Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Jeremias » Pennad 17

Levr Jeremias - Pennad 17

Levr : Levr Jeremias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52

Pennad 17



Le péché de Juda est inscrit avec un burin de fer, avec une pointe de diamant ; il est gravé sur la tablette de leur cœur et aux cornes de leurs autels. Jr 17, 1 : Skrivet eo bet pec’hed Youda gant un engravouer houarn ; gant ur boentenn diamant eo bet engravet war daolenn o c’halon ha war gernioù o aoterioù,

Ainsi leurs fils en font-ils mémoire sur leurs autels et leurs poteaux sacrés, près des arbres verts, sur les collines élevées. Jr 17, 2 : war o feulvanoù hag o feulioù sakr, war gement gwezenn c’hlas a zo, war an torgennoù uhel,

Ô ma montagne au milieu des champs, je livrerai en butin ta richesse, tous tes trésors, à cause du péché de tes lieux sacrés, sur l’ensemble de ton territoire. Jr 17, 3 : war ar menezioù, e-kreiz ar maezioù. Da binvidigezh ha da holl deñzorioù ez an d’o reiñ d’ar preizherezh ; da uhellec’hioù a bec’hed war da holl dachennad-douar.

Tu abandonneras toi-même l’héritage que je t’ai donné, et je t’asservirai à tes ennemis, dans un pays que tu ne connais pas, car vous avez allumé le feu de ma colère qui brûlera pour toujours. Jr 17, 4 : Diskregiñ a ri diouzh da hêrezh an hini am boa roet dit. Da lakaat a rin da servijout er sklavelezh da enebourien en ur vro n’anavezez ket ; rak an tan hoc’h eus c’hwezhet em fronelloù ha mont a ra da flammañ da virviken.

Ainsi parle le Seigneur : Maudit soit l’homme qui met sa foi dans un mortel, qui s’appuie sur un être de chair, tandis que son cœur se détourne du Seigneur. Jr 17, 5 : Evel-hen e komz an Aotrou : "Milliget ra vo an den en deus fiziañs en den hag a ra eus ar "c’hig" e harpell, e-keit ma-z a e galon pell diouzh an Aotrou.

Il sera comme un buisson sur une terre désolée, il ne verra pas venir le bonheur. Il aura pour demeure les lieux arides du désert, une terre salée, inhabitable. Jr 17, 6 : Heñvel eo ouzh ur wezenn jenevreg er c’heoteg na wel ket an evurusted o tont ; chom a ra e lec’hioù suilhet ar gouelec’h, en un douar sall, ha n’eus nikun o chom ennañ.

Béni soit l’homme qui met sa foi dans le Seigneur, dont le Seigneur est la confiance. Jr 17, 7 : Evurus an den a laka e fiziañs en Aotrou hag ez eo an Aotrou danvez e esperañs.

Il sera comme un arbre, planté près des eaux, qui pousse, vers le courant, ses racines. Il ne craint pas quand vient la chaleur : son feuillage reste vert. L’année de la sécheresse, il est sans inquiétude : il ne manque pas de porter du fruit. Jr 17, 8 : Heñvel eo ouzh ur wezenn plantet e-kichen an doureier hag a gas he gwrizioù etrezek red an dour ; n’en deus ket aon pa c’hoarvez ar wrez hag he delioù a chom glas ; zoken en ur bloavezh sec’hor ne vo ket-hi nec’het ha ne c’hwit ket war an dougen-frouezh.

Rien n’est plus faux que le cœur de l’homme, il est incurable. Qui peut le connaître ? Jr 17, 9 : Korvigellet eo ar galon, muioc’h eget pep tra all, ha n’eus dezhi pare ebet : piv hec’h anavez ?

Moi, le Seigneur, qui pénètre les cœurs et qui scrute les reins, afin de rendre à chacun selon sa conduite, selon le fruit de ses actes. Jr 17, 10 : Me, an Aotrou, a beur-furch ar galon, a sont al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e emzalc’h, hervez frouezh e oberoù.

La perdrix couve des œufs qu’elle n’a pas pondus, tel est celui qui s’enrichit injustement ; au milieu de ses jours, la richesse l’abandonne, en fin de compte, il n’est qu’un sot. Jr 17, 11 : Evel ur glujar o wiriñ vioù n’he deus ket dozvet, evel-se an hini a binvidika diwar direizhder. E-kreiz e zeizioù e ranko kuitaat e vadoù hag a-benn ar fin, n’eus anezhañ nemet un diskiant.

Trône de la gloire, élevé dès l’origine, tel est notre lieu saint ! Jr 17, 12 : Tron a c’hloar, lec’hiet-uhel adalek an deroù, lec’h hor santelva !

Seigneur, espoir d’Israël, tous ceux qui t’abandonnent seront couverts de honte ; ils seront inscrits dans la terre, ceux qui se détournent de toi, car ils ont abandonné le Seigneur, la source d’eau vive. Jr 17, 13 : Spi Israel, O Aotrou, ar re-holl az tilez a vezo mezhekaet, ar re a dec’h diouzhit a vo tennet kuit eus ar vro ; rak dilezet o deus mammenn an dourioù bev.

Guéris-moi, Seigneur, et je serai guéri, sauve-moi, et je serai sauvé, car tu es ma louange. Jr 17, 14 : Ro din ar pare, Aotrou, hag e vin pareet, ro din ar silvidigezh hag e vin salvet ; rak va esper out-te.

Voici qu’ils me disent : « Où donc est la parole du Seigneur ? Qu’elle vienne ! » Jr 17, 15 : Aze emaint o lavarout : "Pelec’h emañ, Komz an Aotrou ? Ra zeuio d’en em ober !"

Moi, pourtant, je ne me suis pas hâté derrière toi pour annoncer le malheur ; je n’ai pas désiré le jour fatal, tu le sais bien : ce qui sort de mes lèvres est à découvert devant toi. Jr 17, 16 : Me avat n’em eus ket pouezet warnout, evit ma c’hoarvezo an drougeur n’am eus ket c’hoantaet an deiz a reuz, te her goar ! Ar pezh a zeu er-maez war va muzelloù a zo aze dirak da zremm.

Ne deviens pas pour moi une cause d’effroi, toi, mon refuge au jour du malheur. Jr 17, 17 : Na vez ket evidon ur spont, te, va repu da zeiz ar gwalleur !

Qu’ils aient honte, mes persécuteurs, et que moi, je n’aie pas honte ! Qu’ils soient effrayés, et non pas moi ! Fais venir sur eux le jour du malheur, et brise-les d’une double brisure ! Jr 17, 18 : Ra vo mezhekaet va heskinerien ha na vin ket mezhekaet-me ra vo spontet ar re-se ha na vin ket spontet-me ! Degas warno un deiz a walleur, ha torr anezho a dorridigezh doubl.

Ainsi m’a parlé le Seigneur : Va, et tiens-toi à la porte des Fils du Peuple, par où entrent et sortent les rois de Juda, et à toutes les portes de Jérusalem. Jr 17, 19 : Evel-hen en deus komzet ouzhin an Aotrou : "Kae, hag en em zalc’h e-kichen Dor mibien ar bobl, ec’h antre drezi e kêr rouaned Youda, hag ez eont drezi er-maez, hag e-kichen holl dorioù Jeruzalem.

Tu leur diras : Écoutez la parole du Seigneur, rois de Juda, tout Juda et tous les habitants de Jérusalem, vous qui entrez par ces portes ! Jr 17, 20 : Lavarout a ri dezho :"Selaouit Komz an Aotrou, rouaned Youda ha Youda a-bezh, ha c’hwi holl, Jeruzalemiz, hag a zeu e-barzh kêr dre an dorioù-mañ.

Ainsi parle le Seigneur : Prenez garde à vous-mêmes et ne transportez aucun fardeau le jour du sabbat, n’en faites pas entrer par les portes de Jérusalem. Jr 17, 21 : Evel-hen e komz an Aotrou : "Diwallit - e riskl ho puhez ez eo ! - da zougen ur bec’h bennak da zeiz ar Sabad ha da lakaat anezhañ da zont e-barzh dre zorioù Jeruzalem.

Le jour du sabbat, ne faites sortir aucun fardeau de vos maisons et ne faites aucun travail. Sanctifiez le jour du sabbat, comme je l’ai ordonné à vos pères. Jr 17, 22 : Na lakaiot bec’h ebet da vont er-maez ho tiez da zeiz ar Sabad, ha na rit labour ebet. Santelait deiz ar Sabad, hervez m’am eus gourc’hemennet d’ho tadoù.

Mais ils n’ont pas écouté ni prêté l’oreille, ils ont raidi leur nuque pour ne pas accepter ni recevoir de leçon. Jr 17, 23 : Int avat n’o deus ket selaouet, n’o deus ket troet o divskouarn da glevout ; stennañ o deus graet o choug, evit chom hep selaou hag hep degemer ar gentel.

Si vous m’écoutez bien – oracle du Seigneur – en ne faisant entrer aucun fardeau par les portes de cette ville le jour du sabbat, en sanctifiant le jour du sabbat sans faire aucun travail, alors voici : Jr 17, 24 : Mar selaouit gant evezh - lavar an Aotrou - o chom hep lakaat da zont e-barzh bec’h ebet dre zorioù ar gêr-mañ, da zeiz ar Sabad, ma santelait deiz ar Sabad, o chom hep ober, en e gerz, labour ebet,

par les portes de cette ville entreront des rois et des princes siégeant sur le trône de David ; ils entreront sur un char attelé de plusieurs chevaux, eux et leurs princes, puis les gens de Juda et les habitants de Jérusalem ; et cette ville sera habitée pour toujours. Jr 17, 25 : neuze ez antreo rouaned azezet war dron David dre Zorioù ar gêr-mañ, pignet war girri ha war gezeg, int hag o renerien, gwazed Youda hag annezerien Jeruzalem, hag e vo ar gêr-mañ annezet da viken ;

Ils viendront des villes de Juda et des alentours de Jérusalem, du pays de Benjamin, du Bas-Pays, de la Montagne et du Néguev, pour présenter holocaustes et sacrifices, offrandes et encens, pour présenter l’action de grâce dans la maison du Seigneur. Jr 17, 26 : hag e teuor eus kêrioù Youda ha trowardroioù Jeruzalem, eus bro-Benjamin, hag eus an izelvro, eus ar menez hag an Negev, da zegas loskaberzh ha sakrifis, kinnig hag ezañs, da zegas sakrifisoù a veuleudi da Di an Aotrou.

Mais si vous ne m’écoutez pas, si vous refusez de sanctifier le jour du sabbat, en portant des fardeaux et en franchissant les portes de Jérusalem le jour du sabbat, alors je mettrai le feu à ses portes ; il dévorera les fortifications de Jérusalem et ne s’éteindra pas. Jr 17, 27 : Met, ma nac’hit va selaou ha santelaat deiz ar Sabad, o chom hep dougen bec’h ebet evit mont e-barzh gantañ dre zorioù Jeruzalem da Zeiz ar Sabad, neuze e c’hwezhin un tan en he Dorioù ; deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vougo ket !