils n’ont pas prêté l’oreille, ils ont suivi les mauvais penchants de leur cœur endurci ; ils ont tourné leur dos et non leur visage. Jr 7, 24 : Met n’o deus ket selaouet, n’o deus ket troet o skouarn da selaou ; kerzhet o deus hervez o divizoù, hervez pennegezh o c’halonoù fall. Aet int a-souz ha n’eo ket war-raok.
Depuis le jour où vos pères sont sortis du pays d’Égypte jusqu’à ce jour, j’ai envoyé vers vous, inlassablement, tous mes serviteurs les prophètes. Jr 7, 25 : Abaoe an deiz m’eo aet ho tadoù er-maez eus Bro Egipt betek an deiz-mañ em eus kaset d’ho kaout va holl servijerien ar brofeded, en ur gas anezho bemdez, hep ehanañ.
Mais ils ne m’ont pas écouté, ils n’ont pas prêté l’oreille, ils ont raidi leur nuque, ils ont été pires que leurs pères. Jr 7, 26 : Int avat n’o deus ket va selaouet, n’o deus ket troet o skouarn da selaou, reudet o deus o chouk graet o deus ar gwall muioc’h c’hoazh eget o zadoù.
Tu leur diras toutes ces paroles, et ils ne t’écouteront pas. Tu les appelleras, et ils ne te répondront pas. Jr 7, 27 : Lavarout a ri dezho an holl gomzoù-se ha ne selaouint ket ac’hanout ; o gervel a ri ha ne respontint ket.
Alors, tu leur diras : Voilà bien la nation qui n’a pas écouté la voix du Seigneur son Dieu, et n’a pas accepté de leçon ! La vérité s’est perdue, elle a disparu de leur bouche. Jr 7, 28 : Lavarout a ri dezho : Setu ar vroad ha n’he deus ket selaouet mouezh an Aotrou, he Doue, ha n’he deus ket degemeret ar gentel. Kollet eo bet ganto ar fealded ; aet eo kuit eus o genou".
Rase ta chevelure de consacrée, Jérusalem, et jette-la ! Sur les hauteurs, entonne une lamentation, car le Seigneur a rejeté et délaissé la génération qui provoque sa fureur. Jr 7, 29 : Touz da vlev ha taol anezho kuit war ar menezioù moal, laosk ur c’han a gañv ; rak an Aotrou en deus distaolet ha dilaosket ar rummad en deus kounnaret anezhañ.
Oui – oracle du Seigneur –, les fils de Juda ont fait ce qui est mal à mes yeux. Dans la Maison sur laquelle mon nom est invoqué, ils ont installé leurs horreurs pour la souiller. Jr 7, 30 : Rak mibien Youda o deus graet ar pezh a zo drouk d’am daoulagad – lavar an Aotrou ! -. Lakaet o deus o loustonioù en Ti a vez galvet dre va anv, evit e saotrañ ;
Ils ont édifié les lieux sacrés du Tofeth au Val-de-la-Géhenne pour consumer par le feu leurs fils et leurs filles ; cela, je ne l’avais pas ordonné, cela n’était pas venu à mon esprit ! Jr 7, 31 : savet o deus uhellec’h Tofet a zo e traonienn Ben-Hinnom, evit dêviñ dre an tan o mibien hag o merc’hed, tra ma n’em boa biskoazh gourc’hemennet ha na oa ket savet d’am c’halon.
C’est pourquoi, voici venir des jours – oracle du Seigneur –, où l’on ne dira plus « le Tofeth » ni « le Val-de-la-Géhenne », mais « le Val-du-Massacre », et où l’on enterrera, faute de place, même au Tofeth. Jr 7, 32 : Setu perak, setu deizioù o tont, lavar an Aotrou – ma ne vo ket lavaret ken an Tofet, na Traonienn Ben-Hinnom, met Traonienn al lazhadeg, ha ma vo beziet e Tofet ken na vo ket plas ken.
Les cadavres de ce peuple serviront de pâture aux oiseaux du ciel et aux bêtes de la terre, sans que personne les dérange. Jr 7, 33 : Korfoù marv ar bobl tud-se a zeuio da vezañ ur boued evit evned an neñv hag evit loened an douar, hep den ebet d’o argas kuit.
Je ferai cesser dans les villes de Juda et dans les rues de Jérusalem les chants d’allégresse et les chants de joie, le chant de l’époux et le chant de l’épousée, car le pays ne sera plus qu’une ruine. Jr 7, 34 : Hag e rin paouez e kêrioù Youda hag e straedoù Jeruzalem, ar youc’hadenn a levenez hag ar griadenn a joa, kan ar gwaz nevez ha kan ar plac’h nevez, rak un dismantr e teuio ar vro da vezañ.
